Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 7 a viz Mezheven 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr an Adlezenn (Ad 8, 2-3. 14b-16a)
Roet en deus dit ur bara ha n'anavezes ket te, na da dadoù.
Moizez a lavare da bobl Israel :
Bez' soñj eus ar c’herzhadegoù a reas an Aotrou Doue dit ober e-pad daou-ugent vloaz er gouelec’h, evit da uvelaat, evit da amprouiñ hag evit anavezout goueled da galon : daoust ha mirout a rafes pe na rafes ket e c’hourc’hemennoù ?
Da uvelaet en deus, graet en deus dit kaout naon, roet en deus dit da zebriñ ar Manna-se ha n’ho poa ket anavezet biskoazh, na da hendadoù, evit diskouez dit n’eo ket gant bara hepken e vev an den, met ivez gant kement komz a zeu eus genou an Aotrou Doue.
Arabat dit neuze ankounac’haat an Aotrou, da Zoue, en deus da dennet eus bro Egipt, eus ti ar Sklavelezh.
Eñ eo en deus graet dit tremen a-dreuz ar gouelec’h braouac’hus-se, bro ar sarpanted binimus, ar c’hruged, douar ar sec’hed. Eñ eo a lakaas en ul lec’h dizour da strinkañ evidout dour eus ar roc’hell galetañ.
Eñ eo a reas dit debriñ er gouelec’h ar Manna-se ha n’o devoa ket resevet da hendadoù.
🎶 Salm
Salm 147 Salm 147, 12-13. 14-15. 19-20
D : Jeruzalem, meul an Aotrou !
Pe : Allelouia !
Jeruzalem, meul an Aotrou ;
kan da Zoue, o Sion.
Rak startaet en deus morailhoù da zorioù,
ha benniget ennout da vugale.
War da harzoù en deus suraet ar peoc'h
da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.
Degemenn a ra e gomz d'an douar,
buan ha prim e red e lavar.
Diskuliet en deus e lavar da Jakob,
e lezennoù hag e urzhioù da Israel.
Evit pobl all ebet n'en deus graet kement-se,
n'eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 10, 16-17)
Ned omp holl nemet ur bara hepken, ur c'horf hepken.
Va breudeur, ar c'halir a vennozh a vennigomp,
hag-eñ n’eo ket ur Gomunion ouzh gwad ar C'hrist ?
Ar bara a rannomp, hag-eñ n’eo ket ur Gomunion ouzh korf ar C'hrist ?
Peogwir n’eus nemet ur bara hepken,
ned omp ni holl nemet ur c'horf hepken ;
rak holl e kemeromp hol lod eus ar bara unan-se.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 6, 51-58)
Ned omp holl nemet ur bara hepken, ur c'horf hepken.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 6, 51)
Me eo ar bara bev diskennet eus an Neñv, eme an Aotrou ;
an neb a zebro eus ar bara-mañ a vevo da virviken.
Allelouia !
En amzer-se Jezuz a lavaras d'ar bobl :
« Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an Neñv.
An neb a zebro eus ar bara-se, a vevo da viken ;
hag ar bara a roin eo va c'horf evit buhez ar bed. »
Tabutal a rae neuze ar Juzevien kenetrezo en ur lavarout :
« Penaos e c'hell hemañ reiñ e gorf deomp da zebriñ ? »
Lavarout a reas Jezuz dezho :
« E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h :
mar ne zebrit ket korf Mab an Den,
ha mar n’evit ket e wad, n’ho pezo ket ar vuhez ennoc'h.
An neb a zebr va c'horf hag a ev va gwad
en deus buhez peurbadus ;
ha me e zasorc'ho d’an deiz diwezhañ.
Rak va c'horf a zo magadurezh wirion
ha va gwad evaj gwirion.
An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad
a chom ennon ha me ennañ.
Evel m’en deus va Zad hag a zo bev, va c'haset,
hag evel ma vevan dre an Tad,
evel-se an neb am debro, a vevo eñ ivez drezon-me.
Evel-se emañ ar bara diskennet eus an Neñv.
N’emañ ket evel an hini o deus debret ho tadoù
ha n’en deus ket miret outo da vervel ;
an neb a zebro eus ar bara-mañ a vevo da virviken. »
