Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Gwener 12 a viz Mezheven 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr an Adlezenn (Ad 7, 6-11)
An Aotrou en deus ho karet hag ho tibabet.
Moizez a lavare da bobl Israel Ur bobl gouestlet d’an Aotrou, da Zoue ez out ; te eo en deus an Aotrou, da Zoue, dibabet evit bezañ e bobl dezhañ e-unan eus o-douez an holl vroadoù o zo war an douar.
Ma-z eo en em staget an Aotrou ouzhoc’h ha m’en deus ho tibabet, n’eo ket dre ma-z oc’h an niverusañ eus an holl bobloù. Rak c’hwi eo an hini vihanañ eus an holl bobloù.
Nann ! Met dre garantez evidoc’h hag evit mirout al le en devoa touet d’hon Tadoù eo en deus an Aotrou Doue graet deoc’h dont er-maez, gant e zorn nerzhus, hag ho saveteet eus ti ar sklavelezh, diouzh galloud Faran, roue an Egipt.
Gouzout a ri eta penaos an Aotrou da Zoue eo ar gwir Doue, an Doue gwirion, hag a vir e Emglev hag e garantez a-hed mil rummad d’ar re a gar hag a heuilh e Lezenn, met a gastiz an dud-se hag o deus kasoni outañ. Lakaat a ra hep daleañ da vervel an hini en deus kasoni outañ hag e sko e gastiz warnon.
Te neuze a viro ar gourc’hemennoù, al lezennoù hag ar reolennoù a roan dit en deiz-mañ, hag a heulio anezho.
🎶 Salm
Salm 103 Salm 103 (102), 1-2. 3-4. 6-7. 8 ha 10
D : Trugarezus ha tener eo an Aotrou,
gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.
O va ene, bennig an Aotrou,
kement tra a zo ennon da vennigo e anv santel.
O va ene, bennig an Aotrou,
ha n'ankounac'ha hini ebet eus e vadelezhioù.
Eñ a bardon dit da holl bec'hedoù,
eñ a bare dit da holl gleñvedoù ;
eñ a denn da vuhez eus poull ar marv,
eñ az kurunenn gant gras ha trugarez.
An Aotrou a zo justis e oberenn,
reiñ a ra o gwir da gement den a vez mac’homet.
Diskouezet en deus e hentoù da Voizez,
hag e oberoù meur da vugale Israel.
Trugarezus ha tener eo an Aotrou,
gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.
Ne raio ket deomp hervez hor mankoù,
ne zaskoro ket deomp hervez hor pec'hedoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ sant Yann (1Yn 4, 7-16)
Doue en deus hor c'haret.
Va re garet, en em garomp an eil egile :
Peogwir e teu ar garantez eus Doue,
ha peogwir kement hini en deus karantez
a zo ganet eus Doue hag a anavez Doue.
An hini na gar ket, n’en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.
Dre gement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver :
dre m’en deus Doue kaset er bed e Vab unganet, evit ma vevimp drezañ.
En dra-se emañ e garantez : n’eo ket ni hon eus karet Doue,
met Eñ eo en deus hor c'haret ha kaset e Vab
da vezañ lazhet evit dic'haou hor pec'hedoù.
Va re garet, mard eo evel-se en deus Doue hor c'haret,
e tleomp, ni ivez, en em garout an eil egile.
Doue, den ebet biskoazh n’en deus e welet.
Mar en em garomp an eil egile e chom Doue ennomp,
hag e garantez a zo peurvat ennomp.
Gant kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag Eñ ennomp :
O vezañ m’en deus roet deomp eus e Spered.
Ha ni hon eus arvestet ouzh an den-se,
hag e testeniomp en deus an Tad degaset e Vab da vezañ Salver ar bed.
An neb a ziskler ez eo Jezuz Mab Doue, e chom Doue ennañ hag eñ e Doue.
Ha ni hon eus anavezet karantez Doue en hor c'heñver, ha kredet enni.
Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue,
ha Doue a chom ennañ.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 11, 25-30)
Dous hag izel a galon ez on.
Allelouia ! Allelouia ! (Mzh. 11, 29)
Kemerit warnoc'h va yev, ha deskit diganin ez on dous hag izel a galon.
Allelouia !
En amzer-se en em lakaas Jezuz da gomz hag e lavaras :
« Bennozh a lavaran dit, o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket,
ha m’ec'h eus o diskuliet d’ar vugaligoù.
Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad,
ha den ebet ne anav ar Mab nemet an Tad,
ha den ebet ne anavez an Tad nemet ar Mab
hag an neb e plij d’ar Mab henn diskuliañ dezhañ. »
« Deuit davedon, c'hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm,
ha me ho tivec'hio.
Kemerit warnoc'h va yev,
ha deskit diganin ez on dous hag izel a galon,
ha diskuizh a gavot evit hoc'h eneoù.
Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm. »
