Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des Proverbes » Chapitre 24

Livre des Proverbes - Chapitre 24

Levr : Levr ar C'hrennlavarioù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 24



N’envie pas les méchants, ne rêve pas d’être avec eux, Pr 24, 1 : N’ez ket d’aviañ ar re fall, na c’hoantaez ket o daremprediñ !

car ils n’ont dans le cœur que violence et sur les lèvres, des paroles menaçantes. Pr 24, 2 : Rak o c’halon a itrik gwalldaolioù, ha ne gomz a diweuz nemet eus torfedoù.

Avec la sagesse on se bâtit une maison, avec l’intelligence on la rend solide, Pr 24, 3 : Un ti, eo gant furnez e vez savet, ha gant ar boellegezh ez en em starta ;

avec du savoir-faire on remplit les pièces de mille biens précieux et beaux. Pr 24, 4 : dre ar skiantegezh e leunier ar c’hrignol eus an holl vadoù prizius hag hetus.

Au sage appartient la force, celui qui a l’expérience augmente son pouvoir. Pr 24, 5 : Gwelloc’h un den fur eget un den kreñv, un den a skiant-poell eget un den a nerzh.

C’est en bon stratège que tu dois mener la guerre : élargis ton conseil et tu réussiras ! Pr 24, 6 : Rak brezel a rener war-bouez skiantegezh, hag an trec’h a c’hounezer gant kuzulierien e-leizh.

La sagesse vole trop haut pour le fou : au conseil de la cité, il ne dit mot. Pr 24, 7 : Re uhel evit ar sod eo ar Furnez : ouzh dorioù-kêr ra chomo hep digeriñ e veg.

Qui fait le mal avec préméditation mérite le nom de roi des rusés. Pr 24, 8 : Neb a ijin drougoberoù e reer anezhañ paotr an itrikoù.

Le fou n’a de ruse que pour le péché ; l’insolent, les gens l’ont en horreur. Pr 24, 9 : Mennad an diskiant n’eo ken ’met pec’hed, un euzhadenn evit an dud eo ar goapaer.

Tu faiblis aux jours difficiles ? Difficile de croire à ta force ! Pr 24, 10 : Mar kollez kalon e deiz an enkadenn eo gwall-vihan da nerzh.

Sauve les condamnés à mort, fais grâce à ceux qu’on traîne au supplice. Pr 24, 11 : Dieub ar re a stlejer d’ar marv, ar re a ya d’ar bourev en ur drabidellañ, salv anezho !

Tu oses dire : « Eh oui, nous ne savions pas. » Mais Celui qui pèse les cœurs, ne comprend-il pas ? Celui qui observe ton âme, il sait, lui ; il rendra à chacun selon ses actes. Pr 24, 12 : Mar lavarez : Me n’ouien netra ! Hag eñ ne gompren ket an Hini a bouez ar c’halonoù ? An Hini a evesha ouzh da ene, hag eñ n’ouio ket Eñ ? Hag eñ ne rento ket d’an den hervez e oberoù ?

Mange du miel, mon fils, c’est très bon, un vrai nectar, douceur pour ton palais ! Pr 24, 13 : Va mab, debr mel, rak mat eo, c’hwek eo d’ar staon an derenn-vel.

Ainsi en sera-t-il pour ton âme, si tu goûtes à la sagesse : si tu la trouves, tu auras un avenir, tu n’auras pas espéré en vain. Pr 24, 14 : Evel-se anaoudegezh ar furnez evit da ene : mar kavez anezhi e vo evidout un dazont ha ne vo ket tromplet da esper.

Ne guette pas le domaine du juste, ne ravage pas sa propriété. Pr 24, 15 : Na stegnez ket pechoù a-enep ti an den reizh, na wastez ket e annez ;

Car le juste tombe sept fois mais se relève, alors que les méchants s’effondrent dans le malheur. Pr 24, 16 : Rak goude kouezhañ seizh gwech ez adsav an den reizh, met ar re zrouk a strebot er gwalleur.

Si ton ennemi tombe, ne te réjouis pas ; s’il s’effondre, ne jubile pas : Pr 24, 17 : Mar kouezh da enebour, n’ez ket da laouenaat, arabat d’az kalon tridal gant e ziskar,

le Seigneur verrait cela d’un mauvais œil et détournerait de lui sa colère ! Pr 24, 18 : Gant aon na welfe an aotrou ha na zisplijfe dezhañ ha na zistrofe dioutañ e gounnar.

Ne t’indigne pas à la vue des malfaiteurs, ne jalouse pas les méchants, Pr 24, 19 : Na gounnarez ket en abeg d’an dud fall, ha n’ez ket d’aviañ an drougoberourien :

car le mauvais n’a pas d’avenir : la lampe des méchants s’éteindra. Pr 24, 20 : Rak n’eus dazont ebet evit an den gwall, buan e varv lamp ar re fallakr.

Crains le Seigneur, mon fils, et aussi le roi, ne fréquente pas le contestataire, Pr 24, 21 : Va mab, az pez doujañs ouzh an Aotrou hag ar roue, n’ez ket d’en em veskañ gant ar gabalerien,

car soudain surgira son désastre ; l’échec que les deux lui réservent, qui le sait ? Pr 24, 22 : Rak a-daol-trumm e teuio warno ar gwalleur, ur rivin dic’hortozet war an eil re hag ar re all.

Voici encore ce que disent les Sages : Être partial dans un jugement, ce n’est jamais bon ! Pr 24, 23 : Kement-mañ c’hoazh a zo a-berzh ar Furien : Er barnedigezhioù n’eo ket mat ober diouzh stad an dud.

Quiconque dit au coupable : « Tu es innocent » sera vilipendé par la foule, honni par les nations. Pr 24, 24 : An neb a lavar d’an den fall : Te ’zo just ! Ar pobloù hen milligo hag ar broadoù hen kasaio :

Mais à ceux qui sanctionnent, on saura gré ; sur eux viendra une heureuse bénédiction. Pr 24, 25 : met ar re a c’hourdrouz an den drouk a vezo meulet, warno e tiskenn bennozh hag eurvad.

Il donne un vrai baiser, celui qui répond franchement. Pr 24, 26 : Evel ur pok war an diweuz ur respont graet reizh ha diresis.

Assure au-dehors ton travail, mène-le à bien dans ton champ ; ensuite, tu construiras ta maison. Pr 24, 27 : Kas da benn da gentañ da labour en diavaez, laka pep tra pare ez parkeier, ha goude-se neuze e savi da di.

Ne charge pas sans preuve ton prochain : tes lèvres seraient-elles trompeuses ? Pr 24, 28 : Na zoug ket testeni hep abeg a-enep da nesañ : aes a-walc’h e lakfes da ziweuz da dromplañ.

Ne dis pas : « Il me l’a fait, je le lui ferai : je rendrai à chacun selon ses actes ! » Pr 24, 29 : Na lavar ket : Evel m’en deus graet din e rin dezhañ, rentañ 'rin d’an den-se hervez e oberoù !

Je suis passé près du champ d’un paresseux, près de la vigne d’un homme écervelé. Pr 24, 30 : Tremenet on e-kichen park an didalvez, e-kichen gwinienn an den diboell :

Voici que des broussailles avaient poussé partout, le sol était couvert de ronces, la murette en pierres était par terre. Pr 24, 31 : Setu ! Linad dre holl a greske, an askol 'c’holoe ar gorre, ha kouezhet e oa ar voger-vein.

Voyant cela, moi, je réfléchis ; je regarde et j’en tire une leçon : Pr 24, 32 : Sellet em eus ha prederiet, soñjet em eus, tennet kentel :

un somme par-ci, une sieste par-là, s’allonger un moment, se croiser les bras, Pr 24, 33 : ur pennadig kousked, ur pennadig mored, kroaziañ un tammig an divrec’h da repoziñ,

et voilà que survient la pauvreté qui rôdait, la misère, comme un garde bien armé. Pr 24, 34 : Hag evel ul laer e teu ar baourentez, evel un den a vrezel, an dienez !