Levr an Adlezenn - Pennad 17
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 17
Tu ne sacrifieras pas au Seigneur ton Dieu un bœuf ou un mouton qui ait une tare ou un défaut quelconque, car c’est une abomination pour le Seigneur ton Dieu. Dt 17, 1 : N’aberzhi ket d’an Aotrou, da Zoue, un ejen pe un dañvad en defe ur si, un dra bennak fall, rak euzhus d’an Aotrou da Zoue, e vefe.
Supposons qu’au milieu de toi, dans l’une des villes que le Seigneur ton Dieu te donne, un homme ou une femme fasse ce qui est mal aux yeux du Seigneur ton Dieu en transgressant son alliance, Dt 17, 2 : Mar en em gav du-se, en unan eus da gêrioù, ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit, un den pe ur plac’h hag a ra ar pezh a zo fall ouzh daoulagad an Aotrou, da Zoue, en ur freuzañ e Emglev,
en allant servir d’autres dieux et se prosterner devant eux, devant le soleil, la lune ou toute l’armée des cieux, – toutes choses que je n’ai pas commandées. Dt 17, 3 : hag ez a da servijañ doueoù all, da stouiñ dirazo, an heol pe al loar pe ur sterenn bennak eus an Neñvoù, pezh n’em eus ket kemennet,
Si on te le rapporte, si tu l’entends dire, tu feras une enquête approfondie. Si c’est vrai, si le fait est établi, si une telle abomination a été commise en Israël, Dt 17, 4 : ma vez disklêriet se dit, e selaoui hag e ri enklask ervat, ha ma-z eo gwirionez rik an dra, ez eus bet graet an euzhusted-se en Israel,
tu feras sortir aux portes de ta ville cet homme ou cette femme coupable de cette action mauvaise ; tu lapideras l’homme ou la femme jusqu’à ce que mort s’ensuive. Dt 17, 5 : e kasi an den pe ar plac’h-se en deus graet an dra fall-se, betek da zorojoù : an den, pe ar plac’h a vo labezet gant mein d’ar marv.
C’est sur les déclarations de deux ou trois témoins que l’on pourra mettre à mort celui qui doit mourir ; on ne pourra pas mettre à mort sur la déclaration d’un seul témoin. Dt 17, 6 : Diwar lavar daou pe dri zest e vo kondaonet d’ar marv, ne vo ket kondaonet diwar lavar un test hepken.
Les témoins seront les premiers à lever la main contre le condamné pour le mettre à mort ; ensuite le peuple tout entier l’achèvera de ses mains. Tu ôteras le mal du milieu de toi. Dt 17, 7 : Dorn an testoù a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d’ar marv, ha dorn an holl dud goude, hag e skarzhi ar fallentez eus da greiz.
Si une cause te semble trop difficile à juger, qu’il s’agisse de sang versé, de litige ou de blessures, et que cette affaire soit contestée au tribunal de ta ville, tu te lèveras et tu monteras au lieu choisi par le Seigneur ton Dieu ; Dt 17, 8 : Ma vez re ziaes evidout barn un dra, ar muntr-mañ-muntr, an dael-mañ-dael, ar gloaz-mañ-gloaz, un afer a vreud ez torojoù, e savi da vont uheloc’h, betek al lec’h dibabet gant an Aotrou, da Zoue.
tu iras trouver les prêtres lévites et le juge en fonction ces jours-là. Tu les consulteras et ils te feront connaître la sentence. Dt 17, 9 : Mont a ri da gaout ar veleien, al Levited, hag ar barner a vo evit an deizioù-se, hag e c’houlennati, hag e vo disklêriet dit setañs ar varn,
Tu te conformeras à la sentence qu’ils t’auront fait connaître en ce lieu choisi par le Seigneur, et tu auras soin d’agir selon toutes leurs instructions. Dt 17, 10 : hag e ri diouzh ar setañs a vo bet disklêriet dit el lec’h-mañ bet dibabet gant an Aotrou, hag e vi aketus da ober a-grenn ar pezh a vo bet kelennet dit.
Suivant l’arrêt qu’ils auront rendu et la sentence qu’ils auront prononcée, tu agiras, sans dévier ni à droite ni à gauche de la parole qu’ils t’auront dite. Dt 17, 11 : Hervez al lezenn o devo kelennet dit, hervez ar setañs o devo lavaret dit e ri, hep distreiñ eus an dra a vo bet kemennet dit, a-zehou pe a-gleiz.
Mais l’homme qui agit avec présomption, n’écoutant ni le prêtre qui se tient là pour le service du Seigneur ton Dieu, ni le juge, cet homme-là mourra. Tu ôteras le mal d’Israël. Dt 17, 12 : An den oc’h ober se gant rogentez, ha na selaou ket ouzh ar beleg a vo o servijañ eno an Aotrou, da Zoue, pe ouzh ar barner, mervel a raio an den-se, hag az po skarzhet ar fallentez eus Israel.
Le peuple tout entier l’apprendra et sera saisi de crainte ; il n’agira plus avec présomption. Dt 17, 13 : An holl dud a glevo se o devo aon, ha ne vo rogentez ebet ken.
Lorsque tu seras entré dans le pays que le Seigneur ton Dieu te donne, que tu en auras pris possession et que tu y habiteras, si tu dis : « Je veux établir sur moi un roi, comme toutes les nations d’alentour », Dt 17, 14 : Pa vi aet d’ar vro emañ an Aotrou o reiñ dit hag az po he ferc’hennet hag e vi o chom e-barzh, e lavari : "Ma lakfen warnon ur roue, evel an holl bobloù a zo en-dro din ",
tu devras établir sur toi un roi choisi par le Seigneur ton Dieu ; c’est parmi tes frères que tu prendras un roi pour l’établir sur toi ; tu ne pourras pas te donner un roi étranger qui ne serait pas l’un de tes frères. Dt 17, 15 : e laki warnout ar roue a zibabo an Aotrou, da Zoue ; a-douez da vreudeur e lakai warnout ur roue ; ne c’helli ket lakaat warnout un den estren na vefe ket da vreur.
Mais qu’il n’aille pas multiplier le nombre de ses chevaux, qu’il ne ramène pas le peuple en Égypte pour avoir beaucoup de chevaux, alors que le Seigneur vous a dit : « Vous n’en reprendrez plus jamais le chemin ! » Dt 17, 16 : Met arabat dezhañ kaout e-leizh a gezeg, na treiñ ar bobl etrezek an Egipt, evit kaout muioc’h a gezeg, rak an Aotrou en deus lavaret deoc’h : "Na zistroit ket war ho kiz dre an hent-se ken !"
Qu’il ne multiplie pas le nombre de ses femmes, de peur que son cœur ne dévie. Son argent et son or, qu’il ne les multiplie pas à l’excès ! Dt 17, 17 : Arabat dezhañ kaout e-leizh a wragez evit diankañ e galon, nag arc’hant nag aour betek re !
Quand il montera sur son trône royal, il écrira pour lui-même, sur un livre, une copie de cette Loi en présence des prêtres lévites. Dt 17, 18 : Pa vo azezet war dron e rouantelezh, e raio evitañ un adskrid eus al Lezenn-mañ, diwar al levr a zo dirak ar veleien Levited.
Elle restera auprès de lui. Il la lira tous les jours de sa vie, afin d’apprendre à craindre le Seigneur son Dieu en gardant, pour les mettre en pratique, toutes les paroles de cette Loi et tous ces décrets. Dt 17, 19 : Hemañ a vo gantañ, hag e lenno ennañ holl zeizioù e vuhez, evit deskiñ doujañs an Aotrou, e Zoue, en ur virout holl lavarioù al Lezenn-mañ, ar reolennoù-mañ, hag ober diouto,
Alors, son cœur ne s’élèvera pas au-dessus de ses frères, il ne déviera du commandement ni à droite ni à gauche. Ainsi, lui et ses fils régneront de longs jours en Israël. Dt 17, 20 : ma na savo ket e galon a-us d’e vreudeur, ha na zistroio ket eus ar gourc’hemennoù, a-zehou pe a-gleiz, hag evit m’en devo hir deizioù en e rouantelezh, eñ hag e vibien, e-kreiz Israel.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
