Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 8

Oberoù an Ebestel - Pennad 8

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 8



Quant à Saul, il approuvait ce meurtre. Ce jour-là, éclata une violente persécution contre l’Église de Jérusalem. Tous se dispersèrent dans les campagnes de Judée et de Samarie, à l’exception des Apôtres. Ac 8, 1 : Saoul, eñ avat, a oa kenasant gant an drouklazh-se. Tarzhañ a reas en amzer-se un heskinadeg vras enep an Iliz a oa e Jeruzalem. An holl en em strewas dre vaezeier Judea ha Samaria, nemet an Ebestel.

Des hommes religieux ensevelirent Étienne et célébrèrent pour lui un grand deuil. Ac 8, 2 : Met gwazed a zoujañs Doue a sebelias Stefan hag a reas kañv bras warnañ.

Quant à Saul, il ravageait l’Église, il pénétrait dans les maisons, pour en arracher hommes et femmes, et les jeter en prison. Ac 8, 3 : Saoul avat a waste an Iliz, en ur vont eus an eil ti d’egile, e skrape diouto gwazed ha maouezed evit o stlepel er prizon.

Ceux qui s’étaient dispersés annonçaient la Bonne Nouvelle de la Parole là où ils passaient. Ac 8, 4 : Neuze ar re a oa bet strewet a dremene a lec’h da lec’h en ur embann keloù mat an Aviel.

C’est ainsi que Philippe, l’un des Sept, arriva dans une ville de Samarie, et là il proclamait le Christ. Ac 8, 5 : Evel-se, Filip o vezañ diskennet betek ur gêr eus Samaria, a brezegas ar C’hrist d’an dud.

Les foules, d’un même cœur, s’attachaient à ce que disait Philippe, car elles entendaient parler des signes qu’il accomplissait, ou même les voyaient. Ac 8, 6 : En em stagañ a rae an holl, a-unvouezh, ouzh ar pezh a gelenne Filip, diwar glevout komz eus ar burzhudoù a rae pe o gwelout.

Beaucoup de possédés étaient délivrés des esprits impurs, qui sortaient en poussant de grands cris. Beaucoup de paralysés et de boiteux furent guéris. Ac 8, 7 : Rak kalz eus ar re dalc’het gant speredoù hudur ez ae ar re-mañ er-maez anezho en ur grial a vouezh kreñv. Kalz tud seizet ha kamm a voe pareet ivez.

Et il y eut dans cette ville une grande joie. Ac 8, 8 : Ha levenez vras a voe er gêr-se.

Or il y avait déjà dans la ville un homme du nom de Simon ; il pratiquait la magie et frappait de stupéfaction la population de Samarie, prétendant être un grand personnage. Ac 8, 9 : Met un den, Simon e anv, hag a oa dija o chom er gêr-se, a rae taolioù hudouriezh hag a sabatue ganto pobl Samaria. Lavarout a rae e oa anezhañ un den bras.

Et tous, du plus petit jusqu’au plus grand, s’attachaient à lui en disant : « Cet homme est la Puissance de Dieu, celle qu’on appelle la Grande. » Ac 8, 10 : Hag outañ en em stage an holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, o lavarout : « Hemañ eo galloud Doue, ar galloud-se a vez anvet an hini bras ».

Ils s’attachaient à lui du fait que depuis un certain temps il les stupéfiait par ses pratiques magiques. Ac 8, 11 : En em stagañ a raent outañ eta, dre ma oa pell amzer m’o sabatue gant e droioù-hud.

Mais quand ils crurent Philippe qui annonçait la Bonne Nouvelle concernant le règne de Dieu et le nom de Jésus Christ, hommes et femmes se firent baptiser. Ac 8, 12 : Met p’o devoa kredet e Filip a gemenne dezho ar c’heloù mat diwar-benn Rouantelezh Doue hag anv Jezuz Krist, en em lakjont da vezañ badezet, gwazed kenkoulz ha maouezed.

Simon lui-même devint croyant et, après avoir reçu le baptême, il ne quittait plus Philippe ; voyant les signes et les actes de grande puissance qui se produisaient, il était stupéfait. Ac 8, 13 : Ha Simon e-unan a gredas, hag ur wech badezet n’en em zistage ken diouzh Filip, hag oc’h arvestiñ ouzh ar sinoù hag ar burzhudoù bras a c’hoarveze dindan e sell, e chome sabatuet.

Les Apôtres, restés à Jérusalem, apprirent que la Samarie avait accueilli la parole de Dieu. Alors ils y envoyèrent Pierre et Jean. Ac 8, 14 : An Ebestel a oa e Jeruzalem o vezañ klevet he devoa Samaria degemeret Komz Doue, a gasas daveto Pêr ha Yann.

À leur arrivée, ceux-ci prièrent pour ces Samaritains afin qu’ils reçoivent l’Esprit Saint ; Ac 8, 15 : Ar re-mañ eta a ziskennas betek enno hag a bedas evito, evit ma resevfent ar Spered Santel.

en effet, l’Esprit n’était encore descendu sur aucun d’entre eux : ils étaient seulement baptisés au nom du Seigneur Jésus. Ac 8, 16 : Rak ne oa ket deuet c’hoazh war hini ebet anezho, ne oant bet nemet badezet e anv an Aotrou Jezuz.

Alors Pierre et Jean leur imposèrent les mains, et ils reçurent l’Esprit Saint. Ac 8, 17 : Neuze Pêr ha Yann a astennas o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered Santel.

Simon, voyant que l’Esprit était donné par l’imposition des mains des Apôtres, leur offrit de l’argent Ac 8, 18 : Met pa welas Simon e oa dre lakadur daouarn an Ebestel e oa bet roet ar Spered, e kinnigas dezho arc’hant en ur lavarout :

en disant : « Donnez-moi ce pouvoir, à moi aussi, pour que tous ceux à qui j’imposerai les mains reçoivent l’Esprit Saint. » Ac 8, 19 : « Roit din-me ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered Santel kement hini ez astennin va daouarn warnañ ».

Pierre lui dit : « Périsse ton argent, et toi avec, puisque tu as estimé pouvoir acheter le don de Dieu à prix d’argent ! Ac 8, 20 : Pêr avat a respontas dezhañ : « Ra yelo da arc’hant da goll a-unan ganit, peogwir ec’h eus soñjet prenañ gant arc’hant donezon Doue.

Tu n’as aucune part, aucun droit, en ce domaine, car devant Dieu ton cœur manque de droiture. Ac 8, 21 : N’eus evidout e kement-mañ na perzh na lod, rak da galon n’eo ket reizh dirak Doue.

Détourne-toi donc de ce mal que tu veux faire, et prie le Seigneur : il te pardonnera peut-être cette pensée que tu as dans le cœur. Ac 8, 22 : Gra pinijenn gant keuz d’an drougiezh-se eus da berzh, ha ped an Aotrou, gant esper ma vo pardonet dit ar soñj-se eus da galon.

Car je le vois bien : tu es plein d’aigreur amère, tu es enchaîné dans l’injustice. » Ac 8, 23 : Rak emaout e-kreiz c’hwervder ar vestl hag ereoù an droug, hervez ma welan ».

Simon répondit : « Priez vous-mêmes pour moi le Seigneur, afin que rien ne m’arrive de ce que vous avez dit. » Ac 8, 24 : Simon a respontas : « Pedit, c’hwi hoc’h-unan, evidon dirak an Aotrou, evit na zeuio warnon netra eus ar pezh hoc’h eus lavaret ».

Quant à Pierre et Jean, ayant rendu témoignage et proclamé la parole du Seigneur, ils retournèrent à Jérusalem en annonçant l’Évangile à un grand nombre de villages samaritains. Ac 8, 25 : Int-i o vezañ douget testeni ha kemennet komz an Aotrou, a zistroas da Jeruzalem en ur embann ar c’heloù-mat e kalz kêriadennoù a Samariz.

L’ange du Seigneur adressa la parole à Philippe en disant : « Mets-toi en marche en direction du sud, prends la route qui descend de Jérusalem à Gaza ; elle est déserte. » Ac 8, 26 : Un ael eus an Aotrou a gomzas ouzh Filip en ur lavarout dezhañ : « Sav ha kae war-raok diouzh tu ar c’hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C’haza, hennezh a zo dizarempred ».

Et Philippe se mit en marche. Or, un Éthiopien, un eunuque, haut fonctionnaire de Candace, la reine d’Éthiopie, et administrateur de tous ses trésors, était venu à Jérusalem pour adorer. Ac 8, 27 : Hag o vezañ savet ez eas en hent. Ha setu ur C’housiad, un spazhad anezhañ, kargiad bras da Gandake, rouanez Koush, ha merour war hec’h holl deñzorioù, a oa deuet da Jeruzalem da azeuliñ,

Il en revenait, assis sur son char, et lisait le prophète Isaïe. Ac 8, 28 : hag a oa o tistreiñ d’e vro, azezet war e garr hag o lenn an diouganer Izaias.

L’Esprit dit à Philippe : « Approche, et rejoins ce char. » Ac 8, 29 : Ar Spered a lavaras da Filip : « Tosta da dizhout ar c’harr-se ».

Philippe se mit à courir, et il entendit l’homme qui lisait le prophète Isaïe ; alors il lui demanda : « Comprends-tu ce que tu lis ? » Ac 8, 30 : Filip o vezañ redet a glevas an den o lenn an diouganer Izaias, hag a lavaras : « Daoust ha kompren a rez ar pezh a lennez ? »

L’autre lui répondit : « Et comment le pourrais-je s’il n’y a personne pour me guider ? » Il invita donc Philippe à monter et à s’asseoir à côté de lui. Ac 8, 31 : Egile a respontas : « Penaos e c’hellfen, ma n’eus hini ebet o tont d’am heñchañ ? » Hag e pedas Filip da bignat ha da azezañ en e gichen.

Le passage de l’Écriture qu’il lisait était celui-ci : Comme une brebis, il fut conduit à l’abattoir ; comme un agneau muet devant le tondeur, il n’ouvre pas la bouche. Ac 8, 32 : An arroud eus ar Skritur edo o lenn a oa hemañ : « Evel un dañvad eo bet kaset da lazhañ, hag evel un oan mut dirak e douzer, evel-se ne zigor ket e c’henou.

Dans son humiliation, il n’a pas obtenu justice. Sa descendance, qui en parlera ? Car sa vie est retranchée de la terre. Ac 8, 33 : En e izelidigezh eo bet nac’het outañ pep reizhder. E blanedenn, piv a zisklerio anezhi ? Rak dilamet eo bet e vuhez a-ziwar an douar ».

Prenant la parole, l’eunuque dit à Philippe : « Dis-moi, je te prie : de qui le prophète parle-t-il ? De lui-même, ou bien d’un autre ? » Ac 8, 34 : Oc’h adkregiñ da gomz ouzh Filip e lavaras ar spazhad dezhañ : « Da bediñ a ran, diwar-benn piv e lavar ar profed an dra-se ? Diwar e benn e-unan pe diwar-benn unan all bennak ? »

Alors Philippe prit la parole et, à partir de ce passage de l’Écriture, il lui annonça la Bonne Nouvelle de Jésus. Ac 8, 35 : Filip o ’n em lakaat da gomz hag o vont diwar an destenn-se eus ar Skritur, a gemennas dezhañ keloù mat Jezuz

Comme ils poursuivaient leur route, ils arrivèrent à un point d’eau, et l’eunuque dit : « Voici de l’eau : qu’est-ce qui empêche que je sois baptisé ? » Ac 8, 36 : E-keit ha ma kerzhent gant o hent, e tegouezhjont gant ul lec’h ma oa dour. Hag ar spazhad da lavarout : « Setu dour, petra 'vir na vefen badezet ? »

Il fit arrêter le char, ils descendirent dans l’eau tous les deux, et Philippe baptisa l’eunuque. Ac 8, 38 : Hag e c’hourc’hemennas chom a-sav gant ar c’harr. Diskenn a rejont o daou en dour, Filip hag ar spazhad, ha Filip a vadezas anezhañ.

Quand ils furent remontés de l’eau, l’Esprit du Seigneur emporta Philippe ; l’eunuque ne le voyait plus, mais il poursuivait sa route, tout joyeux. Ac 8, 39 : Met goude mont er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a skrapas Filip hag ar spazhad n’her gwelas mui, nemet ez ae war-raok gant e hent, laouen-holl.

Philippe se retrouva dans la ville d’Ashdod, il annonçait la Bonne Nouvelle dans toutes les villes où il passait jusqu’à son arrivée à Césarée. Ac 8, 40 : Filip avat en em gavas e Azot, hag en ur vont dre ar vro ez embanne ar c’heloù mat en holl gêrioù betek ma tegouezhas e Kaesarea.