Levr an Ermaeziadeg - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 25
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 25, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Dis aux fils d’Israël de prélever pour moi une contribution. Vous la recevrez de tout homme que son cœur y incitera. Ex 25, 2 : Lavar da vugale Israel kemer evidon profoù : digant pep den a galon vat e tegemerot ur brofadenn evidon.
Voici la contribution que vous recevrez d’eux : de l’or, de l’argent et du bronze, Ex 25, 3 : Setu ar profoù a zegemerot diganto : aour, arc’hant hag arem,
de la pourpre violette et de la pourpre rouge, du cramoisi éclatant, du lin et du poil de chèvre, Ex 25, 4 : moug, limestra, skarleg, lin ha blev-givri,
des peaux de bélier teintes en rouge, du cuir fin et du bois d’acacia, Ex 25, 5 : krec’hin meot ruziet, krec’hin delfined ha koad kasia ;
de l’huile pour le luminaire, du baume pour l’huile de l’onction et de l’encens aromatique, Ex 25, 6 : eoul da c’houlaouiñ, balzamoù evit an eoul sakr hag evit an ezañs frondus,
des pierres de cornaline et des pierres pour orner l’éphod et le pectoral. Ex 25, 7 : mein-oniks ha mein-sterniañ evit an efod hag ar brennid.
Ils me feront un sanctuaire et je demeurerai au milieu d’eux. Ex 25, 8 : Hag e raint evidon ur santual, ma chomin en o zouez.
Je vais te montrer le modèle de la Demeure et le modèle de tous ses objets : vous les reproduirez exactement. Ex 25, 9 : Diouzh holl bezh a ziskouezin dit, hervez skouerenn ar Chom-lec’h ha skouer an holl draoù, e reot.
« On fera une arche en bois d’acacia de deux coudées et demie de long sur une coudée et demie de large et une coudée et demie de haut. Ex 25, 10 : Ober a raint un arc’h e koad kasia : daou ilinad hanter a hed hag un ilinad hanter a led, hag un ilinad hanter uhelder.
Tu la plaqueras d’or pur à l’intérieur et à l’extérieur, et tu l’entoureras d’une moulure en or. Ex 25, 11 : Induañ a ri anezhi gant aour glan, diabarzh, ha diavaez e vo induet ivez. Hag e ri outi ur rizenn aour tro-dro.
Tu couleras quatre anneaux d’or que tu attacheras aux quatre pieds de l’arche : deux anneaux sur un côté, deux anneaux sur l’autre. Ex 25, 12 : Hag e teuzi eviti peder lagadenn aour, a laki ouzh he fevar zroad, div lagadenn ouzh un tu ha div lagadenn ouzh an tu all.
Tu feras des barres en bois d’acacia, tu les plaqueras d’or Ex 25, 13 : Hag e ri sparloù koad kasia hag o induañ a ri gant aour.
et tu les introduiras dans les anneaux des côtés de l’arche pour pouvoir la porter. Ex 25, 14 : Hag e laki ar sparloù el lagadennoù ouzh kostezioù an arc’h evit dougen an arc’h ganto.
Les barres resteront dans les anneaux de l’arche ; elles n’en seront pas retirées. Ex 25, 15 : E lagadennoù an arc’h e vo ar sparloù, ne vint ket lamet diouti.
Tu placeras dans l’arche le Témoignage que je te donnerai. Ex 25, 16 : Hag e laki en arc’h an Testeni a roin dit.
Puis tu feras en or pur un couvercle, le propitiatoire, long de deux coudées et demie et large d’une coudée et demie. Ex 25, 17 : Hag e ri ar goulc’her gant aour glan : daou ilinad hanter a hed hag un ilinad hanter a led.
Ensuite tu forgeras deux kéroubim en or à placer aux deux extrémités du propitiatoire. Ex 25, 18 : Hag e ri daou geroub aour : o goveliañ a ri ouzh daou benn ar goulc’her.
Fais un kéroub à une extrémité, et l’autre kéroub à l’autre extrémité ; vous ferez donc les kéroubim aux deux extrémités du propitiatoire. Ex 25, 19 : Hag e ri ur c’heroub ouzh ur penn hag ur c’heroub ouzh ar penn all : diouzh ar goulc’her e ri ar geroubed war an daou benn.
Les kéroubim auront les ailes déployées vers le haut et protégeront le propitiatoire de leurs ailes. Ils se feront face, le regard tourné vers le propitiatoire. Ex 25, 20 : Hag e vo ar geroubed displeg o eskell war-grec’h, o reiñ goudor gant o eskell a-us d’ar goulc’her, o dremmoù an eil etrezek egile ; etrezek ar goulc’her e vo dremmoù ar geroubed.
Tu placeras le propitiatoire sur le dessus de l’arche et, dans l’arche, tu placeras le Témoignage que je te donnerai. Ex 25, 21 : Hag e laki ar goulc’her war an arc’h, war-laez, hag en arc’h e laki an Testeni a roin dit.
C’est là que je te laisserai me rencontrer ; je parlerai avec toi d’au-dessus du propitiatoire entre les deux kéroubim situés sur l’arche du Témoignage ; là, je te donnerai mes ordres pour les fils d’Israël. Ex 25, 22 : Hag e roin emgav dit eno. Hag e lavarin dit, diwar ar goulc’her, eus etre an daou geroub a vo a-us da arc’h an Testeni, holl bezh am bo da gemenn dit evit bugale Israel.
« Puis tu feras une table en bois d’acacia, longue de deux coudées, large d’une coudée et haute d’une coudée et demie. Ex 25, 23 : Hag e ri un daol goad kasia a zaou ilinad a hed, un ilinad a led hag un ilinad hanter uhelder.
Tu la plaqueras d’or pur et tu l’entoureras d’une moulure en or. Ex 25, 24 : Hag hec’h induañ a ri gant aour glan, hag e ri outi ur rizenn aour tro-dro.
Tu feras des entretoises de la largeur d’une main et tu les entoureras d’une moulure en or. Ex 25, 25 : Hag e ri outi ur stern, treuz ur palvad, tro-dro, hag e ri ur rizenn aour d’ar stern-se, tro-dro.
Tu feras quatre anneaux d’or que tu mettras aux quatre angles formés par les quatre pieds. Ex 25, 26 : Hag e ri outi peder lagadenn aour, hag e laki al lagadennoù-se ouzh ar pevar c’horn, ouzh ar pevar zroad.
Ces anneaux seront placés près des entretoises, pour loger les barres servant à porter la table. Ex 25, 27 : E-keñver ar stern e vo al lagadennoù da lojañ ar sparloù evit dougen an daol.
Tu feras des barres en bois d’acacia et tu les plaqueras d’or ; elles serviront à porter la table. Ex 25, 28 : Hag e ri ar sparloù e koad kasia, hag o induañ a ri gant aour, hag e vo douget ganto an daol.
Tu feras des plats, des gobelets, des aiguières et des timbales pour les libations. Tu les feras en or pur. Ex 25, 29 : Hag e ri skudelloù, pladoù, hanafioù, bolennoù d’ober skuilhadennoù. Gant aour glan e vint graet ganit.
Et sur la table, tu placeras face à moi le pain qui m’est destiné, perpétuellement. Ex 25, 30 : Hag e laki war an daol ‘bara-bezañs' dirazon dalc’hmat.
« Puis tu feras un chandelier en or pur. Le chandelier sera forgé : base, tige, coupes, boutons et fleurs feront corps avec lui. Ex 25, 31 : Hag e ri ur c’hantolor aour glan ; goveliañ a ri ar c’hantolor : e gef, e skourroù, gant nozelennoù, broñsennoù ha bleunioù, a-bezh gantañ e vo.
Six branches s’en détacheront sur les côtés : trois d’un côté et trois de l’autre. Ex 25, 32 : C’hwec’h skourr a zeuio eus e gostezioù, tri skourr-kantolor eus ur c’hostez, ha tri skourr-kantolor eus ar c’hostez all.
Sur une branche, trois coupes en forme d’amande avec bouton et fleur et, sur une autre branche, trois coupes en forme d’amande avec bouton et fleur ; de même pour les six branches sortant du chandelier. Ex 25, 33 : Teir nozelenn-alamandez ouzh ur skourr gant pep a vroñsenn ha bleunienn, ha teir nozelenn-alamandez ouzh ur skourr gant broñsenn ha bleunienn : evel-se evit ar c’hwec’h skourr a zeuio eus ar c’hantolor.
Le chandelier lui-même portera quatre coupes en forme d’amande avec boutons et fleurs : Ex 25, 34 : Hag ouzh ar c’hantolor peder nozelenn-alamandez gant broñsennoù ha bleunioù.
un bouton sous les deux premières branches issues du chandelier, un bouton sous les deux suivantes et un bouton sous les deux dernières ; ainsi donc pour les six branches qui sortent du chandelier. Ex 25, 35 : Ur vroñsenn dindan daou skourr, a-bezh gantañ, ur vroñsenn dindan daou skourr, a-bezh gantañ, evit ar c’hwec’h skourr a zeuio eus ar c’hantolor.
Boutons et branches feront corps avec le chandelier qui sera tout entier forgé d’une seule pièce, en or pur. Ex 25, 36 : Broñsennoù ha skourroù, a-bezh gantañ a vo, holl goveliet asambles, en aour glan.
Ensuite, tu lui feras sept lampes. On allumera les lampes de manière à éclairer l’espace qui est devant lui. Ex 25, 37 : Hag e ri e c’houleier, seizh, ha pa-z enaoui e c’houleier, e roio sklaerder lark dirazañ.
Ses pincettes et ses porte-lampes seront en or pur. Ex 25, 38 : Ar biñsetez hag al luduegoù a vo en aour glan.
Il te faudra un lingot d’or pur pour le chandelier et tous ses accessoires. Ex 25, 39 : Gant un talant aour glan e vo graet ar c’hantolor, gant an holl draoù.
Regarde et exécute selon le modèle qui t’a été montré sur la montagne. Ex 25, 40 : Sell ha gra diouzh ar skouerennoù ac’h eus gwelet war ar menez.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
