Livre de Tobie - Chapitre 2
Chapitre 2
C’est ainsi que, sous le règne d’Asarhaddone, je revins chez moi, et ma femme Anna me fut rendue, ainsi que mon fils Tobie. Lors de notre fête de la Pentecôte, qui est la sainte fête des Semaines, on me prépara un bon repas et je m’étendis pour le prendre. Tb 2, 1 : D’ar c’houlz ma oa roue Asarhaddon e tistrois d’am zi, hag e voe rentet din va gwreg Anna ha Tobia, va mab. Ha d’ar Pantekost, hor gouel, e voe evidon ul lein mat, hag ec’h azezis ouzh taol evit debriñ.
On plaça devant moi une table et on me servit quantité de petits plats. Alors je dis à mon fils Tobie : « Va, mon enfant, essaie de trouver parmi nos frères déportés à Ninive un pauvre qui se souvienne de Dieu de tout son cœur ; amène-le pour qu’il partage mon repas. Moi, mon enfant, j’attendrai que tu sois de retour. » Tb 2, 2 : Prest e oa an daol, ha dirazon e oa meuzioù niverus ; neuze e lavaris d’am mab Tobia : "Va bugel, kae ’ta, ha kentañ paour a gavi eus a-douez hor breudeur harluet e Ninive hag a vir a-greiz kalon ar soñj eus an Aotrou Doue, gra dezhañ antren rak fellout a ra din e tebrje asambles ganin. Hast buan, va mab. Gortoz a rin ken na vi distro".
Tobie partit chercher un pauvre parmi nos frères. À son retour, il dit : « Père ! – Qu’y a-t-il, mon enfant ? – Père, quelqu’un de notre nation a été assassiné ; il a été jeté sur la place publique, il vient d’y être étranglé. » Tb 2, 3 : Hag ez eas Tobia da glask ur paour bennak a-douez hor breudeur ; met distreiñ a reas hag e lavaras : "Tad !" Ha me da lavarout dezhañ : "Setu-me, mabig !" Hag oc’h eilgeriañ e lavaras : "Tad, sellit ’ta, unan eus hor c’henvroiz a zo bet lazhet. Hen taolet o deus war ar blasenn ; hag eno-emañ bepred, taget ma-z eo bet".
Laissant là mon repas avant même d’y avoir touché, je me précipitai, j’enlevai de la place le cadavre que je déposai dans une dépendance en attendant le coucher du soleil pour l’enterrer. Tb 2, 4 : Kerkent e oan em sav en ul lamm ; lezel a ris va fred hep bezañ e dañvaet, hag ez is da gerc’hat ar c’horf diwar ar blasenn hag hen lakais en ur gambr vihan da c’hortoz kuzh-heol evit e zouarañ.
À mon retour, je pris un bain et je mangeai mon pain dans le deuil, Tb 2, 5 : Pa oan distroet d’ar gêr e oan aet d’en em walc’hiñ, ha soñj am eus em boa debret va fred gant rann-galon.
en me rappelant la parole que le prophète Amos avait dite sur Béthel : « Vos fêtes se changeront en deuil, et tous vos chants en lamentation. » Tb 2, 6 : Neuze e teuas da soñj din eus komzoù ar Profed, ar re a oa bet lavaret gant Amos diwar-benn Betel : "Troet e vo ho kouelioù e kañvoù, hag hoc’h holl ganaouennoù e klemmoù." Hag e oan en em lakaet da ouelañ.
Et je me mis à pleurer. Puis, quand le soleil fut couché, je partis creuser une tombe pour enterrer le mort. Tb 2, 7 : Neuze pa oa aet an heol da guzh, ez is da gleuziañ d’e zouarañ.
Mes voisins se moquaient de moi : « N’a-t-il donc plus peur ?, disaient-ils. On l’a déjà recherché pour le tuer à cause de cette manière d’agir, et il a dû s’enfuir. Et voilà qu’il recommence à enterrer les morts ! » Tb 2, 8 : Ha va amezeien a rae goap, o lavarout : "N’en deus ken aon ! Rak dija o deus lakaet klask warnañ evit hen lazhañ, en abeg d’an hevelep afer, hag e oa a-benn da dec’hel, hag a-nevez, setu eñ o touarañ ar re varv !"
Cette nuit-là, je pris un bain, puis j’entrai dans la cour de ma maison et je m’étendis contre le mur de la cour, le visage découvert à cause de la chaleur. Tb 2, 9 : Ha d’an noz-se e kibellis hag ez is d’en em walc’hiñ ha goude e oan aet d’en em astenn harp ouzh moger porzh an ti evit kousket. Dizolo e oa va fenn abalamour d’an tommder.
Je ne m’aperçus pas qu’il y avait des moineaux dans le mur, au-dessus de moi, et leur fiente me tomba toute chaude dans les yeux et provoqua des leucomes. Je me rendis chez les médecins pour être soigné, mais plus ils m’appliquaient leurs baumes, plus ce voile blanchâtre m’empêchait de voir, et je finis par devenir complètement aveugle : je restai privé de la vue durant quatre ans. Tous mes frères s’apitoyaient sur mon sort, et Ahikar pourvut à mes besoins pendant deux ans jusqu’à son départ pour l’Élymaïde. Tb 2, 10 : Ne ouien ket e oa golveni er voger a-us din, hag e kouezhas o failhañs tomm em daoulagad, o tegas takadoù gwenn. Mont a ris da gaout ar vezeien da vezañ louzaouet ganto, met seul vui ma lakaent traetoù din, seul vui e veze dallet va daoulagad gant ar gwennennoù, ken na zeuis da vezañ dall ; hag e voen hep gwelout gant va daoulagad e-pad pevar bloaz. Ha va holl vreudeur a voe ankeniet gant ar pezh a oa degouezhet ganin. Ac’hikar a bourchasas din bevañs e-pad daou vloaz, kent dezhañ mont kuit da Elumaida.
Pendant ce temps-là, ma femme Anna, pour gagner sa vie, exécutait des travaux d’ouvrière, Tb 2, 11 : Er mare-se, Anna, va gwreg, evit gounit ur gwenneg bennak a gemeras labourioù-merc’hed da ober.
qu’elle livrait à ses patrons, et ceux-ci lui réglaient son salaire. Or, le sept du mois de Dystros, elle acheva une pièce de tissu et l’envoya à ses patrons ; ils lui réglèrent tout ce qu’ils lui devaient et, pour un repas de fête, ils lui offrirent un chevreau pris à sa mère. Tb 2, 12 : O c’has a rae en-dro d’ar re o roe dezhi da ober, hag ar re-mañ a baee anezhi. D’ar seizh a viz Meurzh ec’h echuas ur pezh-lien hag hen kasas d’ar pratikoù. Ar re-mañ a baeas ar priz penn-da-benn, hag ouzhpenn, abalamour d’an danvez, e rojont ur c’havrig.
Arrivé chez moi, le chevreau se mit à bêler. J’appelai ma femme et lui dis : « D’où vient ce chevreau ? N’aurait-il pas été volé ? Rends-le à ses propriétaires. Car nous ne sommes pas autorisés à manger quoi que ce soit de volé ! » Tb 2, 13 : Pa ’n em gavas du-mañ, e krogas ar c’havrig da vegeliat : gervel a ris va gwreg hag e c’houlennis outi : "A belec’h ar menn-gavr-mañ ? Ha mar bije bet laeret ? Daskor-eñ d’e vistri ! Rak n’hon eus ket ar gwir, ni, da zebriñ tra pe dra bet laeret".
Elle me dit : « Mais c’est un cadeau qu’on m’a donné en plus de mon salaire ! » Je refusai de la croire, je lui dis de rendre l’animal à ses propriétaires, et je me fâchai contre ma femme à cause de cela. Alors elle me répliqua : « Qu’en est-il donc de tes aumônes ? Qu’en est-il de tes bonnes œuvres ? On voit bien maintenant ce qu’elles signifient ! » Tb 2, 14 : Hag e respontas-hi din : "Un donezon eo, bet roet din en tu-hont d’ar gopr". Ha ne gredis ket enni, hag ec’h adlavaris dezhi e rentañ d’ar vistri, ha mezh am boa en abeg da se dirazi. Neuze e respontas en ur lavarout : "Pelec’h emañ da aluzonoù ? Pelec’h emañ da oberoù-mat ? Ar pezh a c’hoarvez ganit a zo anat !"
