Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 20

Oberoù an Ebestel - Pennad 20

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 20



Quand le tumulte se fut calmé, Paul fit venir les disciples et les encouragea ; puis, les ayant salués, il se mit en route pour la Macédoine. Ac 20, 1 : Pa voe paouezet an tousmac’h e vodas Paol an diskibien, ha goude un erbedadenn dezho e kimiadas diouto, da vont en hent war-zu Makedonia.

Après avoir traversé la région en adressant aux disciples de nombreuses paroles d’encouragement, il arriva en Grèce Ac 20, 2 : Treuzet gantañ ar c’hornioù-bro-se en ur gennerzhañ an diskibien gant kalz komzoù ez erruas e Bro-Hellas

et y passa trois mois. Il allait prendre la mer pour la Syrie, lorsqu’à la suite d’un complot des Juifs contre lui, il décida de repasser par la Macédoine. Ac 20, 3 : Tremen a reas eno tri mizvezh. Met dre ma voe aozet en e enep un irienn a-berzh ar Yuzevien p’edo war-nes pignat el lestr da vont da Siria, e reas e soñj da zistreiñ dre Vakedonia.

Il était accompagné par Sopatros, fils de Pyrrhos de Bérée, par Aristarque et Secundus de Thessalonique, par Gaïos de Derbé, par Timothée, ainsi que par Tychique et Trophime de la province d’Asie. Ac 20, 4 : Da gumpagnuned gantañ edo Sopatros, mab Pirros eus Beroia, an Desalonikiz Aristarkos ha Sekundos, Gaios eus Derbe ha Timozeos, an Aziaded Tic’hikos ha Trofimos.

Ces derniers étaient partis en avant et nous attendaient à Troas. Ac 20, 5 : Ar re-mañ, o vezañ aet en hent a-raok deomp, a chomas d’hor gortoz e Troiaz.

Quant à nous, après la Pâque, nous avons embarqué à Philippes ; et, au bout de cinq jours, nous les avons rejoints à Troas, où nous avons passé sept jours. Ac 20, 6 : Ni avat a yeas kuit dre lestr diouzh Filipos, war-lerc’h devezhioù an Dic’hoell, hag a-benn pemp devezh e tegouezhemp en-dro ganto e Troiaz. Eno e tremenjomp seizh devezh.

Le premier jour de la semaine, nous étions rassemblés pour rompre le pain, et Paul, qui devait partir le lendemain, s’entretenait avec ceux qui étaient là. Il continua de parler jusqu’au milieu de la nuit, Ac 20, 7 : Da zeiz kentañ ar sizhun edomp bodet da rannañ ar bara, ha Paol, hag a zlee mont kuit antronoz, a zivize ganto hag a gendalc’has gant e gomz betek hanternoz.

car, dans la salle du haut où nous étions rassemblés, il y avait suffisamment de lampes. Ac 20, 8 : Kalzik a lampoù a oa er gambr-ouzh-krec’h m’edomp bodet enni.

Un jeune garçon nommé Eutyque, assis sur le rebord de la fenêtre, fut gagné par un profond sommeil tandis que Paul prolongeait l’entretien ; pris par le sommeil, il tomba du troisième étage et, quand on le souleva, il était mort. Ac 20, 9 : Koulskoude ur c’hrennard, Eutic’hos e anv, azezet war riblenn ar prenestr, a voe gounezet gant ur c’housk pounner e-keit ha m’edo Paol o prezeg atav. Sachet d’an traoñ gant e gousk, e kouezhas eus an trede solieradur hag a voe savet kuit marv.

Paul descendit, se précipita sur lui et le prit dans ses bras en disant : « Ne vous agitez pas ainsi : le souffle de vie est en lui ! » Ac 20, 10 : Met Paol a ziskennas, a stouas warnañ hag a gemeras anezhañ etre e zivvrec’h en ur lavarout : « Na vezit ket strafuilhet. Rak e vuhez a zo ennañ ».

Il remonta, rompit le pain et mangea ; puis il conversa avec eux assez longtemps, jusqu’à l’aube ; ensuite il s’en alla. Ac 20, 11 : Pignat a reas en-dro, rannañ ar bara hag e dañva, ha da c’houde e prezegas c’hoazh hir a-walc’h betek gouloù-deiz ha neuze ez eas kuit.

Quant au garçon, on l’emmena bien vivant, et ce fut un immense réconfort. Ac 20, 12 : Ar bugel avat a voe degaset bev d’ar gêr, ha ne voe ket ur frealz dister.

Pour nous, ayant pris les devants par bateau, nous avons gagné le large pour Assos, où nous devions reprendre Paul ; celui-ci, en effet, devait y aller par la route : ainsi en avait-il disposé. Ac 20, 13 : Ni avat, o vezañ pignet en e raok war al lestr, a verdeas etrezek Asos, e-lec’h ma tleemp adkemer Paol ganeomp. Rak evel-se en devoa divizet, eñ e-unan a zeufe gant an hent.

Lorsqu’il nous a rejoints à Assos, nous l’avons repris pour aller à Mitylène. Ac 20, 14 : P’en devoe hon tizhet e Asos, e voe adkemeret ganeomp da vont betek Mitilene.

Nous avons embarqué le lendemain et, de là, nous sommes parvenus en face de Khios ; le jour suivant, nous avons fait la traversée jusqu’à Samos, et le jour d’après nous sommes allés jusqu’à Milet. Ac 20, 15 : Ac’hano ez ejomp kuit dre vor evit erruout en devezh war-lerc’h dirak Kios, antronoz e verdejomp etrezek Samos ha degouezhout en devezh war-lerc’h e Miletos.

En effet, Paul avait pris la décision de passer au large d’Éphèse pour ne pas avoir à rester trop longtemps dans la province d’Asie, car il se hâtait pour être, si possible, à Jérusalem le jour de la Pentecôte. Ac 20, 16 : Rak divizet en devoa Paol merdeiñ en donvor da Efezos, evit na c’hoarvezfe ket gantañ daleañ en Azia. Hastañ a rae, e kement ha m’en devoa an tu, evit bezañ e Jeruzalem, ma c’hellfe bezañ, a-benn deiz ar Pantekost.

Depuis Milet, il envoya un message à Éphèse pour convoquer les Anciens de cette Église. Ac 20, 17 : Eus Miletos e kasas da Efezos tud da c’hervel Henaourien an Iliz. Pa voent erruet betek ennañ e lavaras dezho :

Quand ils furent arrivés auprès de lui, il leur adressa la parole : « Vous savez comment je me suis toujours comporté avec vous, depuis le premier jour où j’ai mis le pied en Asie : Ac 20, 18 : « C’hwi a oar penaos, diwar an deiz kentañ m’em eus lakaet va zreid en Azia, em eus en em renet e pep amzer,

j’ai servi le Seigneur en toute humilité, dans les larmes et les épreuves que m’ont values les complots des Juifs ; Ac 20, 19 : o servijañ an Aotrou gant pep izelegezh ha gant daeroù e-kreiz ar gwall-enkadennoù a c’hoarveze ganin diwar itrikoù ar Yuzevien.

je n’ai rien négligé de ce qui était utile, pour vous annoncer l’Évangile et vous donner un enseignement en public ou de maison en maison. Ac 20, 20 : N’em eus argilet dirak netra pa c’helle bezañ talvoudus evidoc’h. Prezeget em eus deoc’h, ho kelennet em eus pe el lec’hioù boutin,

Je rendais témoignage devant Juifs et Grecs pour qu’ils se convertissent à Dieu et croient en notre Seigneur Jésus. Ac 20, 21 : pe en tiez prevez, en ur aspediñ ken ar Yuzevien, ken ar C’hresianed, da zistreiñ ouzh Doue ha da gaout ar feiz en hon Aotrou Jezuz.

Et maintenant, voici que je suis contraint par l’Esprit de me rendre à Jérusalem, sans savoir ce qui va m’arriver là-bas. Ac 20, 22 : Ha bremañ setu me ereet dija a spered, o vont war-zu Jeruzalem, hep anavezout petra a zegouezho din enni,

Je sais seulement que l’Esprit Saint témoigne, de ville en ville, que les chaînes et les épreuves m’attendent. Ac 20, 23 : nemet emañ ar Spered Santel, eus an eil kêr d’eben, o tegemenn din ez eus chadennoù ha trubuilhoù ouzh va gortoz.

Mais en aucun cas, je n’accorde du prix à ma vie, pourvu que j’achève ma course et le ministère que j’ai reçu du Seigneur Jésus : rendre témoignage à l’évangile de la grâce de Dieu. Ac 20, 24 : Met e stumm ebet ne roan talvoudegezh d’am buhez, gant ma kasin da benn va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz, dougen testeni da Aviel gras Doue.

Et maintenant, je sais que vous ne reverrez plus mon visage, vous tous chez qui je suis passé en proclamant le Royaume. Ac 20, 25 : Bremañ eta, me oar ne welot mui va dremm, c’hwi holl am eus tremenet en ho touez en ur embann ar Rouantelezh.

C’est pourquoi j’atteste aujourd’hui devant vous que je suis pur du sang de tous, Ac 20, 26 : Setu perak e testenian deoc’h hiziv ez on dinamm diouzh gwad an holl.

car je n’ai rien négligé pour vous annoncer tout le dessein de Dieu. Ac 20, 27 : Rak biskoazh n’em eus souzet pa veze da brezeg deoc’h en e bezh mennad Doue.

Veillez sur vous-mêmes, et sur tout le troupeau dont l’Esprit Saint vous a établis responsables, pour être les pasteurs de l’Église de Dieu, qu’il s’est acquise par son propre sang. Ac 20, 28 : Eveshait warnoc’h hoc’h-unan ha war an holl deñved en deus ar Spered Santel ho lakaet da episkobed warno, da vezañ mesaerien Iliz Doue, an Iliz-se en deus prenet gant e wad e-unan.

Moi, je sais qu’après mon départ, des loups redoutables s’introduiront chez vous et n’épargneront pas le troupeau. Ac 20, 29 : Me oar en em silo, goude va disparti, bleizi kriz en ho touez ha n’espernint ket ar bagad-deñved.

Même du milieu de vous surgiront des hommes qui tiendront des discours pervers pour entraîner les disciples à leur suite. Ac 20, 30 : Hag eus ho touez hoc’h-unan e savo tud o tisplegañ kelennadurezh kamm, evit sachañ an diskibien war o lerc’h.

Soyez donc vigilants, et souvenez-vous que, durant trois ans, nuit et jour, je n’ai cessé, dans les larmes, de reprendre chacun d’entre vous. Ac 20, 31 : Dre-se bezit o veilhañ, ho pet koun penaos, e-pad tri bloaz, noz-deiz, n’em eus ket ehanet gant daeroù da zivankañ pep hini ac’hanoc’h.

Et maintenant, je vous confie à Dieu et à la parole de sa grâce, lui qui a le pouvoir de construire l’édifice et de donner à chacun l’héritage en compagnie de tous ceux qui ont été sanctifiés. Ac 20, 32 : Ha bremañ, ho fiziout a ran e Doue hag e Komz e C’hras, hag a zo gouest da sevel an ti ha da reiñ deoc’h ho lod-hêrezh gant an holl sent.

Je n’ai convoité ni l’argent ni l’or ni le vêtement de personne. Ac 20, 33 : Arc’hant pe aour pe wiskamant den ebet n’em eus c’hoantaet.

Vous le savez bien vous-mêmes : les mains que voici ont pourvu à mes besoins et à ceux de mes compagnons. Ac 20, 34 : C’hwi hoc’h-unan a oar penaos, d’am ezhommoù ha da re va c’humpagnuned o deus pourvezet an daouarn-mañ.

En toutes choses, je vous ai montré qu’en se donnant ainsi de la peine, il faut secourir les faibles et se souvenir des paroles du Seigneur Jésus, car lui-même a dit : Il y a plus de bonheur à donner qu’à recevoir. » Ac 20, 35 : Bepred em eus diskouezet deoc’h gant va skouer, ez eo evel-se, o poaniañ, e ranker skoazellañ ar re wan, en ur zerc’hel koun eus komzoù an Aotrou Jezuz en deus lavaret e-unan : « Brasoc’h eürusted a vez o reiñ eget o resev ».

Quand Paul eut ainsi parlé, il s’agenouilla et pria avec eux tous. Ac 20, 36 : Hag o vezañ komzet evel-se ez eas d’an daoulin da bediñ ganto.

Tous se mirent à pleurer abondamment ; ils se jetaient au cou de Paul et l’embrassaient ; Ac 20, 37 : An holl a zifronke gant kalz daeroù, hag o lammat ouzh gouzoug Paol e pokent dezhañ,

ce qui les affligeait le plus, c’est la parole qu’il avait dite : « Vous ne verrez plus mon visage ». Puis on l’accompagna jusqu’au bateau. Ac 20, 38 : glac’haret dreist-holl gant ar gomz en devoa lavaret : ne zleent mui ken adwelout e zremm. Hag e ambroug a rejont betek al lestr.