Levr an Ermaeziadeg - Pennad 34
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 34
Le Seigneur dit à Moïse : « Taille deux tables de pierre, semblables aux premières : j’écrirai sur ces tables les paroles qui étaient sur les premières, celles que tu as brisées. Ex 34, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Benañ a ri evidon div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an taolennoù-se al lavarioù a oa war an taolennoù kentañ ac’h eus drailhet.
Sois prêt pour demain et monte dès le matin sur la montagne du Sinaï. Tu te placeras là pour moi, au sommet de la montagne. Ex 34, 2 : Bez pare a-benn beure, hag e pigni d’ar beure war venez Sinai, ha va gortoz a ri eno war benn ar menez.
Que personne ne monte avec toi ; que personne même ne paraisse sur toute la montagne. Que même le petit et le gros bétail ne soient pas conduits au pâturage devant cette montagne. » Ex 34, 3 : Ha den ne bigno ganit, ha den ne vezo gwelet neblec’h war ar menez, na deñved na saout o peuriñ a-dal d’ar menez-mañ !"
Moïse tailla deux tables de pierre semblables aux premières. Il se leva de bon matin, et il gravit la montagne du Sinaï comme le Seigneur le lui avait ordonné. Il emportait les deux tables de pierre. Ex 34, 4 : Hag o vezañ benet div daolenn vaen evel ar re gentañ, e savas abred Moizez diouzh ar beure, hag e pignas war venez Sinai, evel m’en devoa kemennet an Aotrou dezhañ. Hag e kemeras en e zorn an div daolenn vaen.
Le Seigneur descendit dans la nuée et vint se placer là, auprès de Moïse. Il proclama son nom qui est : LE SEIGNEUR. Ex 34, 5 : Hag e tiskennas an Aotrou en ur goumoulenn, hag en em zalc’has gantañ eno. Hag ec'h embannas Moizez anv an Aotrou.
Il passa devant Moïse et proclama : « LE SEIGNEUR, LE SEIGNEUR, Dieu tendre et miséricordieux, lent à la colère, plein d’amour et de vérité, Ex 34, 6 : Neuze e tremenas an Aotrou dirazañ hag ec’h embannas : "An Aotrou ! An Aotrou ! An Doue tener ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, leun a garantez hag a fealded,
qui garde sa fidélité jusqu’à la millième génération, supporte faute, transgression et péché, mais ne laisse rien passer, car il punit la faute des pères sur les fils et les petits-fils, jusqu’à la troisième et la quatrième génération. » Ex 34, 7 : a vir e garantez da viliadoù, a bardon fallagriezh, disentidigezh ha pec’hed, met hep lezel netra da dremen, a gastiz fallagriezh an tadoù war ar vibien, ha war vibien ar vibien, betek an trede hag ar pevare rummad".
Aussitôt Moïse s’inclina jusqu’à terre et se prosterna. Ex 34, 8 : Kerkent, Moizez a zaoulinas war an douar hag a stouas :
Il dit : « S’il est vrai, mon Seigneur, que j’ai trouvé grâce à tes yeux, daigne marcher au milieu de nous. Oui, c’est un peuple à la nuque raide ; mais tu pardonneras nos fautes et nos péchés, et tu feras de nous ton héritage. » Ex 34, 9 : M’em eus kavet gras dirak ho taoulagad, o va Mestr, emezañ, plijet eta gant va Mestr kerzhout en hon touez ; rak ur bobl reut he chouk ez eo houmañ, met te a bardono hor fallagriezh hag hor pec’hed, hag a raio ganeomp da hêrezh.
Le Seigneur dit : « Voici que je vais conclure une alliance. Devant tout ton peuple, je vais faire des merveilles qui n’ont été créées nulle part, dans aucune nation. Tout le peuple qui t’entoure verra l’œuvre du Seigneur, car je vais réaliser avec toi quelque chose d’extraordinaire. Ex 34, 10 : Hag e lavaras : "Setu ma-z an da zivizout un emglev : dirak da holl bobl e rin burzhudoù evel n’eus ket bet graet neblec’h war an douar, e pobl ebet. Hag e welo ar bobl a-bezh emaout en o zouez, ar pezh a ra an Aotrou, rak spontus eo ar pezh a rin ganit !
Observe donc bien ce que je t’ordonne aujourd’hui. Je vais chasser devant toi l’Amorite, le Cananéen, le Hittite, le Perizzite, le Hivvite et le Jébuséen. Ex 34, 11 : Mir evidout ar pezh a gemennan dit hiziv. Ez an da argas a-zirazout Amoriz, Kanaaniz, Hitiz, Perezeiz, Hiviz ha Jebouseiz.
Garde-toi de conclure une alliance avec l’habitant du pays où tu vas entrer, de peur qu’il ne devienne un piège au milieu de toi. Ex 34, 12 : Diwall da zivizout un emglev gant annezidi ar vro emaout o vont enni, gant aon na vefent ur pech en ho touez.
Bien plus, leurs autels, vous les démolirez ; leurs stèles, vous les briserez ; leurs poteaux sacrés, vous les couperez. Ex 34, 13 : Met o aoterioù a ziskarot, o feulvanoù a zrailhot, hag o Aserim a droc’hot.
Car tu ne te prosterneras pas devant un autre dieu. Le Seigneur, en effet, a pour nom : “Jaloux” ; il est un Dieu jaloux. Ex 34, 14 : N’azeuli ket a zoue all, rak an Aotrou eo Gwarizius e anv, un Doue gwarizius eo :
Ne fais pas alliance avec les habitants du pays, car lorsqu’ils se prostituent avec leurs dieux et leur offrent des sacrifices, ils t’inviteraient et tu mangerais de leurs sacrifices, Ex 34, 15 : Na ziviz ket a emglev gant annezad ar vro : avoultriñ a reont war-lerc’h o doueoù ha sakrifiañ d’o doueoù ; pedet e vefes da zebriñ eus o aberzhoù,
tu prendrais leurs filles comme épouses pour tes fils, leurs filles se prostitueraient avec leurs dieux et amèneraient tes fils à se prostituer avec leurs dieux. Ex 34, 16 : hag e kemerfes eus o merc’hed evit da vibien, hag avoultriñ a rafe da verc’hed war-lerc’h o doueoù, hag e lakfent da avoultriñ da vibien war-lerc’h o doueoù.
Tu ne te feras pas des dieux en métal fondu. Ex 34, 17 : Doueoù teuz ne ri ket evidout.
Tu observeras la fête des Pains sans levain. Comme je te l’ai ordonné, tu mangeras des pains sans levain pendant sept jours, au temps fixé du mois des Épis, car c’est alors que tu es sorti d’Égypte. Ex 34, 18 : Gouel ar bara kann a viri ; seizh deiz-pad e tebri bara kann evel ’m eus kemennet dit, d’ar mare, e miz Aviv, rak e miz Aviv e oas deuet er-maez eus an Egipt.
Tout premier-né m’appartient : tout premier-né mâle de ton troupeau, gros ou petit bétail. Ex 34, 19 : Pep kentañ-ganet a zo din ; pep loen par kentañ-ganet : kole, oan ;
Le premier-né des ânes, tu le rachèteras par un mouton, et si tu ne le rachètes pas, tu lui rompras la nuque. Tout premier-né de tes fils, tu le rachèteras. On ne se présentera pas devant moi les mains vides. Ex 34, 20 : kentañ-ganet an azen a zaspreni gant un oan, ha ma n’hen dasprenez ket e vo divellkeinet ganit. Pep mab henañ eus da vibien a zaspreni, ha ne welot ket va dremm dibourvez !
Pendant six jours, tu travailleras, mais, le septième jour, tu chômeras ; même au temps des labours et de la moisson, tu chômeras. Ex 34, 21 : C’hwec’h deiz-pad e labouri, ha d’ar seizhvet deiz e tiskuizhi ; e-kerzh an aradur zoken hag an eost, e tiskuizhi.
Tu célébreras la fête des Semaines, des premiers fruits, de la moisson des blés, et aussi la fête de la Récolte, en fin de l’année. Ex 34, 22 : Ha Gouel ar Sizhunioù a ri ivez, gant preveudioù eost ar gwinizh, ha Gouel an Trevadoù, da zibenn ar bloaz.
Trois fois par an, tous les hommes paraîtront devant la face du Maître, le Seigneur, le Dieu d’Israël. Ex 34, 23 : Teir gwech ar bloaz e welo da holl baotred dremm an Aotrou, Doue Israel.
En effet, lorsque j’aurai dépossédé les nations devant toi et que j’aurai élargi ton territoire, nul ne convoitera la terre qui t’appartient, quand, trois fois par an, tu monteras pour voir la face du Seigneur ton Dieu. Ex 34, 24 : Pa argasi pobloù a-zirazout hag e ledanai da harzoù, ne c’hoantaio den da zouar, pa bigni da welout dremm an Aotrou, da Zoue, teir gwech ar bloaz.
Tu n’immoleras pas le sacrifice sanglant en l’accompagnant de pain levé, et tu ne laisseras pas jusqu’au lendemain matin la victime sacrifiée pour la fête de la Pâque. Ex 34, 25 : Lidañ gant bara goet va gwad-aberzh ne ri ket, ha ne chomo ket betek ar beure sakrifis gouel Pask.
Tu apporteras les tout premiers fruits de ton sol à la Maison du Seigneur ton Dieu. Tu ne feras pas cuire un chevreau dans le lait de sa mère. » Ex 34, 26 : Gwellañ preveudioù da zouar a zegasi da di an Aotrou, da Zoue. Ne boazhi ket ur menn gant laezh e vamm".
Le Seigneur dit encore à Moïse : « Mets par écrit ces paroles car, sur la base de celles-ci, je conclus une alliance avec toi et avec Israël. » Ex 34, 27 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Skriv evidout al lavarioù-mañ, rak hervez al lavarioù-mañ e tivizan ganit un emglev, ha gant Israel".
Moïse demeura sur le Sinaï avec le Seigneur quarante jours et quarante nuits ; il ne mangea pas de pain et ne but pas d’eau. Sur les tables de pierre, il écrivit les paroles de l’Alliance, les Dix Paroles. Ex 34, 28 : Hag e voe eno gant an Aotrou daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh ; tamm bara ne zebras, takenn dour ne evas, hag e skrivas war an taolennoù Komzoù an Emglev : an dek gourc’hemenn.
Lorsque Moïse descendit de la montagne du Sinaï, ayant en mains les deux tables du Témoignage, il ne savait pas que son visage rayonnait de lumière depuis qu’il avait parlé avec le Seigneur. Ex 34, 29 : Ha setu, pa ziskennas Moizez diwar ar Menez gant div Daolenn an Testeni en e zorn, pa ziskennas diwar ar Menez ne ouie ket, eñ Moizez, e oa deuet kroc’hen e zremm da vezañ lugernus en ur gomz gant an Aotrou.
Aaron et tous les fils d’Israël virent arriver Moïse : son visage rayonnait. Ex 34, 30 : Aaron hag holl vugale Israel a welas Moizez : lugerniñ a rae kroc’hen : e zremm ! Aon o devoe tostaat outañ.
Comme ils n’osaient pas s’approcher, Moïse les appela. Aaron et tous les chefs de la communauté vinrent alors vers lui, et il leur adressa la parole. Ex 34, 31 : Moizez o galvas : neuze Aaron hag holl renerien ar gumuniezh a zistroas davetañ, hag e komzas Moizez outo.
Ensuite, tous les fils d’Israël s’approchèrent, et il leur transmit tous les ordres que le Seigneur lui avait donnés sur la montagne du Sinaï. Ex 34, 32 : Goude-se e tostaas holl vugale Israel ha Moizez a roas dezho da c’houzout an holl urzhioù en devoa roet an Aotrou dezhañ war Venez-Sinai.
Quand il eut fini de leur parler, il mit un voile sur son visage. Ex 34, 33 : P’en devoe Moizez peurlavaret ar pezh en devoa da lavarout dezho, e lakaas ur gouel war e zremm.
Et, lorsqu’il se présentait devant le Seigneur pour parler avec lui, il enlevait son voile jusqu’à ce qu’il soit sorti. Alors, il transmettait aux fils d’Israël les ordres qu’il avait reçus, Ex 34, 34 : Ha pa-z ae Moizez dirak an Aotrou evit komz gantañ, e lame ar gouel kuit betek ma teue er-maez. Ur wech deuet er-maez e lavare da vugale Israel ar pezh a veze bet gourc’hemennet dezhañ.
et les fils d’Israël voyaient rayonner son visage. Puis il remettait le voile sur son visage jusqu’à ce qu’il rentre pour parler avec le Seigneur. Ex 34, 35 : Gwelout a rae bugale Israel, pa sellent ouzh dremm Moizez e lugerne ar c’hroc’hen anezhi. Neuze ec’h adlakae Moizez ar gouel war e zremm betek ma-z ae da gomz gant an Aotrou.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
