Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 2

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 2

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 2



Un homme de la tribu de Lévi avait épousé une femme de la même tribu. Ex 2, 1 : Hag un den eus meuriad Levi a zimezas gant ur vaouez eus an hevelep meuriad.

Elle devint enceinte, et elle enfanta un fils. Voyant qu’il était beau, elle le cacha durant trois mois. Ex 2, 2 : Homañ a goñsevas hag a c’hanas ur mab. Pa welas e oa ur bugel kaer, e kuzhas anezhañ e-pad tri miz.

Lorsqu’il lui fut impossible de le tenir caché plus longtemps, elle prit une corbeille de jonc, qu’elle enduisit de bitume et de goudron. Elle y plaça l’enfant, et déposa la corbeille au bord du Nil, au milieu des roseaux. Ex 2, 3 : Pa ne voe mui evit e guzhat, e tapas ur baner-vroenn a induas gant ter ha peg. Enni e lakaas ar bugel hag e kasas anezhi e-mesk an elestr, war ribl ar stêr.

La sœur de l’enfant se tenait à distance pour voir ce qui allait arriver. Ex 2, 4 : C’hoar ar bugelig en em zalc’he ur pennad ac’hano evit gwelout petra a c’hoarvezfe gantañ.

La fille de Pharaon descendit au fleuve pour s’y baigner, tandis que ses suivantes se promenaient sur la rive. Elle aperçut la corbeille parmi les roseaux et envoya sa servante pour la prendre. Ex 2, 5 : Hogen setu ma tiskennas merc’h Faraon d’ar stêr da gouronkañ, tra m’edo he mitizhien o vale a-hed ar stêr. Gwelout a reas ar baner e-kreiz an elestr, hag e kasas unan eus he mitizhien d’he c’herc’hat dezhi.

Elle l’ouvrit et elle vit l’enfant. C’était un petit garçon, il pleurait. Elle en eut pitié et dit : « C’est un enfant des Hébreux. » Ex 2, 6 : He digeriñ a reas hag e welas ar bugel ; ar paotrig a oa o ouelañ. Truez he devoe outañ hag e lavaras : "Eus bugale an Hebreed ez eo".

La sœur de l’enfant dit alors à la fille de Pharaon : « Veux-tu que j’aille te chercher, parmi les femmes des Hébreux, une nourrice qui, pour toi, nourrira l’enfant ? » Ex 2, 7 : Neuze e lavaras c’hoar ar bugelig da verc’h Faraon : "Ma karez, ez in da gerc’hat dit ur vagerez eus a-douez gwragez an Hebreed hag a vago dit ar bugel".

La fille de Pharaon lui répondit : « Va. » La jeune fille alla donc chercher la mère de l’enfant. Ex 2, 8 : Kae ’ta, a respontas merc’h Faraon dezhi. Hag ez eas ar plac’h yaouank da gerc’hat mamm ar bugel.

La fille de Pharaon dit à celle-ci : « Emmène cet enfant et nourris-le pour moi. C’est moi qui te donnerai ton salaire. » Alors la femme emporta l’enfant et le nourrit. Ex 2, 9 : Neuze e lavaras merc’h Faraon da hou- mañ : "Kas ar bugel-se ganit, mag anezhañ din-me, ha me va-unan a baeo ac’hanout". Neuze ar vaouez a dapas ar bugel hag a vagas anezhañ.

Lorsque l’enfant eut grandi, elle le ramena à la fille de Pharaon qui le traita comme son propre fils ; elle lui donna le nom de Moïse, en disant : « Je l’ai tiré des eaux. » Ex 2, 10 : Hag e voe eviti ur mab hag e roas dezhañ an anv a "Voizez", rak, emezi, eus an dour em eus e dennet".

Or vint le jour où Moïse, qui avait grandi, se rendit auprès de ses frères et les vit accablés de corvées. Il vit un Égyptien qui frappait un Hébreu, l’un de ses frères. Ex 2, 11 : D’ar mare ma oa deuet Moizez da vezañ bras, ez eas davet e genvroiz hag e welas o labourioù kalet. Gwelout a reas un Egiptad o skeiñ gant un Hebread, unan eus e ouenn.

Regardant autour de lui et ne voyant personne, il frappa à mort l’Égyptien et l’enfouit dans le sable. Ex 2, 12 : Sellout a reas tro-dro hag o welout ne oa den, e lazhas an Egiptad hag e kuzhas e gorf en traezh.

Le lendemain, il sortit de nouveau : voici que deux Hébreux se battaient. Il dit à l’agresseur : « Pourquoi frappes-tu ton compagnon ? » Ex 2, 13 : En deiz war-lerc’h pa zeuas er-maez, e welas daou Hebread o ’n em gannañ. Ma lavaras d’an hini a oa penn-kaoz d’an tabut : "Perak e skoez gant da gamalad ?

L’homme lui répliqua : « Qui t’a institué chef et juge sur nous ? Veux-tu me tuer comme tu as tué l’Égyptien ? » Moïse eut peur et se dit : « Pas de doute, la chose est connue. » Ex 2, 14 : Hag hemañ da lavarout : "Piv en deus da lakaet-te da vestr ha da varner warnomp ? Daoust hag e fell dit va lazhañ evel m’ac’h eus lazhet an Egiptad ?" Neuze Moizez a gemeras aon : "A dra sur, emezañ outañ e-unan, anavezet eo an afer".

Pharaon en fut informé et chercha à faire tuer Moïse. Celui-ci s’enfuit loin de Pharaon et habita au pays de Madiane. Il vint s’asseoir près du puits. Ex 2, 15 : Pa glevas Faraon an doare, e klaskas lakaat Moizez d’ar marv, met Moizez a dec’has eus ti Faraon hag a yeas betek bro Vadian, hag e koazezas e-kichen ur puñs.

Le prêtre de Madiane avait sept filles. Elles allèrent puiser de l’eau et remplir les auges pour abreuver le troupeau de leur père. Ex 2, 16 : Ha beleg Madian en devoa seizh merc’h, a zeuas da buñsañ ha da gargañ al laouerioù evit dourañ deñved o zad.

Des bergers survinrent et voulurent les chasser. Alors Moïse se leva pour leur porter secours et il abreuva leur troupeau. Ex 2, 17 : Hag e teuas mesaerien d’o argas, hag e savas Moizez hag o sikouras da zourañ o deñved.

Elles retournèrent chez Réouël, leur père, qui leur dit : « Pourquoi êtes-vous revenues si tôt, aujourd’hui ? » Ex 2, 18 : Hag ez ejont da di Rahouel, o zad, a lavaras : "Perak hoc’h eus hastet dont, hiziv ?"

Elles répondirent : « Un Égyptien nous a délivrées de la main des bergers, il a même puisé l’eau pour nous et abreuvé le troupeau ! – Ex 2, 19 : Hag int da lavarout : "Un den Egiptad en deus hon tennet eus dorn ar vesaerien, ha puñset zoken evidomp ha douret an deñved".

Mais où est-il, demanda Réouël, pourquoi l’avez-vous laissé là-bas ? Appelez-le ! Invitez-le à manger ! » Ex 2, 20 : Hag e lavaras d’e verc’hed : "Pelec’h emañ ? Perak hoc’h eus lezet an den-se ? Galvit anezhañ, ma tebro bara".

Et Moïse accepta de s’établir chez cet homme qui lui donna comme épouse sa fille Cippora. Ex 2, 21 : Hag ec’h asantas Moizez da chom gant an den a roas Sefora e verc’h da Voizez.

Elle enfanta un fils à qui Moïse donna le nom de Guershom (ce qui signifie : Immigré en ce lieu) car, dit-il, « Je suis devenu un immigré en terre étrangère. » Ex 2, 22 : Hag houmañ a c’hanas ur mab, hag eñ a c’halvas e anv Gerson, rak, emezañ, ostiziad on bet en ur vro estren.

Au cours de cette longue période, le roi d’Égypte mourut. Du fond de leur esclavage, les fils d’Israël gémirent et crièrent. Du fond de leur esclavage, leur appel monta vers Dieu. Ex 2, 23 : Hag e-kerzh an deizioù niverus-mañ e varvas roue an Egipt. Hag e hirvoude bugale Israel dindan sklaverezh, hag e c’harment. Hag e savas o c’hlemmoù etrezek Doue, eus o sklaverezh.

Dieu entendit leur plainte ; Dieu se souvint de son alliance avec Abraham, Isaac et Jacob. Ex 2, 24 : Hag e klevas Doue o hirvoud, ha soñj en devoe Doue eus e emglev gant Abraham, Izaag ha Jakob.

Dieu regarda les fils d’Israël, et Dieu les reconnut. Ex 2, 25 : Hag e welas Doue bugale Israel, ha Doue o anavezas.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn