Levr an Adlezenn - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 13
Tout ce que je vous commande, vous veillerez à le mettre en pratique. Tu n’y ajouteras rien, tu n’en retrancheras rien. Dt 13, 1 : Kement tra e gemennan deoc’h e viot aketus da ober, hep lakaat warnañ, hep krennañ diwarnañ.
S’il surgit au milieu de toi un prophète ou un faiseur de songes, qui te propose un signe ou un prodige, Dt 13, 2 : Ma sav ez touez un diouganer, pe un huñvreer-huñvreoù, hag a bromet dit ur sin pe ur burzhud,
– même si se réalise le signe ou le prodige qu’il t’a annoncé en disant : « Allons à la suite d’autres dieux que tu ne connais pas, et servons-les ! » –, Dt 13, 3 : hag e c’hoarvez ar sin pe ar burzhud en deus prometet dit en ur lavarout : deomp war-lerc’h doueoù all n’anavezit ket, d’o servijañ,
tu n’écouteras pas les paroles de ce prophète ou de ce faiseur de songes. En effet, le Seigneur votre Dieu vous met à l’épreuve : il veut savoir si vous aimez vraiment le Seigneur votre Dieu de tout votre cœur et de toute votre âme. Dt 13, 4 : na selaouit ket komzoù an diouganer nag an huñvreer-mañ ; hoc’h amprouiñ a ra an Aotrou, ho Toue, evit gouzout hag-eñ e karit an Aotrou, ho Toue, a holl galon, a holl ene.
C’est le Seigneur votre Dieu que vous devez suivre, c’est lui que vous craindrez ; ses commandements, vous les garderez ; sa voix, vous l’écouterez ; c’est lui que vous servirez ; c’est à lui que vous vous attacherez. Dt 13, 5 : War-lerc’h an Aotrou, ho Toue, ez eot hag Eñ a zoujot, hag e c’hourc’hemennoù a virot, hag ouzh e vouezh e sentot, hag Eñ a servijot, hag outañ en em stagot.
Quant à ce prophète ou ce faiseur de songes, il sera mis à mort, car il a prêché la révolte contre le Seigneur votre Dieu, lui qui vous a fait sortir du pays d’Égypte, et qui t’a racheté de la maison d’esclavage ; cet homme voulait t’égarer, loin du chemin que le Seigneur ton Dieu t’a ordonné de suivre. Tu ôteras le mal du milieu de toi. Dt 13, 6 : Hag an diouganer pe an huñvreer-huñvreoù a vo lakaet d’ar marv, evit bezañ lavaret disentiñ ouzh an Aotrou, ho Toue, en devoa ho tennet eus bro Egipt, ho tasprenet eus an ti a sklavelezh, hag evit bezañ ho tistroet diouzh an hent en devoa gourc’hemennet an Aotrou, da Zoue, kerzhout warnañ ; hag e vo skarzhet an droug eus da greiz.
Si ton frère, fils de ta mère, ton fils ou ta fille, ta femme bien-aimée ou l’ami qui est un autre toi-même, cherche en secret à te séduire en disant : « Allons servir d’autres dieux ! » – des dieux que ni tes pères ni toi ne connaissiez, Dt 13, 7 : Ha ma vez lubanet gant da vreur, mab da vamm, pe da vab, pe da verc’h, pe gwreg da varlenn, pe da vignon a zo evel da ene, dre guzh en ur lavarout : deomp da servijañ doueoù all ha n’anavezez ket, na te na da dadoù,
ces dieux des peuples proches ou éloignés de toi d’une extrémité de la terre à l’autre –, Dt 13, 8 : doueoù eus ar pobloù en-dro deoc’h, tost ouzhit pe pell diouzhit, eus penn an douar betek dibenn an douar,
tu ne l’approuveras pas, tu ne l’écouteras pas, tu ne porteras pas sur lui un regard de pitié, tu ne l’épargneras pas, tu ne l’excuseras pas. Dt 13, 9 : n’asanti ket dezhañ, ne senti ket outañ. Didruez e vo da lagad outañ, didrugar e vi, ne bardoni ket dezhañ.
