Levr an Ermaeziadeg - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 3
Moïse était berger du troupeau de son beau-père Jéthro, prêtre de Madiane. Il mena le troupeau au-delà du désert et parvint à la montagne de Dieu, à l’Horeb. Ex 3, 1 : Moizez a veze o vesa deñved Jetro, e dad-kaer, beleg Madian. Un deiz e kasas e loened en tu all d’ar gouelec’h hag e tegouezhas gant Menez Doue, an Horeb.
L’ange du Seigneur lui apparut dans la flamme d’un buisson en feu. Moïse regarda : le buisson brûlait sans se consumer. Ex 3, 2 : Eno en em ziskouezas Ael an Aotrou dezhañ, en ur flamm-tan eus a-greiz ur vodenn. Sellout a reas : ar vodenn a oa krog an tan enni, met deviñ ne rae ket.
Moïse se dit alors : « Je vais faire un détour pour voir cette chose extraordinaire : pourquoi le buisson ne se consume-t-il pas ? » Ex 3, 3 : Neuze e lavaras outañ e-unan : "Me zo o vont da welout ar weledigezh iskis-se ha perak ne zev ket ar vodenn."
Le Seigneur vit qu’il avait fait un détour pour voir, et Dieu l’appela du milieu du buisson : « Moïse ! Moïse ! » Il dit : « Me voici ! » Ex 3, 4 : Pa welas an Aotrou Doue en devoa Moizez graet an dro evit dont da welout, e c’halvas anezhañ eus a-greiz ar vodenn hag e lavaras : "Moizez ! Moizez !" Hag hemañ a respontas : "Ya ! Setu me amañ !"
Dieu dit alors : « N’approche pas d’ici ! Retire les sandales de tes pieds, car le lieu où tu te tiens est une terre sainte ! » Ex 3, 5 : Doue a lavaras : "Na dosta ket amañ ! Tenn da sandalennoù eus da dreid, rak al lec’h m’emaout a zo un douar santel".
Et il déclara : « Je suis le Dieu de ton père, le Dieu d’Abraham, le Dieu d’Isaac, le Dieu de Jacob. » Moïse se voila le visage car il craignait de porter son regard sur Dieu. Ex 3, 6 : Hag e lavaras ouzhpenn : "Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob". Moizez a c’holoas e zremm, rak aon en devoa da sellout ouzh Doue.
Le Seigneur dit : « J’ai vu, oui, j’ai vu la misère de mon peuple qui est en Égypte, et j’ai entendu ses cris sous les coups des surveillants. Oui, je connais ses souffrances. Ex 3, 7 : Hag e lavaras an Aotrou : "Gwelet em eus reuz va fobl a zo en Egipt, hag o garmadeg am eus klevet dirak o mac’homerien : ya ! Anavezout a ran o glac’har.
Je suis descendu pour le délivrer de la main des Égyptiens et le faire monter de ce pays vers un beau et vaste pays, vers un pays, ruisselant de lait et de miel, vers le lieu où vivent le Cananéen, le Hittite, l’Amorite, le Perizzite, le Hivvite et le Jébuséen. Ex 3, 8 : Hag e tiskennin d’o zennañ eus dorn an Egiptiz ha d’o sevel eus ar vro-se etrezek ur vro welloc’h ha ledan, ur vro a ziver gant laezh ha mel : chomlec’h Kanaaniz, Hitiz, Amoriz, Perezeiz, Hiviz, Jebousiz.
Maintenant, le cri des fils d’Israël est parvenu jusqu’à moi, et j’ai vu l’oppression que leur font subir les Égyptiens. Ex 3, 9 : Deuet eo kriadeg bugale Israel betek ennon, ha gwelet em eus ar gwaskerezh a c’houzañvont a-berzh Egiptiz.
Maintenant donc, va ! Je t’envoie chez Pharaon : tu feras sortir d’Égypte mon peuple, les fils d’Israël. » Ex 3, 10 : Bremañ ’ta, kae : da gas a ran da gaout Faraon evit lakaat va fobl, bugale Israel, da vont kuit eus an Egipt.
Moïse dit à Dieu : « Qui suis-je pour aller trouver Pharaon, et pour faire sortir d’Égypte les fils d’Israël ? » Ex 3, 11 : Met piv ez on-me, eme Voizez da Zoue, evit mont da gaout Faraon hag evit tennañ bugale Israel eus an Egipt ?
Dieu lui répondit : « Je suis avec toi. Et tel est le signe que c’est moi qui t’ai envoyé : quand tu auras fait sortir d’Égypte mon peuple, vous rendrez un culte à Dieu sur cette montagne. » Ex 3, 12 : Hag e lavaras : "Me a vo ganit, eme an Aotrou Doue, ha setu amañ evidout ar merk ez eo me eo az kas : p’az pezo graet d’am fobl dont er-maez eus an Egipt, ec’h azeulot Doue war ar Menez-mañ".
Moïse répondit à Dieu : « J’irai donc trouver les fils d’Israël, et je leur dirai : “Le Dieu de vos pères m’a envoyé vers vous.” Ils vont me demander quel est son nom ; que leur répondrai-je ? » Ex 3, 13 : Hag e lavaras Moizez da Zoue : "Ac’hanta ! Mont a rin da gaout bugale Israel hag e lavarin dezho : Doue ho Tadoù am c’has davedoc’h, ha ma c’houlennont hoc’h anv diganin, petra a lavarin-me dezho ?"
Dieu dit à Moïse : « Je suis qui je suis. Tu parleras ainsi aux fils d’Israël : “Celui qui m’a envoyé vers vous, c’est : JE-SUIS”. » Ex 3, 14 : Neuze e lavaras Doue da Voizez : "Me eo an hini a zo. Evel-hen e lavari da vugale Israel : 'Me a zo' en deus va c’haset davedoc’h".
Dieu dit encore à Moïse : « Tu parleras ainsi aux fils d’Israël : “Celui qui m’a envoyé vers vous, c’est LE SEIGNEUR, le Dieu de vos pères, le Dieu d’Abraham, le Dieu d’Isaac, le Dieu de Jacob”. C’est là mon nom pour toujours, c’est par lui que vous ferez mémoire de moi, d’âge en âge. Ex 3, 15 : Hag e lavaras Doue c’hoazh da Voizez : "Te a lavaro kement-mañ da vugale Israel : An Aotrou, Doue ho Tadoù, Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob, en deus va c’haset d’ho kaout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo an titl a vo roet din a rummad da rummad.
Va, rassemble les anciens d’Israël. Tu leur diras : “Le Seigneur, le Dieu de vos pères, le Dieu d’Abraham, d’Isaac et de Jacob, m’est apparu. Il m’a dit : Je vous ai visités et ainsi j’ai vu comment on vous traite en Égypte. Ex 3, 16 : Kae, dastum ar Re Gozh eus Israel ha lavar dezho : An Aotrou, Doue ho Tadoù, a zo en em ziskouezet din, Doue Abraham, Izaag ha Jakob, en ur lavarout : Ho merzet em eus, hag ar pezh a vez graet, deoc’h en Egipt.
J’ai dit : Je vous ferai monter de la misère qui vous accable en Égypte vers le pays du Cananéen, du Hittite, de l’Amorite, du Perizzite, du Hivvite et du Jébuséen, le pays ruisselant de lait et de miel.” Ex 3, 17 : Ha lavaret em eus : "Me a raio deoc’h pignat eus glac’har an Egipt da vro ar Ganaaniz, an Hitiz, an Amoriz, ar Bereziz, an Hiviz, ar Jebuziz, d’ur vro e-lec’h ma red al laezh hag ar mel".
Ils écouteront ta voix ; alors tu iras, avec les anciens d’Israël, auprès du roi d’Égypte, et vous lui direz : “Le Seigneur, le Dieu des Hébreux, est venu nous trouver. Et maintenant, laisse-nous aller dans le désert, à trois jours de marche, pour y offrir un sacrifice au Seigneur notre Dieu.” Ex 3, 18 : Hag e selaouint da vouezh, hag ez i, te ha Kozhidi Israel, da gaout roue an Egipt hag e lavarot dezhañ : an Aotrou, Doue an Hebreed, a zo deuet d’hor c’haout ; bremañ eta, hon lez da vont, mar plij, a-hed tri devezh-hent er gouelec’h evit kinnig un aberzh d’an Aotrou, hon Doue.
Or, je sais, moi, que le roi d’Égypte ne vous laissera pas partir s’il n’y est pas forcé. Ex 3, 19 : Hogen, me a oar n’ho lezo ket roue an Egipt da vont anez bezañ rediet gant un dorn kreñv,
Aussi j’étendrai la main, je frapperai l’Égypte par toutes sortes de prodiges que j’accomplirai au milieu d’elle. Après cela, il vous permettra de partir. Ex 3, 20 : Met astenn a rin va dorn, hag e skoin war vro Egipt gant ar burzhudoù a rin en he c’hreiz. Ha goude-se. e lezo ac’hanoc’h da vont".
Je ferai que ce peuple trouve grâce aux yeux des Égyptiens. Aussi, quand vous partirez, vous n’aurez pas les mains vides. Ex 3, 21 : Hag e roin gras d’ar bobl-se ouzh daoulagad an Egiptiz, ha pa-z eot, n’eo ket en-goullo.
Chaque femme demandera à sa voisine et à l’étrangère qui réside en sa maison des objets d’argent, des objets d’or et des manteaux : vous les ferez porter par vos fils et vos filles. Ainsi vous dépouillerez les Égyptiens. » Ex 3, 22 : Goulenn a raio pep gwreg, digant hec’h amezegez hag ostizez he zi, traoù arc’hant ha traoù aour, ha mantilli a lakot war ho mibien ha war ho merc’hed en ur zibourc’hañ an Egiptiz".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
