Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 22 a viz Mezheven 2025

Gouel ar Sakramant⚪ Gwenn

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr ar C'heneliezh (Ge 14, 18-20)

📖 Voir dans la Bible

P'edo Abraham o tistreiñ eus ar brezel graet gantañ a-enep pevar roue, Melkisedek, roue Salem, a lakas degas bara ha gwin.

Hemañ oa beleg an Doue uhel-meurbet.

Lavarout a reas ar vennozh-mañ : “ Ra vo benniget Abraham gant an Doue uhel-meurbet, en deus krouet an neñv hag an douar !

Ha benniget ra vo an Doue uhel-meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn ! ”

Hag Abraham a roas dezhañ e prof an dekvedenn eus kement en doa skrapet.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 110 Salm 109 (110)

📖 Psautier : Psaume 110

D : Te a zo beleg da viken
hervez urzh Melkisedek !


Lavaret en deus an Aotrou d'am Aotrou : «Azez a-zehou din,
ken na rin eus da enebourion ur skabell evit da dreid.»
An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ;
gourc'hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.
Te 'zo priñs e deiz da c'hanedigezh, e sked ar santelezh,
eus va c'halon a-raok gouloù-deiz me am eus da c'hanet.
En touet en deus an Aotrou, ha keuz n'en devo ket :
«Te 'zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek.»

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go Co 11, 23-26)

📖 Voir dans la Bible

Va breudeur, kement-mañ am eus resevet digant an Aotrou hag am eus roet deoc'h :

An Aotrou Jezuz, en nozvezh end-eeun ma voe gwerzhet, a gemeras bara, ha goude bezañ graet ur bedenn a drugarez, e torras ar bara hag e lavaras : “ Va C'horf eo hemañ, roet evidoc'h, grit kement-mañ da ober an eñvoradur ac'hanon ”.

Evel-se e reas c'hoazh evit ar c'haliriad, goude koan, en ur lavarout : “ Bez ez eo ar c'haliriad-mañ an emglev nevez em gwad ; bewech maz evot dioutañ, grit kement-mañ da ober an eñvoradur ac'hanon ”.

Rak bewech ma tebrit ar bara-mañ ha maz evit ar c'haliriad-mañ, ec'h embannit marv an Aotrou, betek ma teuio en-dro. Bep gwezh ma tebrit ha maz evit anezho, e kemennit marv an Aotrou.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 9, 11b-17)

📖 Voir dans la Bible

Debriñ a rejont hag holl o devoa bet o gwalc'h.

En amzer-se e komze Jezuz dezho eus Rouantelezh Doue,
ha pareañ a reas ar re glañv.
An deiz a oa war e ziskar ; an Daouzek a zeuas da lavarout dezhañ :
“ Gra d'an dud-se mont kuit, ma 'z aint d'ar c’hêriadennoù ha d'ar c'hêrioù tro-war-dro da glask lojeiz ha bevañs,
rak en ul lec'h digenvez emaomp amañ ”.
Jezuz a lavaras dezho : “ Roit dezho, da zebriñ, c'hwi hoc'h-unan ! ”. Respont a rejont : “ N'hon eus nemet pemp baraenn ha daou besk,
nemet ha mont a rafemp, ni hon-unan,
da brenañ magadurezh evit an holl dud-se ”.
Bez e oa war-dro pemp mil gwaz anezho.
Jezuz a lavaras d'e ziskibien : “ Grit dezho azezañ a hanter-kantoù ”.
Evel-se rejont hag e lakjont an holl da azezañ.
Jezuz a gemeras ar pemp baraenn hag an daou besk, hag en ur sevel e zaoulagad war-zu an neñv,
e vennigas hag e torras anezho hag o roe d'e ziskibien evit o c'hinnig d'an holl.
Debriñ a rejont holl o gwalc'h,
hag e voe dastumet an tammoù chomet eus o dilerc'h : daouzek panerad.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 22 a viz Mezheven 2025
Lukaz 9, 11b-17 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.

⇧ Retourner en haut de page