Levr an Adlezenn - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 3
Nous avons obliqué pour monter en direction du Bashane, mais Og, roi de Bashane, est sorti à notre rencontre, lui et tout son peuple, pour combattre à Édréï. Dt 3, 1 : Ha ni en-dro, ha da bignat etrezek ar Basan. Hag e teuas Og, roue ar Basan, a-ziarbenn deomp gant e holl dud, da emgann Edrai.
Le Seigneur m’a dit : « Ne le crains pas, car je l’ai livré entre tes mains, lui, son peuple et son pays : tu le traiteras comme tu as traité Séhone, roi des Amorites, qui habitait Heshbone. » Dt 3, 2 : Hag e lavaras an Aotrou din : "Bez dizaon razañ, rak ez torn e lakaan anezhañ, gant e holl dud hag e vro ; hag e ri dezhañ evel ma 'z poa graet da Sehon, roue Amoriz, a oa o chom en Hesbon".
Et le Seigneur notre Dieu a aussi livré entre nos mains Og, roi de Bashane, et tout son peuple. Nous les avons battus sans leur laisser aucun survivant. Dt 3, 3 : Hag e lakaas an Aotrou, hon Doue, en hon daouarn ivez Og, roue ar Basan, hag e holl dud, hag e piljomp anezhañ, hep lezel den da dec’hout.
Nous avons conquis toutes leurs villes en ce temps-là. Pas une cité qui ne leur fut prise ; il y en avait soixante dans toute la région d’Argob située dans le Bashane où régnait Og. Dt 3, 4 : Hag e kemerjomp e holl gêrioù er mare-se ; ne voe kêr ebet ha na dapjomp diganto : tri-ugent kêr, holl diriad Argob, rouantelezh Og er Basan.
Toutes ces villes étaient fortifiées avec de hautes murailles et des doubles portes verrouillées. Il y avait en outre un très grand nombre de villages. Dt 3, 5 : An holl gêrioù-mañ a oa gronnet a vogerioù uhel gant dorojoù ha morailhoù, hep kontañ ar c’hêrioù divoger, niverus-tre.
Nous les avons vouées à l’anathème, comme nous l’avions fait pour les villes de Séhone, roi de Heshbone ; nous avons voué chaque ville à l’anathème : hommes, femmes et enfants. Dt 3, 6 : Hag o anaoueañ a rejomp evel m’hon devoa graet da Sehon, roue Hesbon ; anaoueet e voe e pep kêr, gwazed, maouezed ha bugaligoù.
Et nous avons gardé comme butin tout le bétail et les dépouilles prises dans ces villes. Dt 3, 7 : Met an holl loened ha dibourc’hioù ar c’hêrioù a breizhatjomp evidomp.
En ce temps-là, nous avons donc pris aux deux rois des Amorites ce pays qui se trouve au-delà du Jourdain, depuis le torrent de l’Arnon jusqu’au mont Hermon, Dt 3, 8 : Hag e kemerjomp d’ar mare-se ar vro eus dorn daou roue Amoriz a oa en tu-hont d’ar Yordan, adalek froud Arnon betek menez Hermon.
Les gens de Sidon appelaient le mont Hermon Siryone, et les Amorites, Senir. Dt 3, 9 : Sidoniz a c’halv an Hermon Sarien, hag Amoriz her galv Sanir.
Nous avons pris toutes les villes du Plateau, tout le Galaad et tout le Bashane jusqu’à Salka et Édréï, villes du Bashane où régnait Og. Dt 3, 10 : Holl gêrioù ar gompezenn, Galaad a-bezh hag ar Basan a-bezh, betek Salka hag Edrai, kêrioù rouantelezh Og, er Basan.
Og, roi de Bashane, était le seul survivant des géants Refaïtes. Son lit était un lit de fer – ne serait-ce pas celui qu’on voit à Rabba des Ammonites ? – un lit qui fait bien neuf coudées de long et quatre coudées de large. Dt 3, 11 : Ne oa nemet Og, roue ar Basan, hag a oa chomet eus nemorant Rafaiz ; e wele, ur gwele houarn, a zo e Rabba mibien Amon en deus nav ilinad a hed ha pevar ilinad a led, eus ilinad un den.
C’est de ce pays que nous avons pris possession en ce temps-là. Le territoire depuis Aroër sur le torrent de l’Arnon, et la moitié des monts de Galaad avec ses villes, je les ai donnés aux gens de Roubène et de Gad. Dt 3, 12 : Hag ar vro-se a berc’hennjomp d’ar mare-se. Adalek Aroer, a zo war froud Arnon, hag un hanter eus menez ar Galaad, hag e gêrioù, a rois da Rubeniz ha Gadiz.
Le reste du Galaad et tout le Bashane, royaume d’Og, je les ai donnés à la moitié de la tribu de Manassé : toute la région de l’Argob et tout le Bashane qu’on appelle le pays des Refaïtes. Dt 3, 13 : Ha nemorant ar Galaad gant ar Basan a-bezh, rouantelezh Og a rois da hanter-veuriad Manase. Holl diriad Argob gant ar Basan a-bezh a c’halver bro Rafaiz.
Yaïr, fils de Manassé, prit toute la région d’Argob jusqu’à la frontière des Gueshourites et des Maakatites. Il a donné son nom à ces contrées du Bashane qu’on appelle encore aujourd’hui « les campements de Yaïr ». Dt 3, 14 : Iair, mab Manase, a gemeras holl diriad Argob, betek harzoù Gesouriz ha Maac’hatiz, hag e c’halver al lec’hioù-mañ, diwar e anv, ar Basan-mañ, bourc’hioù Iair betek hiziv.
C’est à Makir que j’ai donné le Galaad. Dt 3, 15 : Ha da Vac’hir e rois ar Galaad.
