Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 09/01/2028

Lennadennoù ar Sul - 09/01/2028

📅 D'ar Sul 9 a viz Genver 2028

✨ Badeziant hor Salver⚪ Gwenn
Anvioù all : Gouel Badeziant hor Salver

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 42, 1-4.6-7)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Setu va servijer en em blij va ene ennañ.

Setu va servijer, an hini a skoazellan,
Va dilennad, an hini en em blij ennañ va ene.
Va spered am eus lakaet da chom ennañ :
Evit ma kelenno ar wirionez d'ar broadoù.
Ne grio ket, ne gomzo ket gant trouz,
Ne roio ket e vouezh da glevout war ar plasennoù.
Ne dorro ket ar gorzenn bleget,
Na ne vougo ket ar flamm o vont da vervel.
Kelenn a ray ar reizhded gant lealded ;
Ne horjello ket, ne vrallo ket
Ken n'en devo diazezet ar reizhder war an douar,
Rak an inizi a c'hortoz e lezennoù.
Me, an Aotrou, am eus da c'halvet evit trec'h ar reizhder,
Kroget em eus ez torn ha da stummet em eus,
Da verket em eus evit ma vi va emglev gant ar bobl,
Ur sklêrijenn evit ar broadoù,
Evit digeriñ daoulagad an dalled,
Evit tennañ eus o frizon ar sklaved,
Hag eus an toull-bac'h ar re 'zo o chom en teñvalderioù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

 (Sa 29 (28), 1a ha 2. 3ac-4. 3b ha 9b-10)

📖 Levr ar salmoù : Salm 29

D : An Aotrou a vennigo e bobl er peoc'h.

Dougit d'an Aotrou, Aeled Doue,
dougit d'an Aotrou gloar ha galloud.

Dougit d'an Aotrou ar c'hlod dleet d'e anv,
azeulit an Aotrou en e balez santel.

Mouezh an Aotrou war an doureier,
an Aotrou war an doureier bras.

Mouezh an Aotrou gant galloud,
mouezh an Aotrou gant tregern.

An Aotrou a ziwisk ar c'hoadeier ;
en e balez emañ an holl o youc'hal : gloar !

An Aotrou a dron, roue peurbadel !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus Oberoù an Ebestel (Eb 10, 34-38)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Doue en deus e olevet gant ar Spered Santel.

Pêr, oc’h en em lakaat da gomz, a lavaras :
« E gwirionez, gwelout a ran anat ne ra ket Doue a ziforc'h etre an dud,
met e kement broad a zo, an neb en deus doujañs dezhañ
hag a ra diouzh ar reizh, a zo deuet mat gantañ.
Kaset en deus e gomz da vugale Israel
o kemenn dezho keloù mat ar peoc'h dre Jezuz-Krist.
Eñ eo Aotrou pep tra.
C’hwi ivez a oar petra 'zo c'hoarvezet dre vro Judea a-bezh,
penaos Jezuz eus Nazared a grogas da gentañ gant Galilea
goude ar vadeziant bet prezeget gant Yann,
penaos Doue en deus e olevet gant ar Spered Santel ha gant galloud,
eñ 'penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc'h ober ar mad
hag o pareañ ar re holl a oa kouezhet dindan galloud an Diaoul,
rak Doue a oa gantañ. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn