Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Tobie » Chapitre 6

Livre de Tobie - Chapitre 6

Levr : Levr Tobit
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 6



Le garçon partit, et l’ange avec lui ; le chien partit aussi avec lui et il les accompagnait. Ils firent donc route ensemble. Survint la première nuit, et ils campèrent au bord d’un fleuve, le Tigre. Tb 6, 1 : Hag ar paotr a loc’has hag an ael gantañ ; ar c’hi ivez a yeas gantañ hag a reas hent ganto. Aet e oant o-daou en hent, ha pa zegouezhas an noz kentañ, e kampjont war ribl ar stêr Tigris.

Comme le garçon descendait se laver les pieds dans le Tigre, un grand poisson bondit hors de l’eau et voulut avaler son pied. Le garçon cria. Tb 6, 2 : Hag e tiskennas ar paotr da walc’hiñ e dreid er stêr Tigris, hag e lammas ur pesk bras eus an dour, o klask lonkañ troad ar paotr, a c’harmas.

Mais l’ange lui dit : « Attrape le poisson, et maîtrise-le. » Le garçon saisit le poisson et le hissa sur la berge. Tb 6, 3 : An ael a lavaras d’ar paotr : "Tap ar pesk ha bez mestr warnañ !" Mestroniañ a reas ar paotr ar pesk hag e degas war an douar.

L’ange lui dit : « Éventre le poisson, enlève-lui le fiel, le cœur et le foie, mets-les à part pour les emporter, et jette les entrailles. Car le fiel, le cœur et le foie sont des remèdes efficaces. » Tb 6, 4 : Hag e lavaras dezhañ an ael : "Digor ar pesk, dilam ar vestl, ar galon hag an avu dioutañ a-gostez ganit, ha distaol ar fast, rak louzoù talvoudus eo ar vestl, ar galon hag an avu anezhañ".

Le garçon éventra le poisson, recueillit le fiel, le cœur et le foie, puis il grilla une partie du poisson et la mangea, et il garda l’autre partie après l’avoir salée. Tb 6, 5 : Digoret ar pesk gantañ, e kemeras ar paotr ar vestl, ar galon hag an avu, hag e fritas eus ar pesk hag e tebras, hag e lakaas dioutañ da sallañ.

Ils poursuivirent tous deux la route, jusqu’aux abords de la Médie. Tb 6, 6 : Hag e talc’hjont gant an hent o-daou a-gevret betek tostaat da Vedia.

Le garçon interrogea alors l’ange : « Azarias, mon frère, le cœur, le foie et le fiel du poisson, en quoi sont-ils un remède ? » Tb 6, 7 : Neuze e c’houlennas ar paotr digant an ael en ur lavarout dezhañ : "Azarias, va breur, peseurt louzoù ez eus er galon, en avu ar pesk hag er vestl ?"

L’ange lui répondit : « Si tu fais brûler le cœur et le foie du poisson devant un homme ou une femme attaqués par un démon ou un esprit mauvais, l’agresseur s’enfuit au loin, et ses victimes en seront délivrées pour toujours. Tb 6, 8 : Hag e lavaras an ael dezhañ : "Ar galon hag avu ar pesk, gra dezho mogediñ dirak un den pe ur vaouez arsailhet gant un drougael pe ur spered fall, hag e tec’ho kuit diouto pep arsailh, ha ne chomint ken ganto da vepred.

Quant au fiel, si tu l’appliques sur les yeux d’un homme atteint de leucomes et si tu souffles dessus, les yeux seront guéris. » Tb 6, 9 : Ha gant ar vestl e rimiez daoulagad an den a zo deuet gwennennoù warnañ, c’hwezhañ a rez warno, war ar gwennennoù hag e vezint pareet".

Quand il fut entré en Médie et que déjà il approchait d’Ecbatane, Tb 6, 10 : Pa oa en em gavet an Ael ha Tobia e Media, hag evel ma tostaent dija ouzh Ekbatan,

Raphaël dit au garçon : « Tobie, mon frère », et celui-ci répondit : « Qu’y a-t-il ? » Raphaël reprit : « Nous devons loger cette nuit chez Ragouël. Cet homme est ton parent, et il a une fille qui s’appelle Sarra. Tb 6, 11 : e lavaras Rafael d’ar paotr yaouank : "Va breur, Tobia" "Petra ’zo ?" a respontas hemañ. "An nozvezh-mañ, eme Rafael, hon eus da dremen e ti Ragouel. Te 'oar ez eo kar dit-te ; ur verc’h en deus hag a vez graet Sara anezhi".

À part elle, il n’a ni fils ni fille. Tu es le plus proche parent de Sarra : c’est à toi qu’elle revient en priorité et tu as aussi le droit d’hériter de la fortune de son père. D’ailleurs, c’est une jeune fille intelligente, courageuse et très belle, et son père est un homme de bien. » Tb 6, 12 : Na mab na merc’h n’en deus estreget Sara hepken, te a zo kar nesañ dezhi, ha dreist an holl wazed ez eo dit he c’haout ha gwir ac’h eus da gaout holl vadoù he zad da hêrezh. Ar plac’h a zo poellek, kalonek ha kaer-dreist, hag he zad, un den mat".

Il ajouta : « C’est ton droit de l’épouser. Écoute-moi bien, mon frère. Cette nuit, je parlerai au père de la jeune fille pour qu’il t’accorde sa main, et, à notre retour de Raguès, nous célébrerons les noces. Je sais que Ragouël ne peut te la refuser ni la fiancer à un autre. Sinon, il encourrait la mort selon le décret du Livre de Moïse, car il sait que sa fille te revient de préférence à tout autre. Ainsi donc, écoute-moi bien, mon frère : dès cette nuit, nous aurons un entretien au sujet de cette jeune fille et nous conviendrons du mariage. Quand nous quitterons Raguès, nous la prendrons avec nous et nous l’emmènerons chez toi. » Tb 6, 13 : Hag ec’h ouzhpennas : "Ar gwir ac’h eus d’he c’hemer, ha selaou-me, breur, hag e komzin d’an tad diwar-benn ar plac’h yaouank d’an noz-mañ, m’hon devo anezhi evidout da gefrisa : ha pa zistroimp diouzh Rages, e raimp hec’h eured. Gouzout a ran ne c’hello ket Ragouel he dinac’h ouzhit, pe he dimeziñ d’un all, rak dleet e vefe dezhañ mervel hervez setañs levr Moizez, peogwir e oar ec’h eus ar gwir da gaout ha da gemer e verc’h a-raok pep den. Ha bremañ, selaou ouzhin, breur, hag e komzimp diwar-benn ar plac’h en noz-mañ hag e c’houlennimp anezhi da zimeziñ evidout ; ha pa zistroimp diouzh Rages, he c’hemer hag he c’has a raimp ganeomp d’az ti".

Tobie répondit à Raphaël : « Azarias, mon frère, j’ai entendu dire qu’elle a déjà eu sept maris et qu’ils sont morts dans leur chambre nuptiale : ils ont succombé la nuit même où ils voulaient s’approcher d’elle. J’ai même entendu dire qu’un démon les tuait. Tb 6, 14 : O respont neuze, e lavaras Tobia da Rafael : "Azarias, va breur, klevet em eus e oa bet roet da seizh gwaz, hag ez int marvet en noz er gambr-eured : pa-z aent daveti, e varvent, ha klevet em eus darn lavarout eo un diaoul eo o lazhe.

Voilà pourquoi j’ai peur, car ce n’est pas elle que le démon attaque, mais il tue quiconque veut s’approcher d’elle. Or je suis le fils unique de mon père, et, si je venais à mourir, je causerais à mon père et ma mère un chagrin qui les conduirait dans la tombe, et ils n’ont pas d’autre fils que moi pour les enterrer ! » Tb 6, 15 : Ha bremañ em eus aon, me, rak dezhi ne ra ket a zroug, met an neb a c’hoanta tostaat outi, e lazhañ a ra ; unvab on d’am zad, ha ma varvan, e ran diskenn buhez va zad ha va mamm d’o bez, en arbenn d’ar glac’har diwar va lerc’h, rak ur mab all n’o deus ket evit o douarañ".

Raphaël lui répondit : « As-tu oublié les instructions de ton père, qui t’a commandé de prendre femme dans son clan ? Et maintenant, écoute-moi bien, mon frère : ne t’inquiète pas au sujet de ce démon et prends Sarra comme épouse. Car je sais que cette nuit même elle te sera accordée. Tb 6, 16 : Hag e lavaras Rafael dezhañ : "Ha n’ec’h eus ket soñj eus kemennadurioù da dad, p’en deus lavaret dit kemer ur wreg eus ti da dad ? Ha bremañ, selaou ouzhin, breur, na vez ket e chal gant an diaoul-se, ha kemer anezhi. Gouzout a ouzon e vezo roet en noz-mañ dit da bried.

Mais, quand tu entreras dans la chambre nuptiale, prends le cœur du poisson et un peu de son foie, dépose-les sur le brûle-parfums, et l’odeur s’en répandra. Dès que le démon l’aura sentie, il prendra la fuite et il ne reparaîtra plus jamais auprès d’elle. Tb 6, 17 : Pa-z i e-barzh ar gambr-eured, kemer eus avu ar pesk hag ar galon, ha laka anezho war regez an ezañs ; ar c’hwez en em skigno, an diaoul a c’hweshetaio hag a dec’ho kuit, ha ne vezo ken gwelet en-dro dezhi biken.

Quand tu seras sur le point de t’unir à elle, levez-vous d’abord tous les deux, priez et demandez au Seigneur du ciel de faire venir sur vous sa miséricorde et son salut. N’aie pas peur, car c’est à toi qu’elle a été destinée depuis toujours, et c’est toi qui la sauveras. Elle te suivra, et j’ai bien l’idée que tu auras d’elle des enfants, qui seront pour toi comme des frères. Ne t’inquiète pas. » Tb 6, 18 : Ha pa vezi war-nes mont ganti, savit da gentañ ho-taou, pedit hag aspedit Aotrou an neñv ma teuio warnoc’h trugarez ha silvidigezh. Nebaon, rak dit ez eo bet tonket a-viskoazh, ha te he saveteio, ha mont a ray ganit, ha gouestlañ a ran az po diouti bugale, a vezo evidout evel breudeur : ket a verfeti !"

En apprenant de Raphaël qu’il avait une parente dans son clan, il s’éprit d’elle passionnément et il lui fut attaché de tout son cœur. Tb 6, 19 : P’en devoe klevet Tobia komzoù Rafael, hag e oa anezhi ur c’hoar, eus lignez tiegezh e dad, he c’harout a reas kalz-meurbet hag e galon en em stagas outi.