Aux gens de Roubène et de Gad j’ai donné le territoire qui s’étend du Galaad jusqu’au torrent de l’Arnon – le milieu du torrent servant de frontière – et jusqu’au torrent du Yabboq, frontière des Ammonites ; Dt 3, 16 : Ha da Rubeniz ha Gadiz e rois adalek ar Galaad betek froud Arnon, kreiz ar froud oc’h ober an harz, ha betek Jabok, ar froud-mañ o vezañ harz mibien Amon.
je leur ai donné la Araba, le Jourdain servant de frontière, de Kinnèreth à la mer de la Araba, la mer Morte, au bas des pentes du Pisga, à l’est. Dt 3, 17 : Hag ar stepenn hag ar Yordan o vezañ harz adalek Keneret betek mor an Araba, ar Mor Sal, e-traoñ diribinoù ar Pisga, ouzh ar Reter.
Voici ce que je vous ai ordonné en ce temps-là : « C’est le Seigneur votre Dieu qui vous a donné ce pays pour que vous le possédiez en héritage. Vous y passerez devant vos frères, les fils d’Israël, vous, les guerriers, en tenue de combat ; Dt 3, 18 : Hag e rois urzhioù deoc’h er mare-se, o lavarout : "An Aotrou, ho Toue, a ro deoc’h ar vro-mañ da berc’hennañ. Harnezet e tremenot a-raok ho preudeur, bugale Israel, c’hwi holl, paotred kadarn.
seuls vos femmes, vos enfants et votre cheptel qui, je le sais, sera nombreux, habiteront dans les villes que je vous ai données ; Dt 3, 19 : Met ho kwragez, ho pugaligoù, ho tropelloù, gouzout a ran hoc’h eus tropelloù e-leizh, a chomo er c’hêrioù am eus roet deoc’h,
cela, jusqu’au jour où le Seigneur accordera le repos à vos frères comme à vous-mêmes ; alors ils posséderont, eux aussi, le pays que leur donne le Seigneur votre Dieu au-delà du Jourdain. Vous retournerez chacun dans le territoire que je vous ai donné en héritage. » Dt 3, 20 : ken na roio diskuizh an Aotrou d’ho preudeur koulz ha deoc’h, hag e perc’hennint ivez ar vro en devo an Aotrou, ho Toue, roet dezho en tu-hont d’ar Yordan ; neuze e tistroiot pep hini d’an domani am bo roet deoc’h".
À Josué, en ce temps-là, j’ai ordonné : « Tu vois de tes propres yeux tout ce que le Seigneur votre Dieu a fait à ces deux rois. Le Seigneur traitera de même tous les royaumes que tu vas traverser. Dt 3, 21 : Ha da Josoua e rois urzhioù d’ar mare-se, o lavarout : "Da zaoulagad o deus gwelet holl bezh en deus graet an Aotrou, ho Toue, d’an daou roue-se ; evel-se e raio an Aotrou d’an holl rouantelezhioù az po da dremen drezo.
N’ayez pas peur, car c’est le Seigneur votre Dieu qui combat pour vous ! » Dt 3, 22 : Bezit dizaon razo, rak an Aotrou, ho Toue, eo a vrezelo evidoc’h".
J’ai imploré le Seigneur en ce temps-là : Dt 3, 23 : Hag ec’h aspedis an Aotrou d’ar mare-se, o lavarout :
« Seigneur mon Dieu, c’est toi qui as commencé à montrer à ton serviteur ta grandeur et la force de ta main. Y a-t-il au ciel et sur la terre un dieu dont les œuvres et la puissance égalent les tiennes ? Dt 3, 24 : Aotrou Doue, Te a grogas da ziskouez d’az servijerien da vraster ha da zorn kreñv, rak petore doue, en neñv pe war an douar, a ra da oberoù ha da daolioù-kaer ?
Permets-moi, je t’en prie, de passer et de voir le bon pays d’au-delà du Jourdain, cette belle montagne et le Liban ! » Dt 3, 25 : Va lez da dremen da welout ar vro gaer-se, a zo en tu-hont d’ar Yordan, ar menez kaer hag al Liban".
Mais, à cause de vous, le Seigneur s’est mis en colère contre moi, et il ne m’a pas écouté. Il m’a dit : « Assez ! Ne recommence pas à me parler de cette affaire ! Dt 3, 26 : Hag e vuanekaas an Aotrou ouzhin abalamour deoc’h, ha ne selaouas ket ouzhin ; hag e lavaras an Aotrou din ; "Trawalc’h ac’hanout ! N’a ket da komz ouzhin eus an dra-se !
Monte au sommet du Pisga, porte ton regard vers l’ouest, le nord, le sud et l’est ; regarde de tous tes yeux, car le Jourdain que voici, tu ne le passeras pas ! Dt 3, 27 : Pign war beg ar Pisga, ha sav da zaoulagad war -zu ar Mor, war-zu an Hanternoz, war-zu ar c’hreisteiz, war-zu ar Reter, ha sell gant da zaoulagad ! Met ne dremeni ket ar Yordan.
Donne tes ordres à Josué, fortifie-le et affermis-le, car c’est lui qui passera le Jourdain à la tête de ce peuple, c’est lui qui les mettra en possession de leur héritage, ce pays que tu vois. » Dt 3, 28 : Ro urzhioù da Josoua ; kennerzh ha kreñva anezhañ, rak eñ eo a dremeno dirak ar bobl-mañ, hag a roio dezho da hêrezh ar vro a welez".
Alors nous sommes restés dans la vallée, en face de Beth-Péor. Dt 3, 29 : Hag e chomjomp en draonienn, rag-enep da Vet-Peor.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
