Levr ar profed Izaias - Pennad 8
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 8
Et le Seigneur me dit : « Prends une grande tablette ; écris dessus avec un simple stylet : Pour Maher-Shalal-Hash-Baz, (c’est-à-dire : Cours-au-butin-Vite-au-pillage). » Is 8, 1 : Lavarout a reas an Aotrou din : Kemer un dablezenn vras, ha skriv warni gant lizherennoù aes da lenn : Skraperezh prim ! Preizhataerezh tost !
Je choisis des témoins dignes de foi, le prêtre Ourias et Zacharie, fils de Barakie. Is 8, 2 : Ha kemer a ris din testoù feal, ar beleg Ouria ha Zakarias, mab Barakias.
Alors j’approchai la prophétesse, ma femme : elle devint enceinte et enfanta un fils. Et le Seigneur me dit : « Appelle-le : Maher-Shalal-Hash-Baz Is 8, 3 : Tostaat a ris ouzh ar Brofedez : koñsev a reas ha genel ur mab. Neuze an Aotrou a lavaras din : Ro dezhañ da anv Maher-Shalal Hash-Baz (Skraperezh prim, preizhataerezh tost).
car avant que l’enfant sache dire “papa” et “maman”, on aura porté chez le roi d’Assour les richesses de Damas et le butin de Samarie. » Is 8, 4 : Rak kent d’ar bugel gellout gervel : Tad ! Mamm !, e vo bet degaset pinvidigezhioù Damask ha dibourc’hioù Samaria dirak roue Asour.
Le Seigneur me parla encore une fois ; il me dit : Is 8, 5 : Komz a reas c’hoazh an Aotrou ouzhin hag e lavaras din :
« Puisque ce peuple a dédaigné les eaux de Siloé qui s’écoulent paisiblement, puisqu’il perd courage devant Recine et le fils de Remalyahou, Is 8, 6 : Peogwir he deus ar bobl-mañ graet fae ouzh dourioù Siloe o redek didrouzik, ha peogwir e kren en abeg da Rasin ha da vab Romelias,
eh bien ! voici que le Seigneur va faire monter contre eux les eaux puissantes et abondantes de l’Euphrate – c’est le roi d’Assour et toute sa gloire. Partout le fleuve sortira de son lit, il franchira toutes ses digues. Is 8, 7 : en askont da se setu ma lakay an Aotrou da zont warno doureier bras ha don ar Stêr, roue Asour gant e holl nerzh. Sevel a raio dreist he naoz a bep tu evit en em ledañ dreist he glannoù ;
Il forcera l’entrée de Juda, il l’inondera, le submergera, montera jusqu’à son cou. Ses ailes déployées couvriront l’étendue de ton pays, ô Emmanuel (c’est-à-dire : Dieu-avec-nous). Is 8, 8 : antren a raio e Youda, liñvañ ha beuziñ. Ha sevel betek ar gouzoug, hag astennad e zivaskell a c’holoio da vro en he fezh, Emmanouel !
Peuples, poussez le cri de guerre : vous tomberez ! Écoutez bien, tous les pays lointains : Armez-vous, vous tomberez ! Armez-vous, vous tomberez ! Is 8, 9 : Anavezit se, pobloù, ya, bezit spouronet ; selaouit holl, broioù pellañ ar bed ! En em baramantit ha bezit spouronet, en em baramantit, met flastret e vezot !
Dressez vos plans, ils s’effondreront ! Dites une parole, elle ne tiendra pas, car Dieu est avec nous. » Is 8, 10 : Savit mennadoù, met c’hwitañ a raint, roit urzhioù, met diefed e vezint, rak Doue a zo ganeomp !
Ainsi m’a parlé le Seigneur lorsque sa main me saisissait et qu’il m’enjoignait de ne pas suivre le chemin de ce peuple. Il disait : Is 8, 11 : Rak evel-hen e komzas ouzhin an Aotrou pa grogas gant e zorn ennon ha p’am alias da ziwall da vale gant hent ar bobl-mañ :
« Ne nommez pas “complot” tout ce que ce peuple nomme “complot” ; ce qu’il craint, ne le craignez pas, ne le redoutez pas. Is 8, 12 : Na rit ket kavailhad eus kement a vez anvet kavailhad gant ar bobl-se, n’it ket da spouronañ rak ar pezh a spouron anezho, na spontit ket !
C’est le Seigneur de l’univers que vous tiendrez pour saint ; c’est lui que vous craindrez, lui que vous redouterez. Is 8, 13 : Aotrou an Armeoù eo an hini a dleit diskleriañ santel. Eñ an hini a dleit doujañ ha spouronañ dirazañ :
Il deviendra un lieu saint, qui sera une pierre d’achoppement, un roc faisant trébucher les deux maisons d’Israël, piège et filet pour l’habitant de Jérusalem. Is 8, 14 : Eñ eo a zeuio da vezañ ur maen-skoilh hag ur roc’h a wall-lamm evit an daou di eus Israel, ur pech hag ur roued evit tud Jeruzalem.
Beaucoup trébucheront, ils tomberont, se briseront, piégés et capturés. » Is 8, 15 : Kalz anezho a streboto, a gouezho, a vo bruzunet, a vo luziet er roued ha paket.
Conserve ce témoignage, appose un sceau sur cet enseignement pour mes disciples. Is 8, 16 : Lakaat a ran ul liamm war an testeni-se, Siellañ a ran ar gentel-se e kalon va diskibien :
J’attends le Seigneur qui cache sa face à la maison de Jacob, j’espère en lui. Is 8, 17 : Esperout a ran en Aotrou zoken pa guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag ennañ e lakaan va fiziañs.
Moi et les enfants que le Seigneur m’a donnés, nous sommes des signes et des présages pour Israël de la part du Seigneur de l’univers qui habite le mont Sion. Is 8, 18 : Setu-me hag ar vugale en deus roet din an Aotrou a zo arouezioù ha diouganoù en Israel a-berzh Aotrou an Armeoù, an hini ’zo o chom war Venez Sion.
On vous dira peut-être : « Consultez les devins et les nécromanciens, qui chuchotent et marmonnent ! Un peuple ne doit-il pas consulter ses dieux au sujet des vivants, et consulter aussi ses morts ? » Is 8, 19 : Pa lavaro deoc’h an dud : Kemerit kuzul digant an igromañserien ha digant an divinourien oc’h hiboudiñ hag o vouskomz respontit : Hag-eñ n’eo ket digant he doueoù e tle ur bobl kemer kuzul ? Hag-eñ eo digant ar re varv e tleer goulenn kuzul diwar-benn ar re vev ?
Non ! Revenez à l’enseignement et au témoignage. Malheur à qui ne s’en tient pas à cette parole : on ne pourra en conjurer la malédiction. Is 8, 20 : Sed ar gelennadurezh hag an testeni. Sur, mar ne gomz ket ar bobl hervez al lavar-mañ ne vo ket eviti ur gouloù-deiz !
On traversera le pays, accablé, affamé, rendu furieux par la faim, on maudira son roi et son Dieu, on se tournera vers le ciel, Is 8, 21 : Kantren a raint a-dreuz ar vro gwall-reuzeudik ha marnaoniet, ha p’o devezo naon e savo droug enno hag e vallozhint o roue hag o Doue ; sevel a raint o daoulagad war-zu an nec’h,
on regardera vers la terre : il n’y aura que détresse et ténèbres, nuit d’angoisse, obscurité inéluctable. Is 8, 22 : evit sellout goude-se war-zu an douar ; rak setu trubuilh ha teñvalijenn, anken dic’houloù. Ya, distaolet e vezint en deñvalijenn !
Pas la moindre lueur pour celui qui sera dans l’angoisse. Dans un premier temps, le Seigneur a couvert de honte le pays de Zabulon et le pays de Nephtali ; mais ensuite, il a couvert de gloire la route de la mer, le pays au-delà du Jourdain, et la Galilée des nations. Is 8, 23 : Hogen n’eus mui a deñvalijenn evit an douar a zo bet en enkrez. Evel m’he deus an amzer gentañ degaset gwallerezh da zouar Nabulon ha da zouar Neftali, evel-se an amzer diwezhañ a leunio a glod Hent ar Mor, an tu all d’ar Jordan, tolead ar Baganed.
