Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 15

Oberoù an Ebestel - Pennad 15

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 15



Des gens, venus de Judée à Antioche, enseignaient les frères en disant : « Si vous n’acceptez pas la circoncision selon la coutume qui vient de Moïse, vous ne pouvez pas être sauvés. » Ac 15, 1 : Hogen tud diskennet eus Judea a gelenne d’ar vreudeur : « Mar n’en em lakait ket da vezañ amdroc’het, hervez kustum Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet ».

Cela provoqua un affrontement ainsi qu’une vive discussion engagée par Paul et Barnabé contre ces gens-là. Alors on décida que Paul et Barnabé, avec quelques autres frères, monteraient à Jérusalem auprès des Apôtres et des Anciens pour discuter de cette question. Ac 15, 2 : Turmud ha breutadeg a savas etre Paol, Barnaba, hag int-i, ha n’eo ket un tammig e voe. Neuze e voe divizet e pignfe Paol ha Barnaba hag hiniennoù all eus o zouez, da gaout an Ebestel hag an Henaourien e Jeruzalem, diwar-benn ar gudenn-se.

L’Église d’Antioche facilita leur voyage. Ils traversèrent la Phénicie et la Samarie en racontant la conversion des nations, ce qui remplissait de joie tous les frères. Ac 15, 3 : Int eta, lakaet en hent gant an Iliz, a dreuzas Fenikia ha Samaria, en ur zanevellañ distro ar Baganed ouzh Doue, ha kalz a levenez a zegasent gant se d’an holl vreudeur.

À leur arrivée à Jérusalem, ils furent accueillis par l’Église, les Apôtres et les Anciens, et ils rapportèrent tout ce que Dieu avait fait avec eux. Ac 15, 4 : Erruet e Jeruzalem e voent degemeret gant an Iliz, an Ebestel hag an Henaourien, hag e tegemennjont kement en devoa Doue graet drezo.

Alors quelques membres du groupe des pharisiens qui étaient devenus croyants intervinrent pour dire qu’il fallait circoncire les païens et leur ordonner d’observer la loi de Moïse. Ac 15, 5 : Met sevel a reas en o enep hiniennoù eus kostezenn ar Farizianed a oa deuet d’ar feiz ; lavarout a raent e oa ret amdroc’hañ tud ar Broadoù ha gourc’hemenn dezho mirout Lezenn Voizez.

Les Apôtres et les Anciens se réunirent pour examiner cette affaire. Ac 15, 6 : En em vodañ a reas neuze an Ebestel hag an Henaourien da sellout a-dost ouzh ar gudenn-se.

Comme cela provoquait une intense discussion, Pierre se leva et leur dit : « Frères, vous savez bien comment Dieu, dans les premiers temps, a manifesté son choix parmi vous : c’est par ma bouche que les païens ont entendu la parole de l’Évangile et sont venus à la foi. Ac 15, 7 : Goude emzivizout em guzuliañ e-pad pell, Pêr a savas da lavarout : « Breudeur, c’hwi a oar penaos, adalek an devezhioù kentañ, en deus Doue va dibabet en ho touez, evit ma klevfe ar Baganed eus va genou va-unan, komz ar c’heloù mat, ha ma kredfent.

Dieu, qui connaît les cœurs, leur a rendu témoignage en leur donnant l’Esprit Saint tout comme à nous ; Ac 15, 8 : Ha Doue, anavezer ar c’halonoù, en deus roet testeni a-du ganto, dre reiñ dezho ar Spered Santel, kenkoulz ha deomp-ni.

sans faire aucune distinction entre eux et nous, il a purifié leurs cœurs par la foi. Ac 15, 9 : N’en deus graet diforc’h ebet etrezomp hag i, peogwir en deus naetaet o c’halonoù dre ar feiz.

Maintenant, pourquoi donc mettez-vous Dieu à l’épreuve en plaçant sur la nuque des disciples un joug que nos pères et nous-mêmes n’avons pas eu la force de porter ? Ac 15, 10 : Bremañ eta, perak e lakait Doue en amprou en ur sammañ war choug an diskibien ur yev n’omp ket bet gouest da zougen, nag hon Tadoù na ni hon-unan ?

Oui, nous le croyons, c’est par la grâce du Seigneur Jésus que nous sommes sauvés, de la même manière qu’eux. » Ac 15, 11 : Met dre c’hras an Aotrou Jezuz eo e kredomp bezañ salvet, en hevelep doare hag int o-unan ».

Toute la multitude garda le silence, puis on écouta Barnabé et Paul exposer tous les signes et les prodiges que Dieu avait accomplis grâce à eux parmi les nations. Ac 15, 12 : Tevel a reas an engroez a-bezh, hag e selaoujont Barnaba ha Paol o tezrevell an holl sinoù ha burzhudoù en devoa Doue graet drezo e-touez ar Baganed.

Quand ils eurent terminé, Jacques prit la parole et dit : « Frères, écoutez-moi. Ac 15, 13 : Paouezet ganto da gomz, Jakez, d’e dro, en em lakaas da lavarout : « Breudeur, va selaouit.

Simon-Pierre vous a exposé comment, dès le début, Dieu est intervenu pour prendre parmi les nations un peuple qui soit à son nom. Ac 15, 14 : Simeon en deus danevellet penaos, adalek ar penn kentañ, en deus pledet Doue da dennañ a-douez ar Baganed ur bobl d’e Anv.

Les paroles des prophètes s’accordent avec cela, puisqu’il est écrit : Ac 15, 15 : Ha d’an dra-se e kenson komzoù an diouganerien, evel ma-z eo skrivet :

Après cela, je reviendrai pour reconstruire la demeure de David, qui s’est écroulée ; j’en reconstruirai les parties effondrées, je la redresserai ; Ac 15, 16 : Goude-se e teuin en-dro hag e adsavin teltenn David hag a oa kouezhet : he dismantroù a adsavin, hag he lakaat a rin en-dro en e sav,

alors le reste des hommes cherchera le Seigneur, oui, toutes les nations sur lesquelles mon nom a été invoqué, – déclare le Seigneur, qui fait ces choses Ac 15, 17 : evit ma vo klasket an Aotrou gant ar peurrest eus an dud ha gant an holl Vroadoù dediet d’am anv, a lavar an Aotrou a laka an traoù-se

connues depuis toujours. Ac 15, 18 : da vezañ anavezet a-viskoazh.

Dès lors, moi, j’estime qu’il ne faut pas tracasser ceux qui, venant des nations, se tournent vers Dieu, Ac 15, 19 : Setu perak e varnan-me ne zleer ket tregasiñ ar re eus ar Broadoù en em dro ouzh Doue,

mais écrivons-leur de s’abstenir des souillures des idoles, des unions illégitimes, de la viande non saignée et du sang. Ac 15, 20 : met hepken ez eus da gemenn dezho dioueriñ an traoù saotret gant idoloù, ar riboderezh, ar c’hig mouget hag ar gwad.

Car, depuis les temps les plus anciens, Moïse a, dans chaque ville, des gens qui proclament sa Loi, puisque, dans les synagogues, on en fait la lecture chaque sabbat. » Ac 15, 21 : Rak Moizez, adalek ar remziadoù koshañ en deus, e pep kêr, tud o prezeg hag o lenn anezhañ, bep Sabad er sinagogennoù ».

Alors les Apôtres et les Anciens décidèrent avec toute l’Église de choisir parmi eux des hommes qu’ils enverraient à Antioche avec Paul et Barnabé. C’étaient des hommes qui avaient de l’autorité parmi les frères : Jude, appelé aussi Barsabbas, et Silas. Ac 15, 22 : Neuze e kavas mat an Ebestel hag an Henaourien, a-unan gant an Iliz en he fezh, dibab hiniennoù eus o zouez, d’o c’has da Antiokia gant Paol ha Barnaba : Youda lesanvet Barsaba, ha Silaz, o daou deuet mat e-touez ar vreudeur.

Voici ce qu’ils écrivirent de leur main : « Les Apôtres et les Anciens, vos frères, aux frères issus des nations, qui résident à Antioche, en Syrie et en Cilicie, salut ! Ac 15, 23 : Skrivañ a rejont kement-mañ da gas dre o daouarn : « An Ebestel hag an Henaourien, ho preudeur, d’ar vreudeur a-douez ar Broadoù a zo o chom en Antiokia, e Siria hag e Kilikia, Salud !

Attendu que certains des nôtres, comme nous l’avons appris, sont allés, sans aucun mandat de notre part, tenir des propos qui ont jeté chez vous le trouble et le désarroi, Ac 15, 24 : O vezañ klevet e oa aet hiniennoù eus hon touez d’ho trubuilhañ gant o c’homzoù ha da drechalañ ho speredoù, tud n’o devoa ket kemennadur diganeomp ;

nous avons pris la décision, à l’unanimité, de choisir des hommes que nous envoyons chez vous, avec nos frères bien-aimés Barnabé et Paul, Ac 15, 25 : hon eus divizet, holl a-unvan, dibab kannaded da gas betek ennoc’h, gant hor breudeur karet Barnaba ha Paol,

eux qui ont fait don de leur vie pour le nom de notre Seigneur Jésus Christ. Ac 15, 26 : ar re-mañ hag o deus gouestlet o buhez da brezeg anv hon Aotrou Jezuz Krist.

Nous vous envoyons donc Jude et Silas, qui vous confirmeront de vive voix ce qui suit : Ac 15, 27 : Kaset hon eus deoc’h eta Youda ha Silaz, dezho ivez da zegemenn deoc’h dre gomz an hevelep traoù.

L’Esprit Saint et nous-mêmes avons décidé de ne pas faire peser sur vous d’autres obligations que celles-ci, qui s’imposent : Ac 15, 28 : Divizet hon eus, ar Spered Santel ha ni hon-unan, chom hep lakaat samm ebet warnoc’h en tu-hont d’an traoù ret-mañ :

vous abstenir des viandes offertes en sacrifice aux idoles, du sang, des viandes non saignées et des unions illégitimes. Vous agirez bien, si vous vous gardez de tout cela. Bon courage ! » Ac 15, 29 : dioueriñ ar c’hig bet kinniget d’an idoloù, ar gwad, ar c’hig mouget hag ar riboderezh. Mat a reot oc’h en em virout diouto. Kenavo! »

On laissa donc partir les délégués, et ceux-ci descendirent alors à Antioche. Ayant réuni la multitude des disciples, ils remirent la lettre. Ac 15, 30 : Int eta, bet kaset en hent, a ziskennas da Antiokia. O vezañ bodet an dud e rojont al lizher.

À sa lecture, tous se réjouirent du réconfort qu’elle apportait. Ac 15, 31 : Goude lenn e voent laouen gant ar c’hennerzh a oa ennañ.

Jude et Silas, qui étaient aussi prophètes, parlèrent longuement aux frères pour les réconforter et les affermir. Ac 15, 32 : Youda ha Silaz, a oa ivez diouganerien anezho, a roas kuzulioù d’ar vreudeur hag o startaas en o feiz gant ur brezegenn hir.

Après quelque temps, les frères les laissèrent repartir en paix vers ceux qui les avaient envoyés. Ac 15, 33 : O vezañ chomet ur pennad, e kemerjont hent ar gêr en ur gimiadiñ er peoc’h diouzh ar vreudeur, da gaout en-dro ar re o devoa o c’haset.

Quant à Paul et Barnabé, ils séjournaient à Antioche, où ils enseignaient et, avec beaucoup d’autres, annonçaient la Bonne Nouvelle de la parole du Seigneur. Ac 15, 35 : Hogen Paol ha Barnaba a chomas e Antiokia o kelenn hag oc’h embann gant meur a hini all, keloù mat komz an Aotrou.

Quelque temps après, Paul dit à Barnabé : « Retournons donc visiter les frères en chacune des villes où nous avons annoncé la parole du Seigneur, pour voir où ils en sont. » Ac 15, 36 : Goude ur pennad e lavaras Paol da Varnaba : « Distroomp da weladenniñ ar vreudeur e kement kêr hon eus embannet enni komz an Aotrou, da welout penaos emañ ar bed ganto ».

Barnabé voulait emmener aussi Jean appelé Marc. Ac 15, 37 : Met Barnaba a felle dezhañ kas ganto ivez Yann lesanvet Mark.

Mais Paul n’était pas d’avis d’emmener cet homme, qui les avait quittés à partir de la Pamphylie et ne les avait plus accompagnés dans leur tâche. Ac 15, 38 : Paol avat, ne oa ket ali da gemer adarre ganto an hini en devoa en em zisrannet diouto e Pamfilia, hag a oa chomet hep mont a-gevret ganto da labourat.

L’exaspération devint telle qu’ils se séparèrent l’un de l’autre. Barnabé emmena Marc et s’embarqua pour Chypre. Ac 15, 39 : Ken taer e voe an traoù kenetrezo m’en em zispartijont an eil diouzh egile. Barnaba a gemeras Mark gantañ, hag a bignas en ul lestr da vont da Giprenez.

Paul, lui, choisit pour compagnon Silas et s’en alla, remis par les frères à la grâce du Seigneur. Ac 15, 40 : Paol eus e du, o vezañ dibabet Silaz, a yeas kuit, fiziet e gras an Aotrou gant ar vreudeur.

Il traversait la Syrie et la Cilicie, en affermissant les Églises. Ac 15, 41 : Treuziñ a reas Siria ha Kilikia en ur startaat an Ilizoù.