Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 4

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 4

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 4



Moïse reprit la parole et dit : « Mais voilà ! Ils ne me croiront pas ; ils n’écouteront pas ma voix. Ils diront : Le Seigneur ne t’est pas apparu ! » Ex 4, 1 : Hag e respontas Moizez, o lavarout : "Ha ma ne gredont ket ennon ? Mar ne sentont ket ouzh va mouezh, ma lavaront : N’en deus ket en em ziskouezet dit an Aotrou ?"

Le Seigneur dit : « Que tiens-tu en main ? » Moïse répondit : « Un bâton. » Ex 4, 2 : Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : "Petra a zo ez torn ?" Hag e lavaras : "Ur vazh".

Le Seigneur dit : « Jette-le à terre. » Moïse le jeta à terre : le bâton devint un serpent, et Moïse s’enfuit devant lui. Ex 4, 3 : Hag e lavaras : "Taol anezhi d’an douar !" Hag he zeurel a reas d’an douar, hag e teuas da vezañ un naer, hag e tec’has Moizez a-zirazi.

Le Seigneur dit à Moïse : « Étends la main et prends-le par la queue. » Il étendit la main et le saisit : dans sa main, le serpent redevint un bâton. Ex 4, 4 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Astenn da zorn ha krog en he lost". Hag ec’h astennas e zorn hag e krogas enni, hag e teuas da vezañ ur vazh en e zorn.

Dieu reprit : « Ainsi croiront-ils que le Seigneur t’est apparu, le Dieu de leurs pères, Dieu d’Abraham, Dieu d’Isaac, Dieu de Jacob. » Ex 4, 5 : Gant-se e kredint ez eo en em ziskouezet dit an Aotrou, Doue o zadoù, Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob.

Le Seigneur dit encore à Moïse : « Mets donc la main sur ta poitrine. » Il mit la main sur sa poitrine, puis la retira : et sa main était lépreuse, blanche comme neige. Ex 4, 6 : Hag e lavaras an Aotrou dezhañ c’hoazh : "Kas da zorn war da vruched". Hag e kasas e zorn war e vruched hag hen tennas, hag e oa e zorn lovr evel erc’h.

Le Seigneur dit : « Remets la main sur ta poitrine. » Il remit la main sur sa poitrine, puis la retira : elle était redevenue comme le reste de son corps. Ex 4, 7 : Hag e lavaras : "Adkas da zorn d’az pruched". Hag ec’h adkasas e zorn d’e vruched hag hen tennas eus e vruched, hag e oa addeuet evel e gig.

« Ainsi donc, s’ils ne te croient pas, s’ils restent sourds à la voix du premier signe, ils croiront à cause du second signe. Ex 4, 8 : Ac’hanta ! Ma ne gredont ket ennout, ma ne selaouont ket mouezh ar sin kentañ, e kredint e mouezh ar sin diwezhañ.

Et s’ils ne croient pas encore à ces deux signes et restent sourds à ta voix, alors tu prendras de l’eau du Nil et tu la répandras sur la terre sèche. Et l’eau que tu auras puisée dans le Nil deviendra du sang sur la terre sèche. » Ex 4, 9 : Ha neuze, ma ne gredont ket zoken en daou sin-mañ, ma ne sentont ket ouzh da vouezh, e kemeri dour eus an Nil, a skuilhi war ar sec’h, ha setu : an dour az po kemeret eus an Nil a vezo gwad war ar sec’h".

Moïse dit encore au Seigneur : « Pardon, mon Seigneur, mais moi, je n’ai jamais été doué pour la parole, ni d’hier ni d’avant-hier, ni même depuis que tu parles à ton serviteur ; j’ai la bouche lourde et la langue pesante, moi ! » Ex 4, 10 : Hag e lavaras Moizez : "N’on ket un den helavar, nag eus dec’h, nag eus derc’hent-dec’h, nag abaoe ma komzez ouzh da servijer, met pounner a c’henou ha pounner a deod ez on-me".

Le Seigneur lui dit : « Qui donc a donné une bouche à l’homme ? Qui rend muet ou sourd, voyant ou aveugle ? N’est-ce pas moi, le Seigneur ? Ex 4, 11 : Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : "Piv a lakaas ur genou d’an den ? Piv hel laka mut pe vouzar, pe digor e zaoulagad pe dall ? Daoust ha n’eo ket me, an Aotrou ?

Et maintenant, va. Je suis avec ta bouche et je te ferai savoir ce que tu devras dire. » Ex 4, 12 : Ac’hanta ! Kae ! Ha me a vo gant da c’henou hag a zesko dit petra da lavarout".

Moïse répliqua : « Je t’en prie, mon Seigneur, envoie n’importe quel autre émissaire. » Ex 4, 13 : Hag e lavaras : "O ! va Aotrou ! Kas se ’ta dre an hini a gari !"

Alors la colère du Seigneur s’enflamma contre Moïse, et il dit : « Et ton frère Aaron, le lévite ? Je sais qu’il a la parole facile, lui ! Le voici justement qui sort à ta rencontre, et quand il te verra, son cœur se réjouira. Ex 4, 14 : Hag e tanas kounnar an Aotrou ouzh Moizez, hag e lavaras : "Hag Aaron, da vreur, al Leviad ? Ha n’ouzout ket e komz helavar ? Ha just emañ o tont a-ziarbenn dit, ha p’az kwelo e vo stad ennañ.

Tu lui parleras et tu mettras mes paroles dans sa bouche. Et moi, je suis avec ta bouche et avec sa bouche, et je vous ferai savoir ce que vous aurez à faire. Ex 4, 15 : Komz outañ, ha laka ar c’homzoù en e c’henou, ha me a vo gant da c’henou ha gant e c’henou, hag a zesko deoc’h petra da ober.

C’est lui qui parlera pour toi au peuple ; il sera ta bouche et tu seras son dieu. Ex 4, 16 : Hag e komzo eñ evidout d’an dud : eñ a vo evidout genou, ha te a vo evitañ Doue.

Quant à ce bâton, prends-le en main ! C’est par lui que tu accompliras les signes. » Ex 4, 17 : Hag ar vazh-mañ a gemeri ez torn hag e ri ganti ar sinoù".

Moïse s’en alla et retourna chez son beau-père Jéthro. Il lui dit : « Je dois m’en aller et retourner chez mes frères, en Égypte, pour voir s’ils vivent encore. » Jéthro lui dit : « Va en paix. » Ex 4, 18 : Hag ez eas Moizez en-dro da gaout Jetro, e dad-kaer, hag e lavaras dezhañ : "Va lez da vont en-dro da gaout va breudeur a zo en Egipt evit gwelout hag-eñ ez int bev c’hoazh". Hag e lavaras Jetro da Voizez : "Kae e peoc’h !"

Au pays de Madiane, le Seigneur dit à Moïse : « Va, retourne en Égypte, car ils sont morts, tous ceux qui en voulaient à ta vie. » Ex 4, 19 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez e Madian : "Kae en-dro d’an Egipt, rak marvet eo an holl dud a glaske da vuhez".

Moïse prit sa femme et ses fils, les installa sur l’âne et retourna au pays d’Égypte. Il avait pris en main le bâton de Dieu. Ex 4, 20 : Hag e kemeras Moizez e wreg hag e vibien a-c’haoliad war an azen, hag e tistroas da vro Egipt. Hag e kemeras Moizez bazh Doue en e zorn.

Le Seigneur dit à Moïse : « Sur le chemin du retour vers l’Égypte, songe aux prodiges que j’ai mis en ta main. Tu les accompliras devant Pharaon. Mais moi, je ferai en sorte qu’il s’obstine, et il ne laissera pas le peuple s’en aller. Ex 4, 21 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Pa-z i en-dro d’an Egipt, sell ! an holl vurzhudoù am eus lakaet ez torn a ri dirak Faraon, met me a galetaio e galon, ha ne lezo ket da vont an dud.

Tu diras à Pharaon : “Ainsi parle le Seigneur : Ex 4, 22 : Hag e lavari da Faraon : "Evel-hen e komz an Aotrou : va mab kentañ-ganet ez eo Israel.

Mon fils premier-né, c’est Israël. Je te dis : Laisse partir mon fils pour qu’il me serve ; et tu refuses de le laisser partir ! Eh bien, moi, je vais faire périr ton fils premier-né !” » Ex 4, 23 : Hag em eus lavaret dit : Lez da vont va mab evit m’am servijo. Hag ec’h eus dinac’het e lezel. Met bremañ ez an da lazhañ da vab kentañ-ganet".

Or, en cours de route, au campement de nuit, le Seigneur rencontra Moïse et chercha à le faire mourir. Ex 4, 24 : Hag e-kerzh ar veaj, pa oant o nozvezhiañ, en em gavas gantañ an Aotrou, o klask e lakaat d’ar marv.

Cippora, sa femme, prit un silex, coupa le prépuce de son fils, en toucha le sexe de Moïse et dit : « Tu es pour moi un époux de sang. » Ex 4, 25 : Hag e kemeras Sefora ur maen hag e troc’has amdroc’h he mab, hag her stokas ouzh e dreid en ur lavarout : "Ya ! ur pried-gwad ez out din".

Alors Dieu s’éloigna de Moïse. Cippora avait parlé d’« époux de sang » à cause des circoncisions. Ex 4, 26 : Hag e lezel a reas an Aotrou, peogwir he devoa lavaret ‘pried-gwad', en abeg d’an amdroc’h.

Le Seigneur dit à Aaron : « Va sur la route du désert au-devant de Moïse. » Il y alla, le rencontra à la montagne de Dieu et l’embrassa. Ex 4, 27 : Hag e lavaras an Aotrou da Aaron : "Kae a-benn-hent da Voizez d’ar gouelec’h". Hag ez eas, hag en em gavas gantañ war venez Doue, hag e pokas dezhañ.

Moïse transmit à son frère toutes les paroles que le Seigneur l’avait envoyé dire et tous les signes qu’il avait ordonné de faire. Ex 4, 28 : Hag e tisklêrias Moizez da Aaron holl gomzoù an Aotrou : penaos e kase anezhañ, hag an holl sinoù en devoa gourc’hemennet dezhañ.

Moïse et Aaron se mirent en route et réunirent tous les anciens des fils d’Israël. Ex 4, 29 : Hag ez eas Moizez hag Aaron da vodañ holl Gozhidi bugale Israel.

Aaron redit toutes les paroles que le Seigneur avait adressées à Moïse et il accomplit les signes sous les yeux du peuple. Ex 4, 30 : Hag e lavaras Aaron an holl draoù en devoa lavaret an Aotrou da Voizez, hag e reas sinoù dirak ar bobl.

Et le peuple crut : il comprit que le Seigneur avait visité les fils d’Israël et qu’il avait vu leur misère. Alors ils s’inclinèrent et se prosternèrent. Ex 4, 31 : Hag e kredas ar bobl, dre m’o devoa klevet en devoa gweladennet an Aotrou bugale Israel ha gwelet o reuz. Hag int da zaoublegañ ha da azeuliñ.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn