Levr an Adlezenn - Pennad 24
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 24
Lorsqu’un homme prend une femme et l’épouse, et qu’elle cesse de trouver grâce à ses yeux, parce qu’il découvre en elle une tare, il lui écrira une lettre de répudiation et la lui remettra en la renvoyant de sa maison. Dt 24, 1 : P’en devo kemeret un den ur wreg, priedet ganti, ha ma c’hoarvez ne gav ket houmañ gras ouzh e zaoulagad, dre ma kav enni ur si bennak, e skrivo dezhi ul lizher-freuz a lakaio en he dorn, hag e gas a raio kuit eus e di.
Si cette femme, après avoir quitté la maison, épouse un autre homme, Dt 24, 2 : Pa vo aet houmañ eus e di, ma teu da vezañ d’un den all,
si ce deuxième homme se met lui aussi à la détester, lui écrit une lettre de répudiation, la lui remet et la renvoie de sa maison – ou encore si ce deuxième homme vient à mourir – Dt 24, 3 : ha m’en deus kas outi an den all-se, ha ma skriv dezhi ul lizher-freuz a laka en he dorn ouzh he c’has kuit eus e di, ma varv an den diwezhañ-mañ en devoa he c’hemeret evel gwreg,
son premier mari ne peut la reprendre pour femme, du fait qu’elle aura été rendue impure. Car elle serait une abomination devant le Seigneur. Tu n’entraîneras pas dans le péché le pays que le Seigneur ton Dieu te donne en héritage. Dt 24, 4 : n’hallo ken he fried kentañ en devoa he c’haset kuit hec’h adkemer evit he c’haout da wreg goude ma-z eo bet saotret, rak euzhus e vefe se dirak an Aotrou ; ha ne ri ket pec’hiñ ar vro en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit en hêrezh.
Lorsqu’un homme vient de prendre femme, il n’ira pas à l’armée, on ne le chargera d’aucune affaire ; il sera exempté de tout pour rester à la maison pendant un an ; il fera la joie de la femme qu’il a épousée. Dt 24, 5 : Pa gemer un den ur wreg nevez, ned ay ket d’al lu, ha ne vo lakaet warnañ karg ebet : diskarg e vo evit e di ur bloaz, hag e raio levenez ar wreg en deus kemeret.
On ne prendra pas en gage le moulin, ni même une seule meule, car ce serait prendre en gage la vie même. Dt 24, 6 : Ne vo ket kemeret e kred ur maen-diazez nag ur maen-reder, rak buhez unan eo ar c’hred-mañ.
S’il se trouve qu’un homme enlève un de ses frères parmi les fils d’Israël, qu’il veuille en tirer profit et le vende comme esclave, l’auteur du rapt mourra. Tu ôteras le mal du milieu de toi. Dt 24, 7 : M’en em gav un den hag a laer unan eus e vreudeur, eus bugale Israel hag a ra ur sklav anezhañ hag her gwerzh, e varvo al laer-se, hag az po skarzhet ar fallentez eus da greiz.
En cas de lèpre, veille à observer scrupuleusement et à mettre en pratique tout ce que vous enseigneront les prêtres lévites ; veillez à agir selon ce que je leur ai commandé. Dt 24, 8 : Diwall diouzh reuz al lorgnez, en ur vezañ aketus-tre da ober a-grenn ar pezh a gelenn deoc’h ar veleien, al Levited : evel ma kemennont deoc’h, bezit aketus da ober.
Souviens-toi de ce que le Seigneur ton Dieu a fait à Miryam, sur la route, quand vous êtes sortis d’Égypte. Dt 24, 9 : Dalc’h soñj eus pezh a reas an Aotrou, da Zoue, evit Maria, war an hent pe zeuec’h eus an Egipt.
Lorsque tu fais à ton prochain un prêt quelconque, tu n’entreras pas dans sa maison pour lui prendre un gage. Dt 24, 10 : Pa ri d’az nesañ ur prest bennak, n’i ket en e di da gemer e gred.
Tu resteras dehors et l’homme à qui tu prêtes sortira pour te l’apporter. Dt 24, 11 : Er-maez en em zalc’hi, hag an den a bresti dezhañ a zeuio davedout gant ar c’hred, er-maez.
Si c’est un pauvre, tu ne te coucheras pas en gardant son gage. Dt 24, 12 : Ha ma-z eo un den reuzeudik, ne gouski ket gant e gred.
Tu devras le lui rapporter au coucher du soleil : il se couchera dans son manteau et te bénira. Et tu seras juste devant le Seigneur ton Dieu. Dt 24, 13 : Rentañ a ri dezhañ ar c’hred pa yelo an heol da guzh, hag e kousko en e vantell, ha da vennigañ a raio, ha dit e vo reizhded dirak an Aotrou, da Zoue.
Tu n’exploiteras pas un salarié pauvre et malheureux, que ce soit l’un de tes frères, ou un immigré qui réside dans ton pays, dans ta ville. Dt 24, 14 : Ne vac’hi ket ur gounideg reuzeudik ha paour, breur dit, pe estrañjour du-se, ez pro, ez torojoù.
Le jour même, tu lui donneras son salaire. Que le soleil ne se couche pas sur cette dette, car c’est un pauvre, il attend impatiemment son dû. Ainsi, il ne criera pas contre toi vers le Seigneur, et tu ne te chargeras pas d’un péché. Dt 24, 15 : Bemdez e roi e c’hopr dezhañ, ha ned ay ket warnañ an heol da guzh, rak ur reuzeudig eo, ha war-zu ennañ eo douget e c’hoant, ha ne hucho ket enep dit etrezek an Aotrou, ha ne vo ket warnout ur pec’hed.
Les pères ne seront pas mis à mort à la place des fils, les fils ne seront pas mis à mort à la place des pères : chacun sera mis à mort pour son propre péché. Dt 24, 16 : Ne vo ket lakaet d’ar marv an tadoù evit ar vibien, nag ar vibien d’ar marv evit an tadoù ; pep hini evit e bec’hed a vo lakaet d’ar marv.
Tu ne feras pas dévier le droit de l’immigré ni celui de l’orphelin, et tu ne feras pas saisir comme gage le manteau de la veuve. Dt 24, 17 : Gweañ barn un estrañjour, un emzivad, ne ri ket, na kemer evel kred dilhad un intañvez.
Souviens-toi que tu as été esclave en Égypte et que le Seigneur ton Dieu t’a racheté. Voilà pourquoi je te donne ce commandement. Dt 24, 18 : Dalc’h soñj ez out bet sklav en Egipt, hag en deus da zasprenet an Aotrou, da Zoue, ale-hont. Setu perak e tifennan dit ober an dra-se.
Lorsque tu feras ta moisson, si tu oublies une gerbe dans ton champ, tu ne retourneras pas la chercher. Laisse-la pour l’immigré, l’orphelin et la veuve, afin que le Seigneur ton Dieu te bénisse dans tous tes travaux. Dt 24, 19 : Pa ri an eost ez park, hag az po ankounac’haet ur feskenn er park, ne zistroi ket d’he c’herc’hat : evit an estrañjour, an emzivad hag an intañvez e vo, evit m’az pennigo an Aotrou, da Zoue, e kement tra a raio da zaouarn.
Lorsque tu auras récolté tes olives, tu ne retourneras pas chercher ce qui reste. Laisse-le pour l’immigré, l’orphelin et la veuve. Dt 24, 20 : Pa vazhati da olived, n’adserri ket war da lerc’h : evit an estrañjour, an emzivad hag an intañvez e vo.
Lorsque tu vendangeras ta vigne, tu ne retourneras pas grappiller ce qui reste. Laisse-le pour l’immigré, l’orphelin et la veuve. Dt 24, 21 : Pa gutuilhi da winienn, ne zistroi ket war da lerc’h : evit an estrañjour, an emzivad hag an intañvez e vo.
Souviens-toi que tu as été esclave au pays d’Égypte. Voilà pourquoi je te donne ce commandement. Dt 24, 22 : Dalc’h soñj ez out bet sklav e bro Egipt. Setu perak e tifennan dit ober an dra-se.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
