Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 14

Levr an Adlezenn - Pennad 14

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 14



Vous êtes des fils pour le Seigneur votre Dieu. Vous ne vous ferez pas d’entailles, vous ne vous couperez pas les cheveux sur le front, en signe de deuil. Dt 14, 1 : Mibien ez oc’h d’an Aotrou, ho Toue ; n’en em rit ket skejadennoù ha n’en em zivlevit ket etre ho taoulagad evit unan marv,

Car tu es un peuple consacré au Seigneur ton Dieu, c’est toi que le Seigneur a choisi pour être son peuple, son domaine particulier parmi tous les peuples qui sont sur la surface de la terre. Dt 14, 2 : rak ur bobl santel ez out d’an Aotrou, da Zoue, ha te eo en deus dibabet an Aotrou da vezañ ur bobl a-zibab a-douez an holl bobloù a zo war-c’horre an douar.

Tu ne mangeras rien d’abominable ! Dt 14, 3 : Ne zebri netra euzhus.

Voici les animaux dont vous pourrez manger : bœuf, mouton, chevreau, Dt 14, 4 : Setu al loened a zebrot : ejen, menn-dañvad ha menn-gavr,

cerf, gazelle, chevreuil, bouquetin, daim, antilope, mouflon. Dt 14, 5 : karv, gazelenn, demm, kragvouc’h, antilopenn, bual, yourc’h ;

De tout animal qui a le sabot fourchu, fendu en deux ongles, et qui rumine, vous pourrez manger. Dt 14, 6 : kement loen en deus botez hag a zo faoutet en div votez hag a zaskiria e-mesk al loened, ar re-se a zebri.

Toutefois, parmi les ruminants et les animaux à sabot fourchu et fendu, vous ne pourrez manger de ceux-ci : le chameau, le lièvre et le daman, car ils ruminent mais n’ont pas le sabot fourchu ; vous les tiendrez pour impurs. Dt 14, 7 : Met ar re-mañ ne zebrot ket eus ar re a zaskiria hag ar re o deus botez faoutet : ar c’hañval, ar c’had, an daman, rak daskiriat a reont met n’o deus ket a votez : dic’hlan e vezint evidoc’h ;

Ni le porc, car il a le sabot fourchu et fendu mais il ne rumine pas ; vous le tiendrez pour impur. Vous ne mangerez pas de leur chair et vous ne toucherez pas à leurs cadavres. Dt 14, 8 : ar porc’hell, rak bez’ en deus botez, met na zaskiria ket : dic’hlan e vo evidoc’h ; eus o c’hig ne zebrot ket, ouzh o c’horf marv ne douchot ket.

Voici ce dont vous pourrez manger parmi tout ce qui vit dans l’eau : tout ce qui possède nageoires et écailles, vous pourrez en manger. Dt 14, 9 : Sed a zebrot a-douez an holl re a zo en dour : an holl re o deus brenk ha skant a zebrot.

Mais vous ne mangerez pas de ce qui ne possède ni nageoires ni écailles : vous le tiendrez pour impur. Dt 14, 10 : Hag an holl re n’o deus ket brenk ha skant ne zebrot ket : dic’hlan e vezint evidoc’h.

Vous pourrez manger de tout oiseau pur, Dt 14, 11 : An holl evned glan a zebrot.

mais voici les oiseaux dont vous ne pourrez pas manger : l’aigle, le gypaète, l’orfraie, Dt 14, 12 : Sed amañ ar re na zebrot ket diouto : erer, gup, hag erer-mor.

le busard, le vautour et les différentes espèces de milans, Dt 14, 13 : Skoul, bultur ha preizherien a bep seurt ;

toutes les espèces de corbeaux, Dt 14, 14 : an holl vrini a bep seurt ;

l’autruche, le chat-huant, la mouette et les différentes espèces d’éperviers, Dt 14, 15 : struskañval, falc’hun, gouelan, sparfelled a bep seurt ;

le hibou, la chouette, l’ibis, Dt 14, 16 : kaouenn, penn-kazh ha glout ;

la hulotte, le vautour blanc, le cormoran, Dt 14, 17 : pilikant, morvran ha splujer ;

la cigogne et les différentes espèces de hérons, la huppe, la chauve-souris. Dt 14, 18 : c’hwibon, herlegoned a bep seurt, kogenan ha logod-dall ;

Vous tiendrez tous les insectes ailés pour impurs, vous n’en mangerez pas. Dt 14, 19 : hag an holl amprevaned-nij a vo dic’hlan evidoc’h : ne vezint ket debret.

Vous pourrez manger de tout volatile pur. Dt 14, 20 : An holl evned glan a zebrot.

Vous ne pourrez manger d’aucune bête crevée. Tu la donneras à l’immigré qui réside dans ta ville : lui peut en manger, ou bien vends-la à un étranger. Toi, en effet, tu es un peuple consacré au Seigneur ton Dieu. Tu ne feras pas cuire un chevreau dans le lait de sa mère. Dt 14, 21 : Ne zebrot korf-marv ebet, : d’an ostiziad a vo du-se her roi, hag eñ a zebro dioutañ ; pe gwerzh-eñ d’un estrañjour, rak ur bobl santel ez out d’an Aotrou, da Zoue. Ne boazhi ket ur menn e laezh e vamm.

Tu prélèveras chaque année la dîme de tout ce que tes semailles auront produit dans tes champs. Dt 14, 22 : An deog a roi eus holl drevadoù da here, ar pezh a denni eus da barkeier bep bloaz.

La dîme de ton froment, de ton vin nouveau et de ton huile fraîche, les premiers-nés de ton gros et de ton petit bétail, tu les mangeras devant le Seigneur ton Dieu, au lieu qu’il aura choisi pour y faire demeurer son nom ; ainsi, tu apprendras à craindre le Seigneur ton Dieu, tous les jours. Dt 14, 23 : Hag e tebri dirak an Aotrou, da Zoue, el lec’h a zibabo evit lakaat e anv da chom ennañ, deog da winizh, da fro, da eoul, ha preveudioù da saout ha da zeñved, evit ma teski doujañ an Aotrou, da Zoue, bemdez.

Si le chemin est trop long pour toi, si tu ne peux apporter la dîme au lieu choisi par le Seigneur pour y mettre son nom, parce que ce lieu est trop éloigné, et que le Seigneur ton Dieu t’aura béni, Dt 14, 24 : Ma-z eo re hir evidout an hent, ma ne c’hellez ket dougen se, pa-z eo re bell evidout al lec’h en devo dibabet an Aotrou, da Zoue, da lakaat e anv ennañ, hag en devo da venniget an Aotrou, da Zoue,

tu convertiras la dîme en argent, tu serreras l’argent dans ta main et tu iras au lieu choisi par le Seigneur ton Dieu ; Dt 14, 25 : e reiñ a ri en arc’hant, hag e serri an arc’hant ez torn, hag ez i d’al lec’h en devo dibabet an Aotrou, da Zoue,

tu échangeras cet argent contre tout ce que tu voudras : gros bétail, petit bétail, vin, boisson forte, tout ce dont tu auras envie. Là, tu mangeras devant le Seigneur ton Dieu et tu te réjouiras, toi et ta maisonnée. Dt 14, 26 : hag e roi an arc’hant evit kement tra a c’hoantaio da ene : ejen, dañvad, gwin, boeson ; diouzh kement mennad da ene e tebri eno dirak an Aotrou, da Zoue, stad ennout hag ez tiegezh.

Et le lévite qui habite dans ta ville, tu ne le délaisseras pas, puisqu’il n’a ni part ni héritage avec toi. Dt 14, 27 : Hag al Levit a vo du-se ne zilezi ket, peogwir n’en deus na lod na hêrezh ganit.

Au bout de trois ans, tu prélèveras toutes les dîmes de tes récoltes de cette année-là et tu les déposeras aux portes de ta ville. Dt 14, 28 : Bep trede bloavezh e savi holl zeog da drevad eus ar bloavezh, a laki ez porzhioù,

Alors viendront le lévite – puisqu’il n’a ni part ni héritage avec toi –, l’immigré, l’orphelin et la veuve qui résident dans ta ville ; ils mangeront et seront rassasiés. Ainsi le Seigneur ton Dieu bénira toute œuvre de tes mains. Dt 14, 29 : hag e teuio al Levit a vo hep lod na hêrezh du-se, an ostiziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez kêrioù, hag e tebrint o gwalc’h, ma 'z pennigo an Aotrou, da Zoue e kement oberenn da zorn, er pezh a ri.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn