Livre des Proverbes - Chapitre 22
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Chapitre 22
Plus désirable un nom qu’une grande richesse, plus que l’or et l’argent, la faveur ! Pr 22, 1 : Gwelloc’h eo brud-vat eget madoù bras, hag an istim eget aour hag arc’hant.
Un riche et un pauvre se rencontrent : l’un comme l’autre, le Seigneur les a faits. Pr 22, 2 : War ur poent en em gav ar mondian hag ar paour, an hini en deus o graet o-daou eo an Aotrou.
Bien avisé qui voit le malheur et se met à l’abri ; l’étourdi passe outre, il le paiera. Pr 22, 3 : An den poellek, pa wel ar reuz o tont, a ya da guzhat, met ar re sot a zalc’h da vont hag a vez gwasket.
Fruit de l’humilité : la crainte du Seigneur, et la richesse, et la gloire, et la vie ! Pr 22, 4 : Frouezh an izelegezh eo doujañs an Aotrou, pinvidigezh, gloar ha buhez.
Épines et embûches sur le chemin du pervers : qui tient à la vie s’en écarte. Pr 22, 5 : Drein ha trapoù a zo en hent an den fallakr, neb a ziwall e vuhez a dec’h dioutañ.
Éduque un jeune à mesure de son développement : jamais il ne déviera, même l’âge venu. Pr 22, 6 : Kelenn mat d’ar bugel an hent ’zo da heuliañ, ha zoken pa vo kozh ne dec’ho ket dioutañ.
Le riche a pouvoir sur les pauvres : le débiteur sera l’esclave de son créancier. Pr 22, 7 : War ar beorien bepred e vez mestr ar mondian : atav an amprester a vo sklav d’ar prester.
Qui sème la fraude récolte le malheur : le fléau de sa frénésie lui sera fatal. Pr 22, 8 : Hader ar fall a ved ar gwall, ha bazh e gounnar a ya da skeiñ outañ e-un.
Qui a bon cœur sera béni : il partage son pain avec le faible. Pr 22, 9 : Benniget ra vezo an den madelezhus dre ma ro d’ar paour eus e vara.
Chasse l’insolent, la querelle s’en va, affronts et procès prennent fin. Pr 22, 10 : Kas kuit ar goapaer hag ar rendael a baouezo, tabut, kunujennoù, neuze e ehano.
Qui s’attache à purifier son cœur a des paroles aimables, le roi est son ami. Pr 22, 11 : An Aotrou a gar purentez ar galon : neb en deus gras war e ziweuz ’zo mignon ar Roue.
Les yeux du Seigneur veillent sur le savoir, mais il réduit à rien les propos trompeurs. Pr 22, 12 : Daoulagad an Aotrou a ziwall ar furnez, met dispenn a ra lavaroù an treitour.
Le paresseux dit : « Un lion dehors ! Si je sors, je suis mort ! » Pr 22, 13 : Ul leon ’zo er-maez ! eme an didalvez, "Hag o vont er straed e vin lazhet !"
Gouffre profond, la bouche de la femme d’un autre, y tombent ceux que réprouve le Seigneur ! Pr 22, 14 : Ur poull don eo genoù ar serc’hed ma kouezh ennañ an den kasaet gant an Aotrou.
La folie s’agrippe au cœur d’un jeune : le bâton de la correction lui fait lâcher prise. Pr 22, 15 : Ar sotoni ’zo peg ouzh kalon ar bugel, gant bazh ar reizhadur e tispego dioutañ.
Qui opprime le faible le rend fort, qui donne au riche se rend pauvre ! Pr 22, 16 : Gwaskañ ur paour a dro d’e binvidikaat, ha reiñ d’ur pinvidig d’e baouraat.
Tends l’oreille, écoute les paroles des sages, que ton cœur s’attache à mon savoir : Pr 22, 17 : Lavaroù ar Furien. Ro da skouarn da selaou va c’homzoù, tro da galon d’o anavezout,
tu prendras plaisir à garder en toi ces paroles, toutes prêtes à venir sur tes lèvres. Pr 22, 18 : rak dudi az po mar o mirez ez endon ha mar dalc’hez anezho war da vuzelloù.
Pour que ta confiance soit dans le Seigneur, je vais t’instruire aujourd’hui, toi aussi. Pr 22, 19 : Evit ma vezo da fiziañs en Aotrou e fell din da genteliañ, te ivez, hiziv.
N’ai-je pas écrit pour toi trente chapitres pleins de conseils et de science, Pr 22, 20 : Hag eñ n’em eus ket skrivet evidout tregont pezhig a guzulioù hag a veizegezh,
afin que tu reconnaisses la parole vraie, que tu fasses un rapport sûr à celui qui t’envoie ? Pr 22, 21 : evit deskiñ dit ar wirionez, komzoù asur, ma responti ez reizh d’an neb a c’houlenno ?
Ne profite pas de la faiblesse du faible, n’écrase pas le pauvre au tribunal, Pr 22, 22 : Na zibourc’h ket ar paour o vezañ ma-z eo paour, ha na wask ket an ezhommeg ouzh dorioù kêr,
car le Seigneur plaidera leur cause, il ravira la vie de leurs ravisseurs. Pr 22, 23 : rak an Aotrou a zifenno e gaoz ha digant al laeron e laero o buhez.
Ne fréquente pas le coléreux, n’approche pas l’homme irascible ; Pr 22, 24 : N’a ket da zaremprediñ an den buanek, n’a ket da bleustriñ an den brouezek,
sinon, tu prendras leurs manières, tu seras pris au piège. Pr 22, 25 : gant aon na zeufes da zeskiñ e hentoù ha na vefent ur pech evit da vuhez.
Ne sois pas de ceux qui disent : « Marché conclu ! » et se portent caution pour un emprunt : Pr 22, 26 : Na vez ket eus ar re a donk en dorn hag en em lak da warantiz evit dleoù :
si tu n’as pas de quoi rembourser, pourquoi risquer la saisie du lit où tu dors ? Pr 22, 27 : mar n’ac’h eus ket peadra da respont e vo tapet da wele a-zindanout.
Ne déplace pas une borne ancienne : ce sont tes ancêtres qui l’ont posée. Pr 22, 28 : Na ziblas ket ar bonn kozh bet lakaet gwechall en e lec’h gant da dadoù.
As-tu vu un homme habile à l’ouvrage ? C’est au service des rois qu’il a sa place, il ne l’a pas auprès des gens obscurs. Pr 22, 29 : Gwelout a rez an den ampart war e vicher : antren a ray e servij ar rouaned, ne chomo ket e-touez an dud dister.
