Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 7 a viz Kerzu 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaia (Iz 11, 1-10)
Barn a raio ar beorien gant justis
Evel-henn e komz an Aotrou :
Ur vountadenn a gresko diwar gef Jese
Ha diwar e wrizienn en em zispako ur vroustenn.
Warnañ e vano Spered an Aotrou,
Ar spered a furnez hag a skiant,
Ar spered a guzul hag a nerzh-kalon,
Ar spered a ouiziegezh hag a zoujañs-Doue :
Lakaat a ray e blijadur e karantez an Aotrou.
Ne varno ket diouzh gwel an daoulagad,
Ne roio ket e setañs diwar gleved hepken ;
Met barn a raio ar beorien gant justis,
Hag e tougo setañsoù reizh e-keñver tud izel ar vro.
Skeiñ a raio ouzh an den drouk gant kelastrenn e c'henoù
Ha gant alan e vuzelloù e lazho an den fall.
Ar reizhded a vo gouriz e groazell.
Hag ar fealded en-dro d'e zivlez.
Neuze ar bleiz a vo o chom gant an oan
Hag al loupard o c'hourvez gant ar menn-gavr ;
Al leue, al leon a beuro a-gevret
Hag ur bugelig o mesaio.
Ar vuoc'h a zebro a-unan gant an arzhez,
O reoù vihan a c'hourvezo en ur gichen,
Hag al leon a chagello plouz evel an ejen.
Ar vagadell a c'hoario war doull an aspig
Hag e toull an naer-wiber,
Ec'h astenno ar bugelig e zorn.
Droug ebet, dismantr ebet ken ne vezo graet
War va holl venez santel,
Rak leun e vo an douar eus anaoudegezh an Aotrou,
Evel strad ar mor gant an dourioù en golo.
En deiz-se e savo bountadenn gwrizienn Jese
Evel ur banniel evit ar pobloù,
Ha war-zu enni en em droio ar broadoù,
Hag e vo leun a c'hloar al lec'h m'emañ o chom ennañ.
🎶 Psaume
Psaume 72 Salm 72 (71), 1-2, 7-8, 12-13, 17
D : En e zeizioù, e vleunio ar reizhded
ha leunder ar peoc'h, keit ha ma pado al loar.
O Doue, roit d'ar Roue ho parnedigezh,
hag ho spered a reizhded da vab ar Roue ;
dezhañ da ren ho pobl gant eeunded,
hag ho peorien hervez ar gwir.
En e zeizioù e vleunio ar reizhded
ha leunder ar peoc'h, keit ha ma pado al loar,
ha ren a ray eus an eil mor d'egile,
eus ar stêr betek dibenn an douar.
Rak dieubiñ a ray an den paour o c'hervel,
an ezhommeg diskoazell.
Truez en devo ouzh an den gwan ha reuzeudik,
saveteiñ a ray buhez ar beorien.
Da viken e vo benniget e anv,
e vrud a bado keit hag an heol.
Ennañ e vo benniget holl veuriadoù an douar,
an holl vroadoù en disklêrio eürus.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 15, 4-9)
Ar C'hrist a ra d'an holl dud bezañ salvet.
Ya, kement a zo bet skrivet a-benn bremañ eo
evit hor c'helennadurezh eo bet skrivet,
evit m’hor bo an esperañs dre an habaskted
hag ar frealz a zeu diwar lenn ar Skriturioù.
Doue an habaskted hag ar frealz
da roio deoc'h ar c'hras da vezañ unvan an eil re gant ar re all,
hervez ar C'hrist Jezuz, evit ma c'hellot gant un hevelep kalon
hag un hevelep mouezh dougen gloar da Zoue,
Tad hon Aotrou Jezuz-Krist.
Gant se 'ta, roit degemer an eil egile,
evel m’en deus ar C'hrist ivez roet degemer deomp evit gloar Doue.
Rak en diskleriañ a ran :
ar C'hrist a zo en em lakaet da servijer tud an amdroc'h,
evit diskouez gant se gwirionez Doue,
evit degas da wir ar promesaoù graet gantañ d’hon Uheldadoù.
Met ivez ar Broadoù eo diwar-benn e drugarez,
o deus da zougen gloar da Zoue, evel ma 'z eo skrivet :
« Setu perak ho meulin e-touez ar Broadoù,
hag e kanin evit enor hoc'h anv. »
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 3, 1-12)
Grit pinijenn : tost emañ rouantelezh an Neñvoù.
Allelouia ! Allelouia ! (Lk. 3, 4. 6.)
Kempennit hent an Aotrou ; kompezit e wenodennoù.
Hag e welo pep krouadur silvidigezh Doue.
Allelouia !
En deizioù-se en em ziskouezas Yann Vadezour
oc'h embann ar c'homzoù-mañ e gouelec'h Judea :
«Grit pinijenn, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù.»
Hennezh eo an hini kemennet gant Izaia pa lavar :
«Ur vouezh o hopal er gouelec'h :
Kempennit hent an Aotrou, kompezit e wenodennoù.»
Ha Yann a zouge ur vantell graet gant reun kañval
hag ur gwiskamant-lêr en-dro d’e zargreiz ;
e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Neuze e teuas d’e gaout tud Jeruzalem
hag an holl dud eus Judea hag eus bro ar Yordan,
ha badezet e vezent gantañ e dour ar stêr Yordan en ur anzav o fec'hedoù.
O welout e teue kalz Farizianed ha kalz Sadukeidi
d’e vadeziant, e lavaras dezho :
«Gorad naered, piv en deus desket deoc'h tec'hout dirak ar gounnar o tont ?
Grit eta pinijenn wirion, unan a zougo frouezh.
N’it ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan :
'Hon Tad eo Abraham.'
Rak me 'lavar deoc'h e c'hell Doue eus ar vein-mañ sevel bugale da Abraham.
A-vremañ emañ ar vouc'hal ouzh gwrizioù ar gwez ;
ha kement gwezenn na daol ket frouezh mat,
a vezo troc'het ha stlapet en tan.
Me avat, me ho padez en dour e sell eus ar binijenn ;
met an hini a zeu war va lerc'h a zo galloudusoc'h egedon
ha n’on ket dellezek da dennañ dezhañ e sandalennoù,
eñ ho padezo er Spered Santel hag en tan.
En e zorn emañ ar bal-wenterez evit naetaat e leuriad
ha serriñ e winizh en e solier ;
ar pell avat, o deviñ a raio en un tan na varv ket.
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 7 a viz Kerzu 2025Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
