Lennadennoù ar Sul - 27/09/2026
📅 D'ar Sul 27 a viz Gwengolo 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus diougan Ezekiel (Ek 18, 25-28)
Pa zistro ar fallakr diwar ar fallagriezh en deus graet e lakaio e ene da vevañ.
Setu lavar an Aotrou.
Lavarout a rit :
« N'eo ket reizh doare-ober an Aotrou ! »
Selaouit eta, tiegezh Israel ! Hag-eñ va doare-ober an hini n'eo ket reizh ?
Hag-eñ n'eo ket kentoc'h ho toareoù-c'hwi ar re n'int ket reizh ?
Pa 'n em zistro an den reizh eus e reizhder evit ober an direizhder,
ha ma varv, eo en abeg d'an direizhder bet sevenet gantañ ma varv neuze.
Ha pa 'n em zistro an den fall eus ar fallagriezh a rae,
evit en em reiñ d'ar gwir ha d'ar reizhder, e sura e vuhez.
En em zistroet eo eus an holl dorfedoù en devoa sevenet,
bevañ a raio sur, ne varvo ket.
🎶 Salm
(Sa 25 (24), 4bc-5. 6-7. 8-9)
D : Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou.
Aotrou, kelennit din ho kwenodennoù.
Heñchit-me en ho kwirionez, kenteilhit-me,
rak C'hwi eo Doue va silvidigezh,
hag ennoc'h ec’h esperan dalc'hmat.
Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou,
eus ho karantez a zo bet a-viskoazh.
N'ho pet ket soñj eus pec'hedoù va follentez ;
ho pet soñj ac'hanon hervez ho trugarez.
Madelezhus ha reizh eo an Aotrou,
eñ a ziskouez an hent mat d'ar bec'herien ;
bleinañ a ra an dud izel en e reizhder,
deskiñ a ra d'an dud paour e wenodenn.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol da Filipiz (Fip 2, 1-11)
Bezit kenetrezoc'h evel ma vezer er C'hrist Jezuz.
Va breudeur, setu perak, ma c'hell bezañ graet ur goulenn en anv ar C'hrist,
un erbedadur en anv ar garantez,
ma 'z eus un unvaniezh a-berzh ar Spered, un drugarez er galon,
ho pedan da gas va levenez betek he barr uhelañ dre chom unanet-mat kenetrezoc'h :
ho pet un hevelep karantez, un hevelep ene, un hevelep soñj.
Netra diwar spered gwarizius na diwar lorc'haj ;
met diwar-bouez an izelegezh ra soñjo pep unan ez eo trec'h ar re all warnañ e-unan ;
arabat deoc'h klask hepken ho kounid hoc'h-unan, met ivez hini ar re all.
Sed ar soñjoù a zleit lakaat ennoc'h, evel m’emaint ivez er C'hrist Jezuz :
Eñ hag a oa Doue a stumm, ne sellas ket evel e dra chom en e renk, par da Zoue ;
Met da netra eo 'n em lakaet dre gemer stumm ar servijer
ha dont da vezañ 'giz an dud.
Goude 'n em ziskouez 'vel un den ; en deus c'hoazh en em izelaet
dre sentiñ betek ar marv, betek ur marv war ur groaz.
Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ.
Ha roet dezhañ an anv a zo a-us da bep anv,
ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ e lein an Neñvoù,
war an douar hag e bed an Ankoù,
evit ma tisklerio pep teod eo Jezuz-Krist eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.
pe al lennadenn verr :
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol da Filipiz (Fip 2, 1-5)
Bezit kenetrezoc'h evel ma vezer er C'hrist Jezuz.
Va breudeur, setu perak, ma c'hell bezañ graet ur goulenn en anv ar C'hrist,
un erbedadur en anv ar garantez,
ma 'z eus un unvaniezh a-berzh ar Spered, un drugarez er galon,
ho pedan da gas va levenez betek he barr uhelañ dre chom unanet-mat kenetrezoc'h :
ho pet un hevelep karantez, un hevelep ene, un hevelep soñj.
Netra diwar spered gwarizius na diwar lorc'haj ;
met diwar-bouez an izelegezh ra soñjo pep unan ez eo trec'h ar re all warnañ e-unan ;
arabat deoc'h klask hepken ho kounid hoc'h-unan, met ivez hini ar re all.
Sed ar soñjoù a zleit lakaat ennoc'h, evel m’emaint ivez er C'hrist Jezuz.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 21, 28-32)
Ar re gentañ e rouantelezh Doue.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 10, 27)
Va deñved a selaou va mouezh, eme an Aotrou ;
o anavezout a ran, hag int a zeu war va lerc'h.
Allelouia !
En amzer-se e lavaras Jezuz : « Petra soñjit eus kement-mañ ?
Un den en devoa daou vab.
Mont a reas da gaout an hini kentañ da lavarout dezhañ :
Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg !
Hag hemañ da respont : Ned in ket ! Met goude-se, savet keuz ennañ, ez eas.
Mont a reas neuze da gaout egile,
hag e reas dezhañ an hevelep gourc'hemenn.
Hemañ a respontas : Mont a ran, Aotrou ! Nemet ned eas ket.
Pehini anezho o daou en deus graet youl e dad ? »
- « Ar c'hentañ ! » emezo dezhañ.
Neuze Jezuz da ziskleriañ dezho : « E gwirionez me lavar deoc'h,
ar bublikaned hag ar plac'hed a vuhez fall a antre
en ho raok e Rouantelezh Doue.
Rak deuet eo Yann d’ho kaout dre un hent a reizhded
ha n’hoc'h eus ket kredet ennañ ;
met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet ennañ ;
ha C'hwi goude gwelout kement-se,
n’hoc'h eus ket bet en diwezh na morc'hed na keuz evit krediñ ennañ. »
