Premier livre des Rois - Chapitre 19
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Chapitre 19
Le roi Acab avait rapporté à Jézabel comment le prophète Élie avait réagi et comment il avait fait égorger tous les prophètes de Baal. 1R 19, 1 : Hag e kontas Ac’hab da Jezabel kement tra en devoa graet Elias, ha penaos en devoa lazhet an holl brofeded dre ar c’hleze.
Alors Jézabel envoya un messager dire à Élie : « Que les dieux amènent le malheur sur moi, et pire encore, si demain, à cette heure même, je ne t’inflige pas le même sort que tu as infligé à ces prophètes. » 1R 19, 2 : Hag e kasas Jezabel ur c’hannad da Elias, da lavarout : "Evel-hen da raio an doueoù hag evel-hont ouzhpenn mar ned an ket, d’ar c’houlz-mañ arc’hoazh, da lakaat da ene evel ene unan anezho !"
Devant cette menace, Élie se hâta de partir pour sauver sa vie. Arrivé à Bershéba, au royaume de Juda, il y laissa son serviteur. 1R 19, 3 : O welout se, e savas Elias hag ez eas kuit, en abeg d’e vuhez, hag ez erruas e Bersabea, a oa eus Youda, hag e lezas e servijer eno.
Quant à lui, il marcha toute une journée dans le désert. Il vint s’asseoir à l’ombre d’un buisson, et demanda la mort en disant : « Maintenant, Seigneur, c’en est trop ! Reprends ma vie : je ne vaux pas mieux que mes pères. » 1R 19, 4 : Hag e kerzhas er gouelec’h, un devezh hent, hag ez erruas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e hetas dezhañ e-unan ar marv. Lavarout a rae : "Trawalc’h bremañ, Aotrou ! Kemer va buhez diganin, rak n’on ket gwelloc’h eget va Zadoù."
Puis il s’étendit sous le buisson, et s’endormit. Mais voici qu’un ange le toucha et lui dit : « Lève-toi, et mange ! » 1R 19, 5 : Hag e c’hourvezas, hag e kouskas dindan ar bod-banal. Ha setu un ael da stekiñ outañ ha da lavarout dezhañ : "Sav ha debr !"
Il regarda, et il y avait près de sa tête une galette cuite sur des pierres brûlantes et une cruche d’eau. Il mangea, il but, et se rendormit. 1R 19, 6 : Hag e sellas, hag e oa, e-harz e benn, ur gouignenn bobet war an oaled hag ur picherad dour. Hag e tebras hag ec’h evas, ha neuze gourvez adarre.
Une seconde fois, l’ange du Seigneur le toucha et lui dit : « Lève-toi, et mange, car il est long, le chemin qui te reste. » 1R 19, 7 : Evit an eil gwech e teuas Ael an Aotrou d’e gaout ; stekiñ a reas outañ hag e lavaras dezhañ : "Sav ha debr, rak an hent a zo re hir evidout !
Élie se leva, mangea et but. Puis, fortifié par cette nourriture, il marcha quarante jours et quarante nuits jusqu’à l’Horeb, la montagne de Dieu. 1R 19, 8 : Hag e savas, debras, evas, hag e kerzhas, kennerzhet gant ar boued-se, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, betek menez Doue, an Horeb.
Là, il entra dans une caverne et y passa la nuit. Et voici que la parole du Seigneur lui fut adressée. Il lui dit : « Que fais-tu là, Élie ? » 1R 19, 9 : Hag ez eas eno en ur c’hev hag e nozvezhias eno. Ha setu ma voe disklêriet dezhañ komz an Aotrou hag a lavaras dezhañ : "Petra a rez amañ, Elias ?"
Il répondit : « J’éprouve une ardeur jalouse pour toi, Seigneur, Dieu de l’univers. Les fils d’Israël ont abandonné ton Alliance, renversé tes autels, et tué tes prophètes par l’épée ; moi, je suis le seul à être resté et ils cherchent à prendre ma vie. » 1R 19, 10 : Hag e lavaras : "Gred am eus, gred evit an Aotrou, Doue an armeoù, rak dilezet o deus bugale Israel, da emglev, da aoterioù o deus diskaret, ha da brofeded o deus lazhet dre ar c’hleze. Hag ez on manet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he zapout".
Le Seigneur dit : « Sors et tiens-toi sur la montagne devant le Seigneur, car il va passer. » À l’approche du Seigneur, il y eut un ouragan, si fort et si violent qu’il fendait les montagnes et brisait les rochers, mais le Seigneur n’était pas dans l’ouragan ; et après l’ouragan, il y eut un tremblement de terre, mais le Seigneur n’était pas dans le tremblement de terre ; 1R 19, 11 : Hag e lavaras : "Kae ! Hag en em zalc’h war ar menez dirak an Aotrou". Ha setu an Aotrou o tremen : un avel vras ha kreñv, da zispenn ar menezioù ha da zrailhañ reier dirak an Aotrou, met an Aotrou ne oa ket en avel. Ha goude an avel e voe ur c’hren-douar, met an Aotrou ne oa ket er c’hren-douar.
et après ce tremblement de terre, un feu, mais le Seigneur n’était pas dans ce feu ; et après ce feu, le murmure d’une brise légère. 1R 19, 12 : Ha war-lerc’h ar c’hren-douar, un tan, met an Aotrou ne oa ket en tan-se. Ha goude an tan, setu ur vouezh, sioul ha mistr.
Aussitôt qu’il l’entendit, Élie se couvrit le visage avec son manteau, il sortit et se tint à l’entrée de la caverne. Alors il entendit une voix qui disait : « Que fais-tu là, Élie ? » 1R 19, 13 : Kerkent ha m’he c’hlevas Elias, e vouchas e zremm gant e vantell, hag ez eas en e sav e toull ar vougev ; ha setu ur vouezh o lavarout : "Petra emaout oc’h ober amañ Elias ?"
Il répondit : « J’éprouve une ardeur jalouse pour toi, Seigneur, Dieu de l’univers. Les fils d’Israël ont abandonné ton Alliance, renversé tes autels, et tué tes prophètes par l’épée ; moi, je suis le seul à être resté et ils cherchent à prendre ma vie. » 1R 19, 14 : Hag e lavaras : "Gred am eus, gred birvidik evit an Aotrou, Doue an Armeoù ; rak dilezet o deus bugale Israel da Emglev, da aoterioù o deus diskaret, ha da brofeded o deus lazhet dre ar c’hleze, hag ez on manet va-unan, hag emaint o klask lemel va buhez diganin".
Le Seigneur lui dit : « Repars vers Damas, par le chemin du désert. Arrivé là, tu consacreras par l’onction Hazaël comme roi de Syrie ; 1R 19, 15 : Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : "Kae en-dro gant da hent er gouelec’h betek Damask. Erruet eno, ez olevi Hazael da roue war Siria,
puis tu consacreras Jéhu, fils de Namsi, comme roi d’Israël ; et tu consacreras Élisée, fils de Shafath, d’Abel-Mehola, comme prophète pour te succéder. 1R 19, 16 : ha Jehou, mab Namsi, a olevi da roue war Israel. Hag Elizea, mab Safat, eus Abel-Mehula, a olevi da brofed war da lerc’h.
Celui qui échappera à l’épée d’Hazaël, Jéhu le tuera, et celui qui échappera à l’épée de Jéhu, Élisée le tuera. 1R 19, 17 : An hini a ziflipo diouzh kleze Hazael a vo lakaet d’ar marv gant Jehou, hag an hini a ziflipo diouzh kleze Jehou a vo lakaet d’ar marv gant Elizea.
Mais je garderai en Israël un reste de sept mille hommes : tous les genoux qui n’auront pas fléchi devant Baal et toutes les bouches qui ne lui auront pas donné de baiser ! » 1R 19, 18 : Hag e lezin en Israel seizh mil den, an holl zaoulinoù n’o devo ket pleget dirak Baal, an holl c’henaouioù n’o devo ket poket outañ".
Élie s’en alla. Il trouva Élisée, fils de Shafath, en train de labourer. Il avait à labourer douze arpents, et il en était au douzième. Élie passa près de lui et jeta vers lui son manteau. 1R 19, 19 : Hag aet alese, e kavas Elizea, mab Safat, a oa oc’h arat, daouzek koublad ejened dirazañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Hag e tostaas Elias outañ, hag e taolas e vantell warnañ.
Alors Élisée quitta ses bœufs, courut derrière Élie, et lui dit : « Laisse-moi embrasser mon père et ma mère, puis je te suivrai. » Élie répondit : « Va-t’en, retourne là-bas ! Je n’ai rien fait. » 1R 19, 20 : Hag o lezel an ejened, e redas Elizea war-lerc’h Elias, hag e lavaras : "Va lez da bokat, mar plij, d’am zad ha d’am mamm, hag ez in war da lerc’h". Hag e lavaras dezhañ : "Kae en-dro ! Met dalc’h soñj eus ar pezh am eus graet dit."
Alors Élisée s’en retourna ; mais il prit la paire de bœufs pour les immoler, les fit cuire avec le bois de l’attelage, et les donna à manger aux gens. Puis il se leva, partit à la suite d’Élie et se mit à son service. 1R 19, 21 : Hag o tistreiñ diwar e lerc’h, e kemeras ur c’houblad ejened hag o aberzhas, ha gant yev an ejened e poazhas o c’hig, hag e roas d’an dud da zebriñ. Hag e savas hag ez eas war-lerc’h Elias hag e voe e servijer.
