Levr an Adlezenn - Pennad 8
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 8
Tous les commandements que je vous prescris aujourd’hui, vous veillerez à les mettre en pratique, afin que vous viviez, deveniez de plus en plus nombreux et entriez en possession du pays que le Seigneur a juré de donner à vos pères. Dt 8, 1 : An holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, bez aketus d’o seveniñ, evit bevañ ha kreskiñ, ha mont da berc’hennañ ar vro en devoa touet an Aotrou d’ho tadoù.
Souviens-toi de la longue marche que tu as faite pendant quarante années dans le désert ; le Seigneur ton Dieu te l’a imposée pour te faire passer par la pauvreté ; il voulait t’éprouver et savoir ce que tu as dans le cœur : allais-tu garder ses commandements, oui ou non ? Dt 8, 2 : Bez' soñj eus ar c’herzhadegoù a reas an Aotrou Doue dit ober e-pad daou-ugent vloaz er gouelec’h, evit da uvelaat, evit da amprouiñ hag evit anavezout goueled da galon : daoust ha mirout a rafes pe na rafes ket e c’hourc’hemennoù ?
Il t’a fait passer par la pauvreté, il t’a fait sentir la faim, et il t’a donné à manger la manne – cette nourriture que ni toi ni tes pères n’aviez connue – pour que tu saches que l’homme ne vit pas seulement de pain, mais de tout ce qui vient de la bouche du Seigneur. Dt 8, 3 : Da uvelaet en deus, graet en deus dit kaout naon, roet en deus dit da zebriñ ar Manna-se ha n’ho poa ket anavezet biskoazh, na da hendadoù, evit diskouez dit n’eo ket gant bara hepken e vev an den, met ivez gant kement komz a zeu eus genou an Aotrou Doue.
Ton vêtement ne s’est pas usé sur toi, et ton pied ne s’est pas enflé, au cours de ces quarante années ! Dt 8, 4 : Da zilhad ne voent ket teuc’het warnout, ha da droad ne voe ket koeñvet e-pad an daou-ugent vloaz-se.
Tu le sauras en ton cœur : comme un homme éduque son fils, ainsi le Seigneur ton Dieu fait ton éducation. Dt 8, 5 : Hag ec’h eus komprenet ez kalon penaos, evel ma kastiz un den e vab, en devoa an Aotrou, da Zoue, da gastizet-te.
Tu garderas les commandements du Seigneur ton Dieu pour marcher sur ses chemins et pour le craindre. Dt 8, 6 : Hag ec’h eus miret gourc’hemennoù an Aotrou, da Zoue, en ur gerzhout gant e hentoù hag ouzh e zoujañ.
Le Seigneur ton Dieu te conduit vers un pays fertile : pays de rivières abondantes, de sources profondes jaillissant dans les vallées et les montagnes, Dt 8, 7 : An Aotrou, da Zoue, az kas d’ur vro vat, gant froudoù ha doureier, en andonioù hag en islonkoù, o tarzhañ er saonennoù hag er menezioù,
pays de blé et d’orge, de raisin, de grenades et de figues, pays d’olives, d’huile et de miel ; Dt 8, 8 : douar gwinizh ha heiz, gwini ha fiez, ha greunadez, bro olivez, eoul ha mel,
pays où le pain ne te manquera pas et où tu ne seras privé de rien ; pays dont les pierres contiennent du fer, et dont les montagnes sont des mines de cuivre. Dt 8, 9 : bro ha na vi ket en dienez o tebriñ enni bara. Ne vanko dit netra enni, ur vro ma-z eo he mein houarn, hag eus he menezioù e tenni kouevr.
Tu mangeras et tu seras rassasié, tu béniras le Seigneur ton Dieu pour ce pays fertile qu’il t’a donné. Dt 8, 10 : Hag e tebri da walc’h, hag e vennigi an Aotrou, da Zoue, war an douar mat en devo roet dit.
Garde-toi d’oublier le Seigneur ton Dieu, de négliger ses commandements, ses ordonnances et ses décrets, que je te donne aujourd’hui. Dt 8, 11 : Diwall d’ankounac’haat an Aotrou, da Zoue, ha da chom hep mirout e c’hourc’hemennoù, e setañsoù, e reolennoù, a gemennan dit hiziv ;
Quand tu auras mangé et seras rassasié, quand tu auras bâti de belles maisons et que tu les habiteras, Dt 8, 12 : peotramant e tebri da walc’h, tiez kaer a savi da chom enno,
quand tu auras vu se multiplier ton gros et ton petit bétail, ton argent, ton or et tous tes biens, Dt 8, 13 : da saout ha da zeñved a gresko, arc’hant hag aour a gresko dit, holl bezh a vo dit a gresko,
n’en tire pas orgueil, et n’oublie pas le Seigneur ton Dieu qui t’a fait sortir du pays d’Égypte, de la maison d’esclavage. Dt 8, 14 : hag e fougaso da galon, hag arabat dit neuze ankounac’haat an Aotrou, da Zoue, en deus da dennet eus bro Egipt, eus ti ar Sklavelezh.
C’est lui qui t’a fait traverser ce désert, vaste et terrifiant, pays des serpents brûlants et des scorpions, pays de la sécheresse et de la soif. C’est lui qui, pour toi, a fait jaillir l’eau de la roche la plus dure. Dt 8, 15 : Eñ eo en deus graet dit tremen a-dreuz ar gouelec’h braouac’hus-se, bro ar sarpanted binimus, ar c’hruged, douar ar sec’hed. Eñ eo a lakaas en ul lec’h dizour da strinkañ evidout dour eus ar roc’hell galetañ.
C’est lui qui, dans le désert, t’a donné la manne – cette nourriture inconnue de tes pères – pour te faire passer par la pauvreté et pour t’éprouver avant de te rendre heureux. Dt 8, 16 : Eñ eo a reas dit debriñ er gouelec’h ar Manna-se ha n’o devoa ket resevet da hendadoù, evit da uvelaat, evit da amprouiñ hag ober vad dit da c’houde,
Garde-toi de dire en ton cœur : « C’est ma force, c’est la vigueur de ma main qui m’ont procuré cette richesse. » Dt 8, 17 : hag e lavari ez kalon : va nerzh, va galloud, va dorn, o deus graet din al leve-mañ.
Souviens-toi du Seigneur ton Dieu : car c’est lui qui t’a donné la force d’acquérir cette richesse, en confirmant ainsi l’Alliance qu’il avait jurée à tes pères, comme on le voit aujourd’hui. Dt 8, 18 : Az pez soñj eus an Aotrou, da Zoue, rak Eñ eo a ro dit nerzh d’ober leve, evit seveniñ an Emglev en devoa touet d’az tadoù, evel ma ra hiziv.
Si jamais tu en viens à oublier le Seigneur ton Dieu, si tu suis d’autres dieux, si tu les sers et si tu te prosternes devant eux – je l’atteste aujourd’hui contre vous – à coup sûr vous périrez : Dt 8, 19 : Met ma ankounac’haez an Aotrou, da Zoue, ha ma kerzhez war-lerc’h doueoù all hag o servijez, ha ma stouez outo, e testenian enep deoc’h hiziv e viot kollet ;
comme les nations que le Seigneur aura fait périr devant vous, ainsi vous périrez, pour n’avoir pas écouté la voix du Seigneur votre Dieu. Dt 8, 20 : evel ar pobloù en deus an Aotrou kollet en ho raok, evel-se e viot kollet, hag e vo se ho kopr, evit bezañ disentet ouzh mouezh an Aotrou, ho Toue.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
