Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 21

Levr an Adlezenn - Pennad 21

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 21



Lorsque, sur la terre que le Seigneur ton Dieu te donne en possession, on trouvera, gisant dans la campagne, une victime dont l’assassin est inconnu, Dt 21, 1 : P’en em gavo ur muntrad war an douar emañ an Aotrou, da Zoue, o vont da reiñ dit da berc’hennañ, kouezhet war ar maez hep na oufed piv en deus e lazhet,

tes anciens et tes juges sortiront, ils mesureront la distance entre la victime et les villes proches. Dt 21, 2 : e yelo da Gozhidi ha da skribed da vuzuliañ war-zu ar c’hêrioù a zo tro-dro d’ar muntrad ;

On déterminera la ville la plus proche de la victime. Alors, les anciens de cette ville prendront une génisse qui n’a jamais servi, qui n’a jamais été sous le joug. Dt 21, 3 : evit ar gêr a vo an hini dostañ ouzh ar muntrad, e kemero Kozhidi ar gêr-se un annoar yaouank ha n’eus ket bet labouret ganti, n’he deus ket sachet gant ar yev,

Ils la feront descendre vers un torrent intarissable, dans un endroit ni labouré ni ensemencé. Et là, dans le torrent, ils briseront la nuque de la génisse. Dt 21, 4 : hag e tiskenno Kozhidi ar gêr-se an annoar betek ur froud diarsav, en ul lec’h na vez na labouret na hadet ennañ, hag e tivellkeini eno an annoar er froud.

Alors s’avanceront les prêtres, fils de Lévi, car c’est eux que le Seigneur ton Dieu a choisis pour le servir et bénir en son nom, c’est sur leur déclaration que se règlent tout litige et tout échange de coups. Dt 21, 5 : Hag e tostaio ar veleien, mibien Levi, bet dibabet gant an Aotrou, da Zoue, evit lidañ evitañ ha bennigañ en anv an Aotrou, hag e vez barnet ganto kement tabut ha kement taol.

Puis, tous les anciens de cette ville qui se sont approchés de la victime se laveront les mains au-dessus de la génisse dont la nuque a été brisée dans le torrent. Dt 21, 6 : Hag holl Gozhidi ar gêr-se, a oa ar re dostañ ouzh an hini muntret, a walc’ho o daouarn war an annoar bet tivellkeinet er froud,

Et ils déclareront : « Nos mains n’ont pas répandu le sang de cet homme et nos yeux n’ont rien vu. Dt 21, 7 : hag e komzint, o lavarout : "Hon daouarn n’o deus ket skuilhet ar gwad-se, nag hon daoulagad gwelet.

Absous, ô Seigneur, ton peuple Israël que tu as racheté. Ne laisse pas au milieu de ton peuple Israël le sang innocent. » Et ils seront absous du sang. Dt 21, 8 : Pardon d’az Pobl Israel ac’h eus dasprenet, Aotrou ; na lez ket gwad didamall e-kreiz da bobl Israel. Ra vo pardonet dezho ar gwad-mañ".

Toi, tu feras disparaître d’Israël l’effusion du sang innocent ; ainsi tu feras ce qui est droit aux yeux du Seigneur. Dt 21, 9 : Hag e skarzhi ar gwad didamall eus da greiz en ur ober ar reizhded ouzh daoulagad an Aotrou.

Lorsque tu partiras en guerre contre tes ennemis et que le Seigneur ton Dieu les aura livrés entre tes mains, il t’arrivera de faire des prisonniers. Dt 21, 10 : Pa-z i d’ar brezel enep da enebourien ha pa vezint lakaet gant an Aotrou, da Zoue, ez torn, hag az po graet prizonidi,

Peut-être remarqueras-tu, parmi les captives, une femme de belle apparence, dont tu t’éprendras ; si tu veux l’épouser Dt 21, 11 : ha pa weli e-touez ar brizonidi ur vaouez kaer he doare, hag az po c’hoant anezhi hag a gemeri ganit evel gwreg,

et la faire entrer dans ta maison, alors elle se rasera la tête, se coupera les ongles, Dt 21, 12 : e kasi anezhi e-barzh da di, hag houmañ a douzo he fenn hag a raio hec’h ivinoù.

retirera son manteau de captive et habitera dans ta maison. Elle pleurera son père et sa mère pendant un mois ; après quoi, tu t’approcheras d’elle, tu l’épouseras et elle deviendra ta femme. Dt 21, 13 : Ha lemel a raio he dilhad prizoniadez diwarni, hag e chomo ez ti hag e ouelo he zad hag he mamm ul loariad-amzer, ha goude-se ez i daveti hag e vi he gwaz hag e vo hi da wreg.

S’il arrive que tu ne la désires plus, tu la laisseras partir où elle voudra ; tu ne pourras absolument pas la vendre ni en tirer profit, puisque tu lui as fait violence. Dt 21, 14 : Ma n’oullez ket diouti, e vo kaset kuit ganit, lec’h ma karo ; he gwerzhañ ne ri ket evit arc’hant, nag ober ur sklavez anezhi goude bezañ he gwallet.

Lorsqu’un homme a deux femmes, il peut arriver qu’il aime l’une et n’aime pas l’autre, et que toutes les deux lui donnent des fils. Si l’aîné est le fils de la femme qu’il n’aime pas, Dt 21, 15 : M’en deus un den div wreg, unan karet hag unan kasaet, hag o deus bet roet dezhañ mibien ha merc’hed, an hini garet hag an hini gasaet, hag ez eo ar mab mab henañ d’an hini gasaet.

le jour où cet homme partagera son héritage entre ses fils, il ne pourra pas traiter comme un premier-né le fils de la femme qu’il aime, au détriment de l’aîné, fils de la femme qu’il n’aime pas. Dt 21, 16 : En deiz ma roio o hêrezh d’e vibien eus pezh en deus, ne c’hello ket ober pennhêr mab an hini garet en a-raok da vab an hini gasaet, ar mab henañ.

C’est bien l’aîné, fils de la femme qu’il n’aime pas, qu’il reconnaîtra comme tel, en lui donnant double part de ses biens, car c’est lui les prémices de sa virilité, c’est à lui qu’appartient le droit d’aînesse. Dt 21, 17 : Met ar mab henañ, mab an hini gasaet, a anavezo hag e roio dezhañ ul lod evel daou diwar gement en deus, rak hemañ eo preveudi e nerzh, hag en deus ar gwir a bennhêr.

Lorsqu’un homme a un fils rebelle et obstiné qui n’écoute ni son père ni sa mère, s’ils lui font la leçon et qu’il ne les écoute toujours pas, Dt 21, 18 : P’en devo un den ur mab disent, disuj, na selaou ket mouezh e dad na mouezh e vamm, ha pa vez kenteliet ganto, ne sent ket outo,

alors, son père et sa mère se saisiront de lui et le conduiront auprès des anciens de la ville, au lieu désigné. Dt 21, 19 : e krogo ennañ e dad hag e vamm hag e gas a raint da Gozhidi e gêr, da zor al lec’h-se,

Et ils diront aux anciens de la ville : « Notre fils que voici est rebelle et obstiné, il ne nous écoute pas, c’est un débauché, un buveur ! » Dt 21, 20 : hag e lavarint da Gozhidi kêr : hor mab-mañ a zo disent ha disuj, ne selaou ket hor mouezh, lontek ha lonker eo,

Alors tous les hommes de la ville le lapideront jusqu’à ce que mort s’ensuive. Ainsi tu ôteras le mal du milieu de toi. Tout Israël l’apprendra et sera dans la crainte. Dt 21, 21 : hag e vo labezet gant holl wazed ar gêr, gant mein, d’ar marv, hag az po skarzhet ar fallentez eus da greiz. Hag holl Israel, o klevout se, en devo aon.

Lorsqu’un homme ayant commis une faute passible de mort a été condamné à mort et pendu à un arbre, Dt 21, 22 : P’en devo un den ur pec’hed barnet d’ar marv, hag ez eo bet lakaet d’ar marv, hag ez eo bet krouget ouzh ur wezenn,

on ne laissera pas son cadavre sur l’arbre durant la nuit. Tu devras le mettre au tombeau le jour même, car un pendu est une malédiction de Dieu. Ainsi tu ne rendras pas impur le sol que le Seigneur ton Dieu te donne en héritage. Dt 21, 23 : ne lezi ket e gorf da noz ouzh ar wezenn, met e sebeliañ a ri en deiz-se, rak ur mallozh Doue eo unan krouget, ha ne gontammi ket da vro, en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit en hêrezh.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn