Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 2

Levr an Adlezenn - Pennad 2

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 2



Ensuite nous avons fait demi-tour et nous sommes partis vers le désert en direction de la mer des Roseaux, comme le Seigneur me l’avait dit. Il nous fallut bien des jours pour contourner la montagne de Séïr. Dt 2, 1 : Ha ni en-dro ha loc’hañ d’ar gouelec’h, war hent Mor ar Broenn evel ma lavare an Aotrou din, hag ober tro menez Seir pell-amzer.

Puis le Seigneur m’a dit : Dt 2, 2 : Hag e komzas an Aotrou ouzhin, o lavarout :

« Vous tournez autour de cette montagne depuis assez longtemps. Dirigez-vous vers le nord ! Dt 2, 3 : Trawalc’h hoc’h eus graet tro ar menez-se ; en em droit ouzh an Hanternoz.

Donne cet ordre au peuple : Vous allez traverser le territoire de vos frères, les fils d’Ésaü qui habitent en Séïr. Ils auront peur de vous, mais prenez bien garde ! Dt 2, 4 : D’ar bobl e c’hourc’hemenni, o lavarout : Pa dremenot war harzoù ho preudeur, mibien Esaou, a zo o chom e Seir, hag o devo aon razoc’h,

Ne les attaquez pas, car je ne vous donnerai pas une parcelle de leur pays, pas même de quoi y poser le pied. En effet, c’est à Ésaü que j’ai donné en possession la montagne de Séïr. Dt 2, 5 : diwallit mat ! n’o hegasit ket, rak ne roin ket deoc’h eus o douar, zoken roudenn sol un troad. E perc’hennaj da Esaou em eus roet menez Seir.

La nourriture que vous mangerez, vous la leur paierez à prix d’argent, et même l’eau que vous boirez, vous l’achèterez. Dt 2, 6 : Boued a brenot diganto evit arc’hant, da zebriñ, ha dour zoken a brenot diganto evit arc’hant, da evañ.

Car le Seigneur ton Dieu a béni l’œuvre de tes mains ; il a veillé sur ta marche à travers ce grand désert : voilà quarante ans que le Seigneur ton Dieu est avec toi, et tu n’as jamais manqué de rien. » Dt 2, 7 : Rak an Aotrou, da Zoue, az pennig e holl oberoù da zaouarn. Anavezout a ra da gerzhadeg er gouelec’h bras-mañ. Daou-ugent vloaz ’zo emañ an Aotrou, da Zoue, ganit ; n’ec’h eus dioueret a netra !"

Nous avons donc passé loin de nos frères, les fils d’Ésaü, qui habitent à Séïr, par la route de la Araba qui vient d’Eilath et d’Écione-Guéber ; puis nous avons tourné et pris la route en direction du désert de Moab. Dt 2, 8 : Hag e oamp tremenet e-biou d’hor breudeur, mibien Esaou, a zo o chom e Seir, e-biou da hent an Araba, e-biou da Eilat ha da Asiongaber, ha troet, da vont gant hent gouelec’h Moab.

Et le Seigneur me dit : « N’attaque pas les Moabites, n’engage pas le combat contre eux : de ce pays je ne te donnerai rien en possession, car c’est aux fils de Loth que j’ai donné Ar en possession. » Dt 2, 9 : Hag en devoa lavaret an Aotrou din : "Ne waski ket Moab, n’o hegasi ket dre vrezel, rak ne roin ket dit eus e zouar da berc’hennañ ; da vibien Lot em eus roet Ar e perc’henniezh.

Les Eymites, autrefois, y habitaient ; c’était un peuple grand et nombreux, de haute taille comme les géants Anaqites ; Dt 2, 10 : Emiz a oa gwechall o chom enni, tud bras ha niverus, mentek evel Enakim.

on les considérait comme des Refaïtes, mais les Moabites les appelaient Eymites. Dt 2, 11 : Rafaiz ez eus bet soñjet e oa eus ar re-mañ evel an Enakim, met Moabiz o galve Emiz.

En Séïr, autrefois, habitaient les Horites ; mais les fils d’Ésaü les avaient dépossédés, chassés, exterminés, pour y habiter à leur place. Israël a fait de même pour le pays qu’il possède, celui que le Seigneur lui a donné. Dt 2, 12 : Hag e Seir e oa o chom Horraed gwechall. Mibien Esaou o diberc’hennas hag o distrujas a-zirazo, hag a chomas en o lec’h, evel m’en deus graet Israel evit ar vro en deus perc’hennet, en deus roet an Aotrou dezho...

