Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 40

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 40

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 40



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 40, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Au premier mois, le premier jour du mois, tu dresseras la Demeure de la tente de la Rencontre. Ex 40, 2 : Da zeiz kentañ ar miz, er c’hentañ eus ar miz, e savi Chom-lec’h Teltenn an Emgav.

Tu y mettras l’arche du Témoignage et tu protégeras l’arche avec le rideau. Ex 40, 3 : Hag Arc’h an Testeni a laki e-barzh, hag e c’holoi an Arc’h gant ar ouel.

Tu apporteras la table et tu la disposeras avec soin. Tu apporteras le chandelier et tu allumeras ses lampes. Ex 40, 4 : Hag e tegasi an daol, a renki kempenn ; hag e tegasi ar c’hantolor hag ec’h enaoui e c’houleier,

Tu placeras l’autel d’or pour l’encens devant l’arche du Témoignage et tu mettras le rideau à l’entrée de la Demeure. Ex 40, 5 : hag e laki aoter aour an ezañs dirak Arc’h an Testeni, hag e laki ar rideoz war dreuzoù ar Chom-lec’h.

Tu placeras l’autel de l’holocauste devant l’entrée de la Demeure de la tente de la Rencontre. Ex 40, 6 : Hag e laki aoter an holokostoù dirak treuzoù Chom-lec’h Teltenn an Emgav.

Tu placeras la cuve entre la tente de la Rencontre et l’autel, et tu y verseras de l’eau. Ex 40, 7 : Hag e laki al laouer etre Teltenn an Emgav hag an aoter, hag e laki enni dour.

Tu installeras l’enceinte du parvis et tu placeras le rideau de la porte du parvis. Ex 40, 8 : Hag e laki ar porzh tro-dro, hag e laki rideoz dor ar porzh.

Tu prendras l’huile de l’onction, et tu feras l’onction sur la Demeure et tout ce qu’elle contient ; tu la consacreras, ainsi que tous ses accessoires, et elle sera sainte. Ex 40, 9 : Hag e kemeri eoul an olev, hag ec’h olevi ar Chom-lec’h hag holl bezh a vo ennañ, hag e santelaat a ri gant e holl draoù hag e vo santel.

Tu feras l’onction sur l’autel de l’holocauste et tous ses accessoires, tu le consacreras, et l’autel sera très saint. Ex 40, 10 : Hag ec’h olevi aoter an holokostoù hag hec’h holl vinvioù ; santelaat a ri an aoter hag e vo an aoter santel-santelañ.

Tu feras l’onction sur la cuve et son support, et tu la consacreras. Ex 40, 11 : Hag ec’h olevi al laouer hag he diazez hag he santelai.

Tu feras approcher Aaron et ses fils de l’entrée de la tente de la Rencontre, tu les baigneras dans l’eau, Ex 40, 12 : Hag e tostai Aaron hag e vibien betek treuzoù Teltenn an Emgav hag o gwalc’hi en dour.

tu revêtiras Aaron des vêtements sacrés, tu lui donneras l’onction et tu le consacreras afin qu’il exerce pour moi le sacerdoce. Ex 40, 13 : Hag e wiski Aaron gant e wiskamantoù santel, hag hen olevi hag her santelai, hag e vo beleg din.

Tu feras approcher ses fils, tu les revêtiras de tuniques, Ex 40, 14 : E vibien ivez a dostai, a wiski gant tonegoù,

tu leur donneras l’onction comme tu l’as donnée à leur père, afin qu’ils exercent pour moi le sacerdoce. Ainsi, l’onction reçue leur conférera un sacerdoce perpétuel, de génération en génération. » Ex 40, 15 : hag a olevi evel ma’z poa olevet o zad, hag e vezint beleien din, hag o devo olev ar velegiezh peurbad, a rumm da rumm.

Moïse exécuta tout ce que le Seigneur lui avait ordonné. Ex 40, 16 : Hag e reas Moizez penn-da-benn ar pezh en devoa gourc’hemennet an Aotrou dezhañ, hag her greas.

La demeure de Dieu fut érigée la deuxième année après la sortie d’Égypte, le premier jour du premier mois. Ex 40, 17 : Neuze ’ta er miz kentañ eus an eil bloavezh, d’an deiz kentañ eus ar miz e voe savet ar Chom-lec’h.

Moïse érigea ainsi la Demeure : il en posa les bases, les poutres et les traverses, et il dressa les colonnes. Ex 40, 18 : Moizez a savas ar Chom-lec’h, lakaat a reas ar sichennoù anezhañ, plasañ ar plenk hag an treuziadennoù anezhañ en o lec’h, ha sevel ar pileroù en o sav.

