Lennadennoù ar Sul - 14/05/2028
📅 D'ar Sul 14 a viz Mae 2028
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (Eb 14, 21b-27)
Paol ha Barnabaz o doa embannet ar C'heloù-Mat e Derbe, ha graet un niver bras a ziskibien ; ha goude-se e teujont war o c'hiz, dre Listr, Ikoniom hag Antiokia. Startaat a raent kalon an diskibien, hag o aliañ a raent da zerc'hel mat d'o feiz. “ Ret eo deomp, emezo, gouzañv kalz trubuilhoù, evit antreal e rouantelezh Doue. ” E pep Iliz o doa astennet o daouarn war ar gozhidi, ha goude bezañ pedet ha yunet, o doa fiziet anezho en Aotrou, an hini o doa lakaet ennañ o feiz.
Treuziñ a reont neuze dre vro Pisidia evit mont da vro Pamfilia. Goude bezañ prezeget ar Gomz e Perje, e tiskennjont da Atalia, ha mont goude-se dre vor da Antiokia : Ac'hano eo e oant deuet, hag eno e oent bet fiziet e gras Doue, evit al labour kaset bremañ da-benn. A-vec'h degouezhet, ha bodet ganto an Iliz, o doa disklêriet dezho kement en doa Doue graet drezo, ha penaos o doa digoret dor ar feiz d'ar baganed.
🎶 Salm
(Sa 144 (145), 8-9, 10-11, 12-13ab)
Ho meuliñ a rin da virviken,
Aotrou, Doue an hollved !
Leun a druez ha trugarezus eo an Aotrou,
Gorrek da gounnariñ, ha leun a vadelezh.
Mat eo an Aotrou evit an holl,
Leun a deneridigezh e-keñver e holl oberoù.
Ho meuliñ a ra, Aotrou, ho holl oberoù,
hag ho holl vignoned ho pennigo.
Gloar ho rouantelezh a lavarint,
Eus ho kalloud e komzint.
O tisplegañ d'an dud ho taolioù-kaer,
Ha gloar enorus ho rouantelezh !
Ho rouantelezh 'zo ur rouantelezh 'vit an holl gantvedoù,
Hag ho mestroniezh evit an holl rummadoù !
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus levr an Diskuliadur (Dis 21, 1-5a)
Me, Yann, am eus gwelet : un neñv nevez e oa, hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa aet da get, hag ar mor n'eus mui anezhañ. Ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, a welis o tiskenn eus an neñv, a-gichen Doue, kempennet evel ur plac'h-nevez en em fichet evit he gwaz.
Hag e klevis ur vouezh kreñv o tont eus an tron hag a lavare : “ Setu amañ demeurañs Doue gant an dud ; chom a ray ganto. Int-i a vo e bobl hag eñ a vo an Doue a zo ganto. Sec'hañ a ray an daeroù eus o daoulagad, ar marv ne vo mui anezhañ ; ne vo mui na kañv, na klemm, na poan, rak ar bed kentañ a vo aet da get ”. Hag an hini a zo azezet war an tron a lavaras : “ Setu ma ran nevez-flamm pep tra ”.
✝️ Aviel
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 13, 31-33a.34-35)
E-pad ar pred diwezhañ, pa oe aet Judaz er-maez, e lavaras Jezuz : “ Bremañ en deus Mab an Den resevet gloar, ha drezañ en deus Doue resevet gloar. Doue a roio gloar dezhañ, ennañ e-unan, hag hep dale eo e roio gloar dezhañ.
Va bugaligoù, n'emaon ganeoc'h nemet evit un nebeud amzer. Va c'hlask a reot, ha m'am eus lavaret d'ar Yuzevien : d'al lec'h ma 'z an ne c'hellit ket dont, deoc'h-c'hwi ivez e lavaran bremañ kement-se. Ur gourc'hemenn nevez a roan deoc'h : en em garit an eil egile. Evel m'am eus-me ho karet, e tleit, c'hwi ivez, en em garout an eil egile. M'hoc’h eus karantez an eil evit egile, e ouezo an holl ez oc'h diskibien din ”.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Yann 13, 31-35 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget dans Aviel.

