Levr an Ermaeziadeg - Pennad 19
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 19
Le troisième mois qui suivit la sortie d’Égypte, jour pour jour, les fils d’Israël arrivèrent dans le désert du Sinaï. Ex 19, 1 : En trede miz goude ma oant deuet eus bro Egipt, da geñver an deiz-mañ, e tegouezhas bugale Israel e gouelec’h Sinai.
C’est en partant de Rephidim qu’ils arrivèrent dans ce désert, et ils y établirent leur camp juste en face de la montagne. Ex 19, 2 : Kuitaat a rejont Refidim evit mont betek gouelec’h Sinai, hag e tiazezjont o c’hamp er gouelec’h. Eno e kampas Israel a-dal d’ar Menez.
Moïse monta vers Dieu. Le Seigneur l’appela du haut de la montagne : « Tu diras à la maison de Jacob, et tu annonceras aux fils d’Israël : Ex 19, 3 : Pignat a reas Moizez etrezek Doue. Hag an Aotrou her galvas diouzh lein ar menez hag a lavaras dezhañ : "Setu ar pezh a lavari da Di Jakob, hag a roi da anaout da vugale Israel :
“Vous avez vu ce que j’ai fait à l’Égypte, comment je vous ai portés comme sur les ailes d’un aigle et vous ai amenés jusqu’à moi. Ex 19, 4 : Gwelet hoc’h eus petra am eus graet d’an Egipt, ha penaos em eus ho touget war eskell erered hag ho tegaset betek ennon.
Maintenant donc, si vous écoutez ma voix et gardez mon alliance, vous serez mon domaine particulier parmi tous les peuples, car toute la terre m’appartient ; Ex 19, 5 : Bremañ eta, ma sentit e gwirionez ouzh va mouezh ha ma virit va Emglev, e viot e-touez an holl bobloù, va c’haerañ teñzor, rak an douar a-bezh a zo din-me
mais vous, vous serez pour moi un royaume de prêtres, une nation sainte.” Voilà ce que tu diras aux fils d’Israël. » Ex 19, 6 : hag e viot evidon ur rouantelezh a veleien, ur bobl santel. Setu ar pezh a lavari da vugale Israel".
Moïse revint et convoqua les anciens du peuple, il leur exposa tout ce que le Seigneur avait ordonné. Ex 19, 7 : Distreiñ a reas Moizez eta, hag o vezañ galvet Kozhidi ar bobl e tisklêrias dezho kement en devoa an Aotrou gourc’hemennet dezhañ.
Le peuple tout entier répondit, unanime : « Tout ce que le Seigneur a dit, nous le mettrons en pratique. » Et Moïse rapporta au Seigneur les paroles du peuple. Ex 19, 8 : Hag an holl bobl a respontas a-unvouezh : "Ober a raimp kement en deus lavaret an Aotrou !" Hag ec’h adlavaras Moizez komzoù ar bobl d’an Aotrou.
Le Seigneur dit à Moïse : « Je vais venir vers toi dans l’épaisseur de la nuée, pour que le peuple, qui m’entendra te parler, mette sa foi en toi, pour toujours. » Puis Moïse transmit au Seigneur les paroles du peuple. Ex 19, 9 : An Aotrou Doue a lavaras da Voizez : "Setu, me a zeuio d’az kaout e-kreiz tevder ar goabrenn, evit ma c’hello ar bobl klevout pa gomzin ouzhit hag evit ma lakaint ivez o feiz ennout da viken". Neuze e tisklêrias Moizez d’an Aotrou komzoù ar bobl.
Le Seigneur dit encore à Moïse : « Va vers le peuple ; sanctifie-le, aujourd’hui et demain ; qu’ils lavent leurs vêtements, Ex 19, 10 : Lavarout a reas an Aotrou da Voizez : "Kae da gaout ar bobl, ha santela anezho hiziv ha warc’hoazh ; ra walc’hint o dilhad,
pour être prêts le troisième jour ; car, ce troisième jour, en présence de tout le peuple, le Seigneur descendra sur la montagne du Sinaï. Ex 19, 11 : ra vezint prest a-benn an trede deiz, rak d’an trede deiz e tiskenno an Aotrou dirak daoulagad an holl bobl, war Venez-Sinai".
Fixe des limites au peuple, en leur disant : Gardez-vous de gravir la montagne et d’en toucher le bord ! Quiconque touchera la montagne sera mis à mort ! Ex 19, 12 : Hag e lakai harzoù d’ar bobl tro-dro, en ur lavarout : Diwallit da bignat war ar menez, na da stekiñ ouzh e droad ! Neb a stoko ouzh ar menez a varvo !
Le condamné, tu ne le toucheras pas de la main, il sera lapidé ou percé de flèches. Qu’il s’agisse d’un animal ou d’un homme, il ne vivra pas. Quand la trompe retentira, quelques-uns monteront sur la montagne. » Ex 19, 13 : Ne stoko outañ dorn ebet : meinataet e vefe, pe gwareget ; loen pe zen, ne vevfe ket. Pa dregerno ar c’horn-boud, darn a bigno war ar menez".
Moïse descendit de la montagne vers le peuple. Il sanctifia le peuple ; tous lavèrent leurs vêtements, Ex 19, 14 : Hag e tiskennas Moizez eus ar menez davet ar bobl, hag e santelaas ar bobl, hag e kannjont o dilhad.
et Moïse dit au peuple : « Soyez prêts dans trois jours. N’approchez aucune femme. » Ex 19, 15 : Hag e lavaras d’ar bobl : "Bezit prest a-benn tri devezh, na dostait ket ouzh ar gwragez".
Le troisième jour, dès le matin, il y eut des coups de tonnerre, des éclairs, une lourde nuée sur la montagne, et une puissante sonnerie de cor ; dans le camp, tout le peuple trembla. Ex 19, 16 : D’an trede deiz, da c’houloù-deiz, e voe kurunoù, luc’hed, hag ur goabrenn dev war ar menez, ha mouezh kreñv-meurbet ur c’horn-boud. An holl bobl er c’hamp en em lakaas da grenañ.
Moïse fit sortir le peuple hors du camp, à la rencontre de Dieu, et ils restèrent debout au pied de la montagne. Ex 19, 17 : Ha Moizez e reas d’ar bobl mont er-maez eus ar c’hamp, d’o c’has en arbenn d’an Aotrou, hag e chomjont en o sav ouzh troad ar menez.
La montagne du Sinaï était toute fumante, car le Seigneur y était descendu dans le feu ; la fumée montait, comme la fumée d’une fournaise, et toute la montagne tremblait violemment. Ex 19, 18 : Divogediñ a rae Menez-Sinai a-bezh, o vezañ ma oa diskennet an Aotrou warnezhañ e-kreiz an tan ; ar moged diwarnañ a savas evel moged ur forn, hag e krenas ar Menez da vat.
La sonnerie du cor était de plus en plus puissante. Moïse parlait, et la voix de Dieu lui répondait. Ex 19, 19 : Mouezh ar c’horn-boud a yeas war greskiñ mui-ouzh-mui : Moizez a gomze hag e responte Doue dezhañ dre vouezh ar c’hurun.
Le Seigneur descendit sur le sommet du Sinaï, il appela Moïse sur le sommet de la montagne, et Moïse monta vers lui. Ex 19, 20 : Diskenn a reas eta an Aotrou war Venez-Sinai, war gern ar menez ; hag an Aotrou a c’halvas Moizez diwar gern ar menez hag e pignas Moizez d’e gaout.
Le Seigneur dit à Moïse : « Descends et avertis le peuple de ne pas se précipiter pour voir le Seigneur, car beaucoup d’entre eux périraient. Ex 19, 21 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Diskenn ha kemenn d’an dud ma na lammint ket davet an Aotrou evit gwelout, pe e kouezho kalz anezho.
Même les prêtres qui s’approchent du Seigneur doivent se sanctifier, de peur que le Seigneur ne s’emporte contre eux. » Ex 19, 22 : Memes ar veleien, a dosta ouzh an Aotrou, en em santelaio, pe e fardo warno an Aotrou".
Moïse répondit au Seigneur : « Le peuple ne peut pas monter sur la montagne du Sinaï, puisque, toi-même, tu nous as avertis en ces termes : “Délimite la montagne et sanctifie-la.” » Ex 19, 23 : Hag e lavaras Moizez d’an Aotrou : "N’hallo ket ar bobl pignat war venez Sinai, peogwir e tifennez se ouzhimp pa lavarez : Laka harzoù d’ar menez evit e santelaat".
Puis le Seigneur lui dit : « Va, descends. Ensuite, tu remonteras, toi et Aaron avec toi. Quant aux prêtres et au peuple, qu’ils ne se précipitent pas pour monter vers le Seigneur, de peur que le Seigneur ne s’emporte contre eux. » Ex 19, 24 : Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : "Kae ! diskenn, hag e pigni, te hag Aaron ganit. Met ar veleien hag ar bobl, na lammint ket evit pignat da gaout an Aotrou, pe e fardo warno !"
Moïse descendit vers le peuple et leur en fit part. Ex 19, 25 : Hag e tiskennas Moizez davet ar bobl hag e komzas outo.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