« Maintenant, debout ! Traversez le torrent de Zéred. » Nous avons donc traversé le torrent de Zéred. Dt 2, 13 : Bremañ, savit ! tremenit froud Zered". Hag e tremenjomp froud Zered.

De Cadès-Barnéa au passage du torrent de Zéred, notre marche a duré trente-huit ans, jusqu’à ce que disparaisse toute la génération des hommes de guerre, ainsi que le Seigneur l’avait juré ; Dt 2, 14 : An amzer ma-z omp bet o kerzhout eus Kadesbarne kent tremen froud Zered a voe eizh vloaz ha tregont, ken na voe aet da get holl rumm an dud a vrezel eus diabarzh ar c’hamp, evel m’en devoa touet an Aotrou dezho.

et même la main du Seigneur s’était levée contre eux pour les rayer du camp jusqu’à leur totale disparition. Dt 2, 15 : Dorn an Aotrou a oa enep dezho evit o raskañ eus diabarzh ar c’hamp, ken n’ajent da get.

Et lorsque la mort eut fait disparaître du peuple tous ces hommes de guerre, Dt 2, 16 : Ha pa oa aet da get an holl soudarded vrezel, marvet a-douez ar bobl,

le Seigneur me parla ainsi : Dt 2, 17 : e komzas an Aotrou ouzhin, o lavarout :

« Aujourd’hui, tu vas traverser Ar, territoire de Moab, Dt 2, 18 : Te a dremeno hiziv harzoù Moab, en Ar, hag a dostaio a-dal da vibien Amon. Arabat dit o gwaskañ nag o heskinañ !

et tu te trouveras face aux fils d’Ammone. Ne les attaque pas, n’engage pas le combat contre eux : du pays des fils d’Ammone, je ne te donnerai rien en possession, car c’est aux fils de Loth que je l’ai donné en possession. » Dt 2, 19 : Rak ne roin netra eus bro mibien Amon dit da berc’hennañ. Da vibien Lot em eus he roet da berc’hennañ.

On le considérait également comme un pays de Refaïtes. Les Refaïtes y avaient habité autrefois, et les Ammonites les appelaient Zamzoummites. Dt 2, 20 : Bro Rafaiz eo bet soñjet e oa houmañ ivez, Rafaiz o vezañ bet o chom enni gwechall, hag Amoniz o galve Zomzommiz ;

C’était un peuple grand et nombreux, de haute taille comme les géants Anaqites. Mais le Seigneur les avait exterminés devant les Ammonites, et ceux-ci les avaient dépossédés pour y habiter à leur place. Dt 2, 21 : tud bras ha niverus ha mentek, evel an Enakim en devoa distrujet an Aotrou en o raok.

Le Seigneur avait agi de même pour les fils d’Ésaü qui habitent en Séïr ; devant eux, il avait exterminé les Horites. Les fils d’Ésaü les avaient dépossédés de Séïr et, jusqu’à ce jour, ils y habitent à leur place. Dt 2, 22 : Hevelep tra en devoa graet evit mibien Esaou a zo o chom e Seir, o tistrujañ Horraed en o raok. Goude o diberc’hennañ, ez int chomet en o lec’h betek hiziv.

Il en fut de même pour les Avvites qui habitaient les villages jusqu’à Gaza : les Kaftorites venus de Kaftor les avaient exterminés pour habiter à leur place. Dt 2, 23 : Aviz a oa o chom e kêriadennoù betek Gaza, met Kaftoriz, o tont eus Kaftor, o devoa o distrujet hag a oa chomet en o lec’h.

« Debout ! Levez le camp et passez le torrent de l’Arnon ! Vois ! J’ai livré entre tes mains Séhone l’Amorite, roi de Heshbone, ainsi que son pays. Commence à prendre possession de ton héritage. Engage le combat. Dt 2, 24 : Savit ! loc’hit ! Ha treizhit froud Arnon. Sed ! lakaat a ran en ho torn Sehon, roue Hesbon, an Amoriz hag e vro ! Krog da berc’hennañ, hegas-eñ dre vrezel !

En ce jour, je commence à répandre la terreur et la crainte de toi à la face des peuples, sous tous les cieux ; au bruit de ton approche, ils trembleront et frémiront devant toi. » Dt 2, 25 : Adal hiziv e krogan da lakaat spont hag aon dirazout war zremm ar pobloù dindan an holl oabloù. Ar re a glevo keloù ac’hanout a greno, a hiriso dirazout !"

Alors Moïse poursuivit : Du désert de Qedémoth, j’ai envoyé des messagers à Séhone, roi de Heshbone, avec ces paroles de paix : Dt 2, 26 : Hag e kasis kannaded, eus gouelec’h Kademot, da Sehon, roue Hesbon, gant komzoù a beoc’h, en ur lavarout :

« Je voudrais traverser ton pays : je resterai sur la route, je ne dévierai ni à droite ni à gauche. Dt 2, 27 : Va lez da dremen ez pro, dre an hent ; dre an hent ez in, hep distreiñ a-zehou nag a-gleiz.

La nourriture que je mangerai, tu me la vendras à prix d’argent, et l’eau que je boirai, tu me la fourniras aussi à prix d’argent. Je voudrais simplement passer à pied, Dt 2, 28 : Boued evit arc’hant a werzhi din da zebriñ, ha dour evit arc’hant a roi din da evañ. Va lez hepken da dremen war droad.

ainsi que me l’ont permis les fils d’Ésaü qui habitent en Séïr et les Moabites qui vivent dans le pays d’Ar. Je pourrai donc traverser le Jourdain et arriver au pays que nous donne le Seigneur notre Dieu. » Dt 2, 29 : Evel m’o deus graet din mibien Esaou, a zo o chom en Ar, ken n’em bo treizhet ar Yordan etrezek ar vro ez a an Aotrou, hon Doue, da reiñ deomp".

Mais Séhone, roi de Heshbone, n’a pas voulu nous laisser traverser son pays ; en effet, le Seigneur ton Dieu avait rendu son esprit inflexible et avait endurci son cœur, pour le livrer entre tes mains ; il en est encore ainsi aujourd’hui. Dt 2, 30 : Met n’houllas ket Sehon, roue Hesbon, hon lezel da dremen ; diaesaet en devoa an Aotrou Doue e spered, kaletaet e galon, evit e lakaat ez torn, evel m’emañ hiziv.

Et le Seigneur m’a dit : « Vois, j’ai commencé à te livrer Séhone et son pays ; toi, commence à prendre possession de son pays. » Dt 2, 31 : Hag e lavaras an Aotrou din : "Sell ! Krog on da lakaat dirazout Sehon hag e vro ; stag da berc’hennañ, da berc’hennañ e vro !"

Séhone sortit alors à notre rencontre avec tout son peuple pour combattre à Yahça. Dt 2, 32 : Hag e teuas Sehon a-ziarbenn deomp, gant e holl dud evit ar brezel e Iasa.

Le Seigneur notre Dieu livra Séhone entre nos mains, et nous l’avons vaincu, ainsi que ses fils et tout son peuple. Dt 2, 33 : Hag e lakaat a reas an Aotrou, hon Doue, dirazomp, hag e skoas warnañ ha war e vibien ha war e holl dud.

Nous avons conquis toutes ses villes en ce temps-là, et voué chaque ville à l’anathème : hommes, femmes et enfants ; nous n’avons laissé aucun survivant. Dt 2, 34 : Hag e tapjomp e holl gêrioù d’ar mare-se, hag e voe anaoueet ganeomp pep kêr, gwazed, gwragez, bugaligoù, hep lezel tec’hout den,

Nous avons gardé pour seul butin le bétail et les dépouilles prises dans les villes que nous avions conquises. Dt 2, 35 : nemet ar chatal preizhet ganeomp, ha dibourc’hioù ar c’hêrioù tapet ganeomp.

Depuis Aroër qui est sur le bord du torrent de l’Arnon, et la ville qui est au fond de la vallée, pas une ville jusqu’à Galaad ne nous fut inaccessible : le Seigneur notre Dieu livra tout entre nos mains. Dt 2, 36 : Adalek Aroer, war ribl ar stêr Arnon, ar gêr er saonenn, betek Galaad, ne voe kêr ebet re greñv evidomp : holl e voent lakaet gant an Aotrou, hon Doue, dirazomp.

Mais tu ne t’es pas approché du pays des fils d’Ammone, tout le long du torrent du Yabboq, des villes de la montagne, d’aucun des lieux que le Seigneur notre Dieu avait interdits. Dt 2, 37 : Met ouzh bro mibien Amon n’out ket tostaet, nag ouzh holl gostezenn froud Jabok, nag ouzh kêrioù ar menez, nag ouzh holl bezh a zifenne ouzhimp hon Doue.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn