Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 29

Levr an Adlezenn - Pennad 29

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 29



Moïse convoqua tout Israël et il leur dit : Vous avez vu de vos propres yeux tout ce que le Seigneur a fait dans le pays d’Égypte à Pharaon, à tous ses serviteurs et à tout son pays : Dt 29, 1 : Hag e c’halvas Moizez holl Israel hag e lavaras dezho : c’hwi a wel an holl bezh en deus graet an Aotrou en ho taoulagad e bro Egipt da Faraon ha d’e holl servijerien, ha d’e holl vro,

les grandes épreuves que vous avez vues de vos yeux, ces signes et ces prodiges grandioses. Dt 29, 2 : an amprouennoù bras o deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù bras-se.

Mais, jusqu’à ce jour, le Seigneur ne vous a pas donné un cœur pour connaître, des yeux pour voir, des oreilles pour entendre. Dt 29, 3 : Met n’en deus ket roet an Aotrou deoc’h ur galon da gompren, na daoulagad da welout, na divskouarn da glevout, betek hiziv.

Pendant quarante ans, je vous ai fait marcher dans le désert : les habits que vous portiez ne se sont pas usés, ni les sandales, à vos pieds. Dt 29, 4 : Graet en deus deoc’h kerzhout daou-ugent vloaz er gouelec’h, ha ne voe ket teuc’h ho tilhad warnoc’h, nag ho solennoù teuc’het war ho treid.

Vous n’avez pas eu de pain à manger, ni de vin ou de boisson forte à boire : cela pour que vous reconnaissiez que je suis le Seigneur votre Dieu. Dt 29, 5 : Bara n’ho poa ket da zebriñ, na gwin na boeson da evañ ; evel-se hoc’h eus gouezet e oan-me an Aotrou, ho Toue.

Ensuite, vous êtes arrivés en ce lieu ; Séhone, roi de Heshbone, et Og, roi de Bashane, sont sortis à notre rencontre pour combattre, et nous les avons vaincus. Dt 29, 6 : Pa-z oc’h erruet el lec’h-mañ, ez eo deuet Sehon, roue Hesbon, gant Og, roue ar Basan, a-ziarbenn deomp da vrezeliñ, hag hon eus o dornet,

Nous avons pris leur pays et l’avons donné en héritage aux tribus de Roubène et de Gad, ainsi qu’à une moitié de la tribu de Manassé. Dt 29, 7 : ha kemeret o bro, hag he roet da hêrezh da Rubeniz ha Gadiz, ha da hanter-veuriad Manase.

Vous garderez les paroles de cette alliance, et vous les mettrez en pratique pour réussir dans toutes vos actions. Dt 29, 8 : Hag e virot lavarioù an Emglev-mañ, en ur ober diouto, evit ober berzh en holl bezh a reot.

Aujourd’hui, vous vous tenez tous debout devant le Seigneur votre Dieu : vos chefs, vos tribus, vos anciens, vos scribes, tous les hommes d’Israël, Dt 29, 9 : Emaoc’h en ho sav hiziv holl dirak an Aotrou, ho Toue, ho pennoù-meuriad, ho Kozhidi, ho skribed, holl dud Israel,

vos petits enfants, vos femmes et l’immigré qui réside à l’intérieur de ton camp, aussi bien celui qui coupe ton bois et que celui qui puise ton eau ; Dt 29, 10 : da vugaligoù, da wragez, ar re a zo ostized e-barzh da gampoù, adalek da droc’her-keuneud betek da denner-dour,

tu es là pour passer dans l’alliance du Seigneur ton Dieu, cette alliance, avec son poids de malédictions, le Seigneur ton Dieu la conclut avec toi aujourd’hui, Dt 29, 11 : evit tremen e-barzh Emglev an Aotrou, da Zoue, en e le, emañ an Aotrou, da Zoue, o tivizout ganit hiziv,

pour te constituer aujourd’hui comme son peuple et être lui-même ton Dieu, ainsi qu’il te l’a déclaré et qu’il l’a juré à tes pères, Abraham, Isaac et Jacob. Dt 29, 12 : a-benn d’az sevel hiziv evel e bobl, hag e vo da Zoue evel m’en devoa prometet dit ha touet d’az tadoù Abraham, Izaag ha Jakob,

Cette alliance, avec son poids de malédictions, je ne la conclus pas avec vous seulement, Dt 29, 13 : ha n’eo ket ganeoc’h hepken e tivizan an Emglev-mañ, al le-mañ,

je la conclus aussi bien avec celui qui se trouve présent ici aujourd’hui avec nous devant le Seigneur notre Dieu, qu’avec celui qui ne se trouve pas présent ici aujourd’hui avec nous. Dt 29, 14 : met ivez gant neb a zo amañ ganeomp bezant hiziv dirak an Aotrou, hon Doue, ha gant ar re n’emaint ket amañ ganeomp hiziv.

Vous savez, vous, comment nous avons habité au pays d’Égypte et comment nous avons passé au milieu des nations dont vous avez traversé le territoire. Dt 29, 15 : Rak c’hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro Egipt, ha penaos ez omp tremenet e-mesk ar broioù hoc’h eus tremenet.

Vous avez vu les horreurs et les idoles immondes qu’elles possèdent : du bois et de la pierre, de l’argent et de l’or ! Dt 29, 16 : Hag hoc’h eus gwelet o euzhusterioù, an idoloù koad, maen, arc’hant hag aour o deus.

Qu’il n’y ait donc pas chez vous homme, femme, clan ou tribu dont le cœur se détourne aujourd’hui du Seigneur notre Dieu pour aller servir les dieux de ces nations ; qu’il n’y ait chez vous aucune racine produisant du poison ou de l’absinthe. Dt 29, 17 : Gant na vo ket en ho touez na gwaz na maouez, na tiegezh na meuriad, o treiñ kalon hiziv diouzh an Aotrou, hon Doue, evit mont da servijañ doueoù ar broioù-se ! Kement-se a vefe en ho touez ur wrizienn o frouezhiñ ampoezon hag huelenn.

Mais si quelqu’un, alors qu’il entend ces paroles de malédictions, se bénit lui-même en disant : « La paix soit avec moi, même si je marche selon mon cœur endurci ! Car il est vrai, le proverbe : Terre abreuvée n’a plus soif ! », Dt 29, 18 : An hini a glevfe lavarioù al le-mañ, hag en em vennigfe en e galon o lavarout : "Peoc’h am bo ! Ya, e c’hoantegezh va c’halon e kerzhin ! Hag e torrin er vezventi va sec’hed !",

à celui-là le Seigneur ne pourra pardonner. Alors la colère du Seigneur et son ardeur jalouse s’enflammeront contre cet homme, toutes les malédictions décrites dans ce livre s’abattront sur lui, et le Seigneur effacera son nom sous les cieux. Dt 29, 19 : ne vezo ket mennet an Aotrou da bardoniñ dezhañ, ha neuze e vogedo kounnar an Aotrou hag e warizi enep an den-se, hag en em blado warnañ kement mallozh a zo bet skrivet el levr-mañ, hag e rasko an Aotrou e anv a-zindan an neñv ;

Pour son malheur, le Seigneur le mettra à part de toutes les tribus d’Israël, conformément à toutes les malédictions de l’alliance écrite dans ce livre de la Loi. Dt 29, 20 : hag e zispartiañ a raio an Aotrou, evit e walleur, diouzh holl veuriadoù Israel, hervez holl vallozhioù an Emglev skrivet e levr al Lezenn-mañ.

La génération suivante, celle de vos fils qui se lèveront après vous, et l’étranger venu d’un pays lointain, voyant les plaies de ce pays et les maladies infligées par le Seigneur, diront : Dt 29, 21 : Hag e lavaro ar rummoù war-lerc’h, ho mibien a savo war o lerc’h, hag an estrañjour a zeuio eus ar broioù pell, o welout reuzioù ar vro-mañ, hag ar c’hleñvedoù a ra an Aotrou enni :

« Toute la terre n’est plus que soufre, sel et feu ; elle n’est plus ensemencée ; rien ne germe et rien ne pousse, pas une herbe. C’est une catastrophe comme Sodome et Gomorrhe, comme Adma et Seboïm, que le Seigneur a ravagées dans sa colère et sa fureur. » Dt 29, 22 : Soufr ha holen ! Tangwall war ar vro a-bezh ! Ne vo ket hadet ! Ne ziwano, ne savo netra eno ! Geotenn ebet ! Evel ma oa bet reveulzi Sodom ha Gomora, Adama ha Seboim, a reveulzias an Aotrou en e gounnar, en e vuanegezh !

Et toutes les nations demanderont : « Pourquoi le Seigneur a-t-il ainsi traité ce pays ? Pourquoi une colère d’une telle ardeur ? » Dt 29, 23 : Hag e lavaro an holl vroioù : "Perak en deus an Aotrou graet evel-hen d’ar vro-mañ ? Perak ar barr-kounnar bras-se ?"

Et on répondra : « C’est parce qu’ils ont abandonné l’alliance du Seigneur, le Dieu de leurs pères, cette alliance qu’il avait conclue avec eux quand il les fit sortir du pays d’Égypte. Dt 29, 24 : Hag e vo lavaret : "Dre m’o devoa dilezet an Aotrou, Doue o zadoù, en devoa divizet ganto p’en devoa o zennet eus bro Egipt !

Ils sont allés servir d’autres dieux, ils se sont prosternés devant eux, des dieux qu’ils ne connaissaient pas et que le Seigneur ne leur avait pas donnés en partage. Dt 29, 25 : Hag ez int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n’anavezent ket ha n’o devo perzh ebet ganto !

La colère du Seigneur s’est enflammée à ce point contre ce pays qu’il a fait venir sur lui toutes les malédictions décrites dans ce livre. Dt 29, 26 : Hag ez eo bet entanet kounnar an Aotrou ouzh ar vro-mañ, betek kas warni kement mallozh a zo skrivet el levr-mañ.

Avec colère, fureur et grande irritation, le Seigneur les a arrachés de leur terre et les a jetés sur une autre terre ; ainsi en est-il aujourd’hui. » Dt 29, 27 : Bet en deus o displantet an Aotrou diwar o douar, gant kounnar ha buanegezh, gant fulor bras, hag o zaolet e-barzh ur vro all, evel hiziv-an-deiz".

Au Seigneur notre Dieu sont les choses cachées, mais les choses révélées sont pour nous et nos fils à jamais, afin que nous mettions en pratique toutes les paroles de cette Loi. Dt 29, 28 : An traoù kuzhet a zo d’an Aotrou, hon Doue, hag ar re bet diskuliet a zo deomp ha d’hor mibien da viken, evit ober holl lavarioù al Lezenn-mañ.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn