Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 31

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 31

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 31



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 31, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Vois : j’ai appelé par son nom Beçalel, fils d’Ouri, fils de Hour, de la tribu de Juda. Ex 31, 2 : Sell, galvet em eus dre e anv Betsaleel, mab Ouri, mab Hour, eus meuriad Youda.

Je l’ai rempli de l’esprit de Dieu pour qu’il possède la sagesse, l’intelligence, la connaissance et le savoir-faire pour toutes sortes de travaux : Ex 31, 3 : Hag em eus e leuniet gant spered Doue, ampartiz, poell ha skiant e pep micher,

la création artistique, le travail de l’or, de l’argent, du bronze, Ex 31, 4 : evit ijinañ traoù, labourat war an aour, war an arc’hant ha war an arem,

la taille des pierres précieuses, la sculpture sur bois et toutes sortes de travaux. Ex 31, 5 : evit benañ mein, sterniañ, kizellañ koad, labourat e pep micher.

Et c’est moi qui lui donne comme adjoint Oholiab, fils d’Ahisamak, de la tribu de Dane. C’est moi qui donne la sagesse à tout artisan habile, pour qu’il fasse tout ce que je t’ai ordonné, c’est-à-dire : Ex 31, 6 : Ha setu ma lakaan gantañ Ooliab, mab Achimasec’h, eus meuriad Dan. E kalon an dud ampart ha kalonek-mañ em eus lakaet ampartiz, hag e raint holl bezh am eus gourc’hemennet dit :

la tente de la Rencontre, l’arche du Témoignage, le propitiatoire qui la couvre, tous les accessoires de la Tente, Ex 31, 7 : Teltenn an Emgav, Arc’h an Testeni gant ar goulc’her a zo warni, hag holl arrebeuri an Deltenn,

la table et ses accessoires, le chandelier d’or pur et tous ses accessoires, l’autel de l’encens, Ex 31, 8 : an daol gant he beselioù, ar c’hantolor glan gant e holl bezhioù, hag aoter an ezañs ;

l’autel de l’holocauste et tous ses accessoires, la cuve et son support, Ex 31, 9 : aoter an holokostoù gant he holl vinvioù, al laouer gant he diazez ;

les vêtements liturgiques, les vêtements sacrés pour le prêtre Aaron, les vêtements que porteront ses fils pour exercer le sacerdoce, Ex 31, 10 : ar gwiskamantoù-lidañ, gwiskamantoù santel Aaron, ar beleg, ha gwiskamantoù e vibien evel beleien ;

l’huile de l’onction, l’encens aromatique pour le sanctuaire. Ils feront exactement comme je te l’ai ordonné. » Ex 31, 11 : eoul an olev hag an ezañs frondus evit ar santual : an holl, evel em eus gourc’hemennet, a raint".

Le Seigneur dit à Moïse : Ex 31, 12 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Toi, tu parleras ainsi aux fils d’Israël : Surtout, vous observerez mes sabbats, car c’est un signe entre moi et vous, de génération en génération, pour qu’on reconnaisse que je suis le Seigneur, celui qui vous sanctifie. Ex 31, 13 : Ha te, komz ouzh bugale Israel, o lavarout : Va Sabadoù a virot ! Rak ur sin e vo se etrezon-me ha c’hwi a rumm da rumm, ma vo gouezet ez eo me, an Aotrou, eo ho santela-c’hwi.

Vous observerez le sabbat, car il est saint pour vous. Qui le profanera sera mis à mort : Oui, quiconque fera, en ce jour, quelque ouvrage, cette personne-là sera retranchée du milieu de sa parenté. Ex 31, 14 : Ha c’hwi a viro ar Sabad : santel e vo evidoc’h ; an hini hen disakro a varvo. Ya, neb a raio ennañ ul labour bennak, dilamet e vo hennezh a-douez e bobl.

Pendant six jours, on travaillera, mais, le septième jour, c’est un sabbat, un sabbat solennel consacré au Seigneur. Quiconque travaillera le jour du sabbat sera mis à mort. Ex 31, 15 : C’hwec’h devezh-pad e vo graet labour, met d’ar seizhvet deiz, ar Sabad, gouel-berz santel evit an Aotrou ; neb a raio labour deiz ar Sabad a varvo !

Les fils d’Israël observeront le sabbat en le célébrant de génération en génération : c’est une alliance éternelle. Ex 31, 16 : Hag e viro bugale Israel ar Sabad, oc’h ober ar Sabad a rumm da rumm : emglev peurbad.

À jamais, il est un signe entre moi et les fils d’Israël, car le Seigneur a fait le ciel et la terre en six jours mais, le septième jour, il a chômé et repris souffle. » Ex 31, 17 : Etrezon-me ha bugale Israel e vo ur sin peurbad, rak e c’hwec’h devezh en devoa graet an Aotrou an neñv hag an douar, ha d’ar seizhvet deiz en devoa diskuizhet, ehanet".

Quand le Seigneur eut fini de parler avec Moïse sur le mont Sinaï, il lui donna les deux tables du Témoignage, les tables de pierre écrites du doigt de Dieu. Ex 31, 18 : Hag e roas da Voizez, ur wech echu da gomz outañ war venez Sinai, div Daolenn an Testeni, taolennoù mein skrivet gant biz Doue.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn