Levr an Adlezenn - Pennad 26
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 26
Lorsque tu seras entré dans le pays que te donne en héritage le Seigneur ton Dieu, quand tu le posséderas et y habiteras, Dt 26, 1 : Ha pa vi aet er vro ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit en hêrezh, ha pa vi perc’henn hag annezad enni,
tu prendras une part des prémices de tous les fruits de ton sol, les fruits que tu auras tirés de ce pays que te donne le Seigneur ton Dieu, et tu les mettras dans une corbeille. Tu te rendras au lieu que le Seigneur ton Dieu aura choisi pour y faire demeurer son nom. Dt 26, 2 : e kemeri preveudioù eus holl frouezh an douar, a denni eus ar vro en devo an Aotrou da Zoue roet dit, hag o laki en ur baner, hag ez i d’al lec’h en devo dibabet an Aotrou da Zoue evit lakaat da chom e anv ennañ.
Tu iras trouver le prêtre en fonction ces jours-là et tu lui diras : « Je le déclare aujourd’hui au Seigneur ton Dieu : je suis entré dans le pays que le Seigneur a juré à nos pères de nous donner. » Dt 26, 3 : Hag ez i da gaout ar beleg a vo en deizioù-se, hag e lavari dezhañ : "Me a zisklêr hiziv d’an Aotrou Doue ez on deuet er vro en devoa touet an Aotrou d’hon hendadoù reiñ deomp".
Le prêtre recevra de tes mains la corbeille et la déposera devant l’autel du Seigneur ton Dieu. Dt 26, 4 : Hag e kemero ar beleg ar baner eus da zorn, hag he lakaat a raio dirak aoter an Aotrou, da Zoue.
Tu prononceras ces paroles devant le Seigneur ton Dieu : « Mon père était un Araméen nomade, qui descendit en Égypte : il y vécut en immigré avec son petit clan. C’est là qu’il est devenu une grande nation, puissante et nombreuse. Dt 26, 5 : Hag e lavari ar c’homzoù-mañ dirak an Aotrou, da Zoue : "Un Aramiad kantreer e oa va zad, hag a ziskennas d’an Egipt, hag e chomas eno gant un nebeut tud, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.
Les Égyptiens nous ont maltraités, et réduits à la pauvreté ; ils nous ont imposé un dur esclavage. Dt 26, 6 : Hag Egiptiz hor gwallgasas, hor gwaskas hag a lakaas war hor chouk labour kalet.
Nous avons crié vers le Seigneur, le Dieu de nos pères. Il a entendu notre voix, il a vu que nous étions dans la misère, la peine et l’oppression. Dt 26, 7 : Garmiñ a rejomp war-zu an Aotrou. Doue hon Tadoù, hag e klevas an Aotrou hor mouezh, hag e welas hor reuzeudigezh, hag hor mac’homerezh.
Le Seigneur nous a fait sortir d’Égypte à main forte et à bras étendu, par des actions terrifiantes, des signes et des prodiges. Dt 26, 8 : Hag an Aotrou a reas deomp mont er-maez eus an Egipt gant un dorn kreñv hag ur vrec’h nerzhus, e-kreiz spont bras, gant sinoù ha burzhudoù.
Il nous a conduits dans ce lieu et nous a donné ce pays, un pays ruisselant de lait et de miel. Dt 26, 9 : Hor renet en deus d’al lec’h-mañ ha roet deomp ar vro-mañ. Ur vro a red enni al laezh hag ar mel.
Et maintenant voici que j’apporte les prémices des fruits du sol que tu m’as donné, Seigneur. » Ensuite tu les déposeras devant le Seigneur ton Dieu et tu te prosterneras devant lui. Dt 26, 10 : Setu ma tegasan bremañ ar preveudioù eus an douar hoc’h eus roet din, Aotrou".
Alors tu te réjouiras pour tous les biens que le Seigneur ton Dieu t’a donnés, à toi et à ta maison. Avec toi se réjouiront le lévite, et l’immigré qui réside chez toi. Dt 26, 11 : Neuze e lakai anezho dirak an Aotrou, da Zoue, hag e stoui dirak an Aotrou, da Zoue. Hag e vo stad ennout gant an holl eurvad a ro dit an Aotrou, da Zoue, ha d’az ti, ennout-te hag el Levit hag en ostiziad a vo du-se.
La troisième année, l’année de la dîme, après avoir achevé de prélever toute la dîme de ta récolte, tu la distribueras au lévite, à l’immigré, à l’orphelin et à la veuve ; ils mangeront à satiété dans ta ville. Dt 26, 12 : Pa 'z po echu da ober an holl zeogoù eus da drevadoù, d’an trede bloaz, bloaz an deog, ha roet d’al Levit, d’an estrañjour, d’an emzivad ha d’an intañvez, ma tebrint ez torojoù o gwalc’h,
Alors, en présence du Seigneur ton Dieu, tu diras : « J’ai retiré de ma maison ce qui est consacré et je l’ai distribué au lévite, à l’immigré, à l’orphelin et à la veuve, selon le commandement que tu m’as donné. Je n’ai pas transgressé tes commandements, je n’ai rien oublié. Dt 26, 13 : e lavari dirak an Aotrou, da Zoue : "Lamet em eus ar santelañ eus an ti hag e roet d’al Levit, d’an estrañjour, d’an emzivad ha d’an intañvez, hervez da holl c’hourc’hemennoù, az poa kemennet din ; n’em eus ket treuzet da c’hourc’hemennoù ha n’em eus ket o ankounac’haet.
Quand j’étais en deuil, je n’ai pas mangé de ce qui est consacré ; je ne l’ai pas retiré de ma maison pour un usage impur, je ne l’ai pas donné à un mort. J’ai écouté la voix du Seigneur mon Dieu. J’ai agi selon tous tes commandements. Dt 26, 14 : N’em eus ket debret dioutañ, pa oan e kañv ; n’em eus ket lamet dioutañ en dic’hlanded, na roet dioutañ d’unan marv ; sentet em eus ouzh mouezh an Aotrou, va Doue, graet em eus a-grenn ar pezh a c’hourc’hemennez din.
De ta sainte demeure, du haut du ciel, regarde : bénis ton peuple Israël et la terre que tu nous as donnée selon le serment fait à nos pères ; c’est un pays ruisselant de lait et de miel. » Dt 26, 15 : Sell eus da neved santel, eus an Neñvoù, ha bennig da bobl Israel, hag an douar ac’h eus roet deomp, evel m’az poa touet d’hon hendadoù : ur vro o tiverañ laezh ha mel".
Aujourd’hui le Seigneur ton Dieu te commande de mettre en pratique ces décrets et ces ordonnances. Tu veilleras à les pratiquer de tout ton cœur et de toute ton âme. Dt 26, 16 : Hiziv an Aotrou, da Zoue, a c’hourc’he-menn dit ober diouzh al lezennoù hag an urzhioù-mañ, hag e vi aketus da virout anezho hag o heuliañ a ri gant da holl galon, gant da holl ene.
Aujourd’hui tu as obtenu du Seigneur cette déclaration : lui sera ton Dieu ; toi, tu suivras ses chemins, tu garderas ses décrets, ses commandements et ses ordonnances, tu écouteras sa voix. Dt 26, 17 : Graet ec’h eus d’an Aotrou disklêriañ e vezo da Zoue ha te ac’h eus prometet bale war e hentoù, mirout e c’hourc’hemennoù, e lezennoù hag e urzhioù ha sentiñ ouzh e vouezh.
Aujourd’hui le Seigneur a obtenu de toi cette déclaration : tu seras son peuple, son domaine particulier, comme il te l’a dit, tu devras garder tous ses commandements. Dt 26, 18 : Hag an Aotrou en deus graet dit hiziv disklêriañ e vezi e bobl dezhañ e-unan, evel m’en deus lavaret dit, met gant ma viri e holl c’hourc’hemennoù,
Il te fera dépasser en prestige, renommée et gloire toutes les nations qu’il a faites, et tu seras un peuple consacré au Seigneur ton Dieu, comme il l’a dit. Dt 26, 19 : hag Eñ diouzh e du e savo neuze dreist an holl vroadoù bet graet gantañ, en enor, e brud hag e klod, hag e vi ur bobl kensakret d’an Aotrou, evel m’en deus lavaret dit.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
