Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 27

Oberoù an Ebestel - Pennad 27

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 27



Quand notre embarquement pour l’Italie a été décidé, on a confié Paul et quelques autres prisonniers à un centurion nommé Julius, de la cohorte Augusta. Ac 27, 1 : Pa voe divizet hor c’has dre vor betek Italia, e voe fiziet Paol hag un nebeut prizonidi all en ur c’hantener ; e anv Youlios, eus ar gohortenn Aogusta.

Montés à bord d’un bateau d’Adramyttium sur le point d’appareiller pour les côtes de la province d’Asie, nous avons gagné le large, ayant avec nous Aristarque, un Macédonien de Thessalonique. Ac 27, 2 : Pignat a rejomp war ul lestr eus Adramitien a zlee merdeiñ a-hed aodoù Azia, hag ez ejomp d’an donvor. Ganeomp e oa Aristarkos, ur Makedoniad eus Tesalonike.

Le lendemain, nous avons abordé à Sidon ; et Julius, qui traitait Paul avec humanité, lui a permis d’aller voir ses amis et de bénéficier de leur sollicitude. Ac 27, 3 : En devezh war-lerc’h e touarjomp e Sidon ; ha Youlios, o tiskouez madelezh-den e-keñver Paol, a aotreas dezhañ mont da welout e vignoned evit kaout servijoù diganto.

De là, nous avons repris la mer et longé Chypre pour nous abriter des vents contraires. Ac 27, 4 : O vezañ loc’het ac’hano, e hedjomp aodoù Kiprenez, en abeg m’edo an avelioù a-enep deomp.

Nous avons traversé la mer qui borde la Cilicie et la Pamphylie, et débarqué à Myre en Lycie. Ac 27, 5 : O treuziñ goude-se mor Kilikia ha Pamfilia e touarjomp e Mira e Bro-Likia.

Là, le centurion a trouvé un bateau d’Alexandrie en partance pour l’Italie, et nous a fait monter à bord. Ac 27, 6 : Eno, ar c’hantener o vezañ kavet ul lestr Aleksandriat o treuziñ war-zu Italia, a reas deomp mont war e vourzh.

Pendant plusieurs jours, nous avons navigué lentement, et nous sommes arrivés avec peine à la hauteur de Cnide, mais le vent ne nous a pas permis d’en approcher. Nous avons alors longé la Crète à l’abri du vent, au large du cap Salmoné Ac 27, 7 : E-pad un toullad devezhioù e verdejomp goustad, ha gant poan en em gavjomp dirak Knidos. Ne oa ket an avel ouzh hor c’has d’an douar, hag hedañ a rejomp Kreta etrezek Salmone.

que nous avons doublé avec peine, et nous sommes arrivés à un endroit appelé « Bons Ports », près de la ville de Lasaïa. Ac 27, 8 : En ur riblañ gant poan an aod-se, ez errujomp en ul lec’h anvet Porzhioù-Mat, emañ tost dezhañ kêr Lasaia.

Il s’était écoulé pas mal de temps, puisque même le jeûne du Grand Pardon était déjà passé, et déjà la navigation était devenue dangereuse, si bien que Paul ne cessait de les avertir : Ac 27, 9 : Tremenet ur pennad brav a amzer, hag ar merdeiñ o vezañ deuet risklus, rak endeo e oa aet hebiou koulz ar Yun, Paol a roas dezho an ali-mañ :

« Mes amis, je vois que la navigation ne se fera pas sans dommages ni beaucoup de pertes, non seulement pour la cargaison et le bateau, mais encore pour nos vies. » Ac 27, 10 : « Gwazed, merzout a ran ne vo ket ar verdeadenn hep riskloù bremañ, nag hep gaou bras, n’eo ket hepken evit ar gargadenn hag al lestr, met ivez evit hor buhezioù ».

Mais le centurion faisait davantage confiance au pilote et à l’armateur qu’aux paroles de Paul. Ac 27, 11 : Met ar c’hantener a fizie er c’habiten hag er paramantour muioc’h eget e lavaroù Paol.

Et comme le port n’était pas adapté pour y passer l’hiver, la plupart ont été d’avis de reprendre la mer, afin d’atteindre, si possible, Phénix, un port de Crète ouvert à la fois vers le sud-ouest et le nord-ouest, et d’y passer l’hiver. Ac 27, 12 : Kennebeut-all ne oa ket ar porzh diouzh doare goañviñ ennañ. An darn vrasañ a voe ali eta da vont kuit ac’hano evit tizhout Feniz ma c’hellfed, ha goañviñ er porzh-se eus Kreta troet ouzh ar mervent hag ar gwalarn.

Comme un léger vent du sud s’était mis à souffler, ils s’imaginaient pouvoir réaliser leur projet ; ayant donc levé l’ancre, ils essayaient de longer de près la Crète. Ac 27, 13 : P’en em lakaas da c’hwezhañ un aezhenn eus ar c’hreisteiz, e kavas dezho edont e-tailh da seveniñ o ratozh. Sevel a rejont an eor ha riblañ enez Kreta.

Mais presque aussitôt, venant des hauteurs de l’île, s’est déchaîné le vent d’ouragan qu’on appelle euraquilon. Ac 27, 14 : Met nebeut goude, e tirollas, o tont eus an enezenn, un avel-gorventenn, an hini a anver Eurakilon.

Le bateau a été emporté, sans pouvoir tenir contre le vent : nous sommes donc partis à la dérive. Ac 27, 15 : Al lestr a voe skrapet gant an avel hep gallout derc’hel penn outi, hag o ’n em lezel da vont ez aemp ganti.

En passant à l’abri d’un îlot appelé Cauda, nous avons réussi, non sans peine, à garder la maîtrise de la chaloupe. Ac 27, 16 : Tec’het dindan un enezennig anvet Kaoda, e teujomp a-benn gant bec’h da vezañ mistri war ar vag vihan.

On l’a hissée à bord, puis on a utilisé des câbles de secours pour ceinturer le bateau : craignant d’aller s’échouer sur les hauts-fonds de la Syrte, on a fait descendre l’ancre flottante, et ainsi on continuait à dériver. Ac 27, 17 : Goude bezañ savet houmañ war al lestr, e voe graet gant ar fardoù, gourizet e voe al lestr gant kerdin. Ha gant aon da skeiñ war ar Sirten e lezas ar vartoloded an eor-war-neuñv da risklañ ; evel-se e oamp douget gant ar red.

Le lendemain, comme la tempête nous secouait avec violence, on a jeté le superflu par-dessus bord. Ac 27, 18 : Antronoz, o vezañ ma oamp gwallhejet gant ar gorventenn, en em lakjont da zilestrañ al lestr,

Le troisième jour, les matelots ont lancé, de leurs propres mains, le gréement du bateau à la mer. Ac 27, 19 : ha d’an trede deiz, gant o daouarn o-unan, ar vartoloded a daolas kuit ar paramantoù d’ar mor.

Depuis bien des jours, ni le soleil ni les étoiles ne se montraient et une tempête d’une violence peu commune continuait à sévir : désormais, tout espoir d’être sauvés nous était enlevé. Ac 27, 20 : Nag an heol nag ar stered n’o devoa paret warnomp abaoe devezhioù, hag ar barrad a bade bepred ken gwazh-all, bremañ e oa lamet diganeomp pep esper da vezañ saveteet.

Les gens n’avaient plus rien mangé depuis longtemps. Alors Paul, debout au milieu d’eux, a pris la parole : « Mes amis, il fallait m’obéir et ne pas quitter la Crète pour gagner le large : on aurait évité ces dommages et ces pertes ! Ac 27, 21 : Pell a oa n’hor boa ket debret. Neuze Paol, oc’h en em lakaat en o c’hreiz, a lavaras : « Ret e vije bet deoc’h, gwazed, va selaou, ha chom hep kuitaat Kreta, en em viret e vijemp diouzh ar riskl hag ar c’holl-mañ.

Mais maintenant, je vous exhorte à garder confiance, car aucun de vous n’y laissera la vie, seul le bateau sera perdu. Ac 27, 22 : Bremañ avat, ho pediñ a ran da gaout kalon. Rak hini ebet ac’hanoc’h ne 'z aio da goll e vuhez, nemet al lestr hepken a vo kollet.

Cette nuit, en effet, s’est présenté à moi un ange du Dieu à qui j’appartiens et à qui je rends un culte. Ac 27, 23 : Rak en noz-mañ, ez eus en em ziskouezet din un Ael eus an Doue ez on-me servijer dezhañ,

Il m’a dit : “Sois sans crainte, Paul, il faut que tu te présentes devant l’empereur, et voici que, pour toi, Dieu fait grâce à tous ceux qui sont sur le bateau avec toi.” Ac 27, 24 : ha lavaret en deus din : "Arabat dit kaout aon, Paol. Dirak Kaesar e rankez en em ziskouez, ha setu ma lez Doue ganit, dre vadelezh, buhez ar re holl a zo war vor ganit".

Alors, gardez confiance, mes amis ! J’ai foi en Dieu : il en sera comme il m’a été dit. Ac 27, 25 : Dre se, ho pet kalon, gwazed. Fiziout a ran war Zoue e c’hoarvezo dres e-giz ma-z eo bet lavaret din.

Nous devons échouer sur une île. » Ac 27, 26 : Met war un enezenn bennak e tleomp skeiñ.

Or, la quatorzième nuit que nous dérivions sur la mer Adria, vers minuit, les matelots ont pressenti l’approche d’une terre. Ac 27, 27 : Ar pevarzekvet nozvezh a oa ma oamp kaset-digaset war vor Adria, pa raksantas ar verdeidi, war-dro hanternoz, e tostae outo un douar bennak.

Ils ont lancé la sonde et trouvé vingt brasses ; un peu plus loin, ils l’ont lancée de nouveau et trouvé quinze brasses. Ac 27, 28 : O teurel ar sont e kavjont ugent gourhedad hag aet un tammig larkoc’h, o teurel ar sont adarre, e kavjont pemzek gourhedad.

Craignant que nous n’allions échouer sur des rochers, ils ont jeté quatre ancres à l’arrière, et ils appelaient de leurs vœux la venue du jour. Ac 27, 29 : Aon ganto na skofemp war gerreg-tarzh, e taoljont pevar eor diouzh an aros, en ur hetiñ ar gouloù-deiz.

C’est alors qu’ils ont cherché à s’enfuir du bateau, et qu’ils ont descendu la chaloupe à la mer sous prétexte d’aller tirer les ancres de la proue. Ac 27, 30 : Met ar verdeidi a glaske tec’hout diouzh al lestr, ha lezet o devoa da ziskenn ar vag vihan er mor, war zigarez mont da stegnañ an eorioù pelloc’h diouzh ar staon.

Paul a dit alors au centurion et aux soldats : « Si ces gens-là ne restent pas sur le bateau, vous ne pouvez pas être sauvés. » Ac 27, 31 : Neuze Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded : « Mar ne chom ket ar re-se war al lestr, ne c’hellit ket c’hwi bezañ saveteet ».

À ce moment, les soldats ont coupé les filins de la chaloupe et l’ont laissé partir. Ac 27, 32 : Neuze ar soudarded a droc’has kerdin ar vag vihan d’he lezel da gouezhañ.

En attendant que le jour se lève, Paul exhortait tout le monde à prendre de la nourriture : « Voilà aujourd’hui le quatorzième jour que vous restez dans l’expectative, sans manger ni rien prendre. Ac 27, 33 : O c’hortoz ma parfe an deiz, e roe Paol ali start d’an holl da gemer boued, o lavarout : « Setu pevarzek devezh, hiziv, ma kendalc’hit da c’hortoz o chom war yun, hep kemer netra.

Je vous exhorte donc à prendre de la nourriture, car il y va de votre salut : aucun de vous ne perdra un cheveu de sa tête. » Ac 27, 34 : Gant-se e alian deoc’h kemer boued. Rak an dra-se a dalv evit ho silvidigezh. Hini ebet ac’hanoc’h ne gollo ur vlevenn diouzh e benn ».

Ayant dit cela, il a pris du pain, il a rendu grâce à Dieu devant tous, il l’a rompu, et il s’est mis à manger. Ac 27, 35 : O vezañ komzet evel-se e kemeras bara, e lavaras bennozh da Zoue dirak an holl, e rannas ar bara hag en em lakaas da zebriñ.

Alors tous, retrouvant confiance, ont eux aussi pris de la nourriture. Ac 27, 36 : Neuze an holl, deuet kalon dezho, a gemeras boued int ivez.

Nous étions en tout deux cent soixante-seize personnes sur le bateau. Ac 27, 37 : Bez’ e oamp war al lestr, etrezomp holl, daou c’hant c’hwezek den ha tri-ugent.

Une fois rassasiés, on cherchait à alléger le bateau en jetant les vivres à la mer. Ac 27, 38 : Debret ganto o gwalc’h en em lakjont da skañvaat al lestr, o stlepel kuit an ed er mor.

Quand il fit jour, on ne reconnaissait pas la terre, mais on apercevait une baie avec une plage, vers laquelle on voulait, si possible, faire avancer le bateau. Ac 27, 39 : Pa zeuas an deiz, ne anavezjont ket an douar, met spurmantañ a raent hepken ur pleg-mor gant un aod-traezh, e-lec’h ma raent o soñj, m’o deve an tu, da gas al lestr da skeiñ.

Les matelots ont alors décroché les ancres pour les abandonner à la mer, ils ont détaché les câbles des gouvernails et hissé une voile au vent pour gagner la plage. Ac 27, 40 : Distagañ a rejont an eorioù da vont gant ar mor, ha war un dro e tistardjont ereoù ar sturioù. Neuze o sevel d’an avel ar ouel vizan kornek e klaskent mont d’an aod.

Mais ayant touché un banc de sable, ils ont fait échouer le navire. La proue, qui s’était enfoncée, restait immobile, tandis que la poupe se disloquait sous la violence des vagues. Ac 27, 41 : Met o vezañ aet sko ouzh ur vazenn etre div gasenn, e sankjont al lestr e-barzh, ar staon, peget start, a chome difiñv, met an aros a yae a dammoù dindan nerzh an houl.

Les soldats ont eu alors l’intention de tuer les prisonniers pour éviter que l’un d’eux s’enfuie à la nage. Ac 27, 42 : Ar soudarded a vennas neuze lazhañ ar brizonidi, gant aon na dec’hfe hini pe hini war-neuñv.

Mais le centurion, voulant sauver Paul, les a empêchés de réaliser leur projet ; il a ordonné de gagner la terre : à ceux qui savaient nager, en se jetant à l’eau les premiers, Ac 27, 43 : Met ar c’hantener, gant ar c’hoant da saveteiñ Paol, a viras outo da gas o soñj da benn. Reiñ a reas urzh d’ar re a oa gouest da neuial d’en em deurel en dour da gentañ, ha da dizhout an douar,

aux autres soit sur des planches, soit sur des débris du bateau. C’est ainsi que tous sont parvenus à terre sains et saufs. Ac 27, 44 : ha d’ar re all da vont, darn war blenk, darn all war dammoù peñse eus al lestr. Hag evel-se e c’hoarvezas gant an holl erruout yac’h ha salv betek an douar.