Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 14 a viz Mezheven 2026

11vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg (Er 19, 2-6a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Bez’ e viot evidon ur rouantelezh a veleien, ur Bobl santel.

En deizioù-se, mibien Israel a oa erruet e gouelec'h Sinai,
hag e kampjont er gouelec'h, hag e kampe eno Israel dirak ar menez.
Ha Moizez a bignas davet Doue, hag e huchas warnañ an Aotrou,
eus ar menez, en ur lavarout :
« Evel-henn e komzi ouzh ti Jakob, e kemenni da vibien Israel :
Gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet d’an Egipt !
Ho touget em eus war eskell erered hag ho tegaset davedon.
Ha bremañ, mar sentit ouzh va mouezh, mar mirit va lezenn,
e viot evidon un dibab a-douez an holl bobloù, rak din eo an hollved.
Hag e viot evidon ur rouantelezh a veleien, ur Bobl santel ! »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 100 Salm 100 (99), 2. 3. 5

📖 Levr ar salmoù : Salm 100

D : Ni a zo e bobl ha deñved e dropell.

Kanmeulit an Aotrou, tud an hollved,
servijit an Aotrou gant levenez ;
deuit betek ennañ, en ur youc'hal lirzhin.

Gouezit eo an Aotrou a zo Doue ;
gantañ ez omp bet graet hag e dra ez omp,
e bobl ha deñved e dropell.

Rak madelezhus eo an Aotrou,
e garantez a bad da virviken,
a rummad da rummad e fealded.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 5, 6-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Bremañ ma 'z omp bet lakaet reizh dre nerzh e wad e vezimp salvet gantañ.

Va breudeur, ya, goude ma oamp dinerzh c'hoazh,
ez eo marvet ar C'hrist d’ar c'houlz divizet, evit tud fallakr ;
a-vec'h ma varvfe unan bennak evit un den reizh ;
ya, evit un den mat, marteze, e kredfe unan bennak reiñ e vuhez ;
met Doue en deus prouet anat e garantez en hor c'heñver,
o vezañ m’eo deuet ar C'hrist,
goude ma oamp pec'herien c'hoazh, da vervel evidomp.
Kentoc'h a se eta, bremañ ma 'z omp bet lakaet reizh dre nerzh e wad,
e vezimp salvet gantañ diouzh ar Gounnar.
Rak mard eo gwir hon eus adkavet ar peoc'h gant Doue dre varv e Vab,
goude ma oamp enebourien, neuze kent a se,
bremañ m’hon eus adkavet ar peoc'h gantañ, e vezimp salvet dre e vuhez.
Hag ouzhpenn-se eo surentez ha levenez hon eus e Doue
dre hon Aotrou Jezuz Krist,
o vezañ m’hon eus adal bremañ resevet ar peoc'h drezañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 9, 36-10, 8)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

O vezañ galvet daouzek diskibl, en o c’hasas.

Allelouia ! Allelouia ! (Mk 1, 15)
Allelouia !

En amzer-se, o welout an engroezioù tud-se, en devoe Jezuz truez outo,
rak skuizh e oant ha mantret, evel deñved hep mesaer.
Neuze e lavaras d’e ziskibien : « Stank eo an eost, distank avat an eosterien.
Pedit eta mestr an eost ma kaso labourerien war e eost. »
Gervel a reas neuze e zaouzek diskibl,
hag e roas dezho galloud da gas kuit ar speredoù hudur
ha da bareañ pep kleñved ha pep namm.
Ha setu amañ anvioù an daouzek abostol :
Simon, anvet Pêr, an hini kentañ, hag Andrev e vreur ;
Jakez, mab Zebedea, ha Yann e vreur, Filip ha Bartolome ;
Tomaz ha Mazhev ar publikan, Jakez, mab Alfe, ha Tadde ;
Simon ar C'hanaaniad, ha Judaz an Iskariot, an hini e werzhas zoken.
An daouzek-se, Jezuz o c'hasas da visioniñ, en ur gemenn dezho kement-mañ :
« N’it ket war-zu ar Baganed ha n’antreit ket e kêrioù Samariiz.
It kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel.
War hoc’h hent, embannit emañ tost Rouantelezh an Neñvoù.
Pareit ar re glañv, dasorc'hit ar re varv,
glanait ar re lovr, kasit kuit an drouksperedoù ;
resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn