Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 20

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 20

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 20



Alors Dieu prononça toutes les paroles que voici : Ex 20, 1 : Hag e lavaras Doue an holl gomzoù-mañ :

« Je suis le Seigneur ton Dieu, qui t’ai fait sortir du pays d’Égypte, de la maison d’esclavage. Ex 20, 2 : Me eo an Aotrou, da Zoue, an hini en deus graet dit mont er-maez eus douar an Egipt, eus ti ar sklavelezh.

Tu n’auras pas d’autres dieux en face de moi. Ex 20, 3 : N’az pezo ket a zoueoù all dirak va Fas.

Tu ne feras aucune idole, aucune image de ce qui est là-haut dans les cieux, ou en bas sur la terre, ou dans les eaux par-dessous la terre. Ex 20, 4 : Ne ri ket evidout idolennoù, na netra hag en defe ar stumm eus ar pezh a zo en Neñv, ouzh krec’h, pe war an douar, en traoñ, pe en dourioù dindan an douar.

Tu ne te prosterneras pas devant ces dieux, pour leur rendre un culte. Car moi, le Seigneur ton Dieu, je suis un Dieu jaloux : chez ceux qui me haïssent, je punis la faute des pères sur les fils, jusqu’à la troisième et la quatrième génération ; Ex 20, 5 : Ne stoui ket dirazo ha n’o serviji ket, rak Me eo an Aotrou, da Zoue, un Doue gwarizius, a gastiz pec’hed an tadoù war o mibien betek an trede ha betek ar pevare rummad eus ar re o devez kasoni ouzhin,

mais ceux qui m’aiment et observent mes commandements, je leur montre ma fidélité jusqu’à la millième génération. Ex 20, 6 : hag a ziskouez trugarez e-keñver miliadoù o devez karantez evidon hag a vir va gourc’hemennoù.

Tu n’invoqueras pas en vain le nom du Seigneur ton Dieu, car le Seigneur ne laissera pas impuni celui qui invoque en vain son nom. Ex 20, 7 : Ne lavari ket Anv an Aotrou, da Zoue e gaou, rak ne lez ket an Aotrou digastiz an hini a lavar e Anv e gaou.

Souviens-toi du jour du sabbat pour le sanctifier. Ex 20, 8 : Bez soñj eus Deiz ar Sabad evit e santelaat.

Pendant six jours tu travailleras et tu feras tout ton ouvrage ; Ex 20, 9 : E-pad c’hwec’h devezh e labouri hag e ri da holl labour,

mais le septième jour est le jour du repos, sabbat en l’honneur du Seigneur ton Dieu : tu ne feras aucun ouvrage, ni toi, ni ton fils, ni ta fille, ni ton serviteur, ni ta servante, ni tes bêtes, ni l’immigré qui est dans ta ville. Ex 20, 10 : met ar seizhvet deiz a zo Sabad an Aotrou, da Zoue. Ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc’h, na da vevel, na da vatezh, na da loened, nag an estrañjour a zo e-diabarzh da gêrioù.

Car en six jours le Seigneur a fait le ciel, la terre, la mer et tout ce qu’ils contiennent, mais il s’est reposé le septième jour. C’est pourquoi le Seigneur a béni le jour du sabbat et l’a sanctifié. Ex 20, 11 : Rak en ur ober c’hwec’h devezh a reas an Aotrou an neñv hag an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag e tiskuizhas d’ar seizhvet deiz. Setu perak en deus an Aotrou benniget Deiz ar Sabad hag e santelaet.

Honore ton père et ta mère, afin d’avoir longue vie sur la terre que te donne le Seigneur ton Dieu. Ex 20, 12 : Enor da dad ha da vamm evit ma vo hir da zevezhioù war an douar a ro dit an Aotrou, da Zoue.

Tu ne commettras pas de meurtre. Ex 20, 13 : Ne lazhi ket.

Tu ne commettras pas d’adultère. Ex 20, 14 : Ne ri ket a avoultriezh.

Tu ne commettras pas de vol. Ex 20, 15 : Ne laeri ket.

Tu ne porteras pas de faux témoignage contre ton prochain. Ex 20, 16 : Ne zougi ket a fals-testeni a-enep da nesañ.

Tu ne convoiteras pas la maison de ton prochain ; tu ne convoiteras pas la femme de ton prochain, ni son serviteur, ni sa servante, ni son bœuf, ni son âne : rien de ce qui lui appartient. » Ex 20, 17 : Ne c’hoantai ket ti da nesañ. Ne c’hoantai ket gwreg da nesañ, nag e vevel, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na netra a gement a vefe d’az nesañ".

Tout le peuple voyait les éclairs, les coups de tonnerre, la sonnerie du cor et la montagne fumante. Le peuple voyait : ils frémirent et se tinrent à distance. Ex 20, 18 : Hag an holl bobl a wele ar c’hurunoù hag al luc’hed, ha trouz ar c’hornioù, hag ar menez o tivogediñ. Hag o welout se, ar bobl, spouronet, en em zalc’he a-bell.

Ils dirent à Moïse : « Toi, parle-nous, et nous écouterons ; mais que Dieu ne nous parle pas, car ce serait notre mort. » Ex 20, 19 : Hag e lavarent da Voizez : "Komz, te, ouzhimp, hag e selaouimp. Met gant na gomzo ket ouzhimp Doue, pe e varvimp !"

Moïse répondit au peuple : « N’ayez pas peur. Dieu est venu pour vous mettre à l’épreuve, pour que vous soyez saisis de crainte en face de lui, et que vous ne péchiez pas. » Ex 20, 20 : Hag e lavaras Moizez d’ar bobl : "N’ho pet ket aon ! Evit hoc’h amprouiñ eo deuet Doue, evit ma vo doujañs outañ war ho tremmoù ha na bec’hot ket".

Le peuple se tint à distance, mais Moïse s’approcha de la nuée obscure où Dieu était. Ex 20, 21 : Hag en em zalc’he ar bobl a-bell. Ha Moizez a dostaas ouzh ar goabrenn ma oa enni Doue.

Le Seigneur dit à Moïse : « Tu parleras ainsi aux fils d’Israël : “Vous avez vu que je vous ai parlé du haut des cieux. Ex 20, 22 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Evel-hen e lavari da vugale Israel : Gwelout a rit ; eus an Neñvoù em eus komzet ganeoc’h.

Vous ne ferez pas, à côté de moi, des dieux d’argent ou d’or ; vous n’en ferez pas pour moi. Ex 20, 23 : Na rit ket a-gevret ganin doueoù arc’hant na doueoù aour : na rit ket se !

Tu me feras un autel de terre pour offrir tes holocaustes et tes sacrifices de paix, ton petit et ton gros bétail ; en tout lieu où je ferai rappeler mon nom, je viendrai vers toi et je te bénirai. Ex 20, 24 : Aoterioù douar a ri din, hag e sakrifisi warno da holokostoù ha da beoc’h-aberzhoù, da zeñved ha da saout ; e pep lec’h ma ri meneg eus va anv e teuin davedout d’az pennigañ.

Mais si tu me fais un autel de pierres, tu ne le bâtiras pas en pierres de taille car, en y passant ton ciseau, tu les profanerais. Ex 20, 25 : Aoterioù maen ma rez din, n’o savi ket gant mein-benerezh, rak da gizell o vezañ savet warno, e vefent disakr.

Et tu ne monteras pas à mon autel par des marches, afin que ta nudité n’y soit pas découverte.” » Ex 20, 26 : Ne bigni ket gant derezioù ouzh va aoter, ma ne vo ket dizoloet da noazhder warni".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn