Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 19/07/2026

Lennadennoù ar Sul - 19/07/2026

📅 D'ar Sul 19 a viz Gouere 2026

✨ 16vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar furnez (Fu 12, 13. 16-19)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ro ar pened war ar pec'hedoù.

Nann, n'eus ket en diavaez dit un Doue en divije preder eus pep tra,
Ma tlefes diskouez dezhañ n'eo ket direizh da setañsoù.
Da nerzh eo an hini a zo mammenn da reizhded,
Ha da vestroniezh war an traoù az laka da vezañ damantus outo.
Diskouez a rez da greñvder d'ar re na gredont ket ez peurc'halloudegezh,

Hag e tivarc'hez an dud a ra fae outi goude m'he anavont ;
Hogen mestr evel ma 'z out war da nerzh, e varnez gant douster
Hag hon gouarnez gant kalz a zamant,
Dre m'emañ bepred da c'halloud ganit d'ober diouzh da vennerezh.
Dre ober evel-se ac'h eus desket d'az pobl
E tle an den reizh bezañ mignon an dud,
Ha roet ac'h eus d'az mibien an esperañs kuñv
E lezez goude ar pec'hed, amzer evit ar c'heuz.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

 (Sa 86 (85), 5-6. 9-10. 15-16ab)

📖 Levr ar salmoù : Salm 86

D : C'hwek ha kuñv ez oc’h C’hwi Aotrou !

Rak C'hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus,
ha leun a vadelezh evit ar re ho ped.
Aotrou, digorit ho skouarn d'am fedenn,
taolit evezh ouzh va mouezh oc’h aspediñ.
An holl bobloù hoc'h eus graet, Aotrou,
a zeuio da stouiñ dirazoc'h evit dougen gloar d'hoc'h anv,
dre ma 'z eo bras, dre ma rit burzhudoù,
C'hwi an Doue nemetañ.
C'hwi avat, Aotrou, Doue ar garantez hag an druez,
gorrek da gounnariñ ha leun a fealded,
en em droit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin ;
roit ho nerzh d'ho servijer ha salvit mab ho matezh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 8, 26-27)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar Spered a gomz dre hirvoudoù dilavarus.

Va breudeur :
En hevelep doare emañ c'hoazh ar Spered o reiñ sikour d’hor sempladurezh,
rak n’ouzomp ket petra goulenn evit pediñ evel ma 'z eo dleet,
met ar Spered e-unan a bed evidomp gant hirvoudoù dilavarus,
hag an Hini a wel e diabarzh ar c'halonoù a oar petra eo c'hoant ar Spered :
rak ar pezh a blij da Zoue a vez goulennet gantañ evit mad ar Sent.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 13, 24-43)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lezit-int o-daou da greskiñ betek an eost.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 25)
Bennozh dit o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ec'h eus diskuliet misterioù ar rouantelezh d’ar vugaligoù.
Allelouia !

En amzer-se e kinnigas Jezuz ur barabolenn all o lavarout :
« Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù
ouzh un den en devoa hadet greun mat en e bark.
Hogen e-pad ma oa kousket e dud, e teuas e enebour ;
hadañ a reas dreog e-mesk ar gwinizh hag ez eas kuit.
Pa voe savet an ed e geot, ha pa voe krog da zisac'hañ,
neuze e voe gwelet ivez an dreog.
Ha mevelien an tieg o tont d'e gaout a lavaras dezhañ :
‘Aotrou, daoust ha n’eo ket greun mat az poa hadet ez park ?
Penaos eta ez eus dreog ennañ ?‘
Respont a reas dezho : ‘An enebour eo en deus graet an dra-se‘.
Hag ar mevelien da lavarout dezhañ :
‘Ha fellout a ra dit ez afemp d’e dennañ ?‘
N’it ket, emezañ dezho,
gant aon da ziwriziennañ ar gwinizh ivez dre dennañ an dreog.
Lezit-i da greskiñ a-gevret betek an eost,
ha da goulz an eost e lavarin d’an eosterien :
Tennit da gentañ an dreog, hag endrammit-eñ en hordennoù da zeviñ ;
ar gwinizh avat, dastumit-eñ em solier.»
Ur barabolenn all a ginnigas dezho en ur lavarout :
« Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù
ouzh ur c'hreunenn sezo en deus kemeret un den evit he hadañ en e liorzh.
An hadenn vihanañ ez eo ;
met ur wech kresket ez eo brasoc'h eget an holl legumaj all,
ha dont a ra da vezañ evel ur wezenn,
en doare ma teu laboused an neñv da gaout bod en he skourroù. »
Ur barabolenn all a lavaras dezho :
« Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ar goell a gemer ur vaouez
evit e veskañ gant tri muzuliad bleud, ken na zeu an holl doaz da sevel. »
Dre barabolennoù e lavaras Jezuz d’ar bobl an holl draoù-se,
hag hep parabolennoù ne lavare netra dezho,
en doare ma teue da wir komz an diouganer :
« Digeriñ a rin va genou d’ober gant parabolennoù ;
hag embann a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.»
Neuze o lezel ar bobl e teuas en-dro d’ar gêr ;
hag e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras :
« Diskler deomp parabolenn an dreog er park. »
Respont a reas dezho : «An hini a had ar greun mat eo Mab an Den ;
Ar park eo ar bed, ar greun mat eo bugale ar Rouantelezh ;
an dreog eo bugale an hini drouk ;
an enebour en deus o hadet eo an Diaoul ; an eost eo dibenn ar bed ;
an eosterien eo an Aeled.
Evel ma tastumer an dreog d’e deurel en tan, evel-se e vo e dibenn ar bed :
Mab an Den a gaso e Aeled hag int a denno kuit eus e Rouantelezh
an holl droukskouerioù hag ar re holl a ra fallagriezh,
evit o zeurel e forn an tan ; eno e vo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent.
An dud santel neuze a skedo evel an heol e Rouantelezh o Zad.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ! »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

pe al lennadenn verr :

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 13, 24-30)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lezit-int o-daou da greskiñ betek an eost.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 25)
Bennozh dit o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ec'h eus diskuliet misterioù ar rouantelezh d’ar vugaligoù.
Allelouia !

En amzer-se e kinnigas Jezuz ur barabolenn all o lavarout :
« Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù
ouzh un den en devoa hadet greun mat en e bark.
Hogen e-pad ma oa kousket e dud, e teuas e enebour ;
hadañ a reas dreog e-mesk ar gwinizh hag ez eas kuit.
Pa voe savet an ed e geot, ha pa voe krog da zisac'hañ,
neuze e voe gwelet ivez an dreog.
Ha mevelien an tieg o tont d'e gaout a lavaras dezhañ :
‘Aotrou, daoust ha n’eo ket greun mat az poa hadet ez park ?
Penaos eta ez eus dreog ennañ ?‘
Respont a reas dezho : ‘An enebour eo en deus graet an dra-se‘.
Hag ar mevelien da lavarout dezhañ :
‘Ha fellout a ra dit ez afemp d’e dennañ ?‘
N’it ket, emezañ dezho,
gant aon da ziwriziennañ ar gwinizh ivez dre dennañ an dreog.
Lezit-i da greskiñ a-gevret betek an eost,
ha da goulz an eost e lavarin d’an eosterien :
Tennit da gentañ an dreog, hag endrammit-eñ en hordennoù da zeviñ ;
ar gwinizh avat, dastumit-eñ em solier.»

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 19 a viz Gouere 2026
Pedenn an deiz gant Annaig Le Coz hag Hubert Arzel

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn