Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Oberoù an Ebestel » Pennad 9

Oberoù an Ebestel - Pennad 9

Levr : Oberoù an Ebestel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 9



Saul était toujours animé d’une rage meurtrière contre les disciples du Seigneur. Il alla trouver le grand prêtre Ac 9, 1 : Saoul avat ne veze kaoz gantañ nemet eus gourdrouz ha lazhadeg a-enep diskibien an Aotrou. Mont a reas da gaout an Arc’hbeleg

et lui demanda des lettres pour les synagogues de Damas, afin que, s’il trouvait des hommes et des femmes qui suivaient le Chemin du Seigneur, il les amène enchaînés à Jérusalem. Ac 9, 2 : hag e c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, ma c’hellfe degas chadennet da Jeruzalem ar wazed kenkoulz hag ar maouezed a gavfe oc’h heuliañ an Hent.

Comme il était en route et approchait de Damas, soudain une lumière venant du ciel l’enveloppa de sa clarté. Ac 9, 3 : Edo o vont ha tostaat a rae ouzh Damask pa luc’has a-daol-trumm en-dro dezhañ ur sklerijenn o tont eus an neñv.

Il fut précipité à terre ; il entendit une voix qui lui disait : « Saul, Saul, pourquoi me persécuter ? » Ac 9, 4 : O kouezhañ d’an douar e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ : « Saoul, Saoul, perak am heskinez ? »

Il demanda : « Qui es-tu, Seigneur ? » La voix répondit : « Je suis Jésus, celui que tu persécutes. Ac 9, 5 : Goulenn a reas « Piv out-te, Aotrou ? » Hag eñ a respontas : « Me eo Jezuz, an hini a heskinez.

Relève-toi et entre dans la ville : on te dira ce que tu dois faire. » Ac 9, 6 : Met sav en-dro ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus da ober ».

Ses compagnons de route s’étaient arrêtés, muets de stupeur : ils entendaient la voix, mais ils ne voyaient personne. Ac 9, 7 : Ar wazed a veaje gantañ a oa chomet a-sav, mut gant ar sebez : klevout a raent ar vouezh, met ne welent den ebet.

Saul se releva de terre et, bien qu’il eût les yeux ouverts, il ne voyait rien. Ils le prirent par la main pour le faire entrer à Damas. Ac 9, 8 : Saoul a savas diwar an douar, met goude ma oa digor e zaoulagad ne wele netra. Ouzh e vleinañ gant an dorn, e kasjont anezhañ e-barzh Damask.

Pendant trois jours, il fut privé de la vue et il resta sans manger ni boire. Ac 9, 9 : E-pad tri devezh e chomas hep gwelout, hep debriñ nag evañ.

Or, il y avait à Damas un disciple nommé Ananie. Dans une vision, le Seigneur lui dit : « Ananie ! » Il répondit : « Me voici, Seigneur. » Ac 9, 10 : Bez’ e oa un diskibl e Damask, Anania e anv, ma lavaras dezhañ an Aotrou en ur weledigezh : « Anania ! » Eñ a respontas : « Setu me, Aotrou ! ».

Le Seigneur reprit : « Lève-toi, va dans la rue appelée rue Droite, chez Jude : tu demanderas un homme de Tarse nommé Saul. Il est en prière, Ac 9, 11 : Hag an Aotrou dezhañ : « Sav, ha kae d’ar straed a anver ar straed eeun, ha klask e ti Youda un den, anvet Saoul, eus Tarsoz.

et il a eu cette vision : un homme, du nom d’Ananie, entrait et lui imposait les mains pour lui rendre la vue. » Ac 9, 12 : Setu m’emañ o pediñ, ha gwelet en deus un den, e anv Anania, oc’h antren hag oc’h astenn e zaouarn warnañ, evit adreiñ ar gweled dezhañ ».

Ananie répondit : « Seigneur, j’ai beaucoup entendu parler de cet homme, et de tout le mal qu’il a fait subir à tes fidèles à Jérusalem. Ac 9, 13 : Met Anania a respontas : « Aotrou, klevet em eus gant kalz a dud meneg eus an den-se hag an droug ken bras en deus graet d’az sent e Jeruzalem.

Il est ici, après avoir reçu de la part des grands prêtres le pouvoir d’enchaîner tous ceux qui invoquent ton nom. » Ac 9, 14 : Hag amañ emañ gant galloud a-berzh an Arc’hbeleien da chadennañ ar re holl a bed da anv ».

Mais le Seigneur lui dit : « Va ! car cet homme est l’instrument que j’ai choisi pour faire parvenir mon nom auprès des nations, des rois et des fils d’Israël. Ac 9, 15 : Met respont a reas dezhañ an Aotrou : « Kae, rak ur benveg eus an dibab eo hennezh evidon da zougen va anv dirak ar broadoù, ar Rouaned ha mibien Israel.

Et moi, je lui montrerai tout ce qu’il lui faudra souffrir pour mon nom. » Ac 9, 16 : Rak me a ziskouezo dezhañ kement a zleo gouzañv evit va anv ».

Ananie partit donc et entra dans la maison. Il imposa les mains à Saul, en disant : « Saul, mon frère, celui qui m’a envoyé, c’est le Seigneur, c’est Jésus qui t’est apparu sur le chemin par lequel tu venais. Ainsi, tu vas retrouver la vue, et tu seras rempli d’Esprit Saint. » Ac 9, 17 : Neuze ez eas Anania war-raok, hag antreet en ti e lakaas e zaouarn warnañ hag e lavaras : « Saoul, va breur, an Aotrou eo an hini am c’has davedout, Jezuz hag en deus en em ziskouezet dit war an hent edos o tont gantañ, evit ma weli adarre ha ma vi leuniet gant ar Spered Santel ».

Aussitôt tombèrent de ses yeux comme des écailles, et il retrouva la vue. Il se leva, puis il fut baptisé. Ac 9, 18 : Kerkent e kouezhas diouzh e zaoulagad evel skant, ha gwelout a reas adarre, hag o vezañ savet e voe badezet.

Alors il prit de la nourriture et les forces lui revinrent. Il passa quelques jours à Damas avec les disciples Ac 9, 19 : Kemer a reas boued goude-se hag e teuas nerzh dezhañ. Chom a reas gant diskibien Damask un nebeut devezhioù.

et, sans plus attendre, il proclamait Jésus dans les synagogues, affirmant que celui-ci est le Fils de Dieu. Ac 9, 20 : Ha kerkent en em lakaas er sinagogennoù da brezeg diwar-benn Jezuz en ur embann ez eo eñ Mab Doue.

Tous ceux qui écoutaient étaient stupéfaits et disaient : « N’est-ce pas lui qui, à Jérusalem, s’acharnait contre ceux qui invoquent ce nom-là, et n’est-il pas venu ici afin de les ramener enchaînés chez les grands prêtres ? » Ac 9, 21 : Chom a rae sabatuet ar re holl a gleve, hag e lavarent : « Daoust ha n’eo ket hennezh a glaske diouzh e washañ, e Jeruzalem, a-enep ar re a bed an Anv-se ? Ha ma-z eo deuet amañ, hag-eñ n’eo ket evit o eren hag o c’has dirak an Arc’hbeleien ? »

Mais Saul, avec une force de plus en plus grande, réfutait les Juifs qui habitaient Damas, en démontrant que Jésus est le Christ. Ac 9, 22 : Met Saoul a greske muioc’h-mui e nerzh dezhañ, hag a zistroade gant e gomzoù ar Yuzevien annezet e Damask, en ur brouiñ ez eo Jezuz ar C’hrist.

Assez longtemps après, les Juifs tinrent conseil en vue de le supprimer. Ac 9, 23 : A-benn amzer a-walc’h en em guzulias ar Yuzevien kenetrezo evit e lazhañ.

Saul fut informé de leur machination. On faisait même garder les portes de la ville jour et nuit afin de pouvoir le supprimer. Ac 9, 24 : Met Saoul en devoe anaoudegezh eus o irienn. Diwallet e veze zoken dorioù-kêr, noz-deiz, evit dont a-benn d’e lazhañ.

Alors ses disciples le prirent de nuit ; ils le firent descendre dans une corbeille, jusqu’en bas, de l’autre côté du rempart. Ac 9, 25 : Met an diskibien, o vezañ e zegemeret e-pad an noz, a lakaas anezhañ da ziskenn dre ar voger-dro, en ur bouteg.

Arrivé à Jérusalem, Saul cherchait à se joindre aux disciples, mais tous avaient peur de lui, car ils ne croyaient pas que lui aussi était un disciple. Ac 9, 26 : Erruet e Jeruzalem e klaske mont e-touez an diskibien, met an holl o devoa aon razañ, ne gredent ket e vefe deuet da ziskibl.

Alors Barnabé le prit avec lui et le présenta aux Apôtres ; il leur raconta comment, sur le chemin, Saul avait vu le Seigneur, qui lui avait parlé, et comment, à Damas, il s’était exprimé avec assurance au nom de Jésus. Ac 9, 27 : Neuze Barnaba, o vezañ e gemeret gantañ, a gasas anezhañ dirak an Ebestel, hag a zanevellas dezho penaos, war an hent, en devoa gwelet an Aotrou, en devoa hemañ komzet outañ, ha penaos, e Damask, en devoa Saoul prezeget gant hardizhegezh e anv Jezuz.

Dès lors, Saul allait et venait dans Jérusalem avec eux, s’exprimant avec assurance au nom du Seigneur. Ac 9, 28 : Ha neuze e veze ganto o vont hag o tont e Jeruzalem, o prezeg gant hardizhegezh e anv an Aotrou.

Il parlait aux Juifs de langue grecque, et discutait avec eux. Mais ceux-ci cherchaient à le supprimer. Ac 9, 29 : Komz a rae ivez ha tabutal gant ar C’hresianegerien, met ar re-mañ a itrike evit e lazhañ.

Mis au courant, les frères l’accompagnèrent jusqu’à Césarée et le firent partir pour Tarse. Ac 9, 30 : Ar vreudeur, gouezet an dra-se ganto, a gasas anezhañ da Gaesarea, hag a reas dezhañ loc’hañ etrezek Tarsoz.

L’Église était en paix dans toute la Judée, la Galilée et la Samarie ; elle se construisait et elle marchait dans la crainte du Seigneur ; réconfortée par l’Esprit Saint, elle se multipliait. Ac 9, 31 : An Iliz eta, dre Judea, Galilea ha Samaria a-bezh, a oa e peoc’h. Kreskiñ a rae ha bevañ e doujañs an Aotrou, ha leuniet e oa gant kennerzh ar Spered Santel.

Or, il arriva que Pierre, parcourant tout le pays, se rendit aussi chez les fidèles qui habitaient Lod. Ac 9, 32 : C’hoarvezout a reas gant Pêr, o vont hag o tont dre ar vro, diskenn e ti ar sent a oa o chom e Lidda.

Il y trouva un homme du nom d’Énéas, alité depuis huit ans parce qu’il était paralysé. Ac 9, 33 : Kavout a reas eno un den, Aeneas e anv, a oa abaoe eizh vloaz gourvezet war e fled, seizet.

Pierre lui dit : « Énéas, Jésus Christ te guérit, lève-toi et fais ton lit toi-même. » Et aussitôt il se leva. Ac 9, 34 : Ha Pêr a lavaras dezhañ : « Aeneas, da bareañ a ra Jezuz Krist. Sav ha gra da-unan da wele ». Ha kerkent e voe en e sav.

Alors tous les habitants de Lod et de la plaine de Sarone purent le voir, et ils se convertirent en se tournant vers le Seigneur. Ac 9, 35 : E welout a reas ar re holl a oa o chom e Lidda hag e Saron, hag en em dreiñ a rejont ouzh an Aotrou.

Il y avait aussi à Jaffa une femme disciple du Seigneur, nommée Tabitha, ce qui se traduit : Dorcas (c’est-à-dire : Gazelle). Elle était riche des bonnes œuvres et des aumônes qu’elle faisait. Ac 9, 36 : E Jope e oa un diskiblez hec’h anv Tabita, ar pezh a vez troet gant ar ger Gazelenn. Houmañ a oa pinvidik gant an oberoù mat hag an aluzonoù a rae.

Or, il arriva en ces jours-là qu’elle tomba malade et qu’elle mourut. Après la toilette funèbre, on la déposa dans la chambre haute. Ac 9, 37 : Hag e c’hoarvezas en devezhioù-se ma kouezhas klañv ha ma varvas. Goude he gwalc’hiñ e voe lakaet er gambr uhel.

Comme Lod est près de Jaffa, les disciples, apprenant que Pierre s’y trouvait, lui envoyèrent deux hommes avec cet appel : « Viens chez nous sans tarder. » Ac 9, 38 : Tost m’edo Lidda da Jope, an diskibien, klevet ganto edo Pêr eno, a gasas daou zen d’e gavout gant ar goulenn-mañ : « Na zale ket da zont betek ennomp ».

Pierre se mit en route avec eux. À son arrivée on le fit monter à la chambre haute. Toutes les veuves en larmes s’approchèrent de lui ; elles lui montraient les tuniques et les manteaux confectionnés par Dorcas quand celle-ci était avec elles. Ac 9, 39 : Pêr a loc’has diouzhtu da vont ganto. Pa voe erruet e voe kaset ganto d’ar gambr uhel, ma tifraeas an holl intañvezed en-dro dezhañ en ur ouelañ hag en ur ziskouez dezhañ an tonegoù hag ar mantilli a rae Tabita, p’edo ganto.

Pierre mit tout le monde dehors ; il se mit à genoux et pria ; puis il se tourna vers le corps, et il dit : « Tabitha, lève-toi ! » Elle ouvrit les yeux et, voyant Pierre, elle se redressa et s’assit. Ac 9, 40 : Neuze Pêr a lakaas an holl er-maez, hag o vezañ stouet d’an daoulin e pedas, hag o vezañ en em droet etrezek ar c’horf e lavaras : « Tabita, sav ! » Hi a zigoras he daoulagad hag o welout Pêr en em lakaas en he c’hoazez.

Pierre, lui donnant la main, la fit lever. Puis il appela les fidèles et les veuves et la leur présenta vivante. Ac 9, 41 : O vezañ roet dorn dezhi, e lakaas anezhi en he sav. Ha galvet gantañ neuze ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi dezho, bev-mat.

La chose fut connue dans toute la ville de Jaffa, et beaucoup crurent au Seigneur. Ac 9, 42 : Anavezet e voe se dre Jope a-bezh, ha kalz tud a gredas en Aotrou.

Pierre resta assez longtemps à Jaffa, chez un certain Simon, qui travaillait le cuir. Ac 9, 43 : Pêr a chomas kalzik amzer e Jope, e ti ur c’hivijer anvet Simon.