Livre des Proverbes - Chapitre 17
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Chapitre 17
Mieux vaut du pain sec, et la paix, qu’une salle de banquet pleine de discorde. Pr 17, 1 : Gwelloc’h eo gant ar peoc’h un tamm kreun bara sec’h eget un ti leun a festoù gant tabutoù.
Un serviteur avisé supplantera le fils indigne ; avec les frères il aura part à l’héritage. Pr 17, 2 : Trec’h eo d’ar mab mezhus ar servijer poellek, gant ar vreudeur en devo lod eus an hêrezh.
Comme le creuset pour l’argent, et le fourneau pour l’or, le Seigneur éprouve les cœurs. Pr 17, 3 : An teuzlestr d’an arc’hant hag ar fornez d’an aour, evel-se eo an Aotrou ’zo amprouer ar c’halonoù.
Le malfaiteur s’intéresse à qui parle de fraude, le menteur tend l’oreille aux propos pernicieux. Pr 17, 4 : An den drouk a daol pled ouzh an diweuz fallakr, ar gaouiad a selaou an teodoù binimus.
Qui se moque d’un pauvre insulte Dieu qui l’a fait, qui se réjouit du malheur ne restera pas impuni. Pr 17, 5 : Ober goap ouzh ar paour a zo dismegañsiñ e grouer : ne chomo ket digastiz an neb a gemer fent gant ar gwalleur.
Couronne des vieillards, leurs petits-enfants ! Fierté des fils, leur père ! Pr 17, 6 : Kurunenn ar re gozh eo bugale o bugale, hag enor kaer ar vibien, o zadoù.
L’abruti n’a que faire d’un langage distingué, et moins encore, un prince, du langage menteur. Pr 17, 7 : Ne zere ket ouzh un den droch komzoù war an ton bras, nebeutoc’h c’hoazh un teod tromplus ouzh ur priñs.
Les pots-de-vin portent chance, aux yeux du donateur : où qu’il aille, tout lui sourit ! Pr 17, 8 : Un tilsam eo ar prof evit an neb hen ro, war gement tu ma tro e ra berz gantañ.
Qui cherche l’amitié ignore l’offense ; qui revient sur l’affaire divise les amis. Pr 17, 9 : Neb a guzh ur fazi 'c’hounez mignoniezh, ar flapenner avat 'zisrann ar geneiled.
Un reproche fait plus d’effet à l’homme intelligent que cent coups de bâton à l’insensé ! Pr 17, 10 : Efedusoc’h eo ur rebech war un den skiantek eget kant taol bazh war gein un den sot.
Au révolté qui n’aspire qu’au mal, on dépêche un émissaire sans pitié. Pr 17, 11 : Ne glask an den fallakr nemet dispac’herezh : ur c’hannad kriz a vo kaset enep dezhañ.
Plutôt tomber sur une ourse privée de ses petits que sur un insensé en plein délire ! Pr 17, 12 : Kentoc’h eo kejañ gant un arzez tennet diouti he re vihan eget gant un den foll en ur barr-follentez.
Qui rend le mal pour le bien voit le mal ne plus quitter sa maison. Pr 17, 13 : An neb a rent an droug evit ar mad ne bellaio ket an drougeur diouzh e di.
Début de querelle, torrent qui déferle : avant d’en venir au procès, renonce ! Pr 17, 14 : Kregiñ gant ur brosez eo dichaoseriañ d’an dour, a-raok ma tigoro, tec’h kuit eta !
Justifier le coupable, donner tort à l’innocent : deux choses dont le Seigneur a horreur ! Pr 17, 15 : Didamallat un den kablus, kondaoniñ un den reizh, o daou, un euzhusted da sell an Aotrou.
À quoi bon de l’argent dans la main d’un insensé ? Pour acheter la sagesse ? Il n’a rien dans la tête ! Pr 17, 16 : Da betra an arc’hant etre daouarn un den sot ? Da brenañ ar furnez ? Met n’en deus ket skiant !
On a des amis en tout temps, mais un frère est là pour le temps de la détresse. Pr 17, 17 : Ur gwir vignon a zo mignon e pep mare, ganet eo evit en em ziskouez ur breur e deiz an drougeur.
C’est un écervelé, l’homme qui dit « Marché conclu ! » et se porte caution pour un proche. Pr 17, 18 : Diskiant eo an den a donk en dorn o’n em lakaat da gredour evit e nesañ.
Qui aime la querelle aime le péché ! La folie des grandeurs entraîne la chute ! Pr 17, 19 : Neb a gar rendaeliñ a gar pakañ taolioù : neb a glask al lorc’haj a brient a rivin.
Un esprit retors ne trouve pas le bonheur ; qui a la langue perfide tombe dans le malheur. Pr 17, 20 : Ar galon gwidreüs ne gav ket evurusted ; an teod gwidilus a gouezh er gwalleur.
Engendrer un insensé, quelle tristesse ! Le père d’un imbécile n’est pas à la fête. Pr 17, 21 : Engehenter ur sod en devez doan : n’eus joa ebet evit tad ul loukez !
À cœur joyeux, santé florissante ! L’esprit chagrin dessèche jusqu’à l’os. Pr 17, 22 : Ur galon laouen, ar gwellañ louzoù ! Ur spered mantret, un disec’h eskern !
Le méchant accepte un pot-de-vin sous le manteau pour entraver le cours de la justice. Pr 17, 23 : An den fallakr a zegemer gwerzh-butun eus ar godell evit gwariañ linenn ar justis.
L’homme intelligent a devant lui la sagesse ; l’insensé la cherche des yeux au bout du monde. Pr 17, 24 : An den poellek en deus ar furnez dindan e sell ; met daoulagad an den sot a bled gant pennoù pell ar bed.
Un fils insensé ne fait qu’irriter son père, et désole sa mère. Pr 17, 25 : Mab diskiant, glac’har e dad, c’hwervoni evit ar vamm he deus en ganet.
Punir un innocent est inadmissible ; frapper des gens de bien n’est pas correct ! Pr 17, 26 : N’eo ket un dra vat lakaat war un den just un dell-gastiz, met skeiñ gant an dudjentil a zo dreist ar gont.
Qui sait tenir sa langue a du discernement ; qui garde son sang-froid est homme de réflexion. Pr 17, 27 : Muzulier e gomzoù a zo den a skiantegezh, hag an hini ’zo yen a spered a zo paotr a veizegezh.
S’il se tait, même un sot passe pour sage ; bien malin, celui qui ne dit mot ! Pr 17, 28 : Zoken an den diboell, ma chom digomz, a vo lakaet da fur, da zen skiantek, ma serr e vuzelloù.
