Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 7

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 7

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 7



Le Seigneur dit à Moïse : « Vois, j’ai fait de toi un dieu pour Pharaon, et ton frère Aaron sera ton prophète. Ex 7, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Sell ! da lakaat a ran evel un doue evit Faraon, hag Aaron, da vreur, a vo da brofed.

Toi, tu lui diras tout ce que je t’ordonnerai, et ton frère Aaron le répétera à Pharaon pour qu’il laisse partir de son pays les fils d’Israël. Ex 7, 2 : Te a lavaro holl bezh a gemennin dit, hag Aaron, da vreur, a gomzo ouzh Faraon evit lezel da vont bugale Israel eus ar vro.

Mais moi, je rendrai le cœur de Pharaon inflexible ; je multiplierai mes signes et mes prodiges dans le pays d’Égypte, Ex 7, 3 : Ha me a galetaio kalon Faraon hag a raio meur a sin hag a vurzhud e bro Egipt.

mais Pharaon ne vous écoutera pas. Alors je poserai la main sur l’Égypte et je ferai sortir du pays d’Égypte mes armées, mon peuple, les fils d’Israël, en exerçant de terribles jugements. Ex 7, 4 : Ne selaouo ket ouzhoc’h Faraon hag e lakain va dorn war an Egipt, hag e tennin va strolladoù, va fobl, bugale Israel, eus bro Egipt, gant barnadegoù meur.

Les Égyptiens reconnaîtront que Je suis le Seigneur, quand j’étendrai la main contre l’Égypte et que j’en ferai sortir les fils d’Israël. » Ex 7, 5 : Hag e ouezo an Egiptiz ez on an Aotrou, pa astennin va dorn war an Egipt, e tennin bugale Israel eus o metou".

Moïse et Aaron s’exécutèrent : ce que le Seigneur leur avait ordonné, ils le firent. Ex 7, 6 : Hag e reas Moizez hag Aaron evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou dezho : evel-se e rejont.

Moïse était âgé de quatre-vingts ans et Aaron de quatre-vingt-trois ans, lorsqu’ils parlèrent à Pharaon. Ex 7, 7 : Ha Moizez a oa un den a bevar-ugent vloaz, hag Aaron un den a dri bloaz ha-pevar-ugent, pa gomzjont ouzh Faraon.

Le Seigneur dit à Moïse et Aaron : Ex 7, 8 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag Aaron, o lavarout :

« Si Pharaon vous demande d’accomplir un prodige, tu diras alors à Aaron : Prends ton bâton, jette-le devant Pharaon, et qu’il devienne un serpent. » Ex 7, 9 : Pa gomzo ouzhoc’h Faraon en ur lavarout : Grit eta ur burzhud, e lavari da Aaron : Kemer da vazh ha taol anezhi dirak Faraon, ma teuio da vezañ ur sarpant.

Moïse et Aaron allèrent trouver Pharaon et firent comme l’avait ordonné le Seigneur. Aaron jeta son bâton devant Pharaon et ses serviteurs, et le bâton devint un serpent. Ex 7, 10 : Hag ez eas Moizez hag Aaron da gaout Faraon, hag e rejont evel m’en devoa kemennet an Aotrou. Hag e taolas Aaron e vazh dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ ur sarpant.

Pharaon, à son tour, convoqua les sages et les enchanteurs. Les magiciens d’Égypte en firent autant avec leurs sortilèges. Ex 7, 11 : Hag e c’halvas ivez Faraon ar furien hag ar sigoterien, hag e reas achantourien an Egipt gant o strobinelloù kement-all :

Chacun jeta son bâton qui devint un serpent, mais le bâton d’Aaron engloutit leurs bâtons. Ex 7, 12 : Teurel a reas pep hini e vazh, hag e teujont da vezañ sarpanted. Met lonkañ a reas bazh Aaron o bizhier.

Cependant, Pharaon s’obstina ; il n’écouta pas Moïse et Aaron, ainsi que l’avait annoncé le Seigneur. Ex 7, 13 : Hag e kaletaas kalon Faraon ha ne selaouas ket outo, evel m’en devoa lavaret an Aotrou.

Le Seigneur dit à Moïse : « Le cœur de Pharaon s’est appesanti ; il refuse de laisser partir le peuple. Ex 7, 14 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Pounneraet eo bet kalon Faraon ; dinac’hañ a ra lezel da vont an dud.

Va trouver Pharaon demain matin : il sortira pour se rendre près de l’eau ; tu te posteras au bord du Nil pour le rencontrer. Le bâton qui s’est changé en serpent, tu le prendras en main. Ex 7, 15 : Kae davet Faraon diouzh ar beure, pa vo o vont d’an dour, hag en em zalc’hi dirazañ war ribl an Nil, hag ar vazh a dro en naer a gemeri ez torn.

Tu diras à Pharaon : “Le Seigneur, le Dieu des Hébreux, m’a envoyé vers toi pour te dire : Laisse partir mon peuple afin qu’il me serve dans le désert.” Jusqu’à présent tu n’as pas écouté. Ex 7, 16 : Hag e lavari dezhañ : An Aotrou, Doue an Hebreed, am c’has davedout evit lavarout : Lez da vont va fobl d’am servijañ er gouelec’h, ha n’ec’h eus ket selaouet betek-hen.

Ainsi parle le Seigneur : À ceci tu reconnaîtras que je suis le Seigneur. Voici que moi, je vais frapper les eaux du Nil avec le bâton que j’ai dans la main, et elles se changeront en sang. Ex 7, 17 : Evel-hen e komz an Aotrou : Dre gement-mañ e ouezi ez on an Aotrou : me a skoio gant ar vazh a zo em dorn war an dour a zo en Nil hag a droio en gwad,

Les poissons du Nil crèveront, le Nil s’empuantira et les Égyptiens ne pourront plus boire l’eau du fleuve. » Ex 7, 18 : hag ar pesked a zo en Nil a varvo, hag e flaerio an Nil, hag o devo rukun an Egiptiz oc’h evañ dour an Nil".

Le Seigneur dit à Moïse : « Va dire à Aaron : Prends ton bâton, étends la main sur les eaux d’Égypte – sur ses rivières, ses canaux, ses étangs, sur toutes ses réserves d’eau – et qu’elles soient du sang ! Qu’il y ait du sang dans tout le pays d’Égypte, jusque dans les récipients de bois et de pierre. » Ex 7, 19 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Lavar da Aaron : Kemer da vazh hag astenn da zorn etrezek doureier an Egipt, etrezek o stêrioù, naozioù, lennoù, o holl stankoù dour, hag e teuint da vezañ gwad. Hag e vo gwad dre-holl e bro Egipt, war ar gwez ha war ar vein".

Moïse et Aaron firent comme le Seigneur l’avait ordonné. Aaron leva son bâton et frappa les eaux du Nil sous les yeux de Pharaon et de ses serviteurs, et toutes les eaux du Nil se changèrent en sang. Ex 7, 20 : Hag e reas se Moizez hag Aaron, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou. Hag e savas ar vazh, hag e skoas gant an dour a oa en Nil, dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e troas an holl zoureier a oa en Nil en gwad.

Les poissons du Nil crevèrent et le Nil s’empuantit ; les Égyptiens ne pouvaient plus boire l’eau du fleuve ; il y avait du sang dans tout le pays d’Égypte. Ex 7, 21 : Hag ar pesked a oa en Nil a varvas, hag e flaerias an Nil, ha n’helle ket an Egiptiz evañ dour eus an Nil, hag e voe gwad dre-holl e bro Egipt.

Mais les magiciens d’Égypte en firent autant avec leurs sortilèges, et Pharaon s’obstina ; il n’écouta pas Moïse et Aaron, ainsi que l’avait annoncé le Seigneur. Ex 7, 22 : Hag e reas se ivez achantourien an Egipt gant o strobinelloù. Met kaletaat a reas kalon Faraon ha ne selaouas ket outo, evel m’en devoa lavaret an Aotrou.

Pharaon s’en retourna. Il rentra chez lui sans prendre la chose à cœur. Ex 7, 23 : Hag e tistroas Faraon hag ez eas d’ar gêr, ha ne reas ket a van gant se.

En quête d’eau, tous les Égyptiens se mirent à creuser aux alentours du Nil, car ils ne pouvaient plus boire les eaux du fleuve. Ex 7, 24 : Hag e kleuzas an holl Egiptiz war-dro an Nil da gaout dour da evañ, rak n’hallent ket evañ dour eus an Nil.

Sept jours s’écoulèrent après que le Seigneur eut frappé le Nil. Ex 7, 25 : Hag e tremenas seizh deiz goude m’en devoa skoet an Aotrou war an Nil.

Le Seigneur dit à Moïse : « Va trouver Pharaon et dis-lui : Ainsi parle le Seigneur : “Laisse partir mon peuple, afin qu’il me serve.” Ex 7, 26 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Kae da gaout Faraon, hag e lavari dezhañ : Evel-hen e komz an Aotrou : Lez va fobl da vont d’am servijañ.

Si toi, tu refuses de le laisser partir, moi je vais infester de grenouilles tout ton territoire. Ex 7, 27 : Ha ma nac’hez he lezel, me a skoio da holl diriad gant raned.

Le Nil grouillera de grenouilles ; elles monteront, elles entreront dans ta maison, dans ta chambre à coucher, sur ton lit, dans les maisons de tes serviteurs et de ton peuple, dans tes fours et dans tes pétrins. Ex 7, 28 : Hag e puilho an Nil a raned, a yelo ez ti, ez kambr-gousket, war da wele, hag e ti da servijerien, e ti da dud, ez fornioù, ez toazegoù.

Sur toi, sur les gens de ton peuple et sur tous tes serviteurs, grimperont les grenouilles. » Ex 7, 29 : Warnout, war da dud, war da holl servijerien e pigno ar raned".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn