Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Tobie » Chapitre 4

Livre de Tobie - Chapitre 4

Levr : Levr Tobit
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 4



Ce jour-là, Tobith se souvint de l’argent qu’il avait mis en dépôt chez Gabaël, à Raguès de Médie. Tb 4, 1 : En deiz-se, e teuas soñj da Dobit eus an arc’hant en devoa lakaet e ti Gabael, e Rages Media ;

Il se dit en lui-même : « Voici que j’ai réclamé la mort. Ne devrais-je pas appeler mon fils Tobie et lui parler de cet argent avant de mourir ? » Tb 4, 2 : hag e lavaras en e galon : «Setu m’em eus goulennet ar marv ; perak chom hep gervel Tobia, va mab, ha reiñ titouroù dezhañ war an arc’hant-se a-raok ma varvin?»

Il appela son fils Tobie, qui vint à lui. Tobith lui dit : « Mon enfant, quand je mourrai, enterre-moi dignement. Honore ta mère et ne l’abandonne pas aussi longtemps qu’elle vivra. Fais ce qui lui est agréable et ne l’attriste en rien. Tb 4, 3 : Hag e c’halvas Tobia, e vab, a zeuas davetañ ; hag e lavaras dezhañ : "Douar-me evel ma tere, bez doujañs ouzh da vamm, ha n’he dilez ket e-pad holl deizioù he buhez ; gra ar pezh a zo plijus dezhi ha na ra doan dezhi e netra.

Souviens-toi, mon enfant, de tous les risques qu’elle a courus pour toi quand tu étais dans son sein. Quand elle mourra, enterre-la auprès de moi, dans le même tombeau. Tb 4, 4 : Bez soñj anezhi, mabig, eus an holl arvarioù ma-z eo bet lakaet enno evidout pa oas en he c’hof. Ha pa varvo, bezia anezhi em c’hichen en hevelep bez.

Chaque jour, mon enfant, souviens-toi du Seigneur. Garde-toi de pécher et de transgresser ses commandements. Fais ce qui est juste tous les jours de ta vie et ne marche pas dans les voies de l’injustice. Tb 4, 5 : E-doug da holl deizioù, mabig, bez soñj eus an Aotrou ha n’asant ket pec’hiñ na treuztremen e c’hourc’hemennoù ; reizh-oberoù a ri holl deizioù da vuhez ha na gerzh ket gant hentoù an direizhded ;

Car ceux qui agissent selon la vérité réussiront dans leurs entreprises. À tous ceux qui pratiquent la justice, Tb 4, 6 : rak ar re a ra ar wirionez a ray berzh en o oberoù.

fais l’aumône avec les biens qui t’appartiennent. Ne détourne ton visage d’aucun pauvre, et le visage de Dieu ne se détournera pas de toi. Tb 4, 7 : Hag ar re a ra ar reizhded, eus da vadoù gra dezho aluzonoù ; gant na vo ket avius da lagad pa ri an aluzon, na zistro ket da zremm diouzh nep reuzeudig, ha diouzhit ne zistroio ket dremm da Zoue.

Mon fils, agis suivant ce que tu as : si tu es dans l’abondance, donne davantage ; mais si tu as peu, donne selon le peu que tu as. Quand tu fais l’aumône, mon fils, n’aie aucun doute : Tb 4, 8 : Hervez ar pezh ac’h eus, diouzh puilhentez da vadoù, gra ganto aluzon ; m’ac’h eus nebeut, gant an nebeut-se na zouj ket ober aluzon :

tu te constitues un beau trésor pour les jours de détresse, Tb 4, 9 : ur postadur mat a zastumez evidout a-benn deiz an enkrez,

car l’aumône délivre de la mort et empêche d’aller dans les ténèbres. Tb 4, 10 : rak an aluzon a salv eus ar marv hag a vir a vont d’an deñvalijenn ;

Pour tous ceux qui la pratiquent, elle est une bonne offrande devant le Dieu Très-Haut. Tb 4, 11 : ur brofadenn vat eo an aluzon, evit an holl re a ra anezhi, dirak an Uhel-meurbet.

Mon fils, garde-toi de toute union illégale. Et tout d’abord, prends femme dans la descendance de tes pères. Ne prends pas une étrangère, car nous sommes les fils des prophètes : de Noé, qui fut le premier prophète, d’Abraham, Isaac et Jacob, nos pères des origines. Souviens-toi, mon fils : ils ont tous pris femme dans le clan de leurs frères ; ils ont été bénis dans leurs fils, et leur descendance aura un héritage. Tb 4, 12 : En em ziwall, mabig, ouzh pep orgederez, ha kemer ur wreg dreist-holl eus lignez da dadoù. Na gemer ket ur vaouez estren na vefe ket eus meuriad da dad, rak mibien brofeded ez omp-ni, Noe, Abraham, Izaag, Jakob hon tadoù abaoe an deroù, bez soñj anezho, mabig, rak int-i holl a gemeras gwragez a-douez o breudeur, hag a voe benniget en o bugale, hag o lignez he devo da hêrezh an douar.

Quant à toi, mon fils, aime tes frères, et ne jette pas un regard orgueilleux sur les filles de tes frères. Car, dans l’orgueil, il y a ruine et grand désordre et, dans une conduite indigne, abaissement et indigence extrême : c’est le début de la misère. Tb 4, 13 : Ha bremañ, mabig, kar da vreudeur ha ne vo ket fae ganit ez kalon war da vreudeur ha war vibien ha merc’hed da bobl, evit kemer diouto ur wreg evidout, rak er rogentez ez eus distruj ha dizurzh e-leizh, hag en digasted, droukverzh ha dienez vras, rak an diegi a zo mamm an naonegezh.

Donne son salaire à quiconque aura travaillé pour toi ; paie-le aussitôt, et ne garde chez toi le salaire de personne. Ta récompense ne tardera pas si tu sers Dieu en vérité. Sois vigilant, mon fils, et fais preuve de sagesse dans toutes tes actions et toutes tes paroles. Tb 4, 14 : Gopr kement den en devo labouret ne chomo ket du-se, met daskor-eñ raktal, ha mar servijez Doue, e vezi gopraet, te ivez. En em ziwall, mabig ez holl oberennoù, ha bez desavet mat ez holl vuhezegezh.

Ne fais à personne ce que tu détestes, et que cela n’entre dans ton cœur aucun jour de ta vie. Tb 4, 15 : Ar pezh a gasaez na ra da zen ; gwin da vout mezv na ev ket, gant na gerzho ket ar mezverezh ganit war an hent !

Donne de ton pain aux affamés et de tes vêtements à ceux qui sont nus. En outre, fais l’aumône de tout ton superflu. Tb 4, 16 : Eus da vara ro d’ar re naoniek, hag eus da zilhad d’ar re noazh. Kement ac’h eus dreist-ezhomm, gra aluzon gantañ ; gant na vo ket avius da lagad pa rez an aluzon.

Mon fils, répands ton pain et ton vin sur la tombe des justes, et ne donne rien aux pécheurs. Tb 4, 17 : Skuilh da vara war bez an dud reizh, met na ro ket d’ar bec’herien.

Prends conseil auprès d’un homme sage, et ne méprise aucun conseil utile. Tb 4, 18 : Goulenn kuzul digant kement den a zo fur, ha na zispriz nep kuzul talvoudus.

En toute occasion, bénis ton Dieu, demande-lui de rendre droits tes chemins et de bien orienter tes pensées, car les nations païennes ne pensent rien de bon. C’est le Seigneur qui donne le bon conseil. Le Seigneur abaisse qui il veut jusqu’au fond du séjour des morts. Ainsi donc, mon enfant, souviens-toi de ces commandements, et qu’ils ne s’effacent pas de ton cœur. Tb 4, 19 : E pep degouezh, bennig an Aotrou Doue, ha goulenn digantañ ma vezo reizh da hentoù, ha ma ray berzh da holl emelloù ha mennadoù ; rak pep broad n’he deus ket a guzul, met Eñ eo, an Aotrou, a ro an holl vadoù, hag an hini a fell dezhañ, an Aotrou hen diskenn betek donderioù an Hades. Ha bremañ, mabig, dalc’h soñj eus ar c’hentelioù-se, ha gant na vezint ket diverket eus da galon !

À présent, mon enfant, je te signale que j’ai mis en dépôt dix talents d’argent chez Gabaël, le frère de Gabri, à Raguès de Médie. Tb 4, 20 : Ha bremañ, mabig, e tisklerian dit em eus lakaet dek talant arc’hant e ti Gabael, mab Gabri, e Rages Media.

Ne t’effraye pas, mon enfant, si nous sommes devenus pauvres : tu as de grands biens si tu crains Dieu, si tu fuis tout péché et si tu fais le bien devant le Seigneur ton Dieu. » Tb 4, 21 : Bez dizaon, mabig, ma-z omp deuet paour : kalz a vadoù ac’h eus mar doujez Doue ha mar tec’hez diouzh pep pec’hed, ha ma rez ar pezh a zo mat dirak an Aotrou, da Zoue".