Au-dessus de la Demeure, il déploya la Tente et la recouvrit comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 19 : Displegañ a reas an deltenn war ar Chom-lec’h, hag e lakaas war ar gorre goloenn an Deltenn evel m’en devoa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

Il prit le Témoignage et le déposa dans l’arche. Il mit à l’arche ses barres et la recouvrit de la plaque d’or appelée propitiatoire. Ex 40, 20 : Da c’houde e kemeras an Testeni hag hel lakaas en arc’h ; lakaat a reas ar barrinier war an arc’h, hag e lakaas taolenn an drugarez war-benn.

Il introduisit l’arche dans la Demeure, et posa le rideau pour voiler l’arche du Témoignage comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 21 : Dougen a reas an arc’h e-barzh ar Chom-lec’h, lakaat gouel an Disparti da vouchañ arc’h an Testeni, evel m’en devoa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

Moïse plaça la table dans la tente de la Rencontre, sur le côté nord de la Demeure, à l’extérieur du rideau. Ex 40, 22 : Hag e lakaas an daol e Teltenn an Emgav, war gostez ar Chom-lec’h, ouzh an hanternoz, en diavaez d’ar ouel.

Il y disposa une rangée de pains devant le Seigneur, comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 23 : Hag e renkas warni, kempenn, bara-bezañs, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Il mit le chandelier dans la tente de la Rencontre en face de la table, sur le côté sud de la Demeure. Ex 40, 24 : Hag e lakaas ar c’hantolor e Teltenn an Emgav, a-dal d’an daol, war gostez ar Chom-lec’h, ouzh an Negev.

Il alluma les lampes devant le Seigneur, comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 25 : Hag ec’h enaouas ar gouleier dirak an Aotrou, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Il mit l’autel d’or dans la tente de la Rencontre, en face du rideau, Ex 40, 26 : Hag e lakaas an aoter aour e Teltenn an Emgav, dirak ar ouel.

et il y brûla de l’encens aromatique, comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 27 : Hag e tevas warni ezañs frondus, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Il mit le rideau à l’entrée de la Demeure. Ex 40, 28 : Hag e lakaas ur rideoz ouzh dor ar Chom-lec’h.

Il dressa l’autel de l’holocauste à l’entrée de la tente de la Rencontre et y présenta l’holocauste et l’offrande de céréales, comme le Seigneur le lui avait ordonné. Ex 40, 29 : Hag aoter an holokostoù a lakaas war dreuzoù Chom-lec’h Teltenn an Emgav, hag e kinnigas warni un holokost hag ur brofadenn evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Il posa la cuve entre la tente de la Rencontre et l’autel, et y versa de l’eau pour les ablutions. Ex 40, 30 : Hag e lakaas al laouer etre Teltenn an Emgav hag an aoter, hag e lakaas e-barzh dour d’en em walc’hiñ.

Moïse, Aaron et ses fils s’y lavaient les mains et les pieds ; Ex 40, 31 : Hag e walc’he gantañ Moizez hag Aaron hag e vibien, o daouarn hag o zreid.

quand ils entraient dans la tente de la Rencontre et qu’ils s’approchaient de l’autel, ils se lavaient, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 40, 32 : Pa-z aent da Deltenn an Emgav, ha pa dostaent ouzh an aoter, en em walc’hent, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Moïse installa le parvis autour de la Demeure et de l’autel, et il plaça le voile de la porte du parvis. Ainsi Moïse acheva le travail. Ex 40, 33 : Hag e voe savet ar porzh tro-war-dro d’ar Chom-lec’h ha d’an aoter, ha lakaet ar rideoz ouzh dor ar porzh. Hag e voe disoc’h Moizez gant e labour.

La nuée couvrit la tente de la Rencontre, et la gloire du Seigneur remplit la Demeure. Ex 40, 34 : Hag e c’holoas ar goumoulenn Teltenn an Emgav, ha klod an Aotrou a leunias ar Chom-lec’h.

Moïse ne pouvait pas entrer dans la tente de la Rencontre, car la nuée y demeurait et la gloire du Seigneur remplissait la Demeure. Ex 40, 35 : Ha n’halle ket Moizez mont da Deltenn an Emgav, rak chom a rae warni ar goumoulenn.

À chaque étape, lorsque la nuée s’élevait et quittait la Demeure, les fils d’Israël levaient le camp. Ex 40, 36 : Ha pa save ar goumoulenn diwar ar Chom-lec’h, ez ae bugale Israel en hent, : bep taol e tigampent.

Si la nuée ne s’élevait pas, ils campaient jusqu’au jour où elle s’élevait. Ex 40, 37 : Ma ne save ket ar goumoulenn, ne zigampent ket, a-barzh an deiz ma save.

Dans la journée, la nuée du Seigneur reposait sur la Demeure, et la nuit, un feu brillait dans la nuée aux yeux de tout Israël. Et il en fut ainsi à toutes leurs étapes. Ex 40, 38 : Rak koumoulenn an Aotrou a veze war ar Chom-lec’h e-pad an deiz, ha tan a veze e-kerzh an noz enni, ouzh daoulagad holl Di Israel, bewech ma tigampent.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn