Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 36

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 36

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 36



Beçalel, Oholiab et tout artisan habile à qui le Seigneur a donné sagesse et intelligence pour concevoir et exécuter les travaux au service du sanctuaire, tous exécuteront ce que le Seigneur a ordonné. » Ex 36, 1 : Hag e labouras Betsaleel hag Ooliab ha kement den ampart en devoa lakaet an Aotrou ampartiz ha poell ennañ da c’houzout ober pep tra e servij ar santual, war holl bezh a c’hourc’hemenne an Aotrou.

Moïse appela donc, pour se mettre à l’ouvrage et l’exécuter, Beçalel, Oholiab et tout artisan habile à qui le Seigneur avait donné la sagesse, tous ceux que leur cœur y portait. Ex 36, 2 : Hag e c’halvas Moizez Betsaleel hag Ooliab, ha kement den ampart en devoa lakaet an Aotrou ampartiz en e galon, neb a oa douget e galon da gregiñ gant al labour a oa da ober.

Ils reçurent de Moïse la contribution que les fils d’Israël avaient apportée pour exécuter ces travaux au service du sanctuaire. Chaque matin, on apportait encore des offrandes volontaires. Ex 36, 3 : Hag e kemerjont a-zirak Moizez an holl brofoù degaset gant bugale Israel evit ober labourioù ar santual a oa da ober, hag e voe degaset dezhañ c’hoazh, brokus, bep beure.

Alors, tous les artisans occupés aux divers travaux du sanctuaire quittèrent chacun l’ouvrage qu’ils étaient en train de faire Ex 36, 4 : Met mont a reas an holl vicherourien a rae labour war ar santual, pep hini o kuitaat pezh a rae,

et vinrent dire à Moïse : « Le peuple apporte plus qu’il n’en faut pour le travail que le Seigneur a ordonné d’exécuter. » Ex 36, 5 : da gomz ouzh Moizez, o lavarout : "Kalz re emañ an dud o tegas, re evit seveniñ al labour en deus gourc’hemennet an Aotrou ober".

Moïse donna donc cet ordre que l’on fit passer dans le camp : « Que personne, ni homme ni femme, n’apporte plus rien en contribution pour le sanctuaire. » Le peuple cessa d’apporter quoi que ce soit. Ex 36, 6 : Hag e kemennas Moizez embann un urzh dre ar c’hamp da lavarout : "Paotr ha plac’h ne raint ken a labour, da brofañ d’ar santual". Hag e paouezas an dud da zegas.

Il y avait suffisamment de matériaux pour faire tout le travail ; il y en avait même en surplus. Ex 36, 7 : Danvez a-walc’h a oa evit an holl labourioù da ober, hag en tu-hont.

Les ouvriers, artisans habiles, construisirent la Demeure ; ils firent dix tentures de lin retors, pourpre violette, pourpre rouge et cramoisi éclatant, et on y broda des kéroubim : c’est une œuvre d’artiste. Ex 36, 8 : Hag e reas, an holl re ampartañ ha kalonek da labourat war o micher, ar Chom-lec’h : dek stign a voe graet a lin plañsonet, moug, limestra ha skarleg ha keroubed, un oberenn arzel.

Chaque tenture mesurait vingt-huit coudées de long et quatre de large. Toutes les tentures avaient les mêmes dimensions. Ex 36, 9 : Hag ur stign a oa eizh warn-ugent ilinad, hag al ledander, pevar ilinad pep stign : memes ment evit pep stign.

On assembla cinq tentures l’une à l’autre, et les cinq autres également. Ex 36, 10 : Hag e voe juntet pemp stign an eil ouzh egile, ha pemp stign juntet an eil ouzh egile.

On fit des lacets de pourpre violette au bord de la première tenture, à l’extrémité de l’assemblage, et on fit de même au bord de la dernière tenture du deuxième assemblage. Ex 36, 11 : Hag e voe graet stagelloù moug ouzh bevenn ar stign kentañ, e dibenn ar juntadur, ha kement-all a voe graet ouzh bevenn ar stign diwezhañ, er juntadur all.

On mit cinquante lacets à la première tenture et cinquante lacets à l’extrémité de la tenture du deuxième assemblage, les lacets s’attachant l’un à l’autre. Ex 36, 12 : Hanter-kant stagell a voe graet ouzh ar stign kentañ, hag hanter-kant stagell a voe graet ouzh dibenn ar stign a oa er juntadur all, keñver-ouzh-keñver ar stagelloù an eil ouzh eben.

On fit cinquante agrafes en or, on assembla les tentures l’une à l’autre par les agrafes. Ainsi, la Demeure fut d’un seul tenant. Ex 36, 13 : Hag e voe graet kanter-kant krog aour, hag e voe juntet ar stignoù an eil ouzh egile gant ar c’hrigi. Hag e voe ar Chom-lec’h en ur pezh.

Ensuite, pour former une tente au-dessus de la Demeure, on fit onze tentures en poil de chèvre. Ex 36, 14 : Hag e voe graet stignoù blev-givri evit an Deltenn war ar Chom-lec’h : unnek stign a voe graet.

Chaque tenture mesurait trente coudées de long et quatre de large. Les onze tentures avaient les mêmes dimensions. Ex 36, 15 : Hed ur stign, tregont ilinad, ha pevar ilinad ledander ; memes ment evit an unnek stign.

On assembla cinq tentures à part, puis six tentures à part. Ex 36, 16 : Hag e voe juntet pemp stign a-gevret ha c’hwec’h stign a-gevret ;

On fit cinquante lacets au bord d’une première tenture, la dernière de l’assemblage, et cinquante lacets au bord de la même tenture du deuxième assemblage. Ex 36, 17 : hag e voe graet stagelloù : hanter-kant ouzh bevenn ar stign diwezhañ eus ar juntadur, ha hanter-kant stagell a voe graet ouzh bevenn stign an eil juntadur ;

On fit cinquante agrafes de bronze pour assembler la tente d’un seul tenant. Ex 36, 18 : hag e voe graet krigi arem, hanter-kant, evit juntañ an Deltenn da vezañ en ur pezh ;

Et on fit pour la tente une couverture en peaux de béliers teintes en rouge, et une autre en cuir fin mise par-dessus. Ex 36, 19 : hag e voe graet un doenn evit an Deltenn gant krec’hin meot ruziet, hag un doenn a grec’hin delfined war-benn.

On fit pour la Demeure des cadres en bois d’acacia, dressés debout. Ex 36, 20 : Hag e voe graet frammoù evit ar Chom-lec’h gant koad kasia, en o sav,

Chaque cadre mesurait dix coudées de long et une coudée et demie de large. Ex 36, 21 : dek ilinad hed ur framm, hag un ilinad hanter ledander ur framm ;

Il était assemblé par deux tenons jumelés. Ainsi fut-il fait pour tous les cadres de la Demeure. Ex 36, 22 : daou zalc’h da bep framm, empret an eil gant egile : evel-se e voe graet evit pep framm eus ar Chom-lec’h.

On en disposa vingt en direction du Néguev, au sud ; Ex 36, 23 : Hag e voe graet, a frammoù evit ar Chom-lec’h, ugent framm war-zu an Negev, ouzh ar c’hreisteiz ;

et on fit quarante socles en argent sous les vingt cadres : deux socles sous un cadre pour ses deux tenons, puis deux socles sous un autre cadre pour ses deux tenons. Ex 36, 24 : ha daou-ugent sichenn arc’hant a voe graet dindan an ugent framm, div sichenn dindan pep framm evit an daou zalc’h.

Pour le deuxième côté de la Demeure, on disposa, en direction du nord, vingt cadres Ex 36, 25 : Hag evit tu all ar Chom-lec’h, war-zu an hanternoz, e voe graet ugent framm,

avec leurs quarante socles en argent : deux socles sous un cadre et deux socles sous un autre cadre. Ex 36, 26 : hag o daou-ugent sichenn arc’hant, div sichenn dindan ur framm.

Et pour le fond de la Demeure, vers l’ouest, on fit six cadres ; Ex 36, 27 : Hag evit tu a-dreñv ar Chom-lec’h, war-zu ar mor, e voe graet c’hwec’h framm.

on fit aussi deux cadres comme contreforts de la Demeure, au fond ; Ex 36, 28 : Ha daou framm a voe graet evit kognoù ar Chom-lec’h, tu a-dreñv.

ils étaient jumelés à leur base et l’étaient également à leur sommet, à la hauteur du premier anneau : ainsi fut-il fait pour eux deux, pour les deux contreforts. Ex 36, 29 : Hag e voent gevellet adalek an traoñ, kevredet e oant a-grenn betek ar penn, betek al lagadenn gentañ : evel-se e voent graet o-daou, evit an daou gogn.

Il y eut donc huit cadres, avec leurs socles en argent, soit seize socles : deux socles sous un cadre, deux socles sous un autre cadre. Ex 36, 30 : Hag e voe eizh framm gant o sichennoù arc’hant, c’hwezek sichenn, pep a ziv sichenn dindan pep framm.

On fit les traverses en bois d’acacia : cinq pour les cadres du premier côté de la Demeure, Ex 36, 31 : Hag e voe graet sparloù koad kasia : pemp evit frammoù kostez kentañ ar Chom-lec’h,

cinq pour les cadres du deuxième côté de la Demeure, cinq pour les cadres qui forment le fond de la Demeure vers l’ouest. Ex 36, 32 : ha pemp sparl evit frammoù eil kostez ar Chom-lec’h, ha pemp sparl evit frammoù ar Chom-lec’h en tu a-dreñv, war-zu ar mor.

On fit aussi la traverse médiane, à mi-hauteur des cadres, traversant la Demeure d’un bout à l’autre. Ex 36, 33 : Hag e voe graet ar sparl kreiz evit sparlañ er c’hreiz ar frammoù eus an eil penn d’egile.

Les cadres, on les plaqua d’or, on fit en or leurs anneaux pour loger les traverses, et les traverses, on les plaqua d’or. Ex 36, 34 : Hag ar frammoù a voe induet gant aour, hag o lagadennoù a voe graet en aour, evit lojañ ar sparloù, hag e voe induet ar sparloù gant aour.

On fit un rideau de pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors ; c’est une œuvre d’artiste : on y broda des kéroubim. Ex 36, 35 : Hag e voe graet ar ouel gant moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet : ul labour arzel a voe hec’h ober, gant keroubed.

On le fixa à quatre colonnes en acacia, plaquées d’or et munies de crochets en or. On coula pour elles quatre socles en argent. Ex 36, 36 : Graet e voe eviti pevar feul kasia induet gant aour, hag o c’hlochedoù a oa en aour, hag e voe teuzet eviti peder sichenn arc’hant.

Pour l’entrée de la tente, on fit un voile en pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors : c’est une œuvre d’artisan brocheur. Ex 36, 37 : Hag e voe graet ur rideoz evit antre an Deltenn gant moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet : ul labour a vroderezh ;

On fit pour le voile cinq colonnes avec leurs crochets ; leurs chapiteaux et leurs tringles furent plaqués d’or ; leurs cinq socles étaient en bronze. Ex 36, 38 : hag e voe graet peulioù, pemp, gant klochedoù, induet ar pennoù hag an triklennoù gant aour. Hag o sichennoù, pemp, a voe en arem.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn