Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 5

Oberoù an Ebestel - Pennad 5

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 5



Un homme du nom d’Ananie, avec son épouse Saphira, vendit une propriété ; Ac 5, 1 : Un den e anv Anania, gant Safira e wreg, a werzhas un domani,

il détourna pour lui une partie du montant de la vente, de connivence avec sa femme, et il apporta le reste pour le déposer aux pieds des Apôtres. Ac 5, 2 : met, kenwall ganti, e talc’has un darn eus ar priz diouzh e du ; hag en ur zegas an darn all, e lakaas anezhi e-harz treid an Ebestel.

Pierre lui dit : « Ananie, comment se fait-il que Satan a envahi ton cœur, pour que tu mentes à l’Esprit, l’Esprit Saint, et que tu détournes pour toi une partie du montant du domaine ? Ac 5, 3 : Met Pêr a lavaras : « Anania, perak en deus Satan leuniet da galon, ma livez gevier d’ar Spered Santel en ur virout ganit darn eus priz da bark ?

Tant que tu le possédais, il était bien à toi, et après la vente, tu pouvais disposer de la somme, n’est-ce pas ? Alors, pourquoi ce projet a-t-il germé dans ton cœur ? Tu n’as pas menti aux hommes, mais à Dieu. » Ac 5, 4 : Pa oa dit, daoust ha n’helles ket derc’hel d’ober gantañ, hag ur wech gwerzhet, daoust ha ne chome ket ar priz dit-te d’ober diouzh da soñj ? Perak ac’h eus lakaet ez kalon ur seurt mennozh ? N’eo ket ouzh tud ac’h eus lavaret gevier, met ouzh Doue ».

En entendant ces paroles, Ananie tomba, et il expira. Une grande crainte saisit tous ceux qui apprenaient la nouvelle. Ac 5, 5 : O klevout ar c’homzoù-se, Anania a gouezhas d’an douar en ur dennañ e huanad diwezhañ. Ur spont bras a grogas e kement hini e glevas.

Les jeunes gens se levèrent, enveloppèrent le corps, et ils l’emportèrent pour l’enterrer. Ac 5, 6 : Ar baotred yaouank a zeuas, a bakas e gorf hag a zougas anezhañ er-maez d’e zouarañ.

Il se passa environ trois heures, puis sa femme entra sans savoir ce qui était arrivé. Ac 5, 7 : Un teir eurvezh bennak a dremenas, hag e wreg, hep gouzout ar pezh a oa c’hoarvezet, a zeuas tre.

Pierre l’interpella : « Dis-moi : le domaine, c’est bien à ce prix-là que vous l’avez cédé ? » Elle dit : « Oui, c’est à ce prix-là. » Ac 5, 8 : Pêr a c’houlennas outi : « Lavar din ha kement-mañ hoc’h eus gwerzhet ar park ». Hi a respontas : « Ya, kement-se ».

Pierre reprit : « Pourquoi cet accord entre vous pour mettre à l’épreuve l’Esprit du Seigneur ? Voici que sont à la porte les pas de ceux qui ont enterré ton mari ; ils vont t’emporter ! » Ac 5, 9 : Neuze Pêr a lavaras dezhi : « Penaos hoc’h eus en em glevet evit amprouiñ Spered an Aotrou ? Setu m’emañ e-kichen an nor treid ar re o deus douaret da zen, ha dont a reont ivez d’az tougen ».

Aussitôt, elle tomba à ses pieds, et elle expira. Les jeunes gens, qui rentraient, la trouvèrent morte, et ils l’emportèrent pour l’enterrer auprès de son mari. Ac 5, 10 : War an taol e kouezhas d’an douar en ur dennañ he huanad diwezhañ. Ar baotred yaouank o tont e-barzh a gavas anezhi marv ; hag o tougen he c’horf er-maez e touarjont anezhi e-kichen he gwaz.

Une grande crainte saisit toute l’Église et tous ceux qui apprenaient cette nouvelle. Ac 5, 11 : Ur spont bras a grogas neuze en Iliz a-bezh hag er re holl a glevas keloù eus kement-se.

Par les mains des Apôtres, beaucoup de signes et de prodiges s’accomplissaient dans le peuple. Tous les croyants, d’un même cœur, se tenaient sous le portique de Salomon. Ac 5, 12 : Dre zaouarn an Ebestel e veze graet sinoù ha burzhudoù e-leizh e-touez ar bobl. Bez e vezent holl a-unvouezh, dindan porched Salomon,

Personne d’autre n’osait se joindre à eux ; cependant tout le peuple faisait leur éloge ; Ac 5, 13 : ha den ebet eus ar re all ne grede en em unaniñ outo, met ar bobl a rae meuleudi anezho.

de plus en plus, des foules d’hommes et de femmes, en devenant croyants, s’attachaient au Seigneur. Ac 5, 14 : Muioc’h-mui e teue krederien d’en em stagañ ouzh an Aotrou, un engroez a wazed hag a vaouezed.

On allait jusqu’à sortir les malades sur les places, en les mettant sur des civières et des brancards : ainsi, au passage de Pierre, son ombre couvrirait l’un ou l’autre. Ac 5, 15 : Ken e tegased er-maez war ar straedoù ar glañvourien, hag e lakaed anezho aze, war gweleoù ha fledoù, a-benn ma teufe Pêr da dremen ha ma c’hoarvezfe d’e skeud da nebeutañ d’en em ledañ war hini pe hini anezho.

La foule accourait aussi des villes voisines de Jérusalem, en amenant des gens malades ou tourmentés par des esprits impurs. Et tous étaient guéris. Ac 5, 16 : Deredek a rae ivez engroez an dud eus ar c’hêrioù en-dro da Jeruzalem, o tougen klañvourien ha tud gwallgaset gant speredoù hudur, hag holl e vezent pareet.

Alors intervint le grand prêtre, ainsi que tout son entourage, c’est-à-dire le groupe des sadducéens, qui étaient remplis d’une ardeur jalouse pour la Loi. Ac 5, 17 : Neuze en em savas an Arc’hbeleg hag an dud a-du gantañ, da lavarout eo ar re eus kostezenn ar Sadukeidi ; leun-barr a zroukrañs

Ils mirent la main sur les Apôtres et les placèrent publiquement sous bonne garde. Ac 5, 18 : e taoljont o dorn war an Ebestel hag e lakjont anezho e toull-bac’h Kêr.

Mais, pendant la nuit, l’ange du Seigneur ouvrit les portes de la prison et les fit sortir. Il leur dit : Ac 5, 19 : Met Ael an Aotrou, e-pad an noz, a zigoras dorioù an toull-bac’h, hag o vezañ o c’haset er-maez, e lavaras dezho :

« Partez, tenez-vous dans le Temple et là, dites au peuple toutes ces paroles de vie. » Ac 5, 20 : « Kerzhit war-raok ha gant hardizhegezh, displegit en Templ d’ar bobl kement a sell ouzh ar vuhez-se ».

Ils l’écoutèrent ; dès l’aurore, ils entrèrent dans le Temple, et là, ils enseignaient. Alors arriva le grand prêtre, ainsi que son entourage. Ils convoquèrent le Conseil suprême, toute l’assemblée des anciens d’Israël, et ils envoyèrent chercher les Apôtres dans leur cachot. Ac 5, 21 : O sentiñ ouzh ar c’hemenn-se ez ejont adal gouloù-deiz e-barzh an Templ hag en em lakjont da gelenn. An Arc’hbeleg avat o vezañ erruet gant tud e gostezenn, a c’halvas ar Sanedrin hag holl sened mibien Israel. Kas a rejont tud d’an toull-bac’h da zegas dezho an Ebestel.

En arrivant, les gardes ne les trouvèrent pas à la prison. Ils revinrent donc annoncer : Ac 5, 22 : Met ar warded, o vezañ aet war al lec’h, n’o c’havjont ket er c’harc’har ; distreiñ a rejont da gemenn ar c’heloù :

« Nous avons trouvé le cachot parfaitement verrouillé, et les gardes en faction devant les portes ; mais, quand nous avons ouvert, nous n’avons trouvé personne à l’intérieur. » Ac 5, 23 : « An toull-bac’h hon eus kavet serret pervezh, hag ar warded en o flas ouzh an dorioù. Met p’hon eus o digoret, n’hon eus kavet e-barzh den ebet ! »

Ayant entendu ce rapport, le commandant du Temple et les grands prêtres, tout perplexes, se demandaient ce qu’il adviendrait de cette affaire. Ac 5, 24 : Pa glevjont ar c’homzoù-se, pennward an Templ hag an Arc’hbeleien, nec’het-bras diwar-benn an Ebestel, en em c’houlenne petra 'dalveze an dra-se da lavarout.

Là-dessus, quelqu’un vient leur annoncer : « Les hommes que vous aviez mis en prison, voilà qu’ils se tiennent dans le Temple et enseignent le peuple ! » Ac 5, 25 : met setu o tont un den a roas dezho ar c’heloù-mañ : « Ar wazed hoc’h eus lakaet en toull-bac’h, setu m’emaint en Templ, hag o kelenn ar bobl ».

Alors, le commandant partit avec son escorte pour les ramener, mais sans violence, parce qu’ils avaient peur d’être lapidés par le peuple. Ac 5, 26 : Neuze ar pennward hag e dud a yeas d’o c’herc’hat, met hep ober gant drouk-nerzh, aon m’o devoa rak ar bobl da vezañ labezet.

Ayant amené les Apôtres, ils les présentèrent au Conseil suprême, et le grand prêtre les interrogea : Ac 5, 27 : O vezañ o degaset, e rejont dezho mont dirak ar Sanedrin. O goulennata a reas an Arc’hbeleg evel-hen :

« Nous vous avions formellement interdit d’enseigner au nom de celui-là, et voilà que vous remplissez Jérusalem de votre enseignement. Vous voulez donc faire retomber sur nous le sang de cet homme ! » Ac 5, 28 : « Gourc’hemennet groñs hor boa deoc’h chom hep kelenn an anv-se ; ha setu m’hoc’h eus leuniet Jeruzalem gant ho kelennadurezh. Hag-eñ e fell deoc’h lakaat da gouezhañ warnomp gwad an den-se ? »

En réponse, Pierre et les Apôtres déclarèrent : « Il faut obéir à Dieu plutôt qu’aux hommes. Ac 5, 29 : Respont a reas Pêr hag an Ebestel en ur lavarout : « Sentiñ a zleer ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.

Le Dieu de nos pères a ressuscité Jésus, que vous aviez exécuté en le suspendant au bois du supplice. Ac 5, 30 : Doue hon Tadoù en deus adsavet Jezuz hoc’h eus c’hwi lakaet d’ar marv, dre e stagañ a-ispilh ouzh ar c’hoad.

C’est lui que Dieu, par sa main droite, a élevé, en faisant de lui le Prince et le Sauveur, pour accorder à Israël la conversion et le pardon des péchés. Ac 5, 31 : Hennezh eo en deus Doue uhelsavet dre nerzh e zorn dehou, ouzh e lakaat da Bennrener ha da Salver, evit reiñ da Israel keuzidigezh ha pardon e bec’hedoù.

Quant à nous, nous sommes les témoins de tout cela, avec l’Esprit Saint, que Dieu a donné à ceux qui lui obéissent. » Ac 5, 32 : Ha ni a zo testoù d’an holl draoù-se, ni hag ar Spered Santel en deus Doue roet d’ar re a sent outañ ».

Ceux qui les avaient entendus étaient exaspérés et projetaient de les supprimer. Ac 5, 33 : Int avat ouzh o c’hlevout, a skrigne gant ar gounnar hag a rae o soñj d’o lazhañ.

Alors, dans le Conseil suprême, intervint un pharisien nommé Gamaliel, docteur de la Loi, qui était honoré par tout le peuple. Il ordonna de les faire sortir un instant, Ac 5, 34 : Met sevel a reas e-kreiz ar Sanedrin ur Farizian e anv Gamaliel, doktor war al Lezenn, enoret gant ar bobl a-bezh ; gourc’hemenn a reas lakaat ar wazed er-maez, ur pennadig.

puis il dit : « Vous, Israélites, prenez garde à ce que vous allez faire à ces gens-là. Ac 5, 35 : Hag e lavaras d’ar varnerien : « Gwazed Israel, en em soñjit mat petra emaoc’h o vont d’ober e-keñver an dud-se.

Il y a un certain temps, se leva Theudas qui prétendait être quelqu’un, et à qui se rallièrent quatre cents hommes environ ; il a été supprimé, et tous ses partisans ont été mis en déroute et réduits à rien. Ac 5, 36 : Rak dija en hon amzer en deus en em ziskouezet Teudas, o lavarout e oa un den anezhañ, a zastumas en-dro dezhañ un niver a bevar c’hant bennak a dud. Lazhet e voe ha neuze ar re holl a fizie warnañ en em zistrollas hag a yeas da netra.

Après lui, à l’époque du recensement, se leva Judas le Galiléen qui a entraîné beaucoup de monde derrière lui. Il a péri lui aussi, et tous ses partisans ont été dispersés. Ac 5, 37 : War e lerc’h e teuas Judaz ar Galilead, en amzer an Niveradeg, hag a sachas tud d’e heul ; eñ ivez a varvas trumm, hag ar re holl a fizie warnañ a voe strewet a bep tu.

Eh bien, dans la circonstance présente, je vous le dis : ne vous occupez plus de ces gens-là, laissez-les. En effet, si leur résolution ou leur entreprise vient des hommes, elle tombera. Ac 5, 38 : Ha bremañ eta e lavaran deoc’h : Chomit hep ober war-dro an dud-se ha lezit-i da vont : rak ma-z eo eus an dud an embregadenn pe an oberenn-se, ez aio d’an traoñ ;

Mais si elle vient de Dieu, vous ne pourrez pas les faire tomber. Ne risquez donc pas de vous trouver en guerre contre Dieu. » Les membres du Conseil se laissèrent convaincre ; Ac 5, 39 : met ma-z eo eus Doue ne c’hellot ket o diskar, ha riskl ho pefe c’hoazh da vezañ kavet oc’h ober brezel ouzh Doue ! ». Mont a rejont a-du gant e vennozh.

ils rappelèrent alors les Apôtres et, après les avoir fait fouetter, ils leur interdirent de parler au nom de Jésus, puis ils les relâchèrent. Ac 5, 40 : Gervel a rejont neuze an Ebestel en-dro ; hag o vezañ skourjezet anezho, e c’hourc’hemennjont dezho chom hep komz e anv Jezuz. Hag o lezel a rejont da vont.

Quant à eux, quittant le Conseil suprême, ils repartaient tout joyeux d’avoir été jugés dignes de subir des humiliations pour le nom de Jésus. Ac 5, 41 : Int-i neuze a yeas kuit a-zirak ar Sanedrin, leun a levenez o vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit an Anv.

Tous les jours, au Temple et dans leurs maisons, sans cesse, ils enseignaient et annonçaient la Bonne Nouvelle : le Christ, c’est Jésus. Ac 5, 42 : Ha bemdez, en Templ hag en tiez, n’ehanent ket da gelenn ha da embann keloù-mat ar C’hrist Jezuz.