Levr ar profed Izaias - Pennad 62
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 62
Pour la cause de Sion, je ne me tairai pas, et pour Jérusalem, je n’aurai de cesse que sa justice ne paraisse dans la clarté, et son salut comme une torche qui brûle. Is 62, 1 : En abeg da Sion ne davin ket, Hag abalamour da Jeruzalem ne roin ket peoc’h, Ken na vo deuet da skediñ he reizhded, hag he silvidigezh evel ur piled enaouet,
Et les nations verront ta justice ; tous les rois verront ta gloire. On te nommera d’un nom nouveau que la bouche du Seigneur dictera. Is 62, 2 : Hag e welo ar broioù ho reizhded, Hag an holl rouaned ho kloar, Galvet e viot gant un anv nevez a zistago genou an Aotrou.
Tu seras une couronne brillante dans la main du Seigneur, un diadème royal entre les doigts de ton Dieu. Is 62, 3 : Ur gurunenn hollgaer e vezi, etre daouarn an Aotrou, Un talgen rouanez etre daouarn da Zoue.
On ne te dira plus : « Délaissée ! » À ton pays, nul ne dira : « Désolation ! » Toi, tu seras appelée « Ma Préférence », cette terre se nommera « L’Épousée ». Car le Seigneur t’a préférée, et cette terre deviendra « L’Épousée ». Is 62, 4 : Ne vi ken anvet : An hini dilezet ! Na da zouar ne vo ken anezhañ : An hini distaolet met galvet e vi : Va dudi ! Ha da vro a vo anvet : Ar plac’h nevez ! Rak an Aotrou da gar dreist ar re all, hag a ray eus an douar-mañ ur pried.
Comme un jeune homme épouse une vierge, ton Bâtisseur t’épousera. Comme la jeune mariée fait la joie de son mari, tu seras la joie de ton Dieu. Is 62, 5 : Evel ma timez ur paotr yaouank gant e wreg e timezo ganit da saver ; hag ar joa en devez ur pried gant e wreg a vo ar joa en vo ganit da Zoue.
Sur tes remparts, Jérusalem, j’ai placé des veilleurs ; ni de jour ni de nuit, jamais ils ne doivent se taire. Vous qui tenez en éveil la mémoire du Seigneur, ne prenez aucun repos ! Is 62, 6 : War da vogerioù, Jeruzalem, em eus postet gedourien, hag en deiz, hag en noz, ne dleont ket tevel. C’hwi hag a lak an Aotrou da gaout koun, diskuizh ebet evidoc’h !
Ne lui laissez aucun repos qu’il n’ait rendu Jérusalem inébranlable, qu’il ne l’ait faite louange pour la terre ! Is 62, 7 : Na lezit dezhañ astal ebet ken n’en devezo adsavet Jeruzalem ha graet anezhi klod an douar.
Le Seigneur l’a juré par sa droite et par son bras puissant : « Jamais plus je ne laisserai tes ennemis manger ton blé, jamais plus les étrangers ne boiront ton vin nouveau, fruit de ton labeur. Is 62, 8 : Touet en deus an Aotrou dre e zorn dehoù ha dre e vrec’h c’halloudus : "Ne roin mui da winizh da vevañs d’az enebourien, ha mibien an estreniad ne evint mui da win nevez, e oas en em skuizhet evitañ.
Ce sont les moissonneurs qui mangeront le blé : ils loueront le Seigneur ; ce sont les vendangeurs qui boiront le vin dans les cours de mon sanctuaire. » Is 62, 9 : Met eosterien ar gwinizh eo ar re en em vago gantañ, en ur veuliñ an Aotrou ; ha mendemerien ar gwin eo ar re a evo anezhañ war leurennoù va santual.
Passez, passez les portes, préparez le chemin du peuple. Frayez, frayez la route, ôtez-en les pierres. Pour les peuples, dressez un étendard. Is 62, 10 : Tremenit, tremenit e-barzh dre an dorioù, kempennit un hent evit ar bobl ! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ ! Savit ur banniel da c’hervel ar pobloù !
Voici que le Seigneur se fait entendre jusqu’aux extrémités de la terre : Dites à la fille de Sion : Voici ton Sauveur qui vient ; avec lui, le fruit de son travail, et devant lui, son ouvrage. Is 62, 11 : Sed ar pezh a embann an Aotrou betek harzoù an douar : "Lavarit da verc’h Sion : Setu ma teu da salver. Gantañ emañ garedon e c’hourdrec’h, ha dirazañ e kerzh gopr e c’hounid.
Eux seront appelés « Peuple-saint », « Rachetés-par-le-Seigneur », et toi, on t’appellera « La-Désirée », « La-Ville-qui-n’est-plus-délaissée ». Is 62, 12 : Galvet e vint : Ar bobl santel, dasprenidi an Aotrou ! Ha te, anvet e vi : An hini glasket, ar Gêr nann-dilezet !"
