Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 18

Levr an Adlezenn - Pennad 18

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 18



Les prêtres lévites, la tribu de Lévi tout entière, n’auront ni part ni héritage avec Israël : ils se nourriront des sacrifices par le feu, offerts au Seigneur, et de son patrimoine. Dt 18, 1 : N’o devo ar veleien-Levited, holl veuriad Levi, na lod na hêrezh gant Israel ; diwar dan-aberzhoù an Aotrou ha diwar e hêrezh e tebrint.

Cette tribu n’aura pas d’héritage au milieu de ses frères, mais le Seigneur sera son héritage, comme il le lui a dit. Dt 18, 2 : Hêrezh n’o devo ket e-touez o breudeur : an Aotrou eo o hêrezh, evel m’en deus prometet dezho.

Voici quels seront les droits des prêtres sur le peuple, sur ceux qui offrent en sacrifice un bœuf ou un mouton : on donnera au prêtre l’épaule, les joues et la panse. Dt 18, 3 : Ha setu gwirioù ar veleien diwar ar bobl, digant an dud a ra sakrifisoù ejened pe zeñved : roet e vo d’ar beleg ar skoaz, an div javed hag an tor,

Tu lui donneras les prémices de ton froment, de ton vin nouveau et de ton huile fraîche, ainsi que les prémices de la toison de ton petit bétail. Dt 18, 4 : preveudioù da ed, da fro ha da eoul, preveudioù touz da zeñved a vo roet ivez dezhañ.

Car c’est lui, le prêtre, que le Seigneur ton Dieu a choisi parmi toutes les tribus pour se tenir en sa présence et servir en son nom, lui et ses fils, tous les jours. Dt 18, 5 : Rak ar re-mañ a zo bet dibabet gant an Aotrou, da Zoue, eus da holl veuriadoù, evit chom da lidañ e anv an Aotrou, int hag o mibien, a-hed an deizioù.

Si le lévite vient de l’une de tes villes, de tout endroit en Israël où il séjourne, et qu’il désire entrer au lieu choisi par le Seigneur, Dt 18, 6 : Pa erruo al Levit eus unan eus da gêrioù, eus ul lec’h bennak a Israel ma oa o chom eno, pa erruo, petra bennak a vo c’hoant e ene, el lec’h en devo dibabet an Aotrou,

il servira au nom du Seigneur son Dieu comme tous ses frères lévites qui se tiennent là, en présence du Seigneur. Dt 18, 7 : e lido e anv an Aotrou, e Zoue, evel e holl vreudeur Levited en em zalc’ho eno dirak an Aotrou ;

Il aura pour se nourrir une part égale à la leur, outre ce que chacun pourra tirer de la vente des biens paternels. Dt 18, 8 : ul lodenn en devo evel an hini a zebront, kuit a werzhañ diwar e leve tadel.

Lorsque tu seras entré dans le pays que le Seigneur ton Dieu te donne, tu n’apprendras pas à commettre les abominations que commettent ces nations-là. Dt 18, 9 : Pa vi erruet er vro ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit, ne zeski ket ober euzhusterioù ar pobloù eno.

On ne trouvera chez toi personne qui fasse passer son fils ou sa fille par le feu, personne qui scrute les présages, ou pratique astrologie, incantation, enchantement, Dt 18, 10 : Ne vo ket kavet du-se den ebet da dremen e vab pe e verc’h dre an tan, na da ober divinerezh, hudouriezh, achantouriezh, sorserezh,

personne qui use de magie, interroge les spectres et les esprits, ou consulte les morts. Dt 18, 11 : na da ober strobinelloù, na goulennataer anaon hag igromañser nag enklasker ar re varv,

Car quiconque fait cela est en abomination pour le Seigneur, et c’est à cause de telles abominations que le Seigneur ton Dieu dépossède les nations devant toi. Dt 18, 12 : rak euzhus d’an Aotrou eo neb a ra an traoù-se, hag en abeg d’an euzhusterioù-se en deus an Aotrou, da Zoue, o diberc’hennet a-zirazout.

Toi, tu seras parfait à l’égard du Seigneur ton Dieu. Dt 18, 13 : Didamall e vi gant an Aotrou, da Zoue.

Ces nations que tu vas déposséder écoutent les astrologues et ceux qui scrutent les présages. Mais à toi, ce n’est pas cela que t’a donné le Seigneur ton Dieu. Dt 18, 14 : Rak ar pobloù, emaout o tiberc’hennañ, ouzh an hudourien hag ouzh an divinourien a sente, met dit-te n’eo ket aotreet kement-se gant an Aotrou, da Zoue.

Au milieu de vous, parmi vos frères, le Seigneur votre Dieu fera se lever un prophète comme moi, et vous l’écouterez. Dt 18, 15 : Ur profed eus da greiz, eus da vreudeur, eveldon, a savo dit an Aotrou, da Zoue : outañ e senti.

C’est bien ce que vous avez demandé au Seigneur votre Dieu, au mont Horeb, le jour de l’assemblée, quand vous disiez : « Je ne veux plus entendre la voix du Seigneur mon Dieu, je ne veux plus voir cette grande flamme, je ne veux pas mourir ! » Dt 18, 16 : Setu end-eeun ar pezh ho poa goulennet hoc’h-unan digant an Aotrou, ho Toue, war an Horeb, deiz ar vodadeg, pa lavarec’h : "Ne vennan mui klevout mouezh an Aotrou va Doue, na gwelout an tan bras-se, gant aon da vervel".

Et le Seigneur me dit alors : « Ils ont bien fait de dire cela. Dt 18, 17 : Hag e lavaras an Aotrou din-me : "Komzet mat o deus !

Je ferai se lever au milieu de leurs frères un prophète comme toi ; je mettrai dans sa bouche mes paroles, et il leur dira tout ce que je lui prescrirai. Dt 18, 18 : Me a lako da sevel a-douez o breudeur ur profed heñvel ouzhit-te ; me a lakaio va c’homzoù en e c’henoù, hag eñ a lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.

Si quelqu’un n’écoute pas les paroles que ce prophète prononcera en mon nom, moi-même je lui en demanderai compte. Dt 18, 19 : An neb piv bennak na selaouo ket va c’homzoù a lavaro ar profed-se em anv, ez eo me va-unan a c’houlenno kont digant an den-se.

Mais un prophète qui aurait la présomption de dire en mon nom une parole que je ne lui aurais pas prescrite, ou qui parlerait au nom d’autres dieux, ce prophète-là mourra. » Dt 18, 20 : Met ur profed hag a gredfe lavarout em anv-me un dra bennak ha n’am befe ket gourc’hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo".

Peut-être te demanderas-tu : « Comment reconnaîtrons-nous que le Seigneur n’a pas dit cette parole ? » Dt 18, 21 : Ha ma lavarez ez kalon : "Penaos ez anavezin-me ar c’homzoù ha n’int ket bet lavaret gant an Aotrou ?"

Si le prophète parle au nom du Seigneur, et que la parole reste sans effet et ne s’accomplit pas, alors le Seigneur n’a pas dit cette parole : le prophète l’a dite avec présomption. Tu ne dois pas en avoir peur ! Dt 18, 22 : Pa gomzo ur profed en anv an Aotrou ha ne c’hoarvezo ket an dra-se, n’erruo ket, ar gomz-se ne vo ket bet lavaret gant an Aotrou. Gant rogentez en devo komzet ar profed-se, n’az po ket aon dioutañ.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn