Levr ar profed Izaias - Pennad 42
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 42
Voici mon serviteur que je soutiens, mon élu qui a toute ma faveur. J’ai fait reposer sur lui mon esprit ; aux nations, il proclamera le droit. Is 42, 1 : Setu va servijer, an hini a skoazellan. Va dilennad, an hini en em blij ennañ va ene. Va spered am eus lakaet da chom ennañ evit ma kelenno ar wirionez d’ar broadoù38.
Il ne criera pas, il ne haussera pas le ton, il ne fera pas entendre sa voix au-dehors. Is 42, 2 : Ne grio ket, ne gomzo ket gant trouz, ne roio ket e vouezh da glevout war ar plasennoù.
Il ne brisera pas le roseau qui fléchit, il n’éteindra pas la mèche qui faiblit, il proclamera le droit en vérité. Is 42, 3 : Ne dorro ket ar gorzenn pleget, na ne vougo ket ar flamm o vont da vervel. Kelenn a ray ar justis gant fealded ;
Il ne faiblira pas, il ne fléchira pas, jusqu’à ce qu’il établisse le droit sur la terre, et que les îles lointaines aspirent à recevoir ses lois. Is 42, 4 : ne horjello ket, ne vrallo ket ken n’en devo diazezet ar justis war an douar, rak an inizi a c’hortoz e gentelioù.
Ainsi parle Dieu, le Seigneur, qui crée les cieux et les déploie, qui affermit la terre et ce qu’elle produit ; il donne le souffle au peuple qui l’habite, et l’esprit à ceux qui la parcourent : Is 42, 5 : Evel-hen e komz Doue, an Aotrou, an hini en deus krouet an Neñvoù hag astennet anezho, en deus diazezet an douar gant e holl blantadur, a ro alan d’ar bobl a dud a vev warnañ ha c’hwezh ar vuhez d’ar re a gerzh war e c’horre.
Moi, le Seigneur, je t’ai appelé selon la justice ; je te saisis par la main, je te façonne, je fais de toi l’alliance du peuple, la lumière des nations : Is 42, 6 : Me, an Aotrou, am eus da c’halvet evit trec’h ar reizhder, kroget em eus ez torn ha stummet ac’hanout, da verket em eus evit ma vi va emglev gant ar bobl, ur sklerijenn evit ar broadoù39,
tu ouvriras les yeux des aveugles, tu feras sortir les captifs de leur prison, et, de leur cachot, ceux qui habitent les ténèbres. Is 42, 7 : evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus o frizon ar sklavourien, hag eus an toull-bac’h ar re ’zo o chom en teñvalderioù.
Je suis le Seigneur, tel est mon nom ; et je ne céderai pas ma gloire à un autre, ni ma louange aux idoles. Is 42, 8 : Me eo an Aotrou, hennezh eo va anv, ha ne lezin ket va c’hlod gant unan all na va enor gant an idolennoù.
Les événements passés, voici qu’ils sont arrivés. Les nouveaux, c’est moi qui les annonce ; avant qu’ils ne germent, je vous les fais connaître. Is 42, 9 : Setu ! An diouganoù kentañ ’zo deuet da wir, ha bremañ e tisklerian traoù nevez, hag a-raok dezho dont d’en em ziskouez, e roan anezho deoc’h da glevout.
Chantez au Seigneur un chant nouveau, louez-le des extrémités de la terre, gens de la mer et tout ce qu’elle contient, les îles avec leurs habitants. Is 42, 10 : Kanit d’an Aotrou ur c’han nevez, meuleudi dezhañ eus dibennoù an douar ra vezo meulet gant ar re a ziskenn er mor hag e holl bobladur, gant an inizi hag ar re ’zo o chom eno.
Qu’ils poussent des cris, les déserts et leurs villes, les campements où réside Qédar ! Qu’ils jubilent, les habitants de Séla, qu’ils acclament du sommet des montagnes ! Is 42, 11 : Ar gouelec’h gant e gêrioù da savo e vouezh, hag ar c’hêriadennoù m’emañ Kedar o chom enno ra youc’ho a levenez annezerien ar Roc’h, ra yudint war-lein o menezioù !
Qu’ils rendent gloire au Seigneur, qu’ils publient dans les îles sa louange ! Is 42, 12 : Dezho da rentañ enor d’an Aotrou ha da embann e veuleudi en inizi !
Le Seigneur, tel un héros, s’élance ; tel un guerrier, il excite sa jalousie. Il jette un cri, il pousse un hurlement ; sur ses ennemis, il s’avance en héros. Is 42, 13 : An Aotrou a gerzh war-raok evel un trec’her, evel un den a vrezel oc’h atizañ e warizi, youc’hal ha skrijal a ra, war e enebourien e trec’ho.
« Longtemps, j’ai gardé le silence ; je me suis tu, je me suis contenu. Je gémis comme celle qui enfante, je suffoque, je cherche mon souffle. Is 42, 14 : E-pad pell on chomet dilavar, tevel a raen, derc’hel a raen warnon. Met evel ur vaouez en he gwilioud e c’harman, mougañ a ran gant ar berr ma-z eo va alan.
Je vais dévaster montagnes et collines, dessécher toute verdure, changer les fleuves en terres fermes, assécher les étangs. Is 42, 15 : Mont a ran da freuzañ menezioù ha torgennoù kement geotenn ’zo a zisec’ho, o stêrioù a droio da zouar kras hag al lennoù a vo disec’het.
Alors, je conduirai les aveugles sur un chemin qui leur est inconnu ; je les mènerai par des sentiers qu’ils ignorent. Je changerai, pour eux, les ténèbres en lumière ; les lieux accidentés, je les aplanirai. Telles sont les paroles que j’accomplis, je n’y renonce pas. » Is 42, 16 : Lakaat a rin an dalled da vale dre hentoù dianav dezho, dre wenodennoù n’anavezont ket e vezint heñchet ganin ; lakaat a rin an deñvalijenn da vezañ dirazo sklerijenn hag an hentoù-treuz da vezañ eeun. Sed aze ar pezh a sevenin ha ne vankin ket d’hen ober.
Ils reculeront, ils seront couverts de honte, ceux qui se fient aux idoles, ceux qui disent à du métal fondu : « C’est vous qui êtes nos dieux ! » Is 42, 17 : Kilañ a raio hag e vezo goloet a vezh ar re a laka o fiziañs en idolennoù, ar re a lavar d’an idolennoù-teuz : Hon doueoù ez oc’h-c’hwi !
Vous, les sourds, entendez ! Vous, les aveugles, regardez et voyez ! Is 42, 18 : Bouzared, selaouit ! Ha c’hwi, dalled, sellit ha gwelit !
Qui est aveugle, sinon mon serviteur, qui est sourd, sinon le messager que j’envoie ? Qui est aveugle comme mon familier, sourd comme le serviteur du Seigneur ? Is 42, 19 : Piv ’zo dall nemet va servijer, piv ’zo bouzar evel ar c’hannad a gasan ?
Tu as vu beaucoup de choses, sans rien retenir, ouvert les oreilles, sans rien entendre ! Is 42, 20 : Gwelet hoc’h eus kalz a dra, met hep teurel evezh, digoret hoc’h eus ho tivskouarn, met hep klevout netra !
Le Seigneur prenait plaisir, pour sa justice, à magnifier, à faire grandir sa loi ; Is 42, 21 : Fellout a rae d’an Aotrou, en askont d’E reizhder, reiñ d’E Lezenn enor bras hag uhel.
or ce peuple est pillé, dépouillé, on les a tous mis dans des fosses, cachés dans des prisons. On les a pillés, et nul ne délivre, dépouillés, et nul n’ordonne de restituer. Is 42, 22 : Ha setu ur bobl preizhataet, dibourc’het : Emaint holl chadennet e mougevioù ha prizoniet e toulloù-bac’h. Lakaet int bet en arigrap hep ma ve den d’o dieubiñ, dibourc’het int bet hep ma ve den o lavarout : Daskor en-dro !
Qui de vous va prêter l’oreille à cela, se rendre attentif, être à l’écoute pour l’avenir ? Is 42, 23 : Piv ac’hanoc’h a roio e skouarn da glevout se, piv a daolo pled hag a selaouo pelloc’h ?
Qui a livré Jacob à ceux qui l’ont dépouillé, livré Israël aux pillards ? N’est-ce pas le Seigneur ? Contre lui nous avons péché, en refusant de suivre ses chemins et d’obéir à sa loi. Is 42, 24 : Piv en deus droukroet Jakob d’ar preizhataer, hag Israel d’ar skraperien ? Hag-eñ n’eo ket an Aotrou hon eus pec’het en E enep, pa ne felle ket deomp heuliañ E hentoù na selaou E lezennoù ?
Il a déversé sur Israël l’ardeur de sa colère, la violence de la guerre. La guerre l’a embrasé de toute part, et lui n’a pas compris. Elle l’a consumé, et lui n’a rien voulu savoir. Is 42, 25 : Skuilhet en deus neuze war Israel tan E gounnar ha fulorioù ar brezel ; E c’hronnet en deus gant tan-flamm hep na zeufe da gompren, E bulluc’het en deus hep na zeufe da gaout youl-vat.
