Livre de Tobie - Chapitre 11
Chapitre 11
Comme ils approchaient de Kaserîn, qui se trouve en face de Ninive, Tb 11, 1 : Evel ma tostaent ouzh Karran, a zo dirak Ninive, e lavaras Rafael :
Raphaël dit à Tobie : « Tu sais dans quel état nous avons laissé ton père. Tb 11, 2 : Gouzout a rez penaos hon eus lezet da dad.
Prenons de l’avance sur ta femme et allons préparer la maison, avant que les autres n’arrivent. » Tb 11, 3 : Redomp en a-raok d’az kwreg ha prientomp an ti e-keit ha ma tegouezhont".
Ils partirent donc tous deux ensemble. Raphaël dit : « Prends avec toi le fiel du poisson. » Et le chien les suivait. Tb 11, 4 : Hag ez ejont o-daou a-gevret, ha Rafael a lavaras dezhañ : "Kemer ez taouarn ar vestl". Hag ez ae ganto ar c’hi a-dreñv dezhañ ha da Dobia.
Or, Anna était assise à l’entrée de la cour et surveillait la route par laquelle son fils était parti. Tb 11, 5 : Hag Anna a oa en he c’hoazez gant he daoulagad troet war-zu an hent ma tlee he mab distreiñ,
Elle le reconnut qui arrivait et cria à Tobith : « Voici ton fils qui revient, et aussi son compagnon de voyage. » Tb 11, 6 : ha setu ma taolas pled edo o tont ; hag hi da lavarout d’an tad : "Sell ! Erru eo da vab, ha gantañ an den a oa aet en hent gantañ".
Raphaël dit à Tobie, avant que celui-ci ne s’approche de son père : « J’ai la certitude que ses yeux vont s’ouvrir. Tb 11, 7 : Neuze e lavaras Rafael da Dobia a-raok ma vije erruet e-kichen e dad : "Me ’zo sur e vo digoret daoulagad da dad ;
Étale sur eux le fiel du poisson ; le remède provoquera la contraction des yeux et en détachera le voile blanchâtre. Ton père retrouvera la vue et verra la lumière. » Tb 11, 8 : laka bestl ar pesk ouzh e zaoulagad, hag al louzaouenn a ray d’ar gwennennoù strishaat ha distagañ eus e zaoulagad, hag ec’h adkavo da dad ar gweled hag e welo ar sklerijenn".
Anna courut se jeter au cou de son fils et lui dit : « Je te revois, mon enfant. À présent, je peux mourir ! » Et elle se mit à pleurer. Tb 11, 9 : Hag e redas Anna d’en em strinkañ ouzh kerc’henn he mab hag e lavaras dezhañ : "Da welet am eus, mabig, adal bremañ e c’hellan mervel" ; hag e tirollas da ouelañ.
Quant à Tobith, il se leva et franchit l’entrée de la cour en trébuchant. Tb 11, 10 : Hag e savas Tobit, hag en ur strebotiñ ez eas er-maez dre zor ar porzh.
Tobie alla vers lui, le fiel du poisson à la main. Il lui souffla dans les yeux, le saisit et lui dit : « Confiance, père ! » Puis il lui appliqua le remède et en rajouta. Tb 11, 11 : Mont a reas Tobia davetañ, bestl ar pesk en e zorn, hag e c’hwezhas en e zaoulagad, hag o terc’hel anezhañ e lavaras : "Bez fiziañs, Tad !" Neuze e ledas an traet warnañ.
Ensuite, de ses deux mains, il lui retira les pellicules en partant du coin des yeux. Tb 11, 12 : Hag e tistagas ar gwennennoù gant e zaou zorn diouzh korn e zaoulagad.
Tobith se jeta alors au cou de son fils et lui dit en pleurant : « Je te revois, mon enfant, toi, la lumière de mes yeux ! » Tb 11, 13 : Neuze Tobit a welas e vab hag en em lezas da gouezhañ en e gerc’henn, hag en ur ouelañ e lavaras dezhañ : "Da welout a ran, va mab, te, sklerijenn va daoulagad !"
Et il ajouta : « Béni soit Dieu ! Béni soit son grand nom ! Bénis soient tous les anges pour tous les siècles ! Tb 11, 14 : Hag e lavaras : "Benniget ra vezo Doue, ha benniget e Anv bras, ha benniget e holl aelez santel da holl viken !
Car Dieu m’avait frappé, mais voici que je revois mon fils Tobie ! » Tobie entra dans la maison, tout joyeux et bénissant Dieu à pleine voix. Il raconta à son père qu’il avait fait bon voyage, qu’il rapportait l’argent et comment il avait épousé Sarra, la fille de Ragouël : « La voilà qui arrive, ajouta-t-il ; elle est aux portes de Ninive. » Tb 11, 15 : Rak va c’hastizet en devoa, ha setu ma welan Tobia, va mab !" Hag ec’h antreas Tobia, laouen hag o vennigañ Doue leizh e c’henou ; hag e tisklerias Tobia d’e dad en devoa graet berzh en e veaj hag e tegase an arc’hant, hag en devoa kemeret Sara, merc’h Ragouel, da wreg, «ha setu m’emañ o tont hag emañ tostik-tost da zor Nineve».
Tobith partit à la rencontre de sa belle-fille, aux portes de Ninive ; il était tout joyeux et bénissait Dieu. En le voyant marcher d’un pas ferme et traverser la ville sans que personne le conduise par la main, les habitants furent émerveillés, et Tobith proclamait que Dieu l’avait pris en pitié et lui avait rouvert les yeux. Tb 11, 16 : Hag ez eas Tobit war-arbenn d’e verc’h-kaer, laouen hag o vennigañ Doue, etrezek dor Ninive ; hag ouzh e welout o kerzhout hag o tremen en e holl nerzh, hep den ouzh e gas gant an dorn, tud Ninive a voe estlammet, ha Tobit a embanne dirazo en devoa bet Doue truez outañ hag en devoa digoret e zaoulagad.
Quand il arriva près de Sarra, la femme de son fils Tobie, il la bénit en disant : « Sois la bienvenue, ma fille! Béni soit ton Dieu de t’avoir menée vers nous ! Béni soit ton père ! Béni soit mon fils Tobie et bénie sois-tu, ma fille ! Sois la bienvenue dans ta maison, sois comblée de bénédiction et de joie. Entre, ma fille ! » Tb 11, 17 : Hag ec’h erruas Tobit e-kichen Sara, gwreg Tobia, e vab, hag he bennigas en ur lavarout dezhi : "Degemer mat dit, va merc’h ! Benniget ra vo da Zoue, en deus da zerenet betek ennomp, va merc’h ! Ha benniget da dad, ha benniget Tobia, va mab, ha ra vezi benniget, te, va merc’h ! Deus e-barzh da di gant yec’hed, bennozh ha levenez ! Deus-tre, va merc’h !"
Ce jour-là fut un jour de joie pour tous les Juifs qui habitaient Ninive. Tb 11, 18 : En deiz-se e voe levenez evit an holl Yuzevien o chom e Ninive.
Alors arrivèrent, tout joyeux, chez Tobith ses neveux Ahikar et Nabad. Tb 11, 19 : Ac’hikar ha Nadab, e nizien, a zeuas ivez, laouen, davet Tobit.