Bien plus, tu devras le tuer : tu seras le premier à lever la main contre lui pour le mettre à mort ; ensuite le peuple tout entier l’achèvera de ses mains. Dt 13, 10 : E lazhañ a ri, da zorn a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d’ar marv, ha dorn an holl dud goude.
Tu le lapideras jusqu’à ce que mort s’ensuive, parce qu’il a cherché à t’égarer loin du Seigneur ton Dieu, lui qui t’a fait sortir du pays d’Égypte, de la maison d’esclavage. Dt 13, 11 : Hag e labezañ a ri gant mein d’ar marv evit bezañ klasket da zistreiñ diouzh an Aotrou, da Zoue, en devoa da dennet eus bro Egipt, eus an ti a sklavelezh.
Tout Israël l’apprendra et sera saisi de crainte ; alors on cessera de commettre ce genre de mal au milieu de toi. Dt 13, 12 : Hag holl Israel a glevo se gant spont, ha n’adkrogint ket d’ober un dra ken fall en ho touez.
Si tu entends dire que, dans l’une des villes que le Seigneur ton Dieu te donne pour y habiter, Dt 13, 13 : Ma klevez en unan eus da gêrioù, en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit da chom enno, un den o lavarout :
des hommes, des mécréants sortis du milieu de toi, ont égaré les habitants de leur ville en disant : « Allons servir d’autres dieux ! », des dieux que vous ne connaissez pas, Dt 13, 14 : Dont a ra paotred, hailhoned, eus du-se hag e tistroont annezidi ar c’hêrioù en ur lavarout : Deomp da servijañ doueoù all ha n’anavezit ket,
tu t’informeras, tu feras une enquête, tu interrogeras avec soin. Si c’est vrai, si le fait est établi, si une telle abomination a été commise au milieu de toi, Dt 13, 15 : e ri un enklask, e furchi, e c’houlennati ervat ; ha ma-z eo gwirion-rik an dra-se, e reer an euzhusted-se en ho touez,
tu devras passer au fil de l’épée les habitants de cette ville ; tu voueras celle-ci à l’anathème, avec tout ce qu’elle contient ; même son bétail, tu le passeras au fil de l’épée. Dt 13, 16 : e lazhi annezidi ar gêr-se gant barvenn ar c’hleze, hag ec’h anaouei anezhi, ha kement tra a zo enni, hag he chatal, gant barvenn ar c’hleze ;
Tout le butin, tu le rassembleras au milieu de la place et tu mettras le feu à la ville ainsi qu’à tout le butin, en offrande totale au Seigneur ton Dieu. Cette ville deviendra pour toujours une ruine ; elle ne sera plus rebâtie. Dt 13, 17 : hag hec’h holl zibourc’hioù a zastumi e-kreiz he leurenn, hag e tangwalli ar gêr hag hec’h holl zibourc’hioù, a-grenn, evit an Aotrou, da Zoue. Hag e vo ur c’harn peurbad ha ne vo ken adsavet.
Ta main ne gardera rien de cet anathème, afin que le Seigneur revienne de l’ardeur de sa colère, qu’il te montre sa tendresse, te fasse miséricorde, et qu’il te multiplie comme il l’a juré à tes pères. Dt 13, 18 : Ha ne stago ez torn netra eus an anaoue, ma tistroio an Aotrou eus gwrez e gounnar, ha ma raio dit truez, ma truezo ouzhit, ouzh da greskiñ evel m’en devoa touet d’az tadoù,
Il en sera ainsi pourvu que tu écoutes la voix du Seigneur ton Dieu, gardant tous ses commandements que je te donne aujourd’hui et faisant ce qui est droit aux yeux du Seigneur ton Dieu. Dt 13, 19 : gant ma senti ouzh mouezh an Aotrou, da Zoue, en ur virout e holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, en ur ober ar reizhder ouzh daoulagad an Aotrou, da Zoue.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
