Livre de Tobie - Chapitre 8
Chapitre 8
Quand on eut fini de manger et de boire, on décida d’aller se coucher. On conduisit le jeune homme jusqu’à la chambre, où on le fit entrer. Tb 8, 1 : P’o devoe ehanet da zebriñ ha da evañ, o devoe c’hoant da weleata : Kaset e voe ar paotr yaouank ha lakaet er gambr.
Tobie se souvint alors des paroles de Raphaël ; il sortit de sa besace le foie et le cœur du poisson et les déposa sur le brûle-parfums. Tb 8, 2 : Hag e kounaas Tobia komzoù Rafael, hag e kemeras avu ar pesk hag ar galon eus e visac’h hag o lakaas war regez an ezañs.
L’odeur du poisson repoussa le démon, qui s’enfuit par les airs jusqu’en Égypte. Raphaël s’y rendit, et aussitôt entrava et ligota le démon. Tb 8, 3 : Ha c’hwez ar pesk a harzas ouzh an diaoul, a dec’has kuit ouzh krec’h etrezek kornadoù-bro an Egipt. O vezañ aet di, Rafael hen hualas eno hag hen ereas raktal.
Or les parents de Sarra avaient quitté la chambre et fermé la porte. Tobie sortit du lit et dit à Sarra : « Lève-toi, ma sœur. Prions, et demandons à notre Seigneur de nous combler de sa miséricorde et de son salut. » Tb 8, 4 : Hag aet er-maez, o devoa serret dor ar gambr. Hag e savas Tobia eus ar gwele hag e lavaras dezhi : "Va c’hoar, sav ! Pedomp hag aspedomp hon Aotrou, ma roio deomp trugarez ha silvidigezh".
Elle se leva, et ils se mirent à prier et à demander que leur soit accordé le salut. Tobie commença ainsi : « Béni sois-tu, Dieu de nos pères ; béni soit ton nom dans toutes les générations, à jamais. Que les cieux te bénissent et toute ta création, dans tous les siècles. Tb 8, 5 : Hag e savas-hi, hag en em lakjont da bediñ ha d’aspediñ evit ma vefe roet dezho silvidigezh. Hag e krogas da lavarout : "Benniget out-Te, Doue hon tadoù ! Ha benniget da Anv evit ar rummadoù da viken ! R’az pennigo an Neñvoù hag an hollved krouet da viken ! Te eo ac’h eus graet Adam, ha Te ac’h eus graet
C’est toi qui as fait Adam ; tu lui as fait une aide et un appui : Ève, sa femme. Et de tous deux est né le genre humain. C’est toi qui as dit : “Il n’est pas bon que l’homme soit seul. Je vais lui faire une aide qui lui soit semblable.” Tb 8, 6 : dezhañ da skoazell ha harp Eva, e wreg ; hag anezho o-daou ez eo graet gouenn an dud ; ha Te eo ac’h eus lavaret : N’eo ket mat e vefe an den e-unan-penn ; greomp dezhañ ur skoazell heñvel outañ.
Ce n’est donc pas pour une union illégitime que je prends ma sœur que voici, mais dans la vérité de la Loi. Daigne me faire miséricorde, ainsi qu’à elle, et nous mener ensemble à un âge avancé. » Tb 8, 7 : Ha bremañ n’eo ket dre orgederez e kemeran va c’hoar amañ, met evit ar wirionez. Gourc’hemenn ma vo trugarezet ouzhin-me hag outi, ha ma tizhimp ar gozhni a-gevret".
Puis ils dirent d’une seule voix : « Amen ! Amen ! » Tb 8, 8 : Hag e lavarjont a-unan : "Amen, amen !"
Et ils se couchèrent pour la nuit. Quant à Ragouël, il se leva, appela ses serviteurs, et ils s’en allèrent creuser une tombe. Tb 8, 9 : Hag ez ejont da gousket evit an noz. Hag o sevel, Ragouel a c’halvas ar servijerien davetañ, hag ez ejont da doullañ ur bez,
« Car, se disait-il, si jamais Tobie était mort, nous serions objet de risée et de blâme. » Tb 8, 10 : rak lavarout a rae : "Mar deufe da vervel, e teufemp da vezañ ur godiserezh hag un dismegañs !"
Quand ils eurent fini de creuser la tombe, Ragouël rentra chez lui, appela sa femme Tb 8, 11 : Ha p’o devoe echuet da doullañ ar bez, e tistroas Ragouel d’an ti hag e c’halvas e wreg.
et lui dit : « Envoie une jeune servante : qu’elle aille voir si Tobie est encore vivant. Et s’il est mort, nous l’enterrerons, sans que personne ne le sache. » Tb 8, 12 : Hag e lavaras : "Kas unan eus ar mitizhien evit mont da welout hag-eñ ez eo bev ; ha mard eo marv, ma touarimp anezhañ en doare na vo den o c’houzout".
Ils envoyèrent donc la servante, allumèrent pour elle une lampe et lui ouvrirent la porte. Elle entra et les trouva couchés qui dormaient ensemble. Tb 8, 13 : Hag e kasjont ar vatezh ha da enaouiñ ar gouloù ha da zigeriñ an nor ; mont a reas e-barzh hag o c’havout a reas kousket-mat a-gevret.
La servante sortit pour annoncer que Tobie était vivant et que rien de mal n’était arrivé. Tb 8, 14 : Hag e teuas ar vatezh er-maez da ziskleriañ dezho e oa bev ha ne oa netra fall.
Alors Ragouël bénit le Dieu du ciel en s’écriant : « Béni sois-tu, ô Dieu, par toute bénédiction pure ! Béni sois-tu dans tous les siècles ! Tb 8, 15 : Hag e vennigjont Doue an neñv, en ur lavarout : "Benniget out-Te, o Doue, a gement bennozh c’hlan a zo. Ra vezi benniget da holl viken !
Béni sois-tu de m’avoir rempli de joie : ce que je redoutais ne s’est pas réalisé, mais tu as agi envers nous selon ta grande miséricorde. Tb 8, 16 : Benniget out-Te d’am bezañ laouenaet, ha n’eo ket c’hoarvezet ar pezh a soñjen, hogen hervez da drugarez vras ec’h eus graet ganeomp.
Béni sois-tu d’avoir pris en pitié deux enfants uniques ! Accorde-leur, ô Maître, miséricorde et salut ; fais qu’ils arrivent ensemble au terme de leur vie dans l’allégresse et la miséricorde. » Tb 8, 17 : Ra vezi benniget da vezañ truezet ouzh daou bennhêr ! Gra en o c’heñver, Mestr, trugarez ha silvidigezh, ha peurgas o buhez gant levenez ha kendruez !"
Puis Ragouël donna aux serviteurs l’ordre de combler la tombe, avant le point du jour. Tb 8, 18 : Neuze e lavaras d’e servijerien peurleuniañ ar bez a-raok ar gouloù-deiz.
Il dit à sa femme de cuire des pains en quantité ; lui, il alla choisir deux bœufs et quatre béliers de son troupeau, qu’il fit apprêter. Et on commença les préparatifs. Tb 8, 19 : Ha d’e wreg e lavaras ober baraennoù niverus, hag o vont d’an tropell, e tegasas daou ejen ha pevar dourz, hag e lavaras o aozañ ; hag e voe kroget gant an aozadurioù.
Alors il appela Tobie et lui dit : « J’en fais le serment : Pendant quatorze jours, tu ne bougeras pas d’ici, mais tu resteras chez moi à manger et à boire, et tu rendras la joie à ma fille, qui a tant souffert. Tb 8, 20 : Gervel a reas Tobia ha lavarout dezhañ : "E-pad pevarzek deiz ne loc’hi ket ac’hann, met chom a ri amañ, o tebriñ hag oc’h evañ du-mañ, hag e laouenai ene va merc’h diouzh hec’h enkrezioù.
Reçois dès aujourd’hui la moitié de mes biens, puis tu retourneras en bonne santé chez ton père. Quant au reste de ma fortune, elle vous reviendra après ma mort et celle de ma femme. Confiance, mon enfant ! Je suis ton père et Edna est ta mère. Nous sommes auprès de toi et de ta sœur, nous le sommes dès maintenant et pour toujours. Confiance, mon enfant ! » Tb 8, 21 : Hag eus va holl vadoù kemer diwar vremañ an hanter, ha kae en-dro yac’h davet da dad ; hag an hanter all, pa vezimp marv, me ha va gwreg, a vezo deoc’h. Kalon, mabig, me a zo da dad hag Edna da vamm, hag ez-kichen emaomp, hag e-kichen da c’hoar adal bremañ ha da viken : kalon, mabig !"
