Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 27

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 27

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 27



« Puis tu feras l’autel en bois d’acacia. L’autel aura cinq coudées de long, cinq coudées de large, – sa base sera donc carrée – et trois coudées de haut. Ex 27, 1 : Hag e ri an aoter e koad kasia : pemp ilinad a hed ha pemp ilinad a led ; karrezek e vo an aoter, ha tri ilinad uhelder.

Tu feras des cornes aux quatre angles de l’autel, et ses cornes feront corps avec lui. Tu le plaqueras de bronze. Ex 27, 2 : Hag e ri he c’hornioù ouzh he fevar c’horn ; a-bezh ganti e vo he c’hornioù, hag ez indui an aoter gant arem.

Tu feras les vases pour recueillir les cendres grasses, les pelles, les bols pour l’aspersion, les fourchettes et les brûle-parfums : tous ces accessoires, tu les feras en bronze. Ex 27, 3 : Hag e ri kelornioù evit he ludu, palioù, sparfoù, fourchetezioù, loskerioù, hag evit an holl draoù e ri gant arem.

Tu lui feras une grille de bronze en forme de filet, munie de quatre anneaux de bronze aux quatre extrémités. Ex 27, 4 : Hag e ri dezhi ur gael evel ma vez graet treilhoù arem, hag e ri ouzh an treilh-mañ peder lagadenn arem ouzh e bevar dibenn.

Tu la mettras sous la bordure de l’autel, en bas ; la grille sera à mi-hauteur de l’autel. Ex 27, 5 : Hag e lakaat a ri dindan gourem an aoter e-traoñ, hag e vo an treilh betek hanter an aoter.

Tu feras pour l’autel des barres en bois d’acacia et tu les plaqueras de bronze. Ex 27, 6 : Hag e ri barrinier evit an aoter, barrinier e koad kasia, hag o induañ a ri gant arem.

On les engagera dans les anneaux et elles seront placées sur les deux côtés de l’autel pour le porter. Ex 27, 7 : Hag e vo lojet ar barrinier el lagadennoù. Hag e vo barrinier ouzh an daou du eus an aoter, evit dougen anezhi.

Tu le feras creux, en planches. Comme il te fut montré sur la montagne, c’est ainsi que l’on fera. Ex 27, 8 : Kleuz, gant plenk, e ri anezhi, evel bet diskouezet dit war ar menez : evel-se e ri.

« Tu feras le parvis de la Demeure. Du côté du Néguev, au sud, le parvis aura des toiles en lin retors, sur une longueur de cent coudées pour un seul côté. Ex 27, 9 : Hag e ri porzh ar Chom-lec’h, tu an Negev, ar c’hreisteiz ; gouelioù en devo ar porzh, a lin plañsonet : kant ilinad a hed a bep tu.

Ses vingt colonnes et leurs vingt socles seront en bronze ; les crochets des colonnes et leurs tringles, en argent. Ex 27, 10 : E beulioù a vo ugent, hag o sichennoù, ugent, en arem. Ha klochedoù ar peulioù hag an triklennoù a vo en arc’hant.

De même, du côté nord, sur toute sa longueur, le parvis aura des toiles longues de cent coudées, vingt colonnes et leurs vingt socles en bronze ; les crochets des colonnes et leurs tringles seront en argent. Ex 27, 11 : kement-all, tu an hanternoz ; war hed ar Chom-lec’h, gouelioù a gant ilinad a hed, gant peulioù, ugent, ha sichennoù, ugent, en arem. Ha klochedoù ar peulioù hag an triklennoù a vo en arc’hant.

En largeur, du côté ouest, le parvis aura des toiles sur cinquante coudées, avec leurs dix colonnes et leurs dix socles. Ex 27, 12 : War ledander ar porzh, tu ar mor, e vo gouelioù war hanter-kant ilinad, gant o feulioù, dek, hag o sichennoù, dek.

La largeur du parvis du côté de l’est, vers le levant, sera de cinquante coudées ; Ex 27, 13 : Ha ledander ar porzh, tu ar reter, ar sav-heol, en devo hanter-kant ilinad.

il y aura quinze coudées de toiles sur une aile, avec leurs trois colonnes et leurs trois socles, Ex 27, 14 : Ha pemzek ilinad gouelioù he devo ar gazel gant peulioù, tri, ha sichennoù, teir.

et, sur la deuxième aile, quinze coudées de toiles, avec leurs trois colonnes et leurs trois socles. Ex 27, 15 : Hag ar gazel all : pemzek ilinad gouelioù, gant o feulioù, tri, hag o sichennoù, teir.

Pour la porte du parvis, il y aura un voile de vingt coudées, en pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors – œuvre d’artisan brocheur –, avec leurs quatre colonnes et leurs quatre socles. Ex 27, 16 : Hag he devo dor ar porzh ur rideoz a ugent ilinad a voug, limestra, skarleg ha lin plañsonet, graet gant broderien, gant peulioù, pevar, war sichennoù, peder.

Toutes les colonnes du parvis seront réunies par des tringles en argent ; leurs crochets seront en argent et leurs socles en bronze. Ex 27, 17 : Holl beulioù ar porzh, tro-dro, o devo triklennoù arc’hant, klochedoù arc’hant ha sichennoù arem.

La longueur du parvis sera de cent coudées, sa largeur de cinquante, et sa hauteur de cinq – les socles seront en bronze. Ex 27, 18 : Hed ar porzh a vo kant ilinad, ha pep ledander, hanter-kant ha hanter-kant, hag an uhelder, pemp ilinad, a lin plañsonet ha gant sichennoù arem.

Tous les accessoires utilisés pour le service de la Demeure, tous ses piquets et les piquets du parvis seront en bronze. Ex 27, 19 : Holl vinvioù ar Chom-lec’h, evit an holl lidoù, e holl bikedoù, hag holl bikedoù ar porzh a vo en arem.

« Tu ordonneras également aux fils d’Israël de te procurer, pour le luminaire, de l’huile d’olive limpide et vierge, pour que, perpétuellement, monte la flamme d’une lampe. Ex 27, 20 : Hag e roi urzhioù da vugale Israel da gerc’hat dit eoul boull olivez friket, evit ar sklerijenn, evit enaouiñ ur c’houlaouenn, dalc’hmat.

C’est dans la tente de la Rencontre, à l’extérieur du rideau qui abrite le Témoignage, que la disposeront Aaron et ses fils, pour qu’elle soit du soir au matin devant le Seigneur : c’est un décret perpétuel, de génération en génération, pour les fils d’Israël. Ex 27, 21 : E teltenn an Emgav, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, e vo renket an eoul gant Aaron hag e vibien, ma vo adal an abardaez betek ar beure dirak an Aotrou : reolenn beurbad evit rummoù bugale Israel.